Devri

Recherche 'saour...' : 11 mots trouvés

Page 1 : de saour-1 (1) à saourus (11) :
  • saour .1
    saour .1

    adj. =

    ●(1868) FHB 187/243b. Nep zo er stad a c'hras, dibreder ha saour, / A vev couls lavaret eguis eur pesk en dour.

  • saour .2
    saour .2

    m.

    I.

    A. Bon goût, saveur.

    ●(1499) Ca 179b. Saour. g. sauour.

    ●(1659) SCger 108a. saueur, tr. «saour.» ●170b. saour, tr. «saueur.» ●(1732) GReg 847a. Saveur, tr. «Saour. Van[netois] savour. saour.»

    ●(1872) ROU 102a. Saveur, tr. «Saour.» ●(1894) BUZmornik 280. ne gave mui saour ebed gant ar boued.

    ●(1931) KANNgwital 338/12. eur bara hag en divije muioc'h a saour.

    B. sens fig.

    (1) Bezañ e saour vat =

    ●(1872) ROU 87a. Quand mon âme goûte la piété, tr. «pa vez va ene e saour vad.»

    (2) =

    ●(1928) BFSA 63. Leun a zouster hag a saour e oa e gomzou.

    (3) Kavout saour gant udb. : trouver du goût à.

    ●(1906) KANngalon C'hwevrer 29. Na ginnigiet dez-hi nag ebatou na plijadureziou ar bed : ne gav mui saour gant netra. ●(1924) KANNgwital 263/197. saour a gave gant ar c'henteliou a lenne.

    (4) =

    ●(1902) MBKJ 193. ann ene klouar a ra an deveriou a relijion dre ma 'z eo boazet, heb aket, heb evez, heb saour. ●(1909) NOAR 70. Bemdez en e bedennou e lavaras (…) ha gant pegement a zaour ! ar c'homzou-ma eus ar bedenn (…) : pardonit d'eomp hor mankou, evel ma pardonomp d'ar re o deus noazet ouzimp.

    II.

    (1) Humidité.

    ●(1890) ARK 75. Ann douar, pa n'euz ket a zaour ganthan, a zo douar maro ha seac'h. Pouloudenna a ra.

    ●(1900)) MSJO 107. tremenet oa mare ar glao ; hag eb saour n'eus eost ebet da c'hedal.

    (2) Sève.

    ●(1893) IAI 161. daou vrank leun a zaour a zispakas euz ar vezen goz.

    ●(1933) OALD 43/9. ar saour eus al louzaouen-man.

  • saourapl
    saourapl

    adj. Savoureux.

    ●(1907) FHAB Here 233. frouez eus ar re saourapla. ●(1908) FHAB Du 327. Gant eur skudellat leaz-teo e vezint saourapl.

  • saourea
    saourea

    s. (botanique)

    (1) Serpolet.

    ●(1633) Nom 92b. Serpillum, matris animula : serpoulet : saourean.

    ●(1659) SCger 110a. serpoulet, tr. «saourea.» ●170b. saourea, tr. «serpoulet.» ●(1732) GReg 862a. Serpolet, tr. «saourean.»

    (2) Pouliot Mentha pulegium.

    ●(1732) GReg 491b. L'herbe aux puces, du pouliot, tr. «Saurea.»

  • saourek
    saourek

    adj.

    (1) Savoureux, succulent, goûteux.

    ●(1732) GReg 29b. Aloyau bien goûté, tr. «Craoüen vévin saoürecq.»

    ●(1857) CBF 56. ar bastel bevin saourek-ma a ielo e-biou da c'henou, tr. «ce morceau friand te passera sous le nez.»

    ●(1943) FATI 90. fiez saourek kenañ. ●(1949) KROB 10/7. ar saoureka frouez.

    (2) sens fig. =

    ●(1839) BSI 3. ur berseverançz saourec da bidi.

  • saourenn .1
    saourenn .1

    f. (botanique) Pouliot Mentha pulegium.

    ●(1659) SCger 95b. pouliot, tr. «saouren.» ●(c.1718) CHal.ms iii. pouliot, tr. «pouliot, saouren.»

  • saourennek
    saourennek

    adj. Juteux, qui produit du jus.

    ●(1931) VALL 410b. qui a du jus, tr. «saourennek.»

  • saourennus
    saourennus

    adj. Juteux, qui a du jus.

    ●(1931) VALL 410b. qui a du jus, tr. «saourennus.»

  • saouret
    saouret

    adj. =

    ●(18--) SAQ II 163. eur pladad kig, saouret ha poazet deuz ar guella.

  • saouriñ
    saouriñ

    v. tr. d.

    I.

    (1) Savourer.

    ●(1499) Ca 179b. Saouriff. g. sauourer. ●(c.1500) Cb 26b. g. ressauourer ce que on a delaisse. b. saouriff vn dra dilaeset.

    ●(1659) SCger 108a. sauourer, tr. «saouri.» ●170b. saouri, tr. «sauourer.» ●(1732) GReg 848b. Savourer, goûter lentement, & avec plaisir, tr. «Saouri. pr. saouret. (Van[netois] saoureiñ.) Treg. saouriñ.»

    (2) Donner de la saveur à.

    ●(1872) ROU 102a. Pour donner un peu de saveur à ma soupe, tr. «da saouri va zoubenn.»

    (3) Rassasier.

    ●(14--) N 428. Bara ha dour eguit e saourj / ne vezo muy e hol refection, tr. «Du apin et de l'eau comme aliment / Voilà tout ce qu'il prendra pour se soutenir.»

    (4) Arroser, humidifier.

    ●(1880) SAB 53. da zaouri an douar. ●(18--) SAQ II 10. Hag ar glao 'deu da gueza pa vez izom, da saouri parkeier ha prajou.

    ●(1900) MSJO 13. eun tam douar euz ar re vella, saouret dalc'h mad gant eun eienen greñv.

    ►sens fig.

    ●(1911) BUAZperrot 355. e zaëlou, e boaniou, e yunou hag e bedennou a zaouras mat griziou e urz nevez.

    II.

    (1) =

    ●(1958) ADBr lxv 4/525. (An Ospital-Kammfroud) Saori : v. – Aplanir, obliger les éléments d'un ensemble à se ranger étroitement aux places qui leur reviennent naturellement : Eun nebeud koloennou a zo chomet dibrad war-horre ar bern, med eur strinkadig glô a raio deo saori.

    (2) =

    ●(1958) ADBr lxv 4/525. (An Ospital-Kammfroud) Saori : v. – contraindre un récalcitrant (ou supposé tel) à l'obéissance : Pa vi soudard, e ranki saori, pôtr brao !

  • saourus
    saourus

    adj. Savoureux.

    ●(1499) Ca 179b. Saourus. g. sauoureux. ●(1633) Nom 64a. Vinum molle, lene : vin sauoureux & amiable : guin saoürus, hac amiabl.

    ●(1732) GReg 848b. Savoureux, euse, tr. «Saourus. Van[netois] Saurus.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...