Devri

Recherche 'sutal...' : 1 mots trouvés

Page 1 : de sutal-sutan (1) à sutal-sutan (1) :
  • sutal / sutañ
    sutal / sutañ

    v. intr.

    I.

    A. Siffler.

    ●(1499) Ca 54a. Czutal en huybanat est idem.

    ●(1659) SCger 110b. siffler, tr. «sutal.»

    ●(1876) TDE.BF 599b. Suta, sutal, v. n., tr. «Siffler avec un sifflet ; p. sutet.»

    ●(1924) FHAB C'hwevrer 62. sutal ken kaer hag ar voualc'h pe an drask. ●(1954) VAZA 56-57. Hag i o sutal, oc'h ober an hu outañ, o kanañ dezhañ e begement.

    B. par ext.

    (1) (en plt d'un projectile) = trouzal gant an tizh.

    ●(1872) ROU 103a. Siffler, en parlant d'un corps mu ou lancé avec force, tr. «sutal.» ●(1877) BSA 264. hag alies, m'hen assur d'eoc'h, o deuz clevet ar bolodou o sutal endro d'ezho. ●(1878) EKG II 123. me am beuz klevet ar boulejou o sutal dreist va fenn hag abiou d'ign.

    ●(1915) MMED 8. ar boledou a zute. ●37. bouliji bian ar fuzuillou o sutal hag ar bouliji bras o strakal. ●120. Klevet a reas meur a gant gwech guenan ploum o sutal e kichen he ziouskouarn, mes ne oue ket tizet gant hini ebet.

    (2) (en plt du vent) Faire un bruit sifflant.

    ●(1877) BSA 120. an avel dijadennet a gane hag a sute. ●139. An avel ne zioula tam, sutal a ra guassoc'h-guass.

    ●(1931) KANNgwital 337/3. Met an avel bis a zute hag a yoa yud var an doen.

    II. sens fig.

    (1) Marcher droit, bien fonctionner.

    ●(1948) KROB 3/6. Ma vefen bet mer, me, ya, me Glaoda ar Bras, ho pefe gwelet an traou o sutal er barrez, n'eo ket evel bremañ !

    (2) Ken a sut : tant que faire se peut.

    ●(1909) FHAB Du 345. ha tân ken a zuto.

    (3) Dire.

    ●(1912) CHEG 22. Hag arabat eo d'eoc'h (...) dont da sutal d'in emaon a-ratoz kaer o tenvellaat an daolen.

    (4) =

    ●(1936) IVGA 20. hag evit sevel eun delwenn da glota gant meurded an iliz-se, e c'helle sutal.

    (5) Coûter cher.

    ●(1924) NFLO. les cochons sont chers, très chers, tr. «sutal a ra ar moc'h.»

    III.

    (1) Kas da sutal : envoyer promener.

    ●(18--) SAQ ii 254. Kerz da sutal gant da c’hourc’hemennou.

    ●(1905) (L) Y.-V. Perrot ALLO 76. Kea da zutal / Diwar va zro, nouch, amboubal ! ●31. It pell ac'halen da zutal. ●(1909) (L) K. Jezegou KTLR 81. Gortoz, gortoz; kaer a vo rei d'id, te 'c'houlenno atao guelloc'h : kea da sutal. ●(1922) *Alan Yann IATA 16. Ha me a c'helfe kas ar c'hoz mouns bihan-ma da zutal. ●(1923) (L) Y.-V. Perrot AAKL 35. To ! to ! to ! n'eo ket dirazon-me eo e vez graet an azen evel-se ! It da zutal. ●(1923) (L) K. Jezegou KNOL 126. Da wreg adarre ! Kea da zutal gant da wreg. ●(1957) (T) *Jarl Priel AMAH 252. E veze pedet gant va zad ha me da baouez, met kaset e vezemp ganti da sutal. ●(1970) (T) E. ar Barzhig BHAF 23. Mamm-goz he-doa kaset ostaleri ha kenwerz da zutal.

    (2) Kas da sutal brulu da Venez Are : voir brulu.

    (3) Kas da sutal brulu da bark an aod : voir brulu.

    (4) Kas da sutal brini war Menez ar C'hailhoustr : voir brini.

    (5) Sutal gant e voz : voir boz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...