Devri

Recherche 'reuz...' : 14 mots trouvés

Page 1 : de reuz (1) à reuzin-reuzial (14) :
  • reuz
    reuz

    m. & adv. –ioù

    I. M.

    A. temp.

    (1) Temps, durée, carrière.

    ●(1920) KZVr 361 - 01/02/20. reuz, tr. «durée.» ●(1921) FHAB Kerzu 318. Echu eo, emezan, va reuz war an douar.

    (2) Moment.

    ●(1988) TOKO 17. Ma vijes eet eur reuz da evesaad aneze. ●(1994) HETO 76. chom eur reuz c'hoaz.

    (3) Époque.

    ●(1908) PIGO II 31. Haddeut eo gant an hanv reuz ar pardoniou.

    (4) Kaout e reuz, ober e reuz : faire son temps.

    ●(1920) KZVr 361 - 01/02/20. bet en deus e reuz, tr. «il a eu son temps.» ●(1935) ANTO 2. Mat ar gwerziou, ar c'hanaouennou evel pep tra a dremen, graet ganto o reuz.

    (5) Redek e reuz : vivre sa vie.

    ●(1924) BILZbubr 41/946. Pa vi brasoc'h, kosoc'h, da dro a deuio, hag evelte ec'h i da redek da reuz. ●(1925) BILZ 155. Lavaret penôs ar marc'heg ac'h aio adarre da redek e reuz da Vontroulez, da Roazon ha da Bariz… ●178. Bilzig ac'h aio hep dale da redek e reuz, da heuilh e ouienn.

    (6) (en plt d'une maladie) Ober e reuz : suivre son cours.

    ●(1955) STBJ 145. met ar gerent a grede na oa ket yac'hus louzaoui eur c'hrouadur ouz ar c'hlañvennou pe an trusk, hag a laoske an dokenn d'ober he reuz. ●(1982) TKRH 169. An derzhienn-domm a oa oc'h ober he reuz en amzer-se.

    (7) Bezañ en he reuz brasañ : battre son plein.

    ●(1907) LZBt Genver 22. pa oa ar brezel n'hi reuz vrasa.

    (8) War ho reuz : (?) à votre aise (?).

    ●(1836) FLF 4. Ouspen, me voar, bloas so, oc'h euz / Va droug-preseguet, var ho reuz.

    B.

    (1) Désordre, ravage.

    ●(1530) Pm 67 (Tremenuan). Curunn ha reux ha drouc fleuzqueur, tr. «Tonnerre et ravage et mauvaise (?) confusion (?).»

    ●(1847) FVR 74. hag evit-se e stourmjont ar c’heariou euz a be leac’h e krede gant-ho (…) e teue war-n-ez ho kement a reuziou.

    ●(1920) AMJV 142. E kreiz ar freuz hag ar reuz a ioa er Frans.

    (2) Reuzioù fall : exactions.

    ●(1915) HBPR 209. an oll oa skuiz gant ar reusiou fall. ●231. soudardet Keraez eo a ra ar reussiou fall-ze. ●(1934) PONT 15. epad ar reusiou fall a zilammo war ar vro.

    (3) Désastre.

    ●(1872) ROU 80b. Ce n’est pas un désastre, tr. «An dra-ze n’eo ket ur reuz.»

    (4) Malheur.

    ●(1450) Dag 67. Ne vezo den en Breiz hep reux, tr. «Il n’y aura personne en Bretagne sans malheur.»

    ●(1659) SCger 76a. malheur, tr. «reus.» ●(1732) GReg 595b. Malheur, tr. «Reuz. p. reuzyou.

    ●(1866) LZBt Gouere 152. reuzio bec’hiuz a welan daro da gouean war-n-omp. ●(1869) FHB 253/348b. P’eo guir ne d’eo buez an den nemet eur viaden reuziou. ●(1869) HTC 305. araoc ma couezo varnoc’h reuziou ar vuez-ma. ●(1893) IAI 88. ar reuziou skrijus a guezas var broyou ar C’hus-eol. ●(1896) LZBt Mae 7. Ar reuz, ar boan, ar gwallgas, a dosta bepred an den deuz Doue.

    ●(1900) MSJO 214. hag e deus goulennet arp diganthan er goasa reusiou. ●(1911) BUAZperrot 100. ar reuziou a gouez a vil-vern var ar vro. ●657. o welet kement all a reuziou o skei he bugale. ●(1939) MGGD 55. daoust d’ar reuziou en em gavo ganit.

    C.

    (1) Ober reuz : causer du désordre, semer le chaos.

    ●(1905) BOBL 30 décembre 67/2c. Micherourien porz ar Roc’hell o deuz great tro ar ruiou en eur gana kanaouennou draill, hag en eur ober reuz.

    (2) Ober e reuz : mettre, semer le désordre.

    ●(1877) EKG i 197. Bet int oc’h ober ho reuz dre Blouzane. ●(1889) SFA 118. el leac’h m’eman herrio bugale divadez Mahomet oc’h ober o reuz.

    ●(1908) FHAB Mezheven 176. frank varn-ho c’hoari ho fenn hag ober ho reuz. ●(1911) BUAZperrot 849. p’en em lakeas ar Vuzulmaned da ober o reuz dre ar bed.

