Devri

Recherche 'pab...' : 16 mots trouvés

Page 1 : de pab (1) à pabu-1 (16) :
  • pab
    pab

    m. –ed, pibion (religion)

    (1) Pape.

    ●(1499) Ca 152a. Pap. g. cest le pape.

    ●(1575) M 332. Guez á voe ne voe goap, pan croéent an Papet, tr. « Parfois, ce n’était pas une plaisanterie, quand ils créaient les papes » ●1950. Nac euyt Roe na Pap, vn strap ne achappent, tr. «Et pour roi ni pape, d'un effort ils n'échapperaient.» ●(1633) Nom 281a. POntifex maximus, curio maximus, Papa, quasi pater : le Pape : an Pap.

    ●(1659) SCger 88a. Pape, tr. «Pap.» ●162b. pap, tr. «Pape.» ●(1732) GReg 191a. Conclave, assemblée des Cardinaux, & le lieu où ils s'assemblent pour l'élection d'un Pape, tr. «Jabistr ar Gardinaled evit choas ur pap.» ●690a. Pape, tr. «Pap. p. pabed.» ●Nôtre Saint Pere le Pape, tr. «Hon tad Santel ar Pap.» ●Les Papes, tr. «Ar Babed. hon tadou Santel ar Babed.»

    ●(1790) PEdenneu 114. aveid er Pab. ●(1792) BD 144. ar pap archescop jmpalaer, tr. «le Pape, l'Archevêque, l'Empereur.»

    ●(1868) FHB 199/337b. Ar babet a labouraz epad meur a gant vloaz evit digriza an dud calet-ze.

    ●(1907) BSPD I 25. Uinek vlé ha naù miz bihañnoh tri dé é ma bet pab hag é pen en Iliz.

    (2) triv. Lakaat ar Pab e Rom : mettre le petit Jésus dans la crèche.

    ●(1888) KTB.llmm levrenn V p. 63 (Conté par Jozef ar Grant, Plourivo). – Aze emañ Rom / - Ha me zo ganen ar pab, hag a dle bezañ en Rom. // Setu lakaet ar pab en Rom.

  • pabaour
    pabaour

    m. –ed cf. pabor

    (1) (ornithologie) Chardonneret.

    ●(1633) Nom 38b. Carduelis, achantis : chardonneret : pabaouzr.

    ●(1659) SCger 162b. pabaour, tr. «chardonneret.» ●(1732) GReg 152b. Charbonneret, oiseau, tr. «Pabaour. p. pabaoured. pabour. p. paboured.»

    (2) Fanfaron.

    ●(1732) GReg 672a. Voilà un bel oiseau (pour se moquer d'une personne), tr. «Coandtâ pabaour !»

    (3) (botanique) Louzaouenn-ar-pabaour : chardonnette.

    ●(1732) GReg 148a. Chamæleon noir, ou chardonnette, plante, tr. «lousaoueñ ar pabaour.»

  • pabel
    pabel

    adj. (religion) Papal.

    ●(1914) DFBP 234a. papal, tr. «Pabel.»

  • pabelezh
    pabelezh

    f. (religion) Papauté.

    ●(1499) Ca 152a. g. papalite. b. pabaelaez.

  • pabell
    pabell

    f. –où Tente, pavillon.

    ●(1913) AVIE 160. n'ou doé kin ti meit pabelleu pé kobañneu.

  • pabilhon
    pabilhon

    s. Drapeau.

    ●(1970) GSBG 182. (Groe) pabilhon, tr. «drapeau.»

  • paboni
    paboni

    f. (religion) Pontificat.

    ●(1839) BESquil ix. en huéhvèd blai ag hur paboni. ●(1857) LVH 10. ér hetan blaiad ag é baboni (...) en nàued blaiad ag é baboni.

    ●(1934) BRUS 312. Le pontificat, tr. er baboni, f.»

  • pabor
    pabor

    m. –ed, –ion cf. pabaour

    I. (ornithologie) Chardonneret.

    ●(1659) SCger 22b. chardonneret, tr. «pabour.»

    ●(1931) FHAB Kerzu 475. Den ne sello ouzin-me ken rouz ha ken dilufr eo va fluñv e keñver re va c’henderv ar boc’h-ruzig ha zoken e-keñver re ar beufig a zo liou an tan war e vruched, re ar pabor ha re an tignouz glas.

    II. (en plt de qqn)

    (1) Bel homme.

    ●(1863) GBI i 252. Braoa mab kouer ’zo er vro, / Ar pabor euz an holl baotred, tr. «le plus beau fils de paysan qui soit dans le pays ; / C’est la fleur des jeunes gens.»

    ●(1919) KZVr 325 - 25/05/19. Pabor, tr. «bel homme, Dastumet e gouelet Léon gant Loeiz ar Floc’h.»

    (2) Champion.

