Devri

Recherche 'ober...' : 34 mots trouvés

Page 1 : de ober-1 (1) à oberus (34) :
  • ober .1
    ober .1

    m. –ioù, –où

    (1) Acte.

    (1575) M 804. ez ynt da oberou, tr. «qu'ils sont tes œuvres.» ●(1638) Peiresc 17-18. An ay ho guellet och hoberiou / En deus ho lamet diuar an delliou, tr. «Le ciel en voyant vos œuvres / vous a (?) libéré de vos dettes (péchés) (?).»

    (1732) GReg 11b. Action, mouvement de la puissance active, tr. «Ober. p. oberyou.» ●(17--) TE 2. Doué e cessas é obereu caër.

    (1847) FVR 149. Chetu kenta ober ar Gonvansion : he brasa hag he gwasa a oe lakaat ar Roue e barn. ●(1862) JKS 34. An oberiou heb ar garantez ne dalvezont netra. ●(1891) MAA 90. Na sonj, na komz, nag ober ebet na deio da goll. ●(1894) BUZmornik 294. Ann oberiou-ze a zevosion.

    (1911) BUAZperrot 552. Kaëroc'h ober a c'hede Doue digantan.

    (2) Activité, faculté d'agir.

    (1870) FHB 265/28b. Pa vez deuet an den da zeg, da unneg vloaz ha tri-ughent, e tiskar tol ha tol, e ya an ober diout-ha.

    (3) Œuvre.

    (1659) SCger 85b. œuure, tr. «ober p. iou

    (4) Oberoù a vadelezh : œuvres de bienfaisance.

    (1867) BUE 79. o westlan leveo he garg a varner ann iliz da obero a vadelez.

  • ober / gober .2
    ober / gober .2

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Faire.

    (1360) Hd Tours n° 576 f°119v°. nep na ra mat her da guel / dezouf he hunan he fel « quiconque ne fait le bien tant qu'il peut / à lui-même il manque » ●Sorbonne ms. 791 f°3r°. nep na ra mat her dra guiell / dezo… « quiconque ne fait le bien tant qu'il peut, à lui… » ●(14--) PEll A.267 18-19. Ez saffas hevelep / An re a gra quebestr, // Ha hynvyr cacousyen, tr. « Sortirent pareillement ceux qui font des licols, / Qu’on nomme Cacous. » ●(1499) Ca 147a. Ober. g. faire. ●147b. g. bien faire. b. ober mat.

    (1710) IN I 302. greant eta o dever gant carantez. ●463. evel ma er gu'eure en amser Josue.

    (1838) OVD 23. Chonget erhat en dès en Eutru Doué hou tennet a nitra eit hou cober er péh ma oh. ●(1840) EBB 24. ac dène elise hune déogheuve he péiême màd hèm gober gheuve, tr. « Nous devons payer scrupuleusement nos dîmes à l’église. »

    (1910) BUCB 66. An duk Yan, drouk bras ennan, a roas urz d'ar venec'h da diverkan ar skeuden pen-da-ben ; mes eskob Sant-Malo a laras n'ober ket, hag outan e voe sentet. ●(1924) FHAB Gouere 253. Eul lam-gavrig a eurent o daou asamblez. ●(1979) BRUDn 24/30. Klevet am-eus lared ze pa oan eiz pe deg la med ’m-eus ket gwelet over jamez. ●[over] ober. ●27/25. Gweled rent oa mann ’bed d’over ganen, oan inkommañdabl.

    (2) Faire, fabriquer.

    (c.1500) Cb 12a. g. porte cleffz. bri. nep a douc en alhuezou pe nep o gra.

    (3) Servir de, faire office, fonction de.

    (1878) EKG II 114. ar riblennad lian-du oc'h ober gouriz d'id. ●(1889) ISV 355. eur viaden lien guenn abez ganthan troidellet en dro d'he benn da ober bonet. ●(1889) SFA 136. en doa taolet eur vezenn da ober pount var ar fraill.

    (1925) CHIM 9. Gwelet ez peus ivez pesort pikol treujenn a oa gantan oc'h ober eur vaz ? ●(1929) FHAB Ebrel 128. ar Cloerdi koz a oa atao oc'h ober ospital. ●(1932) FHAB Mezheven 232. eur peul-vaen a c'hell beza bet oc'h ober kef gwechall.

