Recherche 'sabat...' : 11 mots trouvés
Page 1 : de sabat (1) à sabaturus (11) :- sabatsabat
m.
(1) (religion) Sabbat.
●(1499) Ca 178a. Sabat vide in sadorn.
●(1659) SCger 107a. SAbat, tr. «sabat.» ●(1732) GReg 835a. Sabat, assemblée qu'on suppose que font les sorciers le samedi au soir, tr. «Sabat.»
●(1849) GBI I 51. da welet ar zabad. ●(18--) KTB.ms 14 p 51. Pa oa o tremen ar c'hroaz-hent, a oa koulz ar zabbad.
(2) Paotred ar sabat =
●(1878) EKG II 78. Epad m'edont, evel paotred ar zabat, o tansal, o iouc'hal hag o pec'hi. ●147. Eno e oue eur jabadao ker goaz ma n'o deuz biskoaz paotred ar zabat great kement-all.
(3) Sabat kizhier : sabbat des chats.
●(1896) GMB 589. pet[it] tréc[orois] zabad kéjer le «sabbat» des chats.
- sabatiñsabatiñ
v. intr.
(1) Faire du tapage.
●(1905) IVLD 203. goude beza chomet pell hag hir da zabati. ●(1913) FHAB Genver 19. an dud vezo o sabati evel diaoulou kamm an ifern. ●(1932) ALMA 125. E leac'h, chom a ze da zabati, e ve gwell d'eoc'h labourat. ●(1950) KROB 26-27/19. edo Janig Maner-ar-C'hoad o sabati hag oc'h en em glemm.
(2) =
●(1958) BLBR 115/3. An arrebeuri a zabate ennañ [e maner an diaoul], ar podou pri a dorre.
(3) Sabatiñ da ub. : réprimander qqn.
●(1936) CDFi 14 Mars. heb ober van o klevet Kolaïg Fritreuz da zabati d'ezo. ●(1975) UVUD 56. (Plougerne) meur a veach 'n deus bet sabatet deha : – Mad, me ne gomprenan ket ac'hanot.
- sabatinennsabatinenn
f. –où Sabbatine.
●(1732) GReg 835b. Sabatine, petite Thèse du samedi, tr. «Sabatinenn. p. sabatinennou.»
- sabatusabatu
adj. Engourdi.
●(18--) SBI II 200. Ma daouarn 'zo sabatu ; / Na ellan chachan mu, tr. «Mes mains sont engourdies, / Je ne puis tirer davantage.»
- sabatuetsabatuet
adj.
(1) Stupéfait.
●(1869) FHB 212/20a. ken a voa sabatuet ar vissionerien. ●(1882) BAR viii. souezet pe sabatuet gant an traou burzuduz a velaz.
●(1909) KTLR 21. Lochore, sabbatuet oll, a droe hag a zistroe he baner. ●(1910) MAKE 50. Souezet-maro, sabatuet net, sebezet oll, mantret-krenn. ●(1939) CDFi 20 mai. mantret, sapeduet, batet.
(2) Bezañ sabatuet gant : être stupéfait de.
●(1939) MGGD 44. Sabatuet e voe ar bobl gant ar ganaouenn-se. ●70. Hemañ a oa bamet ha sabatuet naet gant ar pez a wele dirazañ.
(3) Chom sabatuet : rester stupéfait.
●(1911) SKRS II 75. Heman avad a jomas sabatuet. ●239. Ar medisin a jomas sabatuet. ●(1929) MKRN 84. Job a chom zabatuet, tr. «Job reste tout ébahi.» ●(1935) BREI 434/3a. Hag e chomont manet, sabatuet-net, pa welont na sell ar bobl outo nemet a-gorn pe a-dreuz !…
- sabatuiñsabatuiñ
v.
I. V. intr.
(1) =
●(1879) BMN 281. Mes nag o doa lec'h da zabatui ha da veza laouen. ●(18--) ALB (FHAB du/kerzu 1941 p. 101b). Hag an holl da zabatui / Dirak eun hevelep c’hoari.
(2) Sabatuiñ gant =
●(1950) KBSA 5. koñchennou sebezus hag a lakae va c'halon a vugel (…) da sabatui gant ar souez.
