Recherche 'nebeut...' : 6 mots trouvés
Page 1 : de nebeut (1) à nebeutoc_h (6) :- nebeutnebeut
prép., adv. & adj.
I. Prép.
A.
(1) Peu de, quelques.
●(1659) SCger 91b. peu, tr. «nebeut.»
●(1914) KANNgwital 142/461. Neubeut deveziou araok mervel.
(2) [au plur. & au diminut.] Quelque.
●(1838) OVD 119. coustein e rei d'oh nebedigeu glahar, beah en gorto.
(3) Nebeut bras : très peu.
●(1866) HSH 126. goude beza renet nebeud-bras a amzer.
(4) (Son) peu de.
●(1850) JAC 6. Dre he zellou lubric, he nebeut chastete.
(5) temp. Nebeut zo : il y a peu.
●(1872) GAM 51. Er vro ma edo, betec nebeud a zo.
B. Loc. prép.
(1) War-hed nebeut a, diouzh : non loin de.
●(1964) ABRO 27. ez is etrezek ur menez a save e benn war-hed nebeud ac'hano. ●95. war-hed nebeut diouzhin. ●155. war-hed nebeut diouto. ●(1958) BRUD 4/80. war-hed nebeud diouz chapel ar Roh.
(2) War-bouez nebeut a, diouzh : non loin de.
●(1941) SAV 19/16. War bouez nebeut dioutañ edo Ahez. ●(1964) ABRO 105. war-bouez nebeut diouzh an aod. ●127. Aze, e-barzh ar c'hoad-se, war-bouez nebeud ac'hann.
II. Adv.
A. Peu de gens.
●(1908) PIGO II 21. Nebeut a anaveas histor ar c'haz du. ●(1911) BUAZperrot 882. rag hervez komz Hor Zalver Jezuz-Krist, eleiz a zo galvet da vont d'ar baradoz ha nebeut a ia ebarz.
B. Loc. adv.
(1) Nebeut dre nebeut : peu à peu.
●(1929) FHAB Genver 23. nebeut dre nebeut, an dour a yelo da voged. (...) Nebeut dre nebeut goude-se an holen a ya ivez d'ar strad. ●(1931) FHAB Meurzh 103. Nebeut dre nebeut ez int bet chaseet dre ma teue ar re wenn da c'hounit ar vro.
(2) A nebeut da nebeut : peu à peu.
●(18--) SAQ I 302. Doue a denn diganheomp, a nebeut da nebeut, he holl grasou.
●(1911) BUAZperrot 175. mes a nebeut da nebeut e rinklas hag e kouezas en droug. ●(1915) HBPR 7. Hag ar Feiz a deue, a nebeud da nebeud, da vianaad. ●87. ankounac'haad, a nebeud da nebeud.
(3) Pep a nebeut : peu à peu.
●(1866) FHB 54/14a. mont a ra cuit a tacadou ha peb a nebeut. ●(1866) FHB 58/46a. e sempla ho ialc'h bep a neubet. ●(1866) FHB 62/77b. ha bep a nebeut ez eont aliez var netra.
(4) A nebeut en nebeut : petit à petit.
●(c.1500) Cb 25b. g. petit a petit. b. a neubet en neubet. ●(1621) Mc 95. an drouc desirou se a diminuo a neubeut en neubeut.
(5) Nebeut zo : depuis peu.
●(1906-1907) EVENnot 28. (Priel) Arri ec'h e er ger neubeut zo neuze, tr. depuis peu.»
(6) En nebeut amzer : en peu de temps.
●(1557) B I 169. Me a certiffy ez vihet / En nebeut amser, mar queret, tr. « Je certifie que vous le serez en peu de temps, si vous le voulez. »
III. Attr.
(1) =
●(18--) SAQ II 169. Peger bresk int ha pegen nebeut int goestl d'ober hon eurusted.
(2) Moindre.
●(18--) GUI 5. Ne voe qet nebeut e eston.
(3) Rares.
●(1852-76) FORtoul 564. Neubet e hon nevestio, tr. «Nos nouveautés sont rares.»