    (4) Ober anezhi : s'en donner, s'amuser.

    (1879) ERNsup 163. Ober 'nei, s'en donner, avoir du plaisir.

    (5) absol., fam. Chier.

    (17--) EN 2357. ma meus groed em bragou.

    (1957) BLBR 100/13. ul lechefre a rener hag a oa prest d'ober en e lavreg dirag eun touseg. ●(1985) AMRZ 42. Difanket e vezemp ganti pa zigoueze deomp ober en or bragezeier.

    (6) Devenir.

    (1834) SIM 120. Lavaret mad a renn atao, e pije grêt ar pautr afêçon.

    (7) Nommer (à un poste), faire (qqn).

    (1911) BUAZperrot 119. ha dem goude her greas e vikel-vras. ●328. hag er greas kardinal.

    (8) Ober e benn : agir à sa guise.

    (1909) TOJA 28. Lezet-han d'ober e benn.

    (9) Ober (…) gant ub. : prendre qqn pour (…).

    (1902) PIGO I 48. ar re-man 'zo kas ober eur zod ganin, herve welan.

    (10) Ober a, eus : nommer, appeler.

    (1868) KMM 22-23. ne reas mui nemet e vam eus ar Verc'hez. ●(1869) FHB 234/200a. eur rimadeller a reat Iann-ar-Feuteun anezhan.

    (11) Ober a : transformer.

    (c. 1501) Donoet 17-5. nac ober anezaff passiff, tr. « ni se transformer en passif »

    (12) Ober (…) ouzh : traiter de.

    (1935) ANTO 83. Digeri e c'henou da ober laeron ouzimp !…

    II. [devant un v.]

    (1) Faire (+ v.).

    (1530) J p. 128b [2653-2654]. Ha choaz muy eguyt hoz dihuz / Er guereu digor an mor ruz, tr. «Après vous avoir ouvert un passage commode à travers la mer rouge.» ●(1575) M 1151-1152. Pan guellez ober mat, ha te da dilataff, / Hac é ober na gruez, te conto anezaff, tr. «Quand tu peux faire bien et que tu remets, / Et que tu ne le fais pas, tu en rendras compte.» ●(1621) Mc 34. ober lauaret offerennou. ●105. Bet ouff disobeisant, ha gret da tut an ty crial voar ma lerch.

    (1844) LZBg 69. Deja er brézélaour, hanùet en hardéhan ag er ré hardéh, en doé groeit dégass d’ein beta Castel-Hall e huellan marh.

    (1910) MAKE 22. Hag ober paea c’hoaz ?... ●(1916) KANNlandunvez 59/424. Epad m’edo ar stourmad en he voasa, en deuz intentet ouz tud c’hlazet aleiz hag great kas anezho var an adrenv.

    (2) Rendre, faire devenir.

    (c.1680) NG 1660-1661. Jesus ol er gouias / Hac ou gouré souhet, tr. « Jesus knew it all, / And astonished them. »

    (1847) FVR 245. ar bobl a ra gant e gryadennou joayus meurbet daçzoni ha laoüenaat an ear.

    (15) Constituer.

    (1866) FHB 74/161a. an danvez so oc’h ho gober.

    (16) En ur ober : en l’espace de.

    (1878) EKG ii 169-170. ho zad hag ho mamm, sammet, ho daou, en eur ober eiz dervez, gand eur barrad klenved tomm.

    II. Semi-auxiliaire.

    (1398) Gwenediz 187. fermet, fermet, fermet, donet a rant. tr. Herve Bihan « Fermez, fermez, fermez, ils arrivent (ils viennent) » ●(1450) Dag. 161-162. Ez duy an Saouson e Breiz. / Donet a rahint a flot meurbet. ●(14--) N 123-124. da heul (…) a grif sider da Yuerdon (Ms. ynerdon), tr. «je te suivrai certes en Irlande.» ●(1575) M 1357. Eno á hast dastum aray lingnez humen, tr. «Là en hâte, il réunira la race humaine.» ●(1530) J p. 128b. Ha choaz muy eguyt hoz dihuz / Er guereu digor an mor ruz, tr. «Après vous avoir ouvert un passage commode à travers la mer rouge.» ●(1621) Mc 5-6. ober á gris an pinigen a voue ordrenet diff. ●68. santout á graff violancc.

