Devri

Recherche 'pedenn...' : 5 mots trouvés

Page 1 : de pedenn (1) à pedennus (5) :
  • pedenn
    pedenn

    f. –où

    I. (religion)

    (1) Prière.

    ●(14--) N 150. Dre cals azrec me az requet / ez vezo cleuet ma pedenn, tr. «Avec un grand repentir, je te demande d'écouter ma prière.» ●(1499) Ca 154a. Pedenn. g. priere / ou intercession. ●158a. g. priere. b. pedenn. ●(1612) Cnf 69b. meuledyou, pedennou hac oresonou. ●(1633) Nom 199b. Funus, exequiæ, inferiæ, solennia funerum, iusta exequiarum : obseques, funerailles : an execou, an solenniteou hac an pedennou á grær da pidiff gant an re maru.

    ●(1659) SCger 97a. priere, tr. «peden.» ●164a. peden, tr. «priere.» ●(c.1680) NG 851. peden na ores(on). ●(1727) HB 64. Ar beden a so admirabl. ●(1732) GReg 754a. Priere, tr. «Pedenn. p. pedennou. Van[netois] pedeenn. p. pedennëu.»

    ●(1849) LLB 174. Lod ar ou bizièd e lar ou fedeneu. ●(1860) BAL 23. evit ober pedenn a galon. ●(1878) EKG II 13. Goude hor pedennou.

    ●(1905) KANngalon Mae 393. na lavare morse peden, ha ne veze en offeren ebed. ●(1907) KANngalon Mezheven 413. Ar pedennou birvidika ne dalont ket eun oferen heuliet mad. ●(1907) PERS 69. lavaret he bedennou. ●(1911) BUAZperrot 8. pedennou birvidik ha pinijennou kalet. ●184. pedennou an abadez eo o deuz miret ouzin da vont da goll. ●(1915) HBPR 53. pedennou birvidik varzu ar baradoz. ●(1921) BUFA 1. hé fedenneu gredus. ●32. é bedenneu gredusan.

    (2) Marmotat, drailhañ pedennoù : marmotter, marmonner des prières.

    ●(1834) SIM 266. pe a varmote pedennou. ●(1869) FHB 240/242a. Ar bedenn diouz ar mintin ha diouz noz (...) na reer nemed ho drailla pe ho galoupat. ●(1882) BAR 220. bressa ha drailla eur maread pedenou gant eur speret o redek du-ma du-hont.

    ●(1903) MBJJ 258. eur bagad Arabed (...) hag a drailh pedenno gant eur vouez garmus. ●(1928) FHAB Ebrel 122. da zua gand an naon ha da zrailha pedennou.

    (3) Bezañ mat d'ar bedenn : prier souvent et régulièrement.

    ●(1882) BAR 243. Mad e oe d'ar beden ha bep sul (...) e lavare ar Rozera.

    (4) Pedenn vras : la grande prière du soir.

    ●(1916) KANNlandunvez 64/465. Dioc’h ar pardaez, ar famill abez en em asamblo evit ober a-unan ar beden vraz.

    II. (sens profanes)

    (1) Pedenn gleiz : imprécation.

    ●(1931) VALL 378b. Imprécation, tr. «pedenn gleiz fam.»

    (2) Pedenn Gerne : juron.

    ●(1867) FHB 140/285a. pa gleviz an hini a oa var va lerc'h o loskel eur beden guerne eur (lire : euz) ar re gaëra.

    (3) Mont war bedenn ar Sul : mourir.

    ●(1978) EMGI 72. Ne oan ket aet war bedenn ar sul, a-benn neuze zoken e oan pare.

    (4) Bezañ war he fedennoù : être enceinte.

    ●(1966) BRUD 30/16. Me 'zo... evel ma vez lavaret du-ze e Breiz, me 'zo «war ma fedennou», abaoe tri miz... ●(1977) DAHG 47. pevar miz 'zo hepken emañ ar Rouanez war he fedennoù.

    (5) Ober ar bedenn da ub. : inviter qqn.

    ●(1836) FLF 2. Raz qær a reas ar beden / D'e vreur o chom var ar mæs / Da zebri gantan fritaden / Quilheryet assambles.

  • pedenn-lid
    pedenn-lid

    f. Prière liturgique.

    ●(1907) KANngalon Mezheven 414. pedennou-lid an oferen.

  • pedenner
    pedenner

    m. –ion

    (1) =

    ●(1905) IVLD 217. Dont a reaz da veza ken devot ma rea ar beorien all ar pedenner anezhan.

    (2) spécial. Homme qui dit les grâces dans une veillée mortuaire.

    ●(1913) FHAB Eost 242. ar pedenner deus Coatner a lavar pedennou beteg ar mintin.

  • pedenniñ
    pedenniñ

    v. intr. Prier (pour les défunts).

    ●(1891) le finistère. kement a dleomp pedenni evito, / Doue d'ho delivro ! (d'après : ma c'horn-bro p. 145 ha p. 177)

  • pedennus
    pedennus

    adj. Que l'on peut obtenir par des prières.

    ●(1920) KZVr 359 - 25/01/20. pedennus, tr. «exorabilis.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...