    (3) Ober e reuz :

    ●(1919) BUBR 1/19. an obuziou ordinal a zeue bemdez-bemdez da ober o reuz da danoaat an dud er rejimant kaez.

    (4) Ober reuz da ub. : causer du tourment, des difficultés à qqn.

    ●(1792) BD 220. nemerte achanche men aray dese reus, tr. «A moins qu’ils ne changent, je leur causerai du tourment.»

    (5) Bezañ reuz gant ub. : faire des embarras.

    ●(1879) ERNsup 166. hennez zo reuz gañt-hañ, il fait des embarras T[ré]v[érec].

    (6) Kemer reuz : se donner du mal, de la peine.

    ●(1903) MBJJ 211. Kalz a reuz a gemeret. ●(1935) BREI 426/1c. o devoa Lanuoniz kemeret streuveul ha reuz da rei lufr ha ton d’ar gouel-man.

    (7) Tapout reuz : rencontrer des difficultés.

    ●(1935) ANTO 186. Nerto-Maros hag e dud’oa deut da besketa, hag o doa tapet gwall reuz.

    (8) Bezañ reuz en e gorf : être remuant.

    ●(1879) ERNsup 162. heñs so reuz enn hi gorf, se dit d’un homme remuant, S.-M[ayeux].

    (9) C’hoari e reuz : semer le désordre.

    ●(1903) MBJJ 138. En Betleem o deuz c’hoariet o reuz evel en Jeruzalem.

    II. Loc. adv. Etre keuz ha reuz : en s’y prenant à plusieurs fois.

    ●(17--) BMa 1406-1408. N’import quet a man me a meus / Atrapet entré queuz a reuz / Pruneos a raisin a bep sort, tr. «Il n'importe, ici, j’ai attrapé, en m’y prenant à plusieurs fois, des pruneaux et des raisins de toutes sortes.»

    ●(1962) TDBP ii 442. Me a oa bet eur miz oh ober an doënn-ze etre keuz ha reuz, tr. «j’avais été un mois à faire ce toit-là en m’y prenant à plusieurs fois, à mes moments perdus.»

    III. Bezañ e reuz hag e treuz / Kavout reuz ha treuz : être dans tous ses états.

    ●(1888) MELu IV 494 (T) E. Ernault. L'accouplement de deux mots de sens analogue a très souvent pour cause principale la recherche du parallélisme physique : En reuz hag en treuz (être dans tous ses états, litt. en embarras et en travers, Trévérec; on dit aussi kâd (avoir) reuz ha treuz.

  • reuzad
    reuzad

    voir reuziad

  • reuzc'hoari
    reuzc'hoari

    m. Tragédie.

    ●(1931) VALL 749b. Tragédie, tr. « reuzc’hoari ». ●(1970) BRUD 35-36/147. Jakez Riou, eta, e-neus dalhet klaoustre da zastum dindan ar memez tok ar farsadenn, ar flemm, ar reuz-c’hoari, an delennegez ha zoken eurt seurt danevell-veur.

  • reuzenn
    reuzenn

    f. –ed Femme maniérée.

    ●(1952) LLMM 34/48. (Douarnenez) Reuzenn : plac'h a ra reuz. ●(1977) PBDZ 168. (Douarnenez) reuzenn, tr. «maniérée.»

  • reuzeudig
    reuzeudig

    m. –ien, –ed Malheureux.

    ●(1575) M 1970. reuseudien en craou, tr. «misérables à l'étable.» ●2095. Neuse da reuseudic, nedeux guic á sicour, tr. «Alors au malheureux il n'y a point de secours.» ●(1612) Cnf 80a. oz consoliff an reuzediguet.

    ●(1890) MOA 31. Celui qui a beaucoup souffert, a appris à compatir à l'infortune, tr. «Ar reuzeudik a ve bet goall-gaset, / Trueza ar re-all en devez desket.»

    ●(1912) MMPM 7. ar reuzeudik a gemer fizianz.

  • reuzeudigez
    reuzeudigez

    f. Malheureuse.

    ●(1557) B I 690. Me so pep stat emdiuades / Da merch haz quic reuseudigues, tr. «Je suis pourtant ta fille orpheline, ta chair malheureuse.»

  • reuzeudigezh
    reuzeudigezh

    f. Malheur, misère.

    ●(1575) M 172. A reuseudiguez larg, da barg á vez carguet, tr. «De misère abondante ta barque est chargée.» ●244. Reuseudiguez an maru, tr. «La misère de la mort.» ●696. Dre è reusedigaez, tr. «Par son malheur.»

    ●(1659) SCger 76a. malheur, tr. «reuseudiguez.» ●169b. reuseudiguez, tr. «misere.» ●(1688) MD II 14. M'en sicouro en é reuseudiguez. ●(1732) GReg 628a. Misere, tr. «Reuzeudiguez.» ●Vivre dans la misere, tr. «beva gand reuzeudiguez.»

    ●(17--) ST 208. Ha me ve bet kiriek d'am holl reuzeudighez, tr. «si j'ai été la cause de mon propre malheur.»