    III. V. intr. Importer, être important.

    (1914) MABR 60. En dra-sé ne hra ket. ●(1943) FATI 41. – An dra-se ne ra ket.

    IV. V. tr. i.

    (1) Ober evit ub. : remplacer qqn.

    (1633) Nom 284b. Prorex, qui regis absentis vices, & locum geris : Viceroy : Viçerouè, han hiny á gra euit an Rouè euel pa ve presant.

    (1877) EKG i 5. ar re a zo e Paris ne c’hellont ket tizout dre oll hag a rank en em diskarga var re-all da ober evitho. ●(1880) SAB 69. An ini a ra evita ouz an auter eo a goumans.

    (1950) KROB 28-29/14. Me eo a raio evitañ en ho keñver, mar karit, eme Fañchig, ker braoik ha tra. ●(1957) AMAH 244. Adal neuze e stagas-hi hep goulenn ali digant embreger ebet d’ober evit renerez an dachenn-labour.

    (2) Ober evit + subst. : servir de, tenir lieu de, faire office, fonction de.

    (1958) LLMM 69/260. Peogwir e ran bremañ evit kabiten.

    (3) Ober e-lec’h : agir au nom de.

    (1877) EKG i 5. ar mear eo a ra e leac’h hag en hano ar c’houarnamant. ●7. an eskibien (...) a ra, en e leac’h, dre bevar c’horn ar bed.

    (1909) FHAB Eost 230. mes rei a reas d’e vikeled vras kemennadurez da ober en e leac’h. ●(1936) PRBD 25. «Ar C’honseil d’Etat», hag a zo oc’h ober eleac’h ar gouarnamant. ●168. Rag an iliz a zo karget ganta [Doue], da ober en e leac’h, etouez an dud.

    (4) Ober gant ub. : se moquer, se fiche(r) de qqn.

    (1936) DIHU 300/94. Hoah é vo groeit geton alkent ! ●(1941) DIHU 357/222. en dud iaouank-sé, a pe uélint pegen kalet é buhé ul labourér-doar (...) e gomprenno fonnapl éh es «groeit getè» hag é kavér mechérieu diboéniusoh.

    (5) Ober ouzh, diouzh : s’occuper de.

    (1865) LZBt Here 33. da dremen dre ar c’hlaziou heuzusan, kent evit ober out-he. ●(1868) KTB.ms 15 p 231. ho zad (...) a chomme er gêr, da ober euz al loened. ●(1878) EKG ii 274. ar mevel bian a ioa er meaz oc’h ober diouc’h he zaout.

    (1909) TOJA 32. me ya d’ober ouz ma c’hezeg. ●(1924) BILZbubr 46/1120. An devejou all (…) e rê eus he zi. ●(1936) FHAB C’hwevrer 57. Ar wreg a reas buana ma c’hellas ouz ar zaout.

    (6) Ober ouzh ub. : faire son sort à qqn.

    (1879) ERNsup 163. ober ouz u. b., terrasser, tuer, venir à bout de quelqu’un.

    ►par ext.

    (1879) ERNsup 163. ober ouz en parl. des choses, s’occuper de, achever ; ober ouz dañnve u. b. ruiner quelqu’un, St-M[ayeux], Plussulien, pet[it] Trég[uier] ; ’m eus gret out-hi, gred ’m eus ouz ma labour, j’ai fini mon travail, p[etit] T[ré]g[uier].

    (7) Ober war ub. : faire pression sur qqn.

    (1866) FHB 79/212b. Eno e voue great adarre avoalc’h varnezhi o clasc he lacat da zilezel ar stad a leanez.

    (1911) BUAZperrot 119. a bouez ober awalc’h varnezan, e teuas a benn d’e lakât da zizrei d’e vro. ●(1925) BUAZmadeg 204. Plega a reaz evelato, gant an amzer, pa oue great aoualc’h varnan. ●(1934) KOMA 44. Heman a oa eun den tener, ha kement a zo graet warnan m’eo aet en ti adarre.

    (8) Ober en-dro d’ub. : insister auprès de qqn.

    (1884) LZBt Meurzh 49. Ann Eskop hag ann Tado n’ euz gret kement en dro d’in mar renkan zenti.

    (9) (en plt de qqn, de sa santé) Aller, se porter.

