Devri

Recherche 'sklêrijenn...' : 8 mots trouvés

Page 1 : de sklerijenn-sklaerijenn (1) à sklerijennus-sklaerijennus (8) :
  • sklêrijenn / sklaerijenn
    sklêrijenn / sklaerijenn

    f. –où cf. sklaerenn, sklaerien, sklaerion

    I.

    (1) Lumière, clarté du jour.

    ●(1659) SCger 26b. clarté, tr. «sclerigen.» ●69a. illuminer, tr. «rei sclerigen.» ●75a. lumiere, tr. «sclerigen.» ●(1710) IN I 19. Liquit evez na saffac'h e raoc ar sclerigen. ●(1732) GReg 586b. Lumiere, tr. «Sclærigenn. Van[netois] sclærigean. sclærizyon.» ●778b. Un raïon de lumiere, tr. «sclærigennicg. p. sclærigennouïgou. ur beradicg sclærigenn.»

    ●(1869) HTC 1. Ha Doue a lavaras : «ra vezo ar sclerijen !» ●(18--) SAQ II 3. da zivac'ha ar venoden evit rei sklerijen d'an hent.

    ●(1903) MBJJ 7. eur wech hadkavet ganimp ar sklerijen. ●(1915) MMED 91. Ar zoudardet a deuas kerkent a gleiz hag a ziou d'an or evit beza a vel, er sklerijen. ●(1921) PGAZ 55. Ar gavotenn a veze great oc'h sklerijenn an deiz. ●(1922) FHAB Eost 240. eur vogidel deo a oa war ar mor hag a zalle ar sklerijenn.

    (2) Lueur.

    ●(1877) BSA 280. Da genta e velas sclerijennou souezus a lugerne e creiz an noz.

    ●(1909) KTLR 245. Pelloc'h koulskoude e vel eur sklerijen.

    (3) Lumière (donnée par un luminaire).

    ●(1633) Nom 217a-b. Iubar, splendor, fulgor ignis : lueur é resplendisseur du feu : an sclærigen an tan. ●222b. Lux, lumen : lumiere : goulou, sclærigen.

    ●(1903) MBJJ 6. sklerijen ar golo o kouean warnomp euz kroec'h. ●127. An Tado o deuz eun «dinamo» pe eur mekanik da gaout ar sort sklerijen-ze. ●(1910) MBJL 135. sklerijen ar goloio tredan. ●(1933) ALBR 78. sklerijenn goleier koar.

    (4) Lumière (du soleil, de la lune).

    ●(1857) HTB 97. sklerigen eur golo dister ha hini an heol. ●(1869) TDE.FB 3a. Au clair de la lune, tr. «oc'h sklerijenn al loar.» ●(1870) MBR 144. Setu ama, va mabik, ann aour-ieotenn dastumet oc'h sklerijenn al loar, d'ar c'houec'hved dervez, hag a rento servich vad d'id, tr. «Voici, mon enfant, l'herbe d'or, cueillie au clair de la lune, le sixième jour ; elle te rendra de bons services.»

    ●(1902) LZBt Du 23. ar vougen a c'harz sklerijen an heol da dont en hon beteg. ●(1903) MBJJ 68. He sklerijen [al loar] a zo distaulet gant ar mor 'vel gant eur mezelour.

    (5) Bann, barr sklêrijenn : rayon de lumière.

    ●(1905) KANngalon Ebrel 375. evel eur bann sklerijen euz an nenv. ●(1907) PERS 348. disken a rea varnezhan eur bar sklerijen ouz an env.

    (5) Berad sklêrijenn : goutte de lumière.

    ●(1894) BUZmornik 204. gras Doue a skuillaz var he ene eur berad sklerijenn.

    (6) Tarzh(ad) sklêrijenn : éclat de lumière.

    ●(1905) MRPL 52. E kreiz eun tarsad sklerijen. ●(1911) RIBR 88. Jakez a welas kouls hag e vreudeur an tarsad sklerijen skedus a yoa dirazan en dremwel. ●(1911) BUAZperrot 67. diskaret gant eun tarz sklerijen. ●885. eun tarz sklerijen a lintr en dro d'ezi.

