Devri

Recherche '"sec'hed"...' : 9 mots trouvés

Page 1 : de seched (1) à sec_hedus (9) :
  • sec'hed
    sec'hed

    m.

    I.

    (1) Soif.

    ●(1499) Ca 183a. Sechet. g. soeff. ●(1612) Cnf 63b. Reiff da euaff dan ré ho deueus sechet.

    ●(1659) SCger 111a. soif, tr. «sec'het.» ●171a. sec'het, tr. «la soif.» ●(c.1680) NG 7. Nannë ha sehet ou tourmantou. ●913. Eno e harageint guet nan bras ha sehet. ●(1732) GReg 871a. Soif, tr. «Séc'hed. Van[netois] sehed. sihed.» ●(1792) CAg 112. En-nanne ha séhed em devore. ●(1792) BD 3523. laset eo gant eur sechet poaset eo egalon, tr. «il est tué par une soif, son estomac est cuit.»

    ●(1866) SEV 111. Darn all anezho a choume e-pad meur a zervez dindan gor ha groez ann heol, dizec'h gant eur zec'hed ar vrasa. ●128. ar vlaz e deuz eunn naoun hag eur zec'hed disegar. ●133. Petra eo eunn diveradenn zour da derri eur zec'hed ken itik ? ●(1872) ROU 80b. Une soif démesurée, tr. «Ur zec'hed, un domder diraved.» ●(1878) EKG II 24. rak sec'hed braz em boa. ●pa vez sec'hed, peb dour a zo mad.

    ●(1903) MBJJ 143. Amgraüz eo al leanez hag he louzo mad ouz ar zec'hed. ●(1909) FHAB Eost 227. eur zec'hed deuz ar re c'harva. ●(1928) KANNkerzevod 16/5. naon ha sec'hied.

    (2) Degas sec'hed : donner soif.

    ●(1905) DIHU 1/17. En débr, e larér, e zigas séhed. ●(1939) KLDZgwal 126/37. Hounnez, va zud, a zo micher a-walc'h ha n'eus ket par d'ezi da zegas sec'hed.

    (3) Distanañ ar sec'hed : passer la soif.

    ●(1861) BELeu 74. ér péh e hel tor en hoant distannein é séhèd.

    ●(1921) BUFA 124. ur vammen deur aveit distañnein hun séhed.

    (4) Terriñ e sec'hed : étancher sa soif.

    ●(1732) GReg 871a. Étancher sa soif, tr. «Terri e séched.» ●(1792) BD 734. chetu ase eurbannach da derin ho sechet.

    ●(c.1825-1830) AJC 4264. dal tor da sehed. ●(1849) LLB 1035. mem broiz, toret ol hou sehed. ●(1866) SEV viii-ix. Pa welit eur c'houer sklear ha leun a zour euz ar gwella o tont d'ar red, enn eur gana, da zoura ho prajou ha da derri ho sec'hed, ha goulenn a rit-hu pe hano eo hag e pe vro e tarz ann eienenn a zo he mammenn.

    ●(1910) EGBT 59. D'an hanv al labourerien a dor o sec'hed gant gwipad. ●(1926) ARVG (niv 7 gouere) 146. hag ar zec’hed ive a ve torret, pa gaver eun dra bennak da lonkan. ●(1941) FHAB Gouere/Eost 60a-b. da derri e sec'hed, eur banne laez gwedenn.

    (5) Dispelc'hiñ e sec'hed : étancher sa soif.

    ●(1767) ISpour 107. dispelhein é sehet. ●(1787) BI 154. En Eutru ë zispelhass é sehet. ●204. dispelhein séhet é Væstre.

    ●(1941) DIHU 357/233. dispelhein me séhed.

    (6) Evañ en tu all d'e sec'hed : boire jusqu'à plus soif.

    ●(1905) KANngalon Genver 305. eva kalz en tu all d'ho zec'hed.

    (7) Bezañ dare gant ar sec'hed : éprouver une soif intense.

    ●(1894) BUZmornik 293. eunn tremeniad dare gant ar zec'hed.