    (1844) LZBg 2l blezad-2l lodenn 120. Bermen é hran un tamik gùel. ●(1857) CBF 16. Penaoz a ra da dad ? tr. «Comment se porte ton père ?»

    (10) D’ober : avoir la nécessité de.

    (1884) LZBt Meurzh 44. n’hon dije ket ober da gad doan.

    (1964) KTMR 27. n’az-po ket d’ober krena ken. ●(1970) BHAF 228. d’ober em-eus retorn gantañ.

    (11) Ober diouzh : faire en sorte de.

    (1903) MBJJ 59. Ober ’ran dious tapout eur plas mad. ●(1918) LZBt Gouere 26. Da goulz koan e c’heuilhas anon war e grabano mes en eur ober eus bean klewet ganin.

    (12) Ober diouzh : se conformer à.

    (1907) AVKA 103. evruz ar re a zilaou komzo Doue hag a ra diouthe. ●(1911) BUAZperrot 330. o selaou e urziou hag oc’h ober diouto. ●365. Lenn a rea dalc’h mad atô buez ar zent hag e klaske ober diouto gwella ma c’helle.

    (13) Ober diouzh : s’occuper de.

    (c.1680) NG 54-56. E ré noblë a uezo cassait, / Palamor na resant erhat / Douh hou suieteu.

    (1878) EKG ii 274. ar mevel bian a ioa er meaz oc’h ober diouc’h he zaout.

    (14) Ober diouzh : proportionner.

    (1659) SCger 98b. proportionner, tr. «ober dioc’h

    (15) Ober diouzh ub. : faire les volontés de qqn.

    (1847) FVR 210. me am beuz mistri ive da ober diout-ho, evel ma rankit ober diouz-in-me, tr. «j’ai aussi des supérieurs, dont il faut que je fasse les volontés, comme vois devez faire les miennes.»

    (16) Ober da ub. : (?) aider qqu’un, cf. ober dorn (?).

    (1982) MABL i 145. (Lesneven) me ’zo bet ’barzh Kerven aze ’c’h ober da Louis ’n Droff aze.

    (17) Kaout d’ober gant : avoir des problèmes de.

    (1963) BAHE 35/59. Abaoe pell ’zo en devoa d’ober gant e yec’hed.

    V. V. pron. En em ober.

    A. V. pron. réfl.

    (1) Se faire (qqn).

    (1650) Nlou 317. Pan eo deuet map Doue an crouer, / En seder en em ober den, tr. «puisqu’il est venu le fils Dieu, le créateur / se faire homme, certes.»

    (1882) BAR 18. O veza ma tostea an amzer merket gant Doue evit dont var an douar, d’en em ober den. (…) an henor da veza mam da Zoue en em c’hreat den.

    (2) = (?).

    (1866) HSH 119. n’en em græt d’in nemet mad.

    (3) En em ober gant ub. : s’entendre, s’accorder avec qqn.

    (17--) VO 41. coutant bras oèn a hum obér guet-t’ou.

    (1854) PSA i 304. Pilat, dén aviset ma oé revé er bed, ha carguet a finès eit clasq en tu d’hum hobér guet en ol, e zou ingorto a bligein de Hérod.

    (1903) MBJJ 297. en em ober gante euz o gwellan. ●(1911) BUAZperrot 115. priejou ha n’oant ket evit en em ober.

    (4) En em ober ouzh ub. : se familiariser avec qqn.

    (c.1718) CHal.ms ii. se familiariser, tr. «en him ober doh en ol.»

    (5) Se suicider.

    (1940) DIHU 347/74. en em-obér : se suicider (Kaodann).

    (6) Se faire, arriver à l’état nécessaire, voulu.

    (1933) ALBR 35. Goude pemp devez, ar foen a zo en em c’hraet.

    (7) Arriver, se produire.

    (1861) BSJ 67. En dra-cé hum hroei.

    (8) En em ober diouzh ub. : se faire à qqn.

    (1890) MOA 261a. Se faire à quelqu’un, tr. «en em ober dioc’h unan-bennak

    (9) En em ober diouzh udb. : s’habituer, s’accommoder à qqc.

    (1910) MAKE 79. Jistr eus ar c’henta evit dibri (…) Pôtred diwar ar meaz a c’hell en em ober dioutan.

    (10) En em ober diouzh udb. : se conformer à qqc.

