Devri

Recherche 'seizh...' : 16 mots trouvés

Page 1 : de seizh (1) à seizhvloaziek (16) :
  • seizh
    seizh

    adj. & interj.

    I. Adj. num. card.

    A.

    (1) Sept.

    (vBr) MSvbr IV f° 59a, main B (DGVB 234a). is tricont seith gl. « septies triceni », tr. « c’est trente (fois) sept ».

    (1499) Ca 43b. seiz. ●183a. Seiz g sept. ●Seiz cant. g. sept cenz. ●(1580) G 198. seyz bloez, tr. «Sept années.» ●(1633) Nom 210a. Septunx : sept onces : seïz ounçc. ●(1650) Nlou 527. seiz bloaz, tr. «sept ans.»

    (1659) SCger 171b. seiz, tr. «sept.» ●(1732) GReg 860a. Sept, nombre primitif, tr. «Seiz. Van[netois] seih.» ●(1790) MG 140. ur pautr e mès én é seih vlæ. ●(17--) VO 128. Er puar ahuél hac er seih gurun, e gorn hac e hude perpet drès tehi.

    (1849) LLB 2023. En Eled é seih rank.

    (1908) PIGO ii 1. seiz kant lur. ●(1936) PRBD 9. An den Just, hervez leor ar Frunez, a gouez seiz gwech bemdez.

    (2) [empl. avec un art. ind.] Ur seizh vloaz : sept ans.

    (18--) GBI ii 20. Pâd ur seiz vloaz ê bet Louisaïg o kana, tr. «Pendant sept ans la petite Louise n’a fait que chanter.»

    B.

    (1) Gouzout ar seizh ard : savoir les sept arts, être sorcier.

    (1849) LLB 897. É houié er seih ard hag é oé ur sorser.

    (1904) DBFV 10a. gout er seih ard, tr. «savoir les septs arts, être sorcier.»

    (2) Edan ar seizh amzer : par tous les temps.

    (1922) DIHU 130/57. E vé er heh peizant, me mignon, édan er seih amzér.

    (3) D’ar seizh amzer : à tous les temps.

    (1942) DHKN 113. én ur hreu distér, / Durheit d’er glaù, d’er seih amzér.

    (4) Ar seizh glav : pluie à verse.

    (1919) DBFVsup 26b. er seih glaù, tr. «une grosse pluie.» ●(1931) VALL 779a. pluie à-verse, tr. «er seih glaw

    (5) Ar seizh avel : la tempête.

    (1919) DBFVsup 4b. er seih aùel, tr. «tempête.»

    (6) Hep ober seizh soñj : sans penser plus loin.

    (1927) KANNkerzevod 3/15. Gwel’t a rant eur c’hrouedurig etre divrec’h e vamm hag heb ober seiz sonj na goulenn netra diwar e benn setu int var benn o daoulin dirazan.

    (7) Bezañ eürus evel seizh : être très heureux.

    (1867) MGK 27. Eur c’here a gane hep paouez hed an deiz, / Eunn dudi he welet, / Eunn dudi he glevet ! / Bommou a zistage, eurus voa evel seiz.

    C. (religion)

    (1) Ar seizh kleze (a geuz) : les sept douleurs.

    (1732) GReg 187a. La compassion de la très-sainte Vierge, tr. «ar seiz clezé a gueuz.» ●305a. Les sept douleurs de la sainte Vierge, tr. «Ar seiz clezé a gueuz.» ●(1744) L’Arm 117a. Les septs douleurs, tr. «Er seih cléan

    (2) Ar seizh sakr : les sept sacrements.

    (1732) GReg 837a. Les sept Sacrements, tr. «Ar seiz Sacr. ar seiz Sagr

    (1847) FVR 152. Kredi ’rann a greiz kalon hag anzavout ive / Sembol vraz ann Ebestel, hag ar seiz sakr goude.

    II. Loc. interj.

    (1) Seizh luc’hed(enn) kamm =

    (1910) MAKE 43-44. «Lavar atô, pa c’houlennan diganit, seiz luc’hed kamm ! ●(1924) ZAMA 15. Seiz kant luc’hedenn gamm ! emezan gant e vouez c’hros.

    (2) Seizh kant barrikennad gurun =

    (1947) BIKA 30. Ha ne lavarfen netra ? Seiz kant barrikennad gurun ! ●59. Ken-a-vo ? Seiz kant barikennad gurun ! ●(1964) BRUD 17/32. Seiz kant barrikennad gurun ! N’am-eus morse klevet kelou deuz ar boued gouez-se !

    (3) Luc’hed kamm ha seiz boulgurun ruz =

    (1908) KMAF 61. Mes, luc’hed kamm ha seiz boulgurun ruz !

