Devri

Recherche 'reut...' : 7 mots trouvés

Page 1 : de reut (1) à reuteuteut (7) :
  • reut
    reut

    adj. & adv.

    I. Attr./Épith.

    A. (en plt d'un animé)

    (1) Raide.

    ●(1659) SCger 106a. roide, tr. «reut.» ●(1732) GReg 827a. Roide, inflexible, tr. «reudt. Van[netois] redt.»

    ●(1935) ANTO 100. Reut o diouhar outo, ar besketaerien gaez, / A gerze, du o fenn, hag int holl tremen faez.

    (2) Ford, costaud.

    ●(1766) MM 111-114. (skrid ne variatur G. Esnault) Hag evit komañs d'ho teski, / Om-nis ho-mo a zinifi, Eur paut reut, hag eur paut kapap, / Da denna eun taul mar-d eus mab, tr. «...un gars capable de faire l'affaire, lui ou personne.»

    ●(1900) KAKE 262. eur potr reud oud. ●(1924) LZMR 28. ha gouest, hirio, da doulla eun tenn falc'h kerkouls hag ar reuta. ●41. kaout diouvrec'h reut. ●(1936) TKAL I 66. ar reuta houc'hed-gouez a gaver er Saks. ●(1954) LLMM 46/11. reutañ martolod ar Gellvêneg. ●(1955) STBJ 76. ar reuta gwaz eus kanton Pleiben.

    (3) Reut e benn : la tête bien droite.

    ●(1924) BILZbubr 41/949. Hag en hent ar pever (lire : pevar) belerin, reut gante o fenn, evel ar wazed, p'o deve evet eur werennad mat a jigodenn.

    (4) Effronté.

    ●(1952) LLMM 34/48. Ret, reut. An tamm tres ret-se : cet(te) effronté(e).

    (5) =

    ●(1924) BILZbubr 41/949. «Rog ! rog ! ko ! ko !... deut, va dousigou koant, deut !» / Hag e skrabe. / «Rog ! rog ! / A-bell, war an hent, en eur welet Jan Glaudadig hag e genseurted : / «Ko ! ko ! kog ! rog ! rog ! / Hag hen dirak e zimezelled, ha da c'houlenn – pôtr reut, mar plich, ar c'hilhog !

    (6) =

    ●(1732) GReg 300b. Dompter des personnes difficiles à gouverner, tr. «Van[netois] Gobér plegueiñ tud reud, ou, discombert.»

    B. (en plt d'un inanimé)

    (1) Raide, abrupt (à gravir).

    ●(1903) MBJJ 265. eur c'hra re reut da zevel.

    (2) Bien plein, tendu par la plénitude.

    ●(1867) FHB 151/370b. Brema, potret (...) pa ze reud ho cov (…), lavarit deomp petra zo a-nevez e Goayen. ●(1877) BSA 7. ma tivoano ar greun puill ha reud. ●(1879) BMN 153. e lec'h ma zo greun reud ha coant ez eus ivez duan ha lostennachou.

    ●(1909) FHAB Eost 233. reut eo e c'hodel ? ●(1910) MAKE 53. Va yalc'h n'eo ket eus ar reuta. ●(1928) BFSA 180. eur yalc'h hag a oa reut ha diroufenn (bien garnie). ●(1955) MIPO 11. leun eo va hof, ken eo reud va dillad.

    (3) [sens intensif] Bon.

    ●(1857) CBF 16. War-dro diou leo a gav d'in. Oh ! ia, diou leo gaer ha reud c'hoaz ! tr. «Je crois qu'il y a environ deux lieues. Oh ! oui, et deux bonnes !»

    (4) (en plt du vent) =

    ●(1925) BILZ 107. Saïg, eur briz reud a avel anei, ar varrenn stur en e zorn dehou, en e zorn klei ar skoud vras troet war an taked, a ziskouee d'ar pôtr penôs dizaveli ar gouel bras, lofi dindan ar rizennadou.