    (1659) SCger 29b. se conformer à la volonté de Dieu, tr. «en em ober diouz ar volonte Doue.»

    B. V. pron. réci. S’entendre, s’accorder.

    (1879) ERNsup 163. n’iñ(t) ket ’vid ’n im ober, ils ne peuvent s’entendre, T[ré]v[érec]. ●(1890) MOA 103b. Etre d’accord avec q. q., tr. «en em ober.» ●(18--) MILg 221. rak n’en em c’hreont, pa lavaran / mui ged ann dour hag ann tan. ●(18--) KTB.ms 14 p. 188. em ober a-walc’h a refomp.

    (1925) BILZ 168. Bilzig hag e gabiten en em rê brao ral. ●(1988) PERUgliz 25. na zoken en em ober e feson ebet e-pad o buhez.

    VI. V. impers. Faire (de la pluie, etc.)

    (1521) Cc [curun]. gal. toner. b. ober curun.

    (c.1718) CHal.ms iv. venter faire du uent, tr. «aüelein, ober aüel.» ●Il uente bien fort, tr. «aüelein ara diuat.» ●(1732) GReg 731a. Il pleut, tr. «Glava ’ra

    (1856) VNA 103. Il pleut, tr. «Glàu e hra.» ●(1857) CBF 3. Kurun a ra, tr. «Il tonne.»

    (1915) HBPR 110. Eur glao a rea ma zoa spontus. ●(1962) TDBP ii 29. aveli a ra, tr. «il vente, il fait du vent.»

    VII.

    (1) Ober gant ub. : se moquer de qqun.

    (1941) DIHU 357/222 (G) Loeiz Herrieu. D'en eil, en dud iouank-sé, a pe uéleint pegen kalet é buhé ul labourér-doar ha pegen bihan a argant e hel gounid, e gomprenno fonnapl éh es «groeit geté» hag é kavér mechérieu diboéniusoh ha péetoh, éleih.

    (2) Termal etre ober ha paouez : hésiter, rester entre deux.

    (1981) ANTR 98 (L) *Tad Medar. A-raog ober e bask kenta e tle peb bugel gouzoud e gategiz, dindan eñvor, euz ar goulenn kenta beteg ar respont diweza. Hag euz ar respont diweza beteg ar goulenn kenta. Heb chom da dermal etre ober ha paouez.

    VIII. [devises] Ober ha tevel : agir et se taire / Tevel hag ober : se taire et agir.

    (1667) ARmorial 96. Goazouhallé en Plougounuen Evesché de Treguier, de gueulle à vne fasce d’argent brisé en chef d’vn Lambel à quatre pendans d’Or, auec la deuise Ober ha teuel c'est-à-dire faire & taire. ●243. Quilien jadis audit lieu en Cornoüaille, portoit de gueulle au Chef endanché d’argent brisé d’vn lambeau à trois pendans d’azur, escartelé auec les Armes du Faou, maintenant de Kerret en surnom, portant pour deuise teuel hac ober, qui est en françois la deuise que vous voyez sur Kerret [= p. 153 faire et taire].

  • oberad
    oberad

    m.

    (1) Jours travaillés.

    (1767) ISpour 344. impléein enn déyeu-zé éit Doué quer perhuéh el ma impléant énn (lire : enn) obérat énn ou labour.

    (1821) SST 173. en overen (…) hé cleuet d'en oberat meme.

    (1914) DIHU 103//9. Sul ha gouel ha obérat.

    (2) Àr an oberad : les jours ouvrables.

    (1787) BI 55. E-hel-cè é vihuai Isidor ar enn oberat.

    (1923) DIHU 141/227. ar en obérad. ●(1927) BBMT 10. Ar en obérat, ean e leigné, arlerh en overen.

  • oberadur
    oberadur

    m. –ioù Confection, fabrication.

    (1732) GReg 193b. Confection, action par laquelle on fait quelque chose, tr. «oberadur

  • oberat
    oberat

    adj. Deiz oberat : jour ouvrable, ouvré.

    (c.1718) CHal.ms ii. Iour ouurier, tr. «de oberat, deïeu oberat.» ●(1732) GReg 545b. Aux jours ouvrables, tr. «d'en dyëu oberad.» ●(1787) BI 100. Enn dyeu oberat. ●(1787) PT 41. d'un obérat. ●(1790) MG 381. Hi e lar ne déh quet dehi monèt d'en Overèn d'en déieu-obérad. ●(1790) Ismar 370. hac ean-zou d'un dé Sul, pé Gouïl, pé oberad.