    (4) Seizh mil bombañs =

    (1922) IATA 23. Seiz mill bombans ! Biskoaz ne meuz gwelet seurt aridennou iun.

    (5) Seizh tu =

    (1908) NIKO 80. mès, séh tu, men deu lon / (…) e hrei é ber amzér / Er labour. ●(1932) BRTG 130. Seih tu !

    (6) Seizh diaoul =

    (1912) BSGU 26. Sèh diaul ! Pouizein e hrent èl plom ar men diskoé !

    (7) Seizh boulc’hurun ruz ! =

    (1908) KMAF 61. Mes, luc’hed kamm ha seiz boulgurun ruz !

    (8) Seizh biskoazh =

    (1926) FHAB Kerzu 450. Nann, seiz biskoaz war ma hend / N’em eus kavet daou dorr-penn / Eus danvez an den ienn-man.

    III.

    (1) Ober e seizh gwellañ : faire de son mieux.

    (1955) VBRU 71 (T) Jarl Priel. dalc’hmat e vezent o klas ober o seizh gwellañ e-keñver an dud. ●(1957) BRUD 2/49 (K) Y. ar Gow. Setu ma rejont o zeiz gwella evid ma vije ampellet goude labouriou braz an hañv.

    (2) Ober e seizh posubl : faire de son mieux.

    (1970) BHAF 49 (T) E. ar Barzhig. Eñ (...) a ree e seiz posubl evid gwenvaad ahanon. ●197. Seul-vui ma koeñve va halon gand ar garantez, e rên va seiz posubl evid ma ne vefen ket lôsket va-unan gand Minna... ●(1978) BRUDn 19/9. Red mad neuze d’ar paotr dievez ober e zeiz posubl evid spia ar homzou brezoneg a riskle diwar vuzellou eur hamalad.

    (2) Klevet e seizh seurt (ruz) : être grondé, être traité de tous les noms.

    (1916) KZVr 190 - 03/11/16. Klevet e seiz seurt ruz gant unan-bennak, tr. «être grondé, être traîté de tous les noms par quelqu'un.» ●(1919) MVRO 14/4c. Ar paourkeaz Yann (…) a glevaz ar seiz seurt gant Katou. ●(1931) VALL 346. Être gronder vivement, être traité de tous les noms par qqn, tr. F. Vallée «klevout e seiz seurt gand u. b.»

    (3) Klevet ar seizh mil : être injurié.

    (1869) FHB 240/243a (L) *Lan an Dall. Pegement bennak, neuze c'hoaz, da vihan er penn kenta, ne gleve nemet ar seiz mil euz he c'hinou.

    (4) Lavaret ar seizh mil : injurier.

    (1869) FHB 246/295a (L) *Lan an Dall. En em ganno, a lavaro ar seiz mil an eil d'egile.

    (5) Lavaret ar seizh seurt (ruz) eus ub. : dire beaucoup de mal de qqn.

    (1942) VALLsup 111 (L). Dire beaucoup de mal de, tr. F. Vallée «lavaret ar seiz seurt (-ruz) eus (L. ar Fl[oc’h].»

    (6) Hep ober seizh soñj : sans se poser plus de question.

    (1926) FHAB Kerzu 451. Unan eus tud « Fransez » a deuaz war e lerc’h da rastella an arc’hant hep ober seiz sonj ha e stlapas en eur c’hef.

    (7) Bezañ eürus evel seizh : très heureux.

    (1867) MGK 27 (L) G. Milin. Bommou a zistage, euruz voa evel seiz.

    (8) Lous evel ar seizh pec'hed : voir pec'hed.

    (9) Ober yun ar seizh steredenn : voir stered.

    (10) Gwelet seizh steredenn : voir steredenn.

    (11) Ober ar seizh diaoul hag e benn : voir diaoul.

  • Seizh-Enez
    Seizh-Enez

    n. de l. Ar Seizh-Enez : Les Sept-Îles. Voir Jentilez

    (1732) GReg 549a. Ar seiz enès.

    (1925) BILZ 168-169. Eun devez ma oa Bilzig war ar varrenn, brao an amzer anei, eur brizig avel Nord, ar Vran, flech hag all warni, a drec'he gant poan war ar mare tre er ganol ar Seiz Enezenn. ●(1982) PLNN 11/17. Ur rumm all az ae da’n eneseier-war-laez, Kalot, an Enes Veur, ar Seizh Enesenn, Siek.

  • seizh-ugent
    seizh-ugent

    adj. num. card.

    (1) Cent quarante.

    (c.1680) NG 360. Seih uiguent a vabet.

    (1839) BESquil 34. seih-uiguênd menah. ●(1850) JAC 137. Va zad a voa bevet seiz vloas ha seiz-uguent. ●(1868) KMM ix. brema ez eus seiz-ugent vloaz. ●(1889) SFA 284. ar Psalm unan ha seiz ugent.