II. V. tr. d.
(1) =
●(1929) SVBV 100. frond klouar balzam c'houez vat o sevel eus he fennad bleo (…) am sapeduas.
►absol.
●(1877) ALC 45. evantion da zabatui, tr. (GMB 589) «bruits faux et alarmants.»
(2) Loc. verb. absol. Da sabatuiñ = kenañ.
●(1868) FHB 187/244a. ar guerziou caër da sabatui. ●(1879) BMN 267. Hema a gavas an toniou brao da zabatui.
●(1910) MAKE 1. Pa oa c'hoaz pôtr yaouank, e laboure da zabatui betek re 'michanz. ●(1984) ECDR 197. Ma vie kan da sabatuiñ !
- sabatursabatur
f.
(1) Stupéfaction, stupeur.
●(1964) ABRO 133. e weljomp o sabatur hag o enkrez o kavout ar vag-all er stad divalo ma oa bet lakaet ganeomp.
(2) Kouezhañ ar sabatur war ub. : être frappé de stupeur.
●(1939) MGGD 64. Daoust d'ar sabatur a gouezas warnañ. ●(1940) SAV 18/69. (Pleiben...) Sabatur : ano gwregel. Sebezenn vras. Sk. : Kouezet eo ar sabatur warnañ o klevout eur seurt kelou. ●(1955) BLBR 85/8. kouezet ar zabatur warni. ●(1955) STBJ 71. Hag e lavaras d'am mamm, kouezet ar zabatur warni ouz e welout. ●207. Antronoz-vintin e kouezas ar zabatur war ar vaouez. ●(1964) ABRO 88. e kouezhas ar sabatur warnañ.
(3) Teurel ub. er sabatur : stupéfier qqn.
●(1977) LLMM 182/190. O donedigezh er vro a daolas an holl en alvaon hag er sabatur.
- sabaturadennsabaturadenn
f. –où Ober ur sabaturadenn vrav da ub. : faire une grande surprise à qqn.
●(1928) FHAB Genver 19. gortoz ma rin d'an Aotrou eur zapaturadenn vrav.
- sabaturetsabaturet
adj.
(1) Stupéfait.
●(1869) FHB 227/141b. Me ioa eno sabaturet oll...
●(1955) STBJ 73. Diflaka a ree pa erruas er porz, dirak ti e genderv. Eur bleukad a roas d'an nor ; hag e lammas en ti, dirak an dud sabaturet ouz e welout ken spontet. ●75. Têret ruz e oa hag e hope d'an emgannerien, sabaturet eun tammig ouz he gwelout ken dispont en o zouesk.
(2) Bezañ sabaturet gant : être stupéfait de.
●(1927) KANNkerzevod 13/6. sapaturet gant eur burzud ken bras. ●(1955) STBJ 86. Souezus bras e oa eur seurt arvest da Bleibeniz diredet niverus da zellout ha sabaturet gant nerz ar c'hezek hag ampartiz ar charretour.
(3) Chom sabaturet : rester stupéfait.
●(1927) KANNkerzevod 4/6. e wel e vignon o fringal e-touez an danserien. Chom a ra sapaturet. ●(1927) FHAB Gouere 140. Ar wazed a jome sapaturet net dirak seurt diskrab. ●(1955) STBJ 20. Sabaturet-mik e chomas moused ar vourc'h dirak ar gurioziteou-se. An elefanted, dreist-holl, a gavent iskis-tre, rak ne c'hellent ket kredi e oa lôned ken bras ha ken divalo war an douar. ●145. Pa yeen d'e di, e tiskoueze din kement a viou lapoused ma chomen sabaturet ha digor ma genou da zellout outo.
- sabaturiñsabaturiñ
v.
(1) V. tr. d. Stupéfier.
●(1955) STBJ 154. kontadennou kaer hag am zabature.
(2) = (?).
●(1927) KANNkerzevod 14/9. Youenn a oa eun den da zapaturi «da gomandi» memez a lare e wreg, ne oa ket barz Rosporden daou egiz d'ean…
- sabaturus