Devri

Recherche '"selloù"...' : 2 mots trouvés

Page 1 : de sellou (1) à sellout-sellet-sellin (2) :
  • selloù
    selloù

    plur. Visière.

    ●(1931) VALL 785b. Visière d'un casque, tr. «sellou pl.»

  • sellout / sellet / selliñ
    sellout / sellet / selliñ

    v.

    I. V. tr. i.

    A.

    (1) Regarder.

    ●(1499) Ca 183a. Sellet. g. regarder. ●(1647) Am.ms 614. Sell a dre da quein hema ho trahina, tr. « Regarde derrière ton dos, il traîne »

    ●(1732) GReg 793b. Regarder, tr. «Sellet. Van[netois] selleiñ.»

    (2) Sellout ouzh : regarder, observer (qqn).

    ●(1557) B I 440. Na da quet e mouz sell ouz iff, tr. «regarde-moi sans faire la moue.» ●(1612) Cnf 30a. Monet dan Ilys da sul, pé da gouel, eguit sellet ouz an graguez, ha merchet, pé eguit affet dezo. ●(1621) Mc 67-68. Ma daulagat à sell ouz Doue bepret.

    ●(1659) SCger 102b. regarder, tr. «sellet oc'h.» ●(c.1680) NG 3. Sel douh Jouel.

    ►absol.

    ●(1909) KTLR 238. Ar vugale geaz a zelle hag a zelle.

    (3) Sellout ouzh e boan : ménager sa peine.

    ●(1911) BUAZperrot 875. Ne zellent ket ouz o foan ; en em ankounac'hât a reant o unan.

    B. Regarder d'une certaine manière.

    (1) Sellout bouilh ouzh ub. =

    ●(1906) DIHU 10/168. Bout oé lod kaer ag er bautred / E sellé bouill doh ein.

    (2) Sellout skoelf : regarder hagardement.

    ●(1909) FHAB Kerzu 383. Ar Bi ne zaleas ket da zellet skeulf en dro dezan.

    (3) Sellout a-dreuz : regarder de travers.

    ●(1633) Nom 18a. Limis obtueri : regarder de trauers, ou tourner la veuë : sellet á dreus, pe treiff è guelet.

    (4) Sellout rous : regarder méchamment.

    ●(1910) DIHU 58/62. Er perhen (propriétaire), Ineg e hanù, e sellas rous doh er sant, meit èl men doé grateit hennen en digol ag er geu e ié d'hobér en é édeg Ineg e laras : « Trohet er péh e hrei plijadur d'oh, jédet ped féchen e droheet hag a p'arriùou en est, hui e zakorou d'ein er péh e za d'ein.

    (5) Sellout du : regarder d'un œil noir.

    ●(1870) SBI I 206. Ma mestrès a oa eno a zelle ouz-in dû, tr. «Ma maîtresse était là, qui me regardait d'un œil noir.»

    ●(1965) BRUD 20/45. Aon am-boa na vefe deuet Yann da furchal ahanon e-pad an noz, rak gwall-du en-oa sellet ouzin. ●(1974) YABA 20.07. Mall eo (lenn : e) oè, rak Alban e sellè du !... ●16.11. En Aotrou e sellè du...

    C. Sellout gant : s'occuper de.

    ●(1970) GSBG 364. (Groe) marse 'mañ lazhet, peogwir den a selle ganti, tr. «'Elle est peut-être morte', parce que personne ne s'occupait d'elle.»

    D.

    (1) Sellout ouzh ub. : concerner qqn.

    ●(1870) FHB 266/35b. Comzou Vikel Jesus-Christ a zel ous an oll.

    (2) Ar pezh a sell (ouzh) ub., udb. : ce qui est de, ce qui concerne qqn, qqc.

    ●(1825) COSp 245. Eveit er péh e séel er hetan tantation. ●(1870) FHB 266/36b. Evit ar pez a zell eus amzer santel ar c'horais. ●(1882) BAR 69. Ha ne ouiec'h-hu ket eo red dime en em rei oll d'ar pez a zell ouz va Zad ? ●(1889) SFA 144. divar benn ar pez a zelle ouc'h an Urz. ●(18--) SAQ I 139. evit ar pez a zell ouz an ene.

    (3) Evit pezh a sell =

    ●(1966) BAHE 50/40. Mouezh Jañ-Mai, evit pezh a sell, na oa ket vil tamm ebet. ●(1970) BHAF 89. Med ne oa ket, evid pez a sell, e labour redeg war-lerh ar peziou divergont ha dañjeruz-se. ●130. Evid pez a zell, amzer vrao or boa bet kazi penn-da-benn. ●138. Darn a oa savet mad ha seven, evid pez a zell, med kalz a re all ne ouie ket an nen penaoz tostaad oute. ●245. Evid pez a zell, ne oa ket Yann Kerel eun den plaen hag ordinal. ●246-247. An Aotrou Kerel, heb addimezi, ne chomas ket, e gwirionez, pell intañv evid pez a zell, bemdez e veze gwelet e ti gwreg unan euz e gamaradou. ●250. Yann a ree ive euz e wella evid pez a zell, med, ma Doue, ne oa kammed eur paotr da gana bemdez war ar memez ton. ●327-328. e paras dirazom eun devalenn ledan ha kaer awalh, evid pez a zell, trohet lib dre he hreiz gand an Odon. ●331. Evid pez a zell, kañfard e oa ha zoken kerdrubuill.