  • reuzeudik
    reuzeudik

    adj.

    I.

    (1) Malheureux.

    ●(1557) B I 568. An cos tra treut a drouc feut reuseudic, tr. «la misérable et perverse nature.» ●(1612) Cnf 5b. pecher reuzeudic.

    ●(1659) SCger 76a. malheureux, tr. «reuseudic.» ●80a. miserable, tr. «reuseudic.» ●169b. reuseudic, tr. «miserable.» ●(1732) GReg 628a. Miserable, qui est dans la misere, tr. «Reuzeudicq.»

    ●(1864) SMM 126. n'eus nicun ker reuzeudic ha ni.

    ●(1911) BUAZperrot 82. troët kenan da gemeret truez ouz an dud reuzeudik. ●(1924) BILZbubr 40/898. Sellit a drue eus eun den reuzeudik, c'hwi pere a zo yac'h ha divachagn.

    (2) Pitoyable.

    ●(17--) TG 1365. Hac o fessonio fal, milliguet rejudic.

    ●(1902) MBKJ 169. Mar d'hoc'h kouezet er reuzeudika paourentez. ●(1937) FHAB Gouere 194. Heb ar feiz an den a zo en eur stuz reuzeudik.

    (3) (prlt d’époque) Difficiles.

    ●(1866) FHB 93/322a. en amzeriou reuzeudig ma vevomp enho.

    II.

    (1) Reuzeudik evel ar vein : voir mein.

    (2) Reuzeudik evel ur c'hi : voir chas.

    (3) Reuzeudik evel ur pesk war an traezh : voir pesk.

  • reuzeulenn
    reuzeulenn

    f. –où Tertre.

    ●(1876) TDE.BF 543b. Reuzeulenn, s. f., tr. «Tertre, colline ; pl. ou.»

  • reuziad .1
    reuziad .1

    m. –ed, reuzidi Malheureux.

    ●(1931) VALL 443b. (un) malheureux, tr. «reuziad pl. ed, –zidi.»

  • reuziad / reuzad .2
    reuziad / reuzad .2

    m. & adv. –où

    I. M.

    (1) Période, laps de temps.

    ●(1867) FHB 125/163b. Goude beza bet eur reuziadig er mæz. ●(1869) FHB 216/56b. reuchadou amzer griz. ●(1878) EKG II 324. P'en devez great an den fall he reuziad var an douar.

    ●(1905) BOBL 23 décembre 66/1b. ar veleien a oa gwall gaset e-pad eur reuzad amzer. ●(1907) MVET 83. epad eur reujad bloaveziou. ●(1923) FHAB Genver 23. ar reujad amzer-ze.

    (2) Carrière.

    ●(1920) FHAB Genver 222. Ne oue ket hir e reuziad en talben.

    (3) [devant un v.] Crise, accès de.

    ●(1936) CDFi 1er février. eur reuziad c'hoarzin. ●(1950) KROB 31-32/16. Hag ar peder c'hoar d'ober eur reuziad c'hoarzin. ●(1955) VBRU 55. na pebezh reuziad gouelañ he dije graet neuze Soaz Sapeur.

    (4) Moment pénible.

    ●(1905) BOBL 21 octobre 57/2c. Eur gwall reujad ho doa bet hon zadou gantê brema zo kant kant vloaz.

    (5) Souffrance.

    ●(1933) TREM 75. Perag 'ta euz e beurz e teu d'in me reuziad ? tr. «Pourquoi donc me cause-t-il une si grande souffrance ?»

    (6) Graet e reuziad gantañ : qui a fait son temps.

    ●(1906) BOBL 21 avril 83/1c. Dubuisson a zo eun den uzet, great e reuzad gantan.

    II. Adv. A-reuziadoù : par moments.

    ●(1920) MVRO 52/1b. Ae Saoz a zalc'h da gomz bepred, a-reuziadou, en eur boueza war e gomziou. ●(1955) VBRU 68. a-reuziadoù e stag da zifretañ ha da vlejal.

  • reuzial
    reuzial

    voir reuziñ

  • reuziañ
    reuziañ

    v. tr. d. Rendre malheureux.

    ●(1931) VALL 443b. rendre malheureux, affliger (en parl. d'une chose), tr. «reuzia act.»

  • reuziñ / reuzial
    reuziñ / reuzial

    v. intr.

    (1) Endurer, supporter.

    ●(1902) PIGO I 42. Red e oa d'ean reuzi, chom er gambr, ha monet da gousket. ●(1910) YPAG 3. Red eo reuzi : tremen hep taken, kât dismegans, ha labourat gwasoc'h 'vit eur c'hi. ●(1925) FHAB Meurzh 97. n'en deus nemet reuzi d'ober. ●(1944) VKST C'hwevrer 51. Kalet e vez ar blanedenn a-wechou hag e ranker reuzi pe derri. ●(1960) PETO 81. Tremen malle o deomp-ni reuzi.

    (2) Causer du désordre.

    ●(1903) CDFi août-septembre (d’après KBSA 67). hag e redfe kuit [ar vuoc’h] da reujal (ober reuz).

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...