    ●(1907) KANngalon Mezheven 427. an dud a ouezo pe seurt pabor houn-me. ●(1908) FHAB Du 324. Ar chimist Berthelot a zo bet eur pabor e kenver ar poent-se. ●(1915) HBPR 78. Evel a veler ne c’hellet ket kaout guelloc’h pabor evit prezek ar C’horaïs, d’ar mare-ze. ●(1942) FHAB Du/Kerzu 224a. lod anezo bet paborien eur poent zo bet d’ezo evit dibrada ar berchenn ! ●(1943) VKST Genver-C’hwevrer 208. Ha setu tapet eun distroiadenn all gant pabor Plou-bater.

    (3) Fanfaron.

    ●(1847) BDJ 303. laoüen hevel pabor.

    ●(1936) ONEN 17. Daou gilhog, daou babor a gilhog. ●(1969) BAHE 60/40. an daou babor a oa o rouzañ o c’hein en heol kentañ an nevez-amzer.

    (4) Ober e babor : fanfaronner.

    ●(1936) LZBl Du/Kerzu 430. e rankin sur e vezo Paol gorniek oc’h ober e babor !

    (5) Bezañ ur pabor (d’ober udb.) : être un champion (pour faire qqc.).

    ●(1944) VKST Genver 13. An Aotrou Kure nevez a zo eur pabor da gana ha da zeski kana.

    III.

    (1) Bezañ laouen evel ur pabor : être très joyeux.

    ●(1847) BDJ 303. He vezo dinec'h, heürus, laoüen hevel pabor.

    (2) Bezañ selaouet evel ur pabor hag a ra e lezennoù d’an holl : être écouté comme un fanfaron qui régente tout.

    ●(1907) KORN 8. a zo selaouet evel eur pabor hag a ra e lezennou d’an holl.

  • paborad
    paborad

    f. –où Coup bien appliqué.

    ●(1934) KOMA 70. hag e tistagas eun taol sabrenn, eur baborad gantan.

  • paborell
    paborell

    f. –où Coup bien appliqué.

    ●(1931) VALL 161a. Coup bien appliqué, tr. «paborell f.»

  • paborenn
    paborenn

    f. –ed

    (1) Femme fière.

    ●(1980) VLTH 51. arabat deoc'h ober ho paborenn ganin.

    (2) =

    ●(1955) VBRU 104. ur baborenn sonn war he zachoù.

  • paborennad
    paborennad

    f. –où Coup porté.

    ●(1914) KZVr 62 - 10/05/14. Hag e tarc'hoas eur baborennad gant Jobig.

  • paborez
    paborez

    f. –ed

    (1) Ar baborez etrezo : la meilleure d'entre elles.

    ●(1877) FHB (3e série) 5/37a. Ar baborez etrezho goulscoude eo bet an dimezel Delioux de Savignac.

    (2) =

    ●(1866) BOM 68. Me vo eur baborez neuze ! tr. «je serai une muscadine alors !»

    (3) Bezañ ur baborez war : être une championne de.

    ●(1961) BRUD 14-15/84. Minna (…) a oa deut da veza eur baborez war ar piano.

    (4) péjor. Femme en qui on a peu confiance.

    ●(1955) VBRU 5. Va zad ’vat a grogas da c’houerouzat : «Nom de va ene ! emezañ, ha daoust ha piv eo ar baborez-se ? (…)»●(1967) BAHE 33. Pichon = kanfard, c’hwil, paotr fin, paotr da zisfiziout dioutañ h.a. Hennezh a zo ur pichon : kentoc’h gant ur ster gwashaat. Ne vez implijet nemet evit paotred. Evit ar merc’hed e leverer : honnezh a zo ur baborez, ur ganfardez, ur gavalez h.a.

  • paboriñ
    paboriñ

    v. intr. Fanfaronner.

    ●(1906) BOBL 09 juin 90/2a. e keid ma oa ar radikaled gant o renerien o pabori en Tourcoing. ●(1909) BOBL 21 août 243/2c. Kalz euz an dud a zeu da babori en hon Bro a zo aliez tud a bluen pere eur wech distroet d'ar gear a renk skriva eun dra bennag var ho beach.

  • Pabu
    Pabu

    n. de l. Pabu.

    (1) Pabu.

    ●(1920) MVRO 46/2b. e Pabu, kichen Gwengamp. ●(1933) BREI 333/4c. Pabu.

    ●(2002) TEBOT 107a. Hag a barrouz Pomerid / Pabu ha Plouizi 'Vez aneet ar mein glas / Deus ar brik war an ti.

    (2) [Toponymie locale]

    ●(1933) BREI 333/4c. Diriou da noz, eur paotr yaouank o tremen e kichen Ar Boderi a dôlas plê e save moged eus ar vilajenn-se.

  • pabu
    pabu

    voir babu

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...