Devri

Recherche 'perag...' : 5 mots trouvés

Page 1 : de perag (1) à peragin (5) :
  • perag
    perag

    m. –où

    I.

    (1) Question.

    (18--) CST 57. Tri pe bevar perak a zo atao e spered eur c'hrouadur.

    (1935) NOME 23. Hennez a vez atao gant e beragou. ●(1972) SKVT I 142. Ur gwir voereb ar peragoù hag ar penaozioù anezhi !

    (2) Motif, raison, pourquoi.

    (1868) FHB 189/260b. ar perâg euz a c'hourc'hemennou an Iliz.

    (1931) VALL 581b. Pourquoi (…) subs. le pourquoi, tr. «ar perag m.» ●(1936) IVGA 102. Roi peragou ar c'hleñved ne vo ket divalo. ●(1938) GWAL 110-111/61. displega peragou an dale. ●(1948) LLMM 6/11. Neket ar varnerien, en un amzer bennfollet gant ar gasoni, a zo gouest da gompren peragoù un den.

    (3) N'eus na rag na perag : il n'y a pas à tergiverser.

    (1910) MAKE 80. Mâ ! Tanfouich brein ! Aze n'eus na rak na perag.

    (4) Hep rag na perag : non critiquable.

    (1766) MM 452-454. fagot hep rac na perac / fagot aleiz, fagot druz, fagot leal / fagot en teucq a fagot didamal, tr. «fagots sans «Qui, Quoi, Qu'est ?», fagots de fond, fagots serrés, fagots loyaux, fagots d'estoc et fagots sans reproche.»

    (5) Ar perag hag ar penent : le pourquoi et le comment.

    (1921) FHAB Eost 205. a ra d'eomp derc'hel atao uhel hor spered o klask gouzout ar perag hag ar pe 'n hent euz a bep tra.

    (6) Ar perag hag ar penaoz : le pourquoi et le comment.

    (1744) L'Arm 298a. le pourquoi & le comment, tr. «Er pérag hag er pénauss

    (1910) FHAB C'hwevrer 37. ar perak hag ar penaos eus an holl draou-ze ?

    II.

    (1) (Kontañ) ar rag hag ar perag : voir rag.

    (2) Na vezañ na rag na perag diwar ub. : voir rag.

  • perag-diberagiñ
    perag-diberagiñ

    v. intr. Interroger sans cesse.

    (1936) IVGA 199. e perak-diberage skriver ar pennad.

  • peragenn
    peragenn

    f. –où Question.

    (1936) IVGA 63. Turluta 'rae ar beragenn en e benn. 248. O respont da beragenn vut an Ao. Santini. 277. Paol a baras eur beragenn en e sell. (1938) GWAL 110-111/39. Eur beragenn aes da ober.

  • perager
    perager

    m. –ion Questionneur.

    (1936) IVGA 74. spered perager. ●(1942) VALLsup 144b. Questionneur, tr. «perager (Drezen, «Itron Varia Garmez»).

  • peragiñ
    peragiñ

    v. tr. d. Interroger.

    (1935) NOME 23. me ho perago bremaik... ●(1936) IVGA 77. Petra ?...» en doa peraget an Ao. Abgrall.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...