Devri

Recherche 'pignat...' : 1 mots trouvés

Page 1 : de pignat-pignal-pignin (1) à pignat-pignal-pignin (1) :
  • pignat / pignal / pigniñ
    pignat / pignal / pigniñ

    v.

    I. V. intr.

    A. (en plt de qqn)

    (1) Monter.

    ●(1499) Ca 158b. Pignat. g. monter. ●(1530) Pm 285. Goude hon respet en bet man / dre lyngn maz pynhomp entromp glan / Guytebunan dan letany, tr. «Après notre terme dans ce monde, / Afin que, par lignées, nous montions entre nous purement, / Tous sans exception, vers la joie céleste.» ●(1633) Nom 147a. Cochlea, cochlis, scalæ, cochlides : viz à monter : vr viçc pe derez da pingnat.

    ●(1659) SCger 81a. monter, tr. «pignat.» ●(c.1680) NG 1890-1891. ol e ré heureux / E pignal en Enf guet Jesus. ●(1732) GReg 636b. Monter, tr. «Pignat. pr. pignet. Van[netois] Pigneiñ. pignal.» ●(17--) EN 125. pigned duse escroech.

    ●(1874) POG 18. Pignit a spered beteg ann env.

    ●(1902) TMJG 349. da bignel ebars. ●(1907) AVKA 161. ar re a gav aezetoc'h mont war draon evid pignal ouz krec'h. ●(1916) LIKA 27. (Groe) ardro en dilost miz é pignimb.

    (2) Pignat war : monter sur (l'échafaud, le trône, une monture, etc.), monter à bord d’un bateau.

    ●(1732) GReg 636b. Monter à cheval, aller à cheval, tr. «Pignat var varc'h.»

    ●(1864) SMM 119. abars pignat var ar chafot. ●(1866) HSH 265. evit pignat var an trôn. ●(1870) KTB.ms 15 p 130. pignad a ra war he dremedar pehini a ree seiz lew dre heur. ●(1877) BSA 64. pignat var gein eun azen o devoa. ●(1880) SAB 163. e tigoezas dirag ur grec'henn, e pignas varnezi. ●236. ac e pignas var barr ar menez. ●(1894) BUZmornik 13. Goudeze e pignaz var gern ar menez-ma.

    ●(1911) BUAZperrot 689. o welet Manasès I o pignal war gador-eskob Reims. ●(1925) FHAB Mae 165. ar Vourboned o pignat adarre war an tron. ●(1926) FHAB Mae 182. Fragan neuze a bignas gant Gwennole war ar vag. ●(1957) AMAH 244. degouezhout a rae dezhi reiñ dorn dezho ha zoken pignal war ar chafod.

    (3) Pignat e : monter à l'intérieur de, dans.

    ●(1868) FHB 188/253b. Eun tour (...) ma pignet en-han var bouez diri koant a zave a dro. ●(1878) EKG II 119. pignat en tour. ●(1893) IAI 22. pignat enn ear dre he nerz he-unan.

    ●(1903) MBJJ 234. pignal en iliz-kroec'h. ●(1904) ARPA 232. hag e pignas en eur vezen scao grac'h evit he velet. ●(1911) BUAZperrot 519. pignat en eul lestr da vont d'an harlu.

    (4) Pignat da : monter à.

    ●(1878) EKG II 125. pignat d'an neac'h.

    ●(1905) KANngalon Mae 397. pignat d'ar skeul evit mont d'ar groug. ●(1923) KNOL 40. Hag hen lakaat ar plac'h yaouank war e gein, hag a arzou deuz ar gorden, pignad d'ar gorre. ●(1925) FHAB Ebrel 144. pignat d'ar pevare estach.

    (5) =

    ●(1790) Ismar 447. mar santét hou calon é pignein de chom hemb diméein. ●449. Mar santét hou calon é pignein de ziméein.

    (6) Pignat er c'hargoù : monter en grade, etc.

    ●(18--) SAQ II 296. an tu da bignat er c'hargou.

    (7) Pignat ouzh ar groug : monter à la potence.

    ●(17--) EN 299. ar vicher a disfed ou pignal ous ar grouc, tr. «le métier que vous apprendrez sera de monter à la potence.»

    (8) Pignat war vourzh : monter à bord (d’un navire).

    ●(1963) LLMM 99/266. Adal ma pignas war vourzh, e furchas Vasili e pep lec’h, dindan an tinelloù war benn a-raok ha war benn a-dreñv al lestr.

    B. (en plt d'un chemin) Monter, grimper.

    ●(1908) PIGO II 134. eun hent hag a bigne war grec'h.

    II. V. tr.

    A. V. tr. d.

    (1) Monter (une côte, un escalier, etc.).

    ●(1530) Pm 18. Raeson e pingnech (variante : pignech) an menez, tr. «C'est raison que vous gravissiez la montagne.»

    ●(1894) BUZmornik 301. o pignat pe o tiskenn ann deleziou enn he zi.

    ●(1909) MMEK 169. pignat eun delez ledan, en doa diou bazen ha tregont. ●(1909) KTLR 63. Pignad a rajont torgennou divoued. ●(1909) MMEK 169. pignat eun delez ledan, en doa diou bazen ha tregont. ●(1924) BILZbubr 41/949. o pignal gra sounn Plounerin.

    (2) Monter (qqc.).

    ●(1926) FHAB Du 415. Pa voe kempennet an tamm-koad, ar micheour a bignas anean war eur vatimant.

    (3) Suspendre.

    ●(1896) HISger 4. Pignein, tr. «suspendre.»

    (4) = (?).

    ●(17--) TE 147. ha quemènt-ce e zésq demb é teliamb monèt de Zoué en ur vouguein en inclinationeu péré hun pign trema en doar.

    B. V. tr. i. Pignat ouzh.

    (1) Grimper (un chemin, etc.).

    ●(1906) KANngalon Kerzu 274. edon o pignat ouz an hent diribign.

    (2) Grimper (dans un arbre).

    ●(1943) FATI 23-24. e pigno ouz ar gwez dero da gutuilh d'ezo o zri eur prejad mez.

    III. Pignat war e varc'h bras : voir marc'h.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...