Recherche 'sabatur...' : 5 mots trouvés
Page 1 : de sabatur (1) à sabaturus (5) :- sabatursabatur
f.
(1) Stupéfaction, stupeur.
●(1964) ABRO 133. e weljomp o sabatur hag o enkrez o kavout ar vag-all er stad divalo ma oa bet lakaet ganeomp.
(2) Kouezhañ ar sabatur war ub. : être frappé de stupeur.
●(1939) MGGD 64. Daoust d'ar sabatur a gouezas warnañ. ●(1940) SAV 18/69. (Pleiben...) Sabatur : ano gwregel. Sebezenn vras. Sk. : Kouezet eo ar sabatur warnañ o klevout eur seurt kelou. ●(1955) BLBR 85/8. kouezet ar zabatur warni. ●(1955) STBJ 71. Hag e lavaras d'am mamm, kouezet ar zabatur warni ouz e welout. ●207. Antronoz-vintin e kouezas ar zabatur war ar vaouez. ●(1964) ABRO 88. e kouezhas ar sabatur warnañ.
(3) Teurel ub. er sabatur : stupéfier qqn.
●(1977) LLMM 182/190. O donedigezh er vro a daolas an holl en alvaon hag er sabatur.
- sabaturadennsabaturadenn
f. –où Ober ur sabaturadenn vrav da ub. : faire une grande surprise à qqn.
●(1928) FHAB Genver 19. gortoz ma rin d'an Aotrou eur zapaturadenn vrav.
- sabaturetsabaturet
adj.
(1) Stupéfait.
●(1869) FHB 227/141b. Me ioa eno sabaturet oll...
●(1955) STBJ 73. Diflaka a ree pa erruas er porz, dirak ti e genderv. Eur bleukad a roas d'an nor ; hag e lammas en ti, dirak an dud sabaturet ouz e welout ken spontet. ●75. Têret ruz e oa hag e hope d'an emgannerien, sabaturet eun tammig ouz he gwelout ken dispont en o zouesk.
(2) Bezañ sabaturet gant : être stupéfait de.
●(1927) KANNkerzevod 13/6. sapaturet gant eur burzud ken bras. ●(1955) STBJ 86. Souezus bras e oa eur seurt arvest da Bleibeniz diredet niverus da zellout ha sabaturet gant nerz ar c'hezek hag ampartiz ar charretour.
(3) Chom sabaturet : rester stupéfait.
●(1927) KANNkerzevod 4/6. e wel e vignon o fringal e-touez an danserien. Chom a ra sapaturet. ●(1927) FHAB Gouere 140. Ar wazed a jome sapaturet net dirak seurt diskrab. ●(1955) STBJ 20. Sabaturet-mik e chomas moused ar vourc'h dirak ar gurioziteou-se. An elefanted, dreist-holl, a gavent iskis-tre, rak ne c'hellent ket kredi e oa lôned ken bras ha ken divalo war an douar. ●145. Pa yeen d'e di, e tiskoueze din kement a viou lapoused ma chomen sabaturet ha digor ma genou da zellout outo.
- sabaturiñsabaturiñ
v.
(1) V. tr. d. Stupéfier.
●(1955) STBJ 154. kontadennou kaer hag am zabature.
(2) = (?).
●(1927) KANNkerzevod 14/9. Youenn a oa eun den da zapaturi «da gomandi» memez a lare e wreg, ne oa ket barz Rosporden daou egiz d'ean…
- sabaturus