    (1839)BEScrom 4. d'en déieu-oberat. ●(1861) BSJ 88. deit enta d'en déieu hobérat.

    (1907) VBFV.bf 56a. obérat, adj. en déieu obérat, tr. «les jours ouvriers.»

  • oberata
    oberata

    v. tr. d. (chirurgie) Opérer.

    (1931) VALL 513b. Opérer (chirurg.), tr. «oberata

  • oberatadenn
    oberatadenn

    f. –où (chirurgie) Opération.

    (1931) VALL 513a. Opération ; chirurgicale, tr. «oberatadenn f.»

  • oberatadur
    oberatadur

    m. –où (chirurgie) Opération.

    (1931) VALL 513a. Opération ; chirurgicale, tr. «oberatadur m.»

  • oberataour
    oberataour

    m. –ion (chirurgie) Opérateur.

    (1931) VALL 513a. Opérateur ; d'une opération chirurgicale, tr. «oberater, oberatour pl. ien

  • oberdi
    oberdi

    m. –où Usine.

    (1905) BOBL 14 janvier 17/1e. en eun oberdi gweturiou-dre-dan.

  • oberenn
    oberenn

    f. –où Œuvre.

    (1931) VALL 509b. (une) œuvre déterminée (littéraire, etc.), tr. «oberenn f. pl. ou

  • oberer
    oberer

    voir oberour

  • obererezh
    obererezh

    m.

    (1) Fabrication.

    (1931) VALL 289a. Fabrication, tr. «obererez m.»

    (2) Action.

    (1943) VKST Du 394. renerien an obererez katolik.

  • oberezh / oberiezh
    oberezh / oberiezh

    f. Fabrication.

    (1938) WDAP 2/124. (Pleiben, Gwezeg) Oberiach, hano gourel, (Meur a hini e-touez ar re goz a lavar : oberiez). Al labour a vez ret ober evit aoza eun dra fetis bennak. – Ar ger «oberiañs» lakaet gant Vallée en e C’heriadur bras (pajenn 290) da drei ar ger gallek «façon» n’eo ket mat d’am meno. Talvezout a ra kement hag «action». ●(1958) ADBr lxv 4/514. (An Ospital-Kammfroud) Oberez : n. f. ; pas de pluriel. – Façon, fabrication : N’eo ket an danvez a goust kér aneañ, med al labour hag an oberez kentoh. ●(1963) EGRH II 150. oberïezh f., tr. « façon (action de faire). »

  • oberiad
    oberiad

    m. Homme actif.

    (1876) TDE.BF 485b. Oberiad, s. m., tr. «Homme actif.»

  • oberiadur
    oberiadur

    m. –ioù

    (1) Fabrication.

    (1931) VALL 283a. Exécution, tr. «oberiadur m.» ●289a. Fabrication, tr. «oberiadur m.»

    (2) Chose fabriquée.

    (1931) VALL 283a. oberiadur, tr. «produit de l'exécution.»

  • oberiadurezh
    oberiadurezh

    f. Fabrication.

    (1923) SKET I 54. oberiadurez ar binviou-emgann. ●(1931) VALL 289a. Fabrication, tr. «oberiadurez f.»

  • oberiaj
    oberiaj

    m. Fabrication.

    (1911) BUAZperrot 206. fisiout a reas an oberiaj en e vignon. ●(1938) WDAP 2/124. (Pleiben, Gwezeg) Oberiach, hano gourel, (Meur a hini e-touez ar re goz a lavar : oberiez). Al labour a vez ret ober evit aoza eun dra fetis bennak. – Ar ger «oberiañs» lakaet gant Vallée en e C’heriadur bras (pajenn 290) da drei ar ger gallek «façon» n’eo ket mat d’am meno. Talvezout a ra kement hag «action». ●(1964) ABRO 50. Oberiach ur vantell hag ur boned.

  • oberiañ
    oberiañ

    v. tr. d. Fabriquer.

    (1923) SKET I 58. oberia binviou sonerez. ●(1931) VALL 289a. Fabriquer, tr. «oberia

  • oberiañs
    oberiañs

    f.

    (1) = (?) Travail, activité, action (?).

