Devri

Recherche 'oberiantiz...' : 1 mots trouvés

Page 1 : de oberiantiz (1) à oberiantiz (1) :
  • oberiantiz
    oberiantiz

    f. Activité, fait d'être actif.

    (1922) FHAB Ebrel 143. Eun oberiantiz espar a rene war al leur : tud, loened, binviou a laboure a-zevri ha diastal. An dournerez a fraonve, bouetet mat ma'z oa gant an ozac'h ha da heul an dournerez, ar ficherez a fiche hag a roe labour eleiz d'ar vernerien kolo. ●(1958) BAHE 16/2. Holl o deus kemeret o lec'h en Istor Breizh eus an XX-et kantved. Ha kement kevredigezh a zo e Breizh, hag er-maez eus a Vreizh betek ar broioù pellañ, n'eus forzh pegen dister ha diwar-c'horre ez eo bet o oberiantiz a zo dleet dezho bezañ lodek e grad-vat ar Vretoned. ●(1960) BAHE 24/2. Ha koulskoude hep menozioù reizh ha sklaer n'eus tu ebet da reiñ un diazez start ha divrall d'al labour ha d'an oberiantiz ha setu perak embannadurioù evel ar BEDENN EVIT AR VRO – hep klask ober ar roll eus an embannadurioù all – a lakaomp e-touez ar pep pouezusañ a vez graet, e Breizh, war dachenn ar sklerijennañ speredoù.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...