Devri

Recherche 'plaouf...' : 2 mots trouvés

Page 1 : de plaouf (1) à plaoufan-plaouian (2) :
  • plaouf
    plaouf

    interj.

    (1) Onomatopée qui imite le bruit d'un plongeon.

    (1954) LLMM 43/22. Hag eñ neuze, plaouf, war e benn en dour.

    (2) Onomatopée qui imite le bruit de chute d'un objet.

    (1958) BRUD 5/29. Ha plaouf ! Eur gador a fardigleo a gouezas.

  • plaoufañ / plaouiañ
    plaoufañ / plaouiañ

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Attaquer, attraper, frapper, blesser, se saisir de.

    (14--) N 1474. Eguit aruoazou de plouaff, tr. «Pour le frapper avec des signes.» ●(1575) M 2069. Gant an Diaoülou, poanyou ouz ho plono (lire : plouo), tr. « Avec le diables, les peines qui les déchirent. »

    (1732) GReg 37b. Animal blessé par le loup, tr. «Aneval Plaouyet gad ar bleiz.» ●98b. Blesser une bête, parlant du loup, tr. «Plaouya. pr. ploauyet (lire : plaouyet)

    (1847) BDJ 45. Ar vro-ze-tà ker founhus, he madou, he froüez, / Heb mâr hebed a vezo, loden Jan, he zanvez, / An diskib-ze ker karet, gand Jesus Meçzia, / A zo war c'hed dan dervez ma c'hell he flaouia. ●75. War he c'hed he-ma atô, he c'henou digor bras / Evid mar ghel hor plaoïüa, 'vel ma ra ar bleiz ar c'has. ●(1868) FHB 163/54a. Antronoz dioc'htu, evit ober he zorn, e plaoufas pevar lestr saoz. ●(1874) FHB 485/118b. daou lestr marc'hadour saos plaoufet ganthan var ar mor bras. ●(1874) FHB 491/167a-b. Daou lestrad marc'hadourez o doa plaoufet divar goust ar saozon.

    (1906) KANngalon Here 228. evel eur sparfel o klask eul labousik da blaouia. ●(1906) BOBL 22 décembre 117/2e. Chas an Ao. Guirriec, Bernard ha Cueff, bet ploïet, a zo bet red diskar anê. ●(1907) BOBL 26 janvier 122/3b. Ar c'hi-ze a oa tremenet marvat dre Geraez, Poullaouën, Berrien, ha meur a loën a zo bet ploiet gantan. ●(1934) FHABvug Kerzu 6. dal ma santont ez eus eur prenv bennak speget en o roued emaint a-lamm warnañ ha plaoufet eo ganto dioc'htu.

    (2) Avaler gloutonnement.

    (1870) FHB 268/55b. plaoufet eun tam lib-he-bao. ●(1872) ROU 75. Avaler, tr. «plaovi, plaoia

    (1916) KZVr 190 - 03/11/16. Plaoufi, tr. «avaler gloutonnement.» (1935) FHAB Genver 7. emaint a-lamm warnan ha plaoufet eo ganto dioc'htu.

    II. V. tr. i. Plaoufañ war : se jeter sur.

    (1905) BOBL 18 novembre 61/2c-d. Plaoufa a ra war an avalou hag e kas eun tokad mad gantan.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...