    (4) =

    ●(1970) BHAF 288. Ha neuze, eur plah a-fesoñ e oa Marta ha pez a sell, en em gleved mad a-walh a raent.

    II. V.

    (1) Sellout berr : regarder de trop près.

    ●(1903) MBJJ 297. ar re a dle labourat er parroujo war ar maæz, na ve ket sellet berr 'rauk belegi anê : goulet 've digante eun tamm liou skiant, ha netra ken.

    (2) Sellit-c'hwi : voilà.

    ●(1848) GBI II 444. Sellet-c'hui ma buhe savetet ! tr. «Voilà ma vie sauve !»

    (3) Voilà.

    ●(1907) FHAB Here 248. Sell, anezo d'id.

    (4) Bezañ sellet evel : être considéré comme.

    ●(1913) HIVR 19. Konomor e zou sellet get en ol èl ur renavi.

    B. Interj.

    (1) Interj. =

    ●(1950) KBSA 230. «Na zeuit ket !» «Sell ! Ur marmouz eveldout eo a viro ouzin ?»

    (2) Loc. interj. Sell eno ! : c'est tout !

    ●(1909) TOJA 40. 'N em dromplet fo bet gant da vuzul, sell eno !

    III. V. pron. En em sellout.

    A. V. pron. réfl.

    (1) Se mirer.

    ●(1659) SCger 80a. se mirer, tr. «en em sellet.»

    (2) Se considérer.

    ●(1903) MBJJ 241. an Au. Auzépy en em zell aman ive 'vel er gær.

    (3) Se considérer, analyser sa situation.

    ●(14--) Jer.ms 229. Ret eu meruell pa em em sellaff / Em em lazyff ne fyllyff quet, tr. «Il faut mourir, quand je me considère, / Je me tuerai, je n'(y) manquerai pas.» ●(1530) J p. 88a. A diabell pa emem sellaf, tr. «en regardant de loin ma vie.»

    B. V. pron. réci. Se regarder.

    ●(1902) PIGO I 8. An daou archer an em zellaz.

    IV. V. tr. d.

    (1) Regarder, observer.

    ●(1530) Pm 231. Ha ne goffe styn az lynez / Euyt da sellet a-het dez / Paez lamher an bez pyou vezy, tr. «Et ta parenté ne saurait, / Même si elle te regardait tout le long du jour, / Quand on te retirera de la tombe, qui tu seras.» ●(1557) B I 621. Rac me a diabell ouz sello, tr. «car je vous regarderai de loin.» ●(1621) Mc 97. Quement à gry gra dre squient, / Ha sell fin da hent da quentaff, / Ret eo mont dan les da respont, / Mir naz vezo spont oz contaff.

    ●(c.1680) NG 213-214. Jesus a yo perderieus, / A sellas Marië truheus. ●688. De sellet e vam.

    ●(1849) LLB 285. Hi e sel perhueh mat er minour. ●295. Me mes er selet mat.

    (2) Voir.

    ●(14--) N 336. Duet off diapell doz sellet, tr. «Je suis venu de loin vous voir.»

    (3) Regarder, concerner.

    ●(1612) Cnf 17a. AN quentaff circonstance, à sell an personnaig eues an pecheur, da gouzout eo, pé à estat, dignité, stat, officc hac vrz eo.

    ●(1732) GReg 14a. Ce discours s'adresse à vous, tr. «Ar c'hompsyou mâ a sell ac'hanoc'h.» ●190b. En ce qui vous concerne, tr. «Er pez a sell a c'hanoc'h.»

    (4) Regarder, considérer.

    ●(17--) SP i 116. do sellet a drue, tr. «de les avoir en pitié.»

    (5) Chercher.

    ●(1530) J p. 17. Ha sellomp moean ha manier / En berr amser da quemeret / Iesus, tr. «cherchons le moyen et la manière de prendre promptement Jésus.»

    (7) Ménager, employer modérément.

    ●(1650) Nlou 559. ne sellent poan, tr. «ils ne regardaient pas à la peine.»

    ►absol.

    ●(1732) GReg 793b. Il est fort regardant, tr. «sellet a ra terrupl.»

    V.

    (1) Sellet ouzh an oabl o tremen : voir oabl.

    (2) Sellet du ouzh ub. : voir du.

    (3) Sellet rous ouzh ub. : voir rous.

    (4) Sellet ouzh an nor a-dreñv : voir dor.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...