    ●(1906) KPSA 83. tud dare gant ar zec'hed.

    (8) Balbiñ, bout balbet gant (ar) sec'hed : avoir grand soif.

    ●(1723) CHal 11. Balbéd on guet sehét, tr. «je meurs de soif.» ●(1732) GReg 30b. Je suis si alteré que je me meurs de soif, tr. «Balbed oun guet sehed.» ●(1790) MG 155. quer balbét-oèn guet er séhæd, m'em boai ivét hemb chongeal petra oai.

    ●(1903) EGBV 198. Succombant de soif, tr. «balbet get er séhed.» ●(1904) DBFV 16b. balbein, v. a., causer de la soif à, altérer, balbet get séhed, ou get er séhed. ●(1921) GRSA 409. é ma balbet er roué get er séhed.

    (9) Bezañ dinavet gant ar sec'hed : éprouver une soif intense.

    ●(1942) FHAB Meurzh/Ebrel 149. (Plouarzhel) Dinavet gant ar sec'hed = kaout sec'hed bras.

    (10) Bezañ itiket gant ar sec'hed : éprouver une soif intense.

    ●(1880) SAB 91. pa vez [ur c'haro] itiked, dare gant ar zec'hed.

    ●(1936) PRBD 88. Eteid an hent da vont d'ar gear, oa eur ster zoun Itiket gant ar zec'het, ar marc'h a ziskennas enni.

    (11) Bezañ pifidet gant ar sec'hed : éprouver une soif intense.

    ●(1867) FHB 115/84a. Ar beachourrien a ioa skuiz gand an hent ha dare gand an naon ; ouspen pifidet e voant gand ar sec'hed.

    (12) Bezañ helc'het gant ar sec'hed : éprouver une soif intense.

    ●(17--) TE 132. ma hoai healhét guet er séhæd.

    ●(1829) CNG 125. Rac hellet-on d'er séhet. ●(1838) OVD 59. eit arrousein hur haloneu healhet guet er séhet.

    (13) Dirañvañ gant ar sec'hed : éprouver une soif intense.

    ●(1927) FHAB Meurzh 58. prest oun da ziranva gant ar zec'hed.

    (14) Chelpel gant ar sec'hed : éprouver une soif intense.

    ●(1926) FHAB Kerzu 462. Ar chaseourien oa dare d'eo chelpel gant an naon hag ar zec'hed.

    (15) Krugañ gant ar sec'hed : éprouver une soif intense.

    ●(1877) FHB (3e série) 23/187b. gant an naoun e varvent, gant ar zec'hed e crugent.

    (16) Pintañ gant ar sec'hed : mourir de soif.

    ●(1949) KROB 20/17. Me a zo prest da binta gant ar zec'hed.

    (17) Tagañ gant ar sec'hed : éprouver une soif intense.

    ●(1907) DIHU 25/415. Tagein e hran get er séhed ! ●(1971) LIMO 27 novembre. taget on get er sehed.

    (18) Tarzhañ gant ar sec'hed : éprouver une très grande soif.

    ●(1957) BRUD 2/42. deut d'an ti da eva eur banne traou, rag o tarza gand ar zehed e oan.

    (19) Tarodiñ gant ar sec'hed : avoir très soif.

    ●(1936) IVGA 311. O tarodi gant ar sec'hed emaoun.

    (20) Sevel sec'hed gant ub. : attraper soif.

    ●(1936) PRBD 147. En hent, e savas sec'het ganti.

    II. sens fig.

    (1) Grande envie, désir.

    ●(1880) SAB 223. Lacait ennon sec'hed ac erder d'ho caret.

    ●(1909) FHAB Mae 129. He zec'hed eürusted a vezo torret. ●(1922) FHAB Here 300. An dispac'herien ruz o devoa sec'hed d'ezan.

    (2) Bezañ er sec'hed : (?) sècheresse (?).

    ●(1874) POG 188. E man ma ene er zec'het.

    (3) Envie sexuelle.