    (1915) HBPR 107. seis ugent soudard.

    (2) Dek ha seizh-ugent : cent cinquante.

    (1906) KANngalon Eost 191. Dek ha seiz ugent den var dro a varv ennho bep bloaz. ●(1907) KANngalon Genver 296. dek ha seiz ugent den iaouank.

  • seizhbenveg
    seizhbenveg

    m. (musique) Septuor.

    (1931) VALL 687a. Septuor, tr. «seizbenveg m.»

  • seizhdale
    seizhdale

    m. War ar seizhdale : très en retard.

    (1952) LLMM 32-33/77. ul levr kontoù evit an dleourien war ar seizhdale.

  • seizhdaleet
    seizhdaleet

    adj.

    (1) Retardé.

    (1931) VALL 655a. bien retardé, tr. «seizdaleet C[ornouaille] fam.» ●je ne serai pas bien retardé pour m'arrêter ici un instant, tr. «ne vezin ket seizdaleetoc'h evid ehana ama(ñ) eur pennad.»

    (2) Arriéré.

    (1990) ISBE 26. unan pe unan (…) chomet un tammig dilerc'hiet, un tamm daleet, Ur Yann daleer, seizhdaleet, 'vel ma lavarer a-wechoù e Bro-Gernev.

    (3) Na vezañ seizhdaletoc’h : ne pas perdre de temps, ne pas perdre une minute.

    (1910) MAKE 79. N'eman ket seizdaletoc'h evit eva, en eur pennad, beteg ar berad diweza en doa tennet. ●(1959) BRUD 8/32. ne vint ket seizdaletoh oh en em renka.

  • seizhdelienn
    seizhdelienn

    f. (botanique) Tormentille.

    (1732) GReg 929a. Tormentille, plante, tr. «Ar seiz-delyen

  • seizhfollañ
    seizhfollañ

    v. intr. Paniquer.

  • seizhpennek
    seizhpennek

    adj. Qui a sept têtes.

    (1732) GReg 919b. Hidre à sept têtes, tr. «Sarpant seiz-pennecq

  • seizhugentvet
    seizhugentvet

    adj. num. ord. Cent quarantième.

    (1738) GGreg 58. 140e, tr. «Ar seiz uguentved

  • seizhvedad
    seizhvedad

    m. –où Septennat, intervalle de sept ans.

    (1923) SKET I 62. er seizvedad-bloaziou o paouez tremen. ●(1923) BUBR 30/593. seizvedad (bloaziou) intervalle de sept (septennat) (ans).

  • seizhvedenn
    seizhvedenn

    f. –où Septième partie.

    (1931) VALL 687a. le septième, tr. «seizvedenn f.»

  • seizhvedenniñ
    seizhvedenniñ

    v. tr. d. Diviser par sept.

    (1931) VALL 687a. prendre le septième, diviser par sept, tr. «seizvedenni

  • seizhveder
    seizhveder

    m. & adj.

    (1) M. Septenaire.

    (1732) GReg 860a. Septenaire, nombre septenaire, nombre de sept, tr. «Seizveter. seizveder

    (1931) VALL 687a. Septenaire, tr. «seizveder (et adj.) septennal).»

    (2) Adj. Gwerz seizhveder : vers septenaire.

    (1732) GReg 860a. Des vers septenaires, des vers de sept piez, tr. «Guërsou seizveder.» ●955b. Un vers de sept piez, tr. «Güers seizveder

  • seizhvet
    seizhvet

    adj.

    (1) Adj. Septième.

    (1575) M 816. An Seizuet á credaff, ha'n dyuezaff affet, / Az accuso pechezr, goude é holl guezret, tr. «Le septième, je crois, et le tout dernier / Qui accusera le pécheur, après toute sa gaillardise.»

    (1659) SCger 171b. seizüet, tr. «sepsiéme.» ●(c.1680) NG 14. Er seihuit pouen ac er pouenieu. ●(1732) GReg 860a. Septiesme, tr. «Seizved. Van[netois] seihvet.» ●(17--) TE 2. Er seihvèt dé.

    (1862) JKS 15. Seizved kentel. ●(1866) FHB 96/348b. ar zeizved devez.

    (2) Loc. adv. D'ar seizhvet : septièmement.

    (1732) GReg 860a. Septiemement, tr. «D'ar seizved

    (1879) GDI 301. D'er seihvèd, péhèd Adam n'en dès chet couciet er Huérhiès.

  • seizhvloaziek
    seizhvloaziek

    adj. Septennal.

    (1923) BUBR 30/593. seiz-vloaziek, qui dure ou qui revient à intervalle de sept ans. ●(1923) SKET I 66. gweladenn seiz-vloaziek an doueed.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...