Devri

Recherche 'tapout...' : 1 mots trouvés

Page 1 : de tapout-tapan-tapek (1) à tapout-tapan-tapek (1) :
  • tapout / tapañ / tapek
    tapout / tapañ / tapek

    v.

    I. V. intr.

    (1) Tapout + nom verbal : Pouvoir, réussir.

    (1867) BUE 10. mar bije evit tapout mont dindan dorn ann iliz santel. ●(1896) GMB 695. pet[it] tréc[orois] taped 'm eus gwelet j'ai pu apercevoir.

    (1925) FHAB Du 435. mar tap ar re-ze donet war hon roudou ! ●(1926) ARVG (niv 7 gouere) 147. Dre forz zonjal, am eus tapet diluia ar gudenn.

    (2) Être satisfaisant, suffisant.

    (1927) FHAB Genver 22. Re verr e skoulm an holl respontchou-ze ; hini anezo ne dap.

    (3) Tapout keit-ha-keit : avoir les mêmes droits.

    (1872) DJL 44. N'hallo biken an oll tapa keit-a-keit.

    (4) (en plt de vêtements) Tapout dre ub. =

    (1857) HTB 113. En eun taol berr, lec'h dilad, n'am euz gwelet nemet trulou e dro d'in, ha c'hoaz na dapent ket dre oll dreizoun.

    (5) Tapout dre-holl : être partout à la fois.

    (1925) CBOU 5/72. ne vo ket eaz d'êzo tapout dre holl ; sikour o deus ezomm.

    (6) (jeu) C’hoari tapout :

    (1941) FHAB Gwengolo-Here 89a. Bajenn = Bajenn d'it ! = tizet, tapet out bet, er c'hoari tapout.

    II. V. pron. En em dapout.

    A. V. pron. réfl.

    (1) En em dapout da : se mettre à (faire qqc.).

    (1896) HIS 60. ol en dud hum dapas de hobér pénijen. ●69. Éañ hum dap enta de lén.

    (1913) AVIE 199. ha hui um dapou de skoein ar en nor. ●(1921) DIHU 116/203. ha kentéh ma um dapè de bredeg. ●(1925) VINV 51. um dapet me halon de saillein én-an.

    (2) En em dapout : se mettre.

    (1921) DIHU 116/205. ean e grap, par ma hel, ar lein ur voten ma huéler a ziarnehi tour iliz S. Uisant, hag um dap ino ar benneu é zeuhlin.

    (3) En em dapout : se tromper.

    (1908) PIGO II 36. Dampet, emeon, 'n em dapet am eus.

    (4) En em dapout : se rattraper.

    (1936) FHAB Ebrel 135. N'eus ket d'an amzer evid en em dapa.

    (5) Se blesser.

    (1978) BAHE 99-100/103. en em dapout : en em c'hloazañ.

    (6) Se rattraper sur.

    (1981) LIMO 27 novembre. ni en em dapé ar er fréhaj.

    B. V. pron. réci. S'attraper les uns les autres (jeu d'enfants).

    (1978) BAHE 99-100/103. evel ar vugale o c'hoari en em dapout en ur redek an eil war-lerc'h egile.

    III. V. tr. d.

    (1) Prendre.

    (1872) DJL 46. da dapa an tam guella deuz ar voastalen.

    (1907) AVKA 260. Pemp anhe a oa dibenn, a dapas ho lampo, kuit a gemer eoul. ●(1908) PIGO II 117. Tap eur marc'h ha touch d'ar gêr ! ●131. Julig a dapas eur skudel diwar an daol. ●(1929) MKRN 95. an dud o tapo ar pez a gavent evit en ambroug.

    (2) Mettre, placer, poser.

    (1868) GBI II 14. Hag hen tapout he dorn neuze war he feutrin, tr. «et lui de mettre alors sa main sur sa poitrine.»

    (1907) DIHU 26/429. trohet unan a zehorn en Normand hag en tapet ar er plad. ●(1907) AVKA 185. Goude en tapas war e varc'h. ●(1910-15) CTPV I 33. Taped er belon ar en tañn, tr. «Mettez la poêle sur le feu.» ●(1919) BUBR 1/18. ne vije ket bet pell o tapout e grabanou war Vienne-ar-C'hastell.

    (3) Revaloir (qqc. à qqn), prendre sa revanche.

    (1911) DIHU 71/247. M'en tapou dehon ataù.

    (4) (en plt de maladies, etc.) Attraper, contracter.

    (1838) CGK 30. A neus tapet gloc'horennou a gren dost de centuren.

    (1905) DIHU 1/11. Tapet en des hou ronsed er virùidig, pautred. ●(1915) HBPR 75. hen dije tapet e fall. ●(1936) IVGA 70. turka ha tapout droug-dargreiz. ●(1967) BAHE 51/10. peadra da dapout he marv.

    (5) (en plt de coups portés) Prendre.