    ●(1915) LILH 31 a Gerzu. Liés é ta chonj d'ein ahanoh, ag en noziehadeu bourus hon es treménet ér Gog-kér é divreil en eil égilé… Ama é ma ret ataù chomel hous unan hag asé ankoéhat rah en treu huek e zegasè séhed d'emb arauk.

    III.

    (1) Kaout sec'hed da : vouloir s’approprier un bien, vouloir devenir propriétaire.

    ●(1908) (T) E. ar Moal PIGO II 79. Bean 'zo eur prad 'kichen ma zi hag am eus sec'hed d'ean 'boue pell zo. D'ar vikont Kerarun eo...

    (2) Dimeziñ an naon d'ar sec'hed : voir naon.

  • sec'hedañ / sec'hediñ
    sec'hedañ / sec'hediñ

    v.

    (1) V. tr. d. Altérer.

    ●(1752) PEll 802. Sec'heda, tr. «rendre altéré.»

    (2) V. intr. Avoir soif.

    ●(1752) PEll 802. Sec'heda, tr. «devenir altéré.»

    ●(1981) ANTR 177. ne jomont ked da zehedi.

  • sec'hedek
    sec'hedek

    adj. Habituellement altéré.

    ●(1931) VALL 21a. Altéré habituellement, tr. «sec'hedek.»

  • sec'hedet
    sec'hedet

    adj. Qui a soif.

    ●(1877) BSA 84. evel ar c'haro sec'hedet a huanad varlerc'h ar zourcen a zour beo.

  • sec'hedigezh
    sec'hedigezh

    f. Soif.

    ●(1854) PSA I 260. Ind e ya de ivèt guet ur séhedigueah poahus d'en deur ag ur hoah ampouisonnet.

  • sec'hedik
    sec'hedik

    adj.

    (1) Qui a soif.

    ●(1499) Ca 185a. Sichidic. g. seluy qui a soif. ●(1576) H 18. reifu da euafu a pret da nep so sichidic, tr. « to give to drink in good time to him who is thirsty. »

    ●(1659) SCger 111a. sitibond, tr. «sec'hidic.» ●171a. sec'hidic, tr. «qui a soif.» ●(c.1680) NG 1764-1765. Jesus er Groes pen doué / Sehedic ou goulen. ●(1732) GReg 30b. Habituellement altéré, tr. «Sec'hedic. sec'hidic. Van[netois] sehedic.» ●871a. Sujet à la soif, tr. «Sec'hidicq.»

    ●(1872) ROU 73b. Sujet à l'être [altéré], tr. «Sec'hedig.»

    (2) Qui donne soif.

    ●(1949) LLMM 12-13/18. n'oa ket deut da vout ul lonker, daoust d'ar vicher sec'hedik a oa e hini.

    (3) Bout sec'hedik da : être assoiffé de.

    ●(1941) ARVR 13/2a. N'onn ket séhedik, de zeur dresthol. Hoanteit e oè genein neoah, é tremen étal er fetan, lonkein ul lommig, éraok krapein d'er vorh. Ha n'em es ket gellet ivet ur vad, n'a n'em es groeit !

  • sec'hedikaat
    sec'hedikaat

    v. tr. d. Altérer, donner soif à.

    ●(1931) VALL 21a. Altérer donner soif à, tr. «sec'hedikaat.»

  • sec'hediñ / sec'hedañ
    sec'hediñ / sec'hedañ

    v. tr. d. Altérer, donner soif à.

    ●(1931) VALL 21a. Altérer donner soif à, tr. «sec'heda.»

  • sec'hedus
    sec'hedus

    adj. Qui donne soif, altérant.

    ●(1732) GReg 30a. Alterant, qui peut causer la soif, tr. «Boëd sec'hedus.» ●871a. Qui donne de la soif qui altere, tr. «sec'hedus.» ●Les viandes salées donnent la soif, tr. «Ar bouëdou sall a so sec'hedus.»

    ●(1872) ROU 73b. Qui altère, altérant, tr. «Sec'heduz.» ●97a. Cela produit la soif, tr. «an dra-ze a zo sec'heduz.»

    ●(1903) MBJJ 79. an amzer n'eo goall-zec'heduz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...