- nebeut-ha-nebeutnebeut-ha-nebeut
adv. Peu à peu.
●(1774) AC 183. ret eo ober an operation ma neubeut-a-neubeut, ac a bennadou mes ep re a ners.
●(18--) SAQ I 145. Mez nebeut ha nebeut al loden vad he deuz ranket plega.
●(1907) PERS 90. Ar chapellou-ze a zo bet savet nebeut ha nebeut. ●(1911) BUAZperrot 832. Nebeut a nebeut ar c'homzou-ze a ziskennas doun e kalon Xavier. ●(1911) SKRS II 103. Al lavariou faoz hag ar gevier skignet el leoriou fall a zeu d'en em zila nebeud a nebeud, heb na ve great kalz a van.
- nebeutanebeuta
v. intr. (Mont) war nebeuta : en diminuant.
●(1941) SAV 19/34. War nebeuta, bep eun tammig, eo bet heuliet ar c'hiz.
- nebeutaatnebeutaat
v.
I. V. intr.
(1) Diminuer en nombre, en quantité.
●(1890) MOA 219a. Diminuer, tr. «Nebeutaat (C[ornouaille]).»
●(1910) MAKE 23. Mes jistr an hostiz o veza trenk, an dud a nebeutaas. ●(1925) CBOU 4/59. Ar feiz ze (…) e welomp anezi o nebeutat dre-holl. ●(1932) GUTO 19. é nebeta ou lod ag er madeu. ●(1934) BRUS 58. Diminuer (en nombre), tr. «nebetat.»
(2) Mont war nebeutaat : aller en diminuant.
●(1920) AMJV 106. setu e iea atao an dud var nebeutât gantho. ●(1922) BUBR 22/323. war nebeutât ez a hor marvailhou.
(3) Nebeutaat d'ober udb. : faire qqc. moins souvent.
●(1904) BOBL 15 octobre 3/3c. neubeutaat a ra ar Saozon da brena, dre ma'z int ker [an ougnoun]. ●(1906) BOBL 06 janvier 68/1b. neubeutaat a rea ar barrezioniz da dostaat ouz an ofisou santel. ●(1935) BREI 411/3b. nebeutaat da brena a-ziavêz bro.
II. V. tr. d. Diminuer.
●(1910) BOBL 24 septembre 300/2c. awalc'h evid neubeutaat a galz kalite ar jistr. ●(1919) MVRO 13/1a. mar gall poan unan bennak nebeutaat hon hini. ●(1920) MVRO 44/1a. nebeutaat an deveziou labour gant ar vicherourien.
- nebeutañnebeutañ
adv.
(1) (An) nebeutañ : le moins.
●(1869) FHB 205/385b. ha ne ket ar re ziveza-ma eo a ioa nebeuta prez varnezho nag a valee nebeuta gobius. ●(1866) FHB 62/77b. ar re a guemer an nebeuta tud da vevel.
●(1911) BUAZperrot 790. An holl a gomz eus ar beleg, hag ar re anavez anezan an nebeuta, eo a c'hlabouz anezan ar muia.
(2) Moindre.
●(1906) KPSA 63. gina a rin gant an nebeuta tra.
(3) D'an nebeutañ, da nebeutañ : au moins.
●(1732) GReg 67b. Au moins, tr. «Da vihanã. da nebeutã.»
●(1878) EKG II 49. daou omp da nebeuta. ●50. red d'ezhi da nebeuta tri zroatad evit tizout an neac'h. ●108. kas d'an nebeuta dek den e kevridi. ●(1889) ISV 183. 500 pardoner da nebeuta, 800 da hirra.
●(1911) BUAZperrot 5. eun dek anezo da nebeuta. ●(1921) PGAZ 103. bep daou viz, da nebeuta. ●(1936) PRBD 81. Red e vo, da nebeuta, ober kement all evit yec'het an ene.
(4) A-greiz an nebeutañ : quand on s'y attend le moins.
●(1924) BILZbubr 42/974. Hag a-greiz an nebeuta a-wechou.
(5) Pa soñjer (an) nebeutañ : quand on s'y attend le moins.