    (7) Eus an eil sklêrijenn d'eben : du matin au soir.

    ●(1981) ANTR 135. Stag eo domestiked ar maner ouz o labour euz an eil sklerijenn d'he-ben, etre daou benn an deiz.

    II. sens fig.

    A.

    (1) Joie.

    ●(1896) GMB 606. pet[it] tréc[orois] eur bugel zou sklerijen en ti, un enfant met un rayon de gaîté dans la maison.

    ●(1952) LLMM 34/48. (Douarnenez) Ur sklerijenn vo din, tr. «cela me sera une joie.»

    (2) Compréhension.

    ●(1902) PIGO I 211. ar sklerijen a deu d'in a greiz ma c'housk.

    (3) Reiñ sklêrijenn da ub. : éclairer qqn (dans ses choix, ses actions, etc.).

    ●(1621) Mc 75. reit dam entendamant, vn guir sclerigen.

    ●(1741) RO 2487. Mo pet ha ô supluy da rain din scliligen.

    B. (religion)

    (1) Paradis.

    ●(1727) HB 55. Roit ar reposvan eternel, / Va Doue, dan Anaon fidel, / Ha cacit-y dar sclerigen / Evit ho quelet da viquen.

    (2) =

    ●(1864) SMM 20. Ar maro hen deus sclerigennou dispar evit difazia ar re so muia douguet d'ho zechou fall ha d'ar plijadurezou.

    (3) Bugale, mibion ar sklêrijenn : les fidèles.

    ●(1907) AVKA 209. rak tud ar bed ho deus muioc'h a fîl en ho stad, evid nan eus bugale ar sklerijen. ●(1929) FHAB Ebrel 130. fallagriez mibien an denvalijenn ne deuio birviken a benn da lakaat mibien ar sklerijenn da fallgaloni.

    (4) Sklêrijenn ar Spered Glan =

    ●(1911) BUAZperrot 63. gant Isaias pa skrive ouz sklerijen ar Spered Glan.

    III. Eus an eil sklêrijenn d'eben : entre le lever et le coucher du soleil.

    ●(1955) STBJ 6 (K) Y. ar Gow. Tud a boagn e oa ma zad-koz ha ma mamm-goz ha bemdez-Doue, azalek ar mintin betek an noz, pe eus an eil sklêrijenn d'eben, evel ma lavarer, e vrevent o c'horf da gas o labour en dro, evit gounit o zammig kreun hag hini o bugale. ●(1981) ANTR 76 (L) *Tad Medar. Mamm a gred stard ema daoulagad an Aotrou Doue o para war he buhez pemdezieg, euz an eil sklerijenn d'he-ben. ●135. Stag eo domestiked ar maner ouz o labour euz an eil sklerijenn d'he-ben, etre daou benn an deiz.

  • sklêrijennadeg / sklaerijennadeg
    sklêrijennadeg / sklaerijennadeg

    f. –où Illumination dans une fête.

    ●(1906) BOBL 23 juin 92/2e. D'ar sadorn d'abardaez, tantad, son kleier, fuzeennou, sklerijennadek.

  • sklêrijennadur / sklaerijennadur
    sklêrijennadur / sklaerijennadur

    m. Éclairage.

    ●(1931) VALL 237b. Éclairage tr. «sklerijennadur m.»

  • sklêrijennañ / sklêrijenniñ / sklaerijennañ / sklaerijenniñ
    sklêrijennañ / sklêrijenniñ / sklaerijennañ / sklaerijenniñ

    v.

    I. V. intr.

    (1) Éclairer.

    ●(1732) GReg 316b. Éclairer, répandre de la lumière, tr. «Van[netois] sclærigeneiñ.»

    ●(1908) PIGO II 184. An heol a sklêrijenne, an evned a gane. ●(1923) BUBR 26/451. N'eus nemet eun tamm biskorn-loar o sklerijenna adreuz bro ar stered.