    (1727) HB 49. Na bermetit james (…) / Nac em be ouz reall nep seurt ambition, / Nac eus va oberyanç nep seurt presomption.

    (1906) BOBL 24 février 75/1a. hag e kondaon oberianz ar c'houarnamant gall. ●(1920) MVRO 44/1b. tri bloaz prizon evit beza nebeutaet an oberianz.

    (2) Façon, main-d'œuvre.

    (1886) RUSq 205a. Façon, sf. Action de faire, tr. «Oberians f. pl. ou.» ●(1896) GMB 449. pet[it] tréc[orois] oberiañs travail, façon, main-d'œuvre.

    (1905) HFBI 90. ar pris a voa disputet buan avoualc'h gant'ho, a pevar c'hant lur a voa gréat an accord à bris évit an obérians. ●(1906-1907) EVENnot 35. (Ar Veuzid) An oberianz a deu da gen ker hag an doarean, tr. «façon.» ●(1931) VALL 290b. façon de faire, main-d'œuvre, tr. «oberiañs f.»

  • oberiant .1
    oberiant .1

    adj. Actif.

    (1732) GReg 11b. Actif, agissant, tr. «Oberiand.. oc'h ..ã..» ●20a. Agissant, actif, tr. «Oberyant.» ●556a. Laborieux, euse, qui travaille beaucoup, tr. «Oberyant. tud oberyant

    (1920) MVRO 24/1a. Red eo ober gant «Kevredigez ar Broadou» eur c'horf beo hag oberiant. ●(1957) AMAH 243. ur vaouez oberiant-dreist na selle ket berr ouzh he foan keit ha ma veze war vale.

  • oberiant .2
    oberiant .2

    m. –ed

    (1) Homme actif.

    (1732) GReg 11b. Actif, agissant, tr. «Oberiand. p. oberyanded» ●556a. Laborieux, euse, qui travaille beaucoup, tr. «Oberyant. p. oberyanted.» ●556b. C'est un bon laboureur, tr. «un oberyant mad eo.»

    (2) Exécuteur.

    (1732) GReg 384a. Executeur, qui exécute les ordres, tr. «oberyand. p. oberyanded

  • oberiantiz
    oberiantiz

    f. Activité, fait d'être actif.

    (1922) FHAB Ebrel 143. Eun oberiantiz espar a rene war al leur : tud, loened, binviou a laboure a-zevri ha diastal. An dournerez a fraonve, bouetet mat ma'z oa gant an ozac'h ha da heul an dournerez, ar ficherez a fiche hag a roe labour eleiz d'ar vernerien kolo. ●(1958) BAHE 16/2. Holl o deus kemeret o lec'h en Istor Breizh eus an XX-et kantved. Ha kement kevredigezh a zo e Breizh, hag er-maez eus a Vreizh betek ar broioù pellañ, n'eus forzh pegen dister ha diwar-c'horre ez eo bet o oberiantiz a zo dleet dezho bezañ lodek e grad-vat ar Vretoned. ●(1960) BAHE 24/2. Ha koulskoude hep menozioù reizh ha sklaer n'eus tu ebet da reiñ un diazez start ha divrall d'al labour ha d'an oberiantiz ha setu perak embannadurioù evel ar BEDENN EVIT AR VRO – hep klask ober ar roll eus an embannadurioù all – a lakaomp e-touez ar pep pouezusañ a vez graet, e Breizh, war dachenn ar sklerijennañ speredoù.

  • oberiata
    oberiata

    v. tr. d. Fabriquer.

    (1931) VALL 289a. Fabriquer, tr. «oberiata

  • oberiataer
    oberiataer

    m. –ion Fabricant.

    (1931) VALL 289a. Fabricant, tr. «oberiat(a)er pl. ien

  • oberidigezh
    oberidigezh

    f.

    (1) Fabrication, confection.

    (c.1500) Cb 24b. [beth] Jtem hec cosmopeia / e. g. la faicture du monde. bd. an oberidiguez dan bet.

    (1732) GReg 8b. Accomplissement, exécution, tr. «Oberidiguez.» ●193b. Confection, action par laquelle on fait quelque chose, tr. «an oberidiguez vès a un dra

    (1857) HTB 95. ho oberou, ho sonjou, ho intansionou, ho c'homziou, ho skridou hag an oberidigez a gement-ze oll.