●(1903) MBJJ 207. Gwejo all, eun taul gwink, pa zonjet an nebeutan. ●(1911) SKRS II 88. en eun taol kount, pa zonjer nebeuta. ●(1913) ARVG Eost 187. Yennet e ve tud fin ; tapout a reont o lip pa zonjont an nebeuta ; kas divleupan ar re-all, alïes e vent divleupet o-unan.
(6) Da bep nebeutañ : à tout le moins.
●(1766) MM 187-190. c'hui a griè var boes-o-pên / evel en armé a ésên / m'ho c'hlevet d'a bep-nebeuta / tri c'hart-leo rond diouc'h ar bourg-man, tr. «Vous, vous gueuliez à fond de gueule comme une armée de baudets, qu'on vous entendait, à tout le moins, trois quart de lieue au cerne de ce bourg-ci.»
(7) [devant un adj.]
●(1710) IN I 286. ar re nebeuta pompus hac ar re nebeuta glorius hac affætet.
- nebeutoc'hnebeutoc'h
adv.
(1) Moins.
●(1659) SCger 80b. moins, tr. «nebeutoc'h.»
●(1866) FHB 62/79a. gant nebeutoc'h ec'h aller en em loja. ●(1868) SBI II 19. pe eun draïc neubeutoc'h, tr. «ou quelque peu moins.» ●(1889) ISV 403. ar riou a groge nebeutoc'h enho.
►[devant un adj.]
●(1847) FVR 70. lavaret ho pije zoken, e vije deuet ar boan nebeutoc’h pounner. ●(1857) HTB 56. an tan n'eo ket nebeutoc'h gwalluz. ●(1877) BSA 47. ne dlie ket beza nebeutoc'h burzudus. ●(1889) ISV 216. Va c'halon ne vezo ket nebeutoc'h eveziant oc'h coms Doue.
●(1962) TDBP III 155. Ha ma n'ho-peus ket klevet, n'eo ket nebeutoh gwir, et si vous ne l'avez pas entendu dire, ce n'en est pas moins vrai.
(2) Nebeutoc'h a : moins de.
●(1847) MDM 64. nebeutoc'h a follenteziou. ●(1868) FHB 153/388b. ma vezo nebeutoc'h a zislonkerien... ●(1889) ISV 11-12. ne gavimp ket nebeutoc'h a leac'h d'en em estlami.
●(1907) AVKA 57. A bep ma kresko rouantelez Jesus er bed, ho devo nebeutoc'h a veli war an dud. ●(1929) FHAB C'hwevrer 52. Mat e vije, en hor bro, ober nebeutoc'h a winiz ha muioc'h a chatalerez. ●(1933) FHAB Genver 10. e vezo neubeutoc'h a viziadou, a zournadou, a friadou en ho touez.
(3) Nebeutoc'h eget : moins que.
●(1909) FHAB Kerzu 356. an Emgleo a ielo dirak an dribunal en ho ano dezho oll. Nebeutoc'h eget eun den he unan e vezo en entremar evit kemeret samm eur procez ha gouzanv ar c'holl, ma koller.
(4) Nebeutoc'h-nebeutañ : de moins en moins.
●(1914) FHAB Mae 157. Ho pugel a vrouilho nebeutoc'h nebeuta dre ma kresko.
(5) Na muioc'h na nebeutoc'h : ni plus ni moins.
●(1906) KPSA 182. Aotrou Persoun, eur c'hoariel eo, na muioc'h na nebeutoc'h, a roit ali d'in da ober.
●(1959) BRUD 7/17. Hag e-leh yod kerh e vez awechou d’an hini a gar, kaviar, a zo, na muioh na nebeutoh, viou pesked esturjon.
(6) Muioc'h pe nebeutoc'h : plus ou moins.
●(1878) EKG II 260. Eur bloavez muioc'h pe nebeutoc'h var an douar, petra a ra ze ?
●(1911) SKRS II 188. en hor bro Breiz Izel, e tigouez ar memez tra muioc'h pe nebeutoc'h.
(7) Moindre.
●(1659) SCger 80a-b. moindre, tr. «nebeutoc'h.»