Devri

Recherche 'tamall...' : 11 mots trouvés

Page 1 : de tamall-1 (1) à tamallus (11) :
  • tamall .1
    tamall .1

    m. –où Accusation.

    (17--) ST 164. war eun tamall indin, tr. «sur une accusation infâme.»

    (1862) JKS 249. ar goall deodadou, ann tamallou.

    (1907) AVKA 61. Jesus a glevas an tamall. ●(1910) MBJL 175. en em dizamman deus an tamall.

  • tamall / tamallout .2
    tamall / tamallout .2

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Blâmer, reprocher.

    (1530) Pm 130. Ouz da map net groa ma trete / Rac aoun am goall nam tamallhe, tr. «Avec ton fils opère entièrement ma réconciliation, / De crainte qu'il ne me blâme pour ma faute.»

    (1659) SCger 15a. blasmer, tr. «tamall

    (1824) BAM 181. Mar tamallit ar re a so azioc'htoc'h, grit-e gant respet evito. ●(1855) BDE 194. n'em zamalled quet én hou s'arfleu. ●(1869) FHB 240/241b. tamallet ar c'hreg dibordet ha divez-ze.

    (1902) MBKJ 186. Lod hon doug d'ober droug, hag hon tamall goude-ze. ●(1910) MAKE 46. va zamallout er c'hiz-se ! ●(1913) AVIE 129. Er roé Hérod e oé bet (…) temalet get Iehann, én arben ma oé diméet d'Hérodiad. ●(1925) BUAZmadeg 288. e klaskaz he zua, en eur damall anezan e gaou. ●(1929) MANO 39. Evit ma ne vefe ket tamallet hini all ebet, Mikael en em ziskuilhas heb aon. ●(1958) Evit komz heñvel ouzh ar wirionez n’eo ket an daou baotrig eo a vije da damall abalamour d’ar skol.

    (2) Tamall udb. da ub. : reprocher qqc. à qqn.

    (1659) SCger 174a. tamal al laëronci da, tr. «reietter le larcin sur &c.»

    (1839) BESquil 426. a pe demallou d'oh hou crueldæt. ●(1866) LZBt Gwengolo 193. tamall d'imp hon-unan hon gwakder.

    (1906) KANngalon Mae 107. Da biou tamal ar falloni-ze ? ●(1911) BUAZperrot 358. ar pez a damaller d'an torfetour. ●(1926) FHAB Kerzu 442. Kement kammed a ra ar beleg a-ziavêz d'an Iliz a vez tamallet d'ezan. ●(1947) BIKA 31. Tamall d'in beza eul lonker gwin, te, ar brasa chuker a zo en departamant.

    (3) Tamall ub. diwar-benn udb. : accuser de qqc.

    (1878) EKG II 61. e c'hellan lavaret d'eoc'h oc'h tamallet divarbenn goall-draou.

    (4) Tamall udb. en ub. =

    (1907) AVKA 2. Santel a oant ho daou, hag ho bue ken evn-skoueriet war c'hourc'hemeno Doue hag e gemeno, ma na vije netra da damall enhe. ●(1911) BUAZperrot 284. Krusifiit hen hoc'h unan neuze, evidoun-me, ne gavan netra da damall ennan.

    (5) =

    (1847) MDM 22. tamall kals direizamand kear.

    (1907) FHAB Genver/C'hwevrer 14. da damall e gaou hon oll oberou.

    II. V. pron. réfl. En em damall : s'accuser.

    (1790) MG 133. ne mès quet de hum demall en em behai biscoah dissèntétt doh-t'hi.

    (1911) SKRS II 151. Evit eun tad, ez eo eun dra goal stard en em damall he unan dirag he vugel. ●(1911) BUAZperrot 228. ar bec'herien a deue d'en em damall dirazan. ●817. Tenn eo en em damall. ●(1936) PRBD 126. ar re a deu d'en em zamma, d'en em dammal. ●149. paz er er gador-gofez nez er ket da gonta e bec'hejou, met da en em damall da veza graet anezo.

  • tamalladenn
    tamalladenn

    f. –où Accusation.

    (1911) BUAZperrot 283. n'oa ket gwir al loden genta, da vihana, eus an damalladen.

  • tamalladur
    tamalladur

    m. Reproche.

    (1848) SBI I 190. Gant amitié 'zo plijadur, / Ha gant madô tammaladur, tr. «Avec la tendresse il y a le plaisir, / Et avec les biens (il n'y a que) reproches.»

  • tamallasion
    tamallasion

    f. Accusation.

    (1732) GReg 810a. Reproche, tr. «Van[netois] tamalacionn

    (1919) BSUF 8. en distéran temalasion.

  • tamallenn
    tamallenn

    f. –où = tamall.

    (1923) LZBt Gwengolo 14. goude bean losket diou pe der damalen.

  • tamaller
    tamaller

    m. –ion

    (1) (droit) Accusateur.

    (1878) EKG II 200. ar skridou a gomz anez-han a zo bet roet d'an tamaller publik. ●(1891) AGB 5. evelse e vezont er memez amzer tamallerien ha barnerien !

    (1907) AVKA 70. O tamaller a vo Moyzez e-unan. ●(1925) FHAB Ebrel 143. e damallerien hag e varnerien. ●(1925) FHAB Gwengolo 347. Antronoz e voe lennet dirazi skrid an tamaller Fouquier-Tinville.

    (2) Accusateur.

    (1948) KROB 5/11. Respont a reas an aotrou Henry d'e damallerien.

  • tamallerezh
    tamallerezh

    m. Accusation.

    (1792) HS 127. hui eèl credein é hoai bet brut, ha temalereah, ha tènn de dènn.

  • tamallidigezh
    tamallidigezh

    f. Imputation.

    (1732) GReg 521b. Imputation, tr. «Tamalidiguez

  • tamallout
    tamallout

    voir tamall .2

  • tamallus
    tamallus

    adj.

    (1) (en plt de qqc.) Blâmable, répréhensible.

    (1732) GReg 808b. Reprehensible, tr. «Tamalus

    (1834) SIM 73. ha pa ho pe guèlet un dra benac a damallus. ●(1872) ROU 60. Tamalluz, tr. «qui expose à des reproches.» ●100b. Qui attire des reproches, tr. «tamallus

    (1907) AVKA 194. daoust ha graet an ije trao tamalluz. ●(1912) MMPM 37. hon oberou tamalluz. ●(1935) VKST Du 391. Ne deujont muioc'h a-benn avat eget araok (…) da gaout dioutan eur ger abegus pe tamallus.

    (2) (en plt de qqn) Qui est porté à faire des reproches.

    (1942) VALLsup 150a. Il est porté à reprocher, tr. «eun dén tamallus eo (Perrot).»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...