Devri

Recherche '"stummañ"...' : 1 mots trouvés

Page 1 : de stumman-stummin (1) à stumman-stummin (1) :
  • stummañ / stummiñ
    stummañ / stummiñ

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Former, façonner.

    ●(1970) BHAF 22. Prim ha brao hag hervez faltazi ar bugel, e veze stummet ar pilpod ha ne gouste ket ker.

    (2) Corriger, donner une correction à.

    ●(1904) DBFV 217b. stumein, v. a. tr. «corriger (un enfant), bord du Scorff.»

    (3) Former, donner une formation (à qqn).

    ●(1903) MBJJ 231. elæc'h ma ve stummed kloareged. ●(1910) MBJL 116. Penaos stuman «floc'higed an Otro Doue», da laret ê, ar golisted ? ●(1927) LZBt Meurzh 74. eur Skol evit stumman mistri-skol yaouank ! ●(1935) BREI 424/3c. stumma eun dibab micherourien. ●(1944) DGBD 156. daou pe dri all am eus c'hoant stummañ ivez ouzh ar vicher.

    (4) Stummañ ub. ouzh udb. =

    ●(1903) MBJJ 298. ouspenn ma roer d'o spered diskadurez (...) e ve stummet o c'horf ouz al labour. ●(1907) AVKA 115. Jesus a stum e ebestel diouz ho c'harg.

    II. V. intr.

    A. (en plt de qqc.)

    (1) Prendre forme, se former.

    ●(1907) AVKA 258. pa deu an delio da digeri, hag ar freuz da stuma. ●(1950) LLMM 23/25. emañ an Tougn milliget-se gant ma dilhad nevez ? Krog int da stummañ ?

    (2) (météorologie) Tourner à.

    ●(1909) LZBt Du 7. stuma fall a ra an amzer. ●(1933) ALBR 35. An amzer a zo en glao ; met setu aman eun dervez hag a stumm ervat. ●(1957) AMAH 231. Pa davas ar glaveier e dibenn miz Here e stummas buan an amzer da vont war yenaat. ●(1959) TGPB 101. Tamm ebet ne stumme an amzer da c’houzizañ.

    (3) Stummañ da : tendre à.

    ●(1957) AMAH 44. Adal neuze e stummas an traoù da vont war washaat.

    (4) Stummañ da vezañ : en avoir l'air.

    ●(1925) FHAB Mae 163. Daoust hag an emgann diweza eo heman ? Stumma a rafe da veza, da vihana, diouz gwelet gant pebez kounnar a stag ganti pôtred an dismantr.

    B. (en plt de qqn) =

    ●(1924) FHAB C'hwevrer 78. eman o paouez rei urz da zeski en holl skoliou kristen Istor Breiz. E gloareged, kelennet ker mat, ne stummont ket fall ive ! Setu int, ur blokad anezo, o paouez sevel ur gelaouenn da studia kement a zell ouz ar brezoneg hag ar Vro.

    III. V. pron. réfl. En em stummañ : se former.

    ●(1912) MMPM 47. he buez a dremenaz o studia lezen Doue hag oc'h en em stumi d'an oll vertuziou.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...