Devri

Recherche 'mennozh...' : 2 mots trouvés

Page 1 : de mennozh (1) à mennozhiet (2) :
  • mennozh
    mennozh

    m. –ioù

    I.

    (1) Désir.

    (1659) SCger 77b. maugré que i'en aye, tr. «enep ma menos

    (1906) FHAB Gouere/eost 308. Tad Santel, hoc'h oll mennoziou a zo urziou evit ho servicher. ●(1906) FHAB Gwengolo/Here 326. gouarnet gant-ho hervez ho mennoz ha reolennou. ●(1909) FHAB Genver 1. N'hor beus ken mennos nemet teuler, hervez hor galloud, eun haden vad bennag etouez an dud. ●(1910) MBJL 56. mennoz an otro Bourne. ●(1914) RNDL 116. mennohieu. ●(1925) BILZ 125. en en benn e troidelle mennoziou dishegar.

    (2) Projet, dessein, intention.

    (1864) SMM 52. tud a venne ober an dra-ze hag an dra-hont, hag a zo eat ho mennoziou gantho e goelet ar bez ! ●(1869) FHB 237/220b. ar mennoz a zo pell-zo e ma fenn. ●(1870) MBR 80. distroit diwar ho mennoz, aotrou, tr. «changez de pensée, monsieur.». ●(1878) EKG II 17. Ne c'hellaz ket, siouaz ! dont a-benn euz he vennoz. ●194. Klask bag da vont da Vro-Zaoz, ne ket hennez eo va mennoz.

    (1911) SKRS II 33. mennoziou he enebourien. ●(1911) BUAZperrot 545. ne c'helljont ket kas o mennoz fallakr da benn. ●(1954) VAZA 70. Met pebezh distokadenn pa glevis digant re all he menoz gwirion.

    (3) Mennozh start : résolution, ferme intention, propos.

    (1911) BUAZperrot 817. kaout eur mennoz start d'en em viret diouto [pec'hejou] en amzer da zont. ●(1936) PRBD 34. ha na gemer menoz stard ebet. ●49. ma laka en hor c'halon, ar menoz stard da jomm heb pec'hi.

    (4) Idée.

    (1732) GReg 67a. Avis, sentiment, tr. «meno. menos.» ●710b. Pensée, jugement, estime tr. «Menos. meno.»

    (1847) FVR 152. Dira-z-han e tiskleriann net ma holl mennosiou. ●(1873) FHB 463/366a-b. n'ho devoa karget he benn nemet a venosiou balc'h hag amzere.

    (1963) LLMM 99/268. e oa bet kastizet abalamour d’e venozioù politikel.

    (5) =

    (1912) LZBl Genver 304. Setu ar mennoziou a reketan evid-oc'h oll.

    II. [en locution]

    (1) Ober diouzh e vennozh : faire à son idée.

    (1870) MBR 16. War gement-se e raio dioc'h he mennoz.

    (2) Bezañ e mennozh ub. : être dans le propos, l'intention de qqn.

    (1878) EKG II 214-215. N'eman ket em mennoz dont da gounta d'eoc'N'eman ket em mennoz dont da gounta d'eoc'h ar pez a zo c'hoarvezet. ●231. N'eman ket em mennoz kounta d'eoc'h ken nebeut deiz evit deiz buez Mari Toullek. ●(1889) SFA 192. N'eman ket em mennoz kounta d'eoc'h histor an Trede Urz.

    (1921) PGAZ 10. Skriva buez enez Eussa ne ma ket e va mennoz.

    (3) Seveniñ mennozh ub. =

    (1907) KANngalon Mezheven 416. seveni menoziou Hor Zalver. ●(1909) MMEK 143. varnez seveni o mennoz diaoulek. ●(1911) BUAZperrot 776. e vennoz a oue sevenet.

    (4) Reiñ e vennozh da ub. =

    (1907) KANngalon Eost 480. Setu ar mennoz birvidika roet d'hin gant ar Galoun adorabl-ze.

    (5) Kaout e vennozh : obtenir satisfaction.

    (1911) BUAZperrot 609. ne 'z ajent kuit nemet p'o divije bet o mennoz.

    (6) Kemer ar mennozh : prendre la ferme décision, la résolution de.

    (1911) BUAZperrot 830. hag e kemeras ar mennoz start da ren eur vuez pinijennusoc'h ha kristenoc'h eget an hini en devoa renet beteg neuze. ●881. miret en he c'halon ar mennoziou he deus kemeret.

    (7) Kaout mennozh da : avoir l'intention de.

    (1910) FHAB Kerzu 365. Mikael oa hag e vab Yannik o doa mennoz da vont var vor da besketa.

    (8) Mennozh zo da = c'hoant, ratre.

    (1922) KANNgwital 234/381. Mennoz zo da ziskleria.

    (9) Bezan skañv e vennozh : avoir la conscience tranquille.

    (1924) BILZbubr 40/896. Met an ôtrou person n'oa ket ken skanv e vennoz.

  • mennozhiet
    mennozhiet

    adj. Bezañ mennozhiet mat : avoir une bonne idée.

    (1910) MBJL 48. ec'h ê bet menoziet mat ar gabusined.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...