    (2) Être éclairé par une source de lumière.

    ●(1925) FHAB Mae 165. Lavarout a read e teue, awechou, ar prenestrer anezan da sklerijenna.

    II. V. tr. d.

    A.

    (1) Éclairer.

    ●(1889) ISV 11. Piou en deus gallet lakat an heol-ze ker gae en eul leac'h ma c'hell sklerijenna ha toma an douar ep he zevi hag he zuilla.

    ●(1903) MBJJ 34. Ken sklær eo ar chapel 'vel pa vije de, dre mac'h eo sklerijennet gant an elektrisite. ●(1905) KANngalon Ebrel 372. ar vouchen a sklerijenne ar gampr a varvaz. ●(1909) FHAB Kerzu 381. daou danteziat tân a sklerijenne an oabl.

    (2) Illuminer.

    ●(1870) MBR 80. eul lugern a strink diout-han ma'z eo sklerijennet kear gant-han dre ma'z a.

    ●(1909) FHAB Even 189. an dud (…) a sklerijenne o frenestjer da zerr-noz.

    (3) Donner une impression de clarté à qqc. de sombre.

    ●(1925) BILZ 152. Ar zei ive hag ar voulouz a sklerijennfe he liou a c'hlazardenn.

    B. sens fig.

    (1) Éclairer qqn en lui enseignant qqc.

    ●(1774) AC vi. sclerigenna an amiegueset.

    ●(1889) SFA 187. Goude beza tremenet eur pennad amzer o pedi Doue d'her sklerijenna.

    ●(1906) BOBL 17 février 74/1b. da sklerijenni o c'henvroiz, d'o didalla. ●(1911) SKRS II 70. Red eo c'hoaz goulen aketuz ha gant fizianz ma plijo ganthan hor sklerijenna.

    (2) Illuminer, éclairer qqn en lui enseignant la religion.

    ●(c.1825-1830) AJC 379. ma pliche gand doue doned don sclereginin. ●(1835) AMV 200. sclêrijennit an infidelet. ●(1896) LZBt Mae 17. da sklerijenni, da zousaat, ha zonvaat tud ar broiou-ze.

    ●(1907) PERS 181. sklerijenna eneou. ●(1911) BUAZperrot 226. sklerijenna ar gristenien. ●(1928) BFSA 127. sklerijenna Mahometiz ar Spagn. ●(1936) PRBD 174. evit ma c'hellfenn ho sklerijenna gwelloc'h.

    ►absol.

    ●(1880) SAB 295. e veler splam ar scol gristen o treuzi an oll amzeriou (…) en eur sclerizenna dre ma z-a.

    (3) Sklerijennañ (skiant, spered ub.) : éclairer qqn.

    ●(1878) EKG II 121. Doue hag ar Verc'hez, anat eo, a sklerijenne va skiant. ●197. evit sklerijenna ho spered.

    III. V. pron. réfl. En em sklêrijenniñ : s'éclairer, s'instruire.

    ●(1920) MVRO 47/1a. dleet eo d'an dud lenn ha lenn kalz evit en em sklerijenni war bep tra.

  • sklêrijenner / sklaerijenner
    sklêrijenner / sklaerijenner

    m. –ion (domaine militaire) Éclaireur.

    ●(1931) VALL 237b. Éclaireur, tr. «sklerijenner.»

  • sklêrijennerezh / sklaerijennerezh
    sklêrijennerezh / sklaerijennerezh

    m. Éclairage.

    ●(1931) VALL 237b. Éclairage tr. «sklerijennerez m.»

  • sklêrijenniñ
    sklêrijenniñ

    voir sklêrijennañ

  • sklêrijennus / sklaerijennus
    sklêrijennus / sklaerijennus

    adj. Brillant, éclairant.

    ●(1732) GReg 779a. Raionnant, ante, environné de raïons, tr. «sclærigennus.»

    ●(1931) VALL 237b. Éclarant, tr. «sklerijennus.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...