Devri

Recherche 'susit...' : 3 mots trouvés

Page 1 : de susit (1) à susitour (3) :
  • susit
    susit

    s. (droit)

    (1) Succession, héritage.

    (1869) FHB 232/183a. ar benneres a dlie e unan kaout ar susit eus daou rum dud asembles.

    (1906) BOBL Ebrel. da biou e vezo ar susit. (d'après KBSA 215). ●(1945) GPRV 86. Roet en deus d'eoc'h eul lodenn eus ar susit.

    (2) Renkañ ar susit : régler la succession.

    (1942) SAV 23/65. Lavaret e voe d'ezi e oa ret kaout sin (procuration) ar susitourien a-barz renka ar susit (régler la succession).

    (3) Kaout e susit : recevoir par voie de succession.

    (1906) CDFi octobre. ar pez am eus bet e susit digant va c'herent. (d'après KBSA 122). ●(1978) BAHE 97-98/9. Legadiñ a ran deoc'h en herezh / Ar pezh hon eus bet e susit.

    (4) Kaout ar susit digant ub. : succéder à qqn.

    (1905) BOBL 04 novembre 59/2d. Eur bloaz a oa e oant dimezet, ha n'o doa bugel ebet da gaout ar susit diganto.

  • susitañ
    susitañ

    v. (droit)

    I. V. tr.

    (1) V. tr. i. Susitañ d'ub., d'e vadoù : succéder à qqn.

    (1869) FHB 229/160a. ervez bolonte ho tad-coz, na suscito den nemedoc'h d'he oll madou. (...) an dud a c'hellfe kaout guir da suscita dezan. (...) ne voa den nemedoc'h da zuscita d'he oll danvez.

    (1906) BOBL Ebrel (d’après KBSA 214). Hon tad a zo maro, ha da c’houzout piou a susito d’ezañ eo e stourmomp.

    (2) V. tr. d. Hériter.

    (1969) BAHE 62/38. va zad a ouie pegement a bouez en doa evidon an disterañ tra susitet eus va zad-kozh.

    II. V. intr. Être disponible comme héritage.

    (1906) BOBL Ebrel (d’après KBSA 214). Petra zo da susita ?

  • susitour
    susitour

    m. –ion (droit) Successeur.

    (1869) FHB 229/160a. be vije bet susciterien all.

    (1942) SAV 23/65. He gwaz a oa maro dishêr (sans héritier présomptif) hag ar susitourien (héritiers) a oa kerent pell o chom er-maez a vro. ●Lavaret e voe d’ezi e oa ret kaout sin (procuration) ar susitourien a-barz renka ar susit (régler la succession). ●(1976) LLMM 174/18. Priñs susitour Aostria.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...