    (1908) FHAB Here 293. a lakea var gount an Aotrou Doue he-unan oberidigez peb stereden. ●(1931) VALL 289a. Fabrication, tr. «oberidigez f.»

    (2) Activité, faculté d'agir.

    (1732) GReg 12a. Activité, vertu d'agir, tr. «Oberidiguez

  • oberiezh
    oberiezh

    voir oberezh

  • oberius / oberus
    oberius / oberus

    adj. Actif.

    (1838) OVD 85. hag en deverieu ag er vuhé obérus. ●(1861) JEI 196. ur fé bihue hag gobérus-é. ●(1883) SAQ I 25. Hor c'hreden a dle beza eur greden oberius ha nann eur greden c'haouiad, eur greden varo.

  • Oberlac'h
    Oberlac'h

    n. de l. An Oberlac’h : L’Auberlac’h (Plougastell-Daoulas).

    (1924) ZAMA 171. War ar beg-douar dispar-ze, diouz Sant-Yann betek Lauberlac'h, nag a labouerien a boanie hag a c'houeze. ●(1977) PVPR 8. Pemp kilometrad ha tregont a aod he deus, gant porzhioù an Treizh, Keraliou, ar C’haro, ar Porzh Meur, an Oberlac’h, Ti’n Du ha Pont Kalleg. (...) bae an Oberlac’h ha richer Bont Kalleg.

  • oberour .1
    oberour .1

    adj. Créateur.

    (1931) GUBI 228. hemb un Doué obérour / Ne vehé bet nitra.

  • oberour .2
    oberour .2

    m. –ion, oberizion

    (1) Faiseur, fabricant.

    (c.1500) Cb 101a. [groaer] Jtem factor / oris. g. faiseur. b. oberer. ●(1633) Nom 312b. Libarius : faiseur de tartes : oberer da tartes, pe tartesennou.

    (1732) GReg 390a. Fabricateur, qui fabrique, tr. «Oberer. p. oberéryen. oberour. p. oberouryen.» ●395a. Faiseur, celui qui fait quelque ouvrage, tr. «Oberer. p. oberêryen. oberour. p. yen.» ●(1744) L'Arm 150b. Fabricateur, tr. «Obérourr.. obérerion ou obérizion.» ●152a. Faiseur, tr. «Obérourr

    (1874) POG 127. oberer ar vuez, hor Zalver J.-K. ●(18--) BSG 84. me raï sevel 'r c'hastell, (...) clask oberourien d'ober-ze.

    (1907) PERS 234. da zizoloi troiou an oberer burzudou. ●(1931) VALL 289a. Fabricant, tr. «oberour pl. ien

    (2) Auteur.

    (1909) BLYA viii. Pa ve groet eul levr bennak eman ar c'hiz gant an oberour – herve ma zo bet laret d'in – d'ober eur c'henskrid. ●(1934) BRUS 289. Un auteur, tr. «un obérour.» ●(1970) BRUD 35-36/143. Kavoud a reer aze, end-eeun, oll perziou mad an awen hag an dro-bluenn o-dije greet euz an oberour or brasa dramaour.

  • oberour-mat
    oberour-mat

    m. Bienfaiteur.

    (1499) Ca 147b. [ober] vnde benefactor / oris. g. bien faicteur. b. oberer mat.

    (1744) L'Arm 31b. Bienfaiteur, tr. «Obérour-matt.. érerion-vatt ou erizion-vatt. m.»

    (1825) COSp 46. bet mèn é teli monet hun trugarecadeu hac hun bennoh é quevér el liberallan oberour mat e fehai bout ? ●(1857) LVH 72. aveid ol hun hobérerion vad. ●(1890) LZBg 192. Plijeèt guet hun hobérision vad hun secour dre ou fédenneu hag ou alæzonneu.

    (1903) LZBg Du 249. é han de bedein aveit men gobérizion vat. ●(1913) AVIE 285. er ré en des bili arnehé e vé hanùet ou obérizion vat.

  • oberourez
    oberourez

    f. –ed

    (1) Faiseuse.

    (c.1500) Cb 101a. [groaer] vnde hic et hec actrix / cis. b. obereres.

    (2) Auteure.

    (1912) MMKE xix. oberourez Mouez Meneou Kerne.

  • oberus
    oberus

    voir oberius

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...