    (5) (Voix) tranchante.

    ●(1908) FHAB Mae 135. pegen reud ho mouez, pegenn zoun ho lagad !

    (6) Difficile, pénible.

    ●(1924) LZMR 41. Evid ober eur vicher reut, eo ret kaout diouvrec'h reut ; ha boued reut evit kaout diouvrec'h reut.

    (7) Fortifiant, roboratif.

    ●(1924) LZMR 41. Evid ober eur vicher reut, eo ret kaout diouvrec'h reut ; ha boued reut evit kaout diouvrec'h reut.

    (8) fam. Hini reut : de l'alcool fort.

    ●(1908) PIGO II 9. Ha breman, war-lerc'h an treo-man, bep a vanne hini reut, n'e ket gwir, pôtred ?

    C. [empl. en comparaison] Reut-pi : raide comme un piquet.

    ●(1968) LIMO 12 janvier. goleit a erh betag er hov, red-pi, kozig sklaset.

    II. Adv.

    (1) Plein à ras bord.

    ●(1941) FHAB Gwengolo/Here 89. (Tregon ha tro-dro) Reut = Lakit d'in reut ! = Lakit va gwerenn leun betek ar bord.

    (2) Skeiñ reut : frapper avec force.

    ●(1919) BUBR 7/184. Mar sko reut an Alamanted war an ti poultr. ●(1936) TKAL I 36. Pep hini a skoas war ar paour kaez Lip-e-bao gant ar benveg a oa gantan, hag ar reuta ma c'helle.

    (3) Derc'hel reut war ub. : tenir fermement qqn au moral.

    ●(1924) BILZbubr 43-44/1020. Red eo derc'hel reut var ar pôtr, pe e teuio da vea eur gwall den evelato.

    (4) Lazhet reut : tué raide.

    ●(1868) KMM 257. e varc'h (…) a oe lazed reud.

    (5) Goulenn reut : demander impérativement.

    ●(1919) MVRO 8/1a. goulennomp reut, krenn, sec'h, rust, garw.

    III.

    (1) Bezañ reut evel un tamm koad : voir koad.

    (2) Bezañ reut evel ur vazh : voir bazh.

    (3) Bezañ reut evel un ibil er bleud : voir ibil.

    (4) Bezañ reut evel ur ganabenn : voir kanabenn.

    (5) Bezañ reut evel ur petegan : voir petegan.

    (6) Bezañ reut e sac'h : voir sac'h.

  • reut-kof
    reut-kof

    adj. Qui a le ventre plein.

    ●(1921) FHAB C'hwevrer 44. Tad-Koz, reut kof dija.

  • reutaat
    reutaat

    v.

    (1) V. tr. d. Gonfler (une bourse).

    ●(1872) DJL 26. Da reutaat ialc'h Bourhiz n'eusomp kavet ah hent.

    (2) V. pron. réfl. En em reutaat : se raidir.

    ●(1907) AVKA 150. Hag ar bugel neuze a youc'h (…) hag a n-am reuta.

  • reutelliñ
    reutelliñ

    v. intr. S'enrouer.

    ●(1933) DIHU 270/355. reutellein, tr. «s'enrouer hag enrouer.»

  • reuter
    reuter

    m.

    (1) Raideur.

    ●(1732) GReg 827a. Roideur, violente tension, tr. «reuder. Van[netois] redér.»

    (2) Raideur morale.

    ●(1732) GReg 827a. Roideur, inflexibilité, dureté, fermeté, tr. «Reudder.»

  • reuteunuad
    reuteunuad

    s. –où Liste.

    ●(1921) FHAB Gwengolo/Here 197a. hir e ve ar reuteunuad anezo.

  • reuteuteut
    reuteuteut

    m. –où enfant. Trompette.

    ●(1958) BRUD 4/59. c'houezigellou ha «reuteuteutou» d'ober trouz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...