    (1910) FHAB Eost 240. Penduff a dap eun taol bistroad hag a gouez d'an traon. ●(1919) FHAB Kerzu 181. p'o deveze tapet eul lipad, n'o deveze ket a c'hoant da zont endro. ●(1925) FHAB Du 432. abaoe al lip o doa tapet e milin Traon-ar-Run. ●(1927) FHAB Gouere 141. Tapa a ran (...) lopou. ●(1934) DIHU 276/91. Annaig en des tapet ul lordad get hé mam. ●(1972) SKVT I 181. Me bari 't eus bet ur bern droug, pa 't eus tapet ar votezad.

    (6) (db. ar c'hrozadennoù) Entendre.

    (1927) FHAB Gouere 141. Tapa a ran langach. ●(1966) BAHE 50/36. Yennet e oa bet Jañ-Mai ha tapet en devoa kroz 'vat.

    (7) Faire (une chute).

    (1927) TSPY 10. eun tarosennad am eus tapet aze. ●(1936) IVGA 55. Marianna an Ti-Moged he doa tapet eul lamm.

    (8) =

    (1934) KOMA 64. Oh ! m'hen tapo tro pe dro.

    (9) abstrait =

    (1909) FHAB C'hwevrer 51. eun disouezenn hag unan vad a dapint. ●(1956) LLMM 58/16. loariadoù 'veze e tapen diganti un distro lous gant ar strakell-se. ●(1965) LLMM 109/90. tapet he devoa ar wreg ar pleg da garnañ.

    (10) =

    (1926) FHAB Genver 27. ne goueze en o godell nemed ar pez a dapent dre laer.

    (11) Blesser.

    (1969) BAHE 62/49. aesaat ar c'herzhed d'e c'har bet tapet du-hont. ●(1978) BAHE 99-100/103. Tapout : gloazañ. Tapet em eus va dorn.

    (12) Atteindre.

    (1903) ADBr xviii 350. na oa ket warnhan eur vlewen zec'h pa dapaz couscoudè an Enès-Veur. ●(1908) PIGO II 127. ne weled ket c'hoaz da dapout betek an doub. ●159. betek keit ma tape e zellou.

    (13) Tapout ur banne : prendre un coup (à boire).

    (1872) DJL 24. Jakez a ghinig da Ian mont da dapa eur banne.

    (14) Tapout an tu da : acquérir une valence technique.

    (1902) PIGO i 87. Bean ’oe darn anê hag a glaske tapout an tu d’ober jistr evel Arnus. ●(1964) ABRO 9. A-barzh pell em boe gouiziegezh war ar jedoniezh ha skiant ar verdeadurezh hag e tapis difazi an tu da embreger ar gouelioù, da roeñvat ha da sturiañ.

    (15) Tapout douar : atterrir.

    (1904) KZVr Gouere. Ar wetur a dapas douar e-kichen ti eontr ar baotred yaouank. (d'après KBSA 38). ●(1906) CDFi octobre. ha yao war-du an enezenn. Tapout a ra douar prestik. (d'après KBSA 123). ●(1906) BOBL C'hwevrer-Meurzh. ar marc'h a dap douar. (d'après KBSA 189).

    (16) Comprendre, englober.

    (1883) MIL 225. Ervez an Tad dom Plaine, an Domnonee a dape pemp eskopti.

    (17) Tapout ub. e droug =

    (18--) CST 52. N'oa ket boaz ar mevel paour da veza tapet e droug.

    (18) =

    (1907) BOBL 10 août 150/3a. eur prosez a dapiet.

    IV. V. tr. i.

    (1) Tapout da = dont a-benn.

    (1910) MBJL 129. N'omp ket 'vit tapout da welet 'nê o tremen.

    (2) Tapout ub. e ger =

    (1943) FATI 84. abalamour ma ouie e oa eun tammig hir he zeod ha m'he doa aon da veza tapet e ger.

    (3) Tapout peg e =

    (1919) TOBB 42. Tapa a reaz pek en A. Smet. ●(1926) FHAB C'hwevrer 56. an dispac'her Bretard a roas urz da dapa peg en Aotrou hag en Itron Koataudon. ●(1955) STBJ 169. da lavarout eo da dapa peg en o diouskoaz hag en o zreid.

    (4) Tapout krog e : se saisir de.

    (1888) SBI II 178. tapout crog en hes bleo, tr. «prendre prise en tes cheveux !»

    (1907) AVKA 52 Goude e tapas krog en he dorn d'he sikour da zevel. ●(1911) BUAZperrot 21. Lusian a deuas da c'houzout edot o klask an tu da dapa krog ennan. ●(1913) FHAB Ebrel 125. Pa yea droug ennan, e tiskare unan ac'hanomp, e tape krog en e dreid, hag e stroppe ar re all gantan evel gant eur vaz-kloued. ●(1975) BAHE 87/8. c'hoant o doa da dapout krog e porpant ar pilhaouer ha da lakaat manegoù dezhañ. ●(1977) BLGW 197. tapit krog e kitern ar Bleiz.

    (5) Tapout e : se saisir de.

    (1909) KTLR 19. hag e meuz tapet ne lost.

    V. V. impers.

    (1) Tapout gant ub. : réussir, s'en sortir.

    (1906-1907) EVENnot 5. (Bugelez) C'houllen ket gwelet ma fotr o vont da Bariz rak n'e ket gant 5 real bemde n'ije goneet e tapje gantan, tr. «nouerait les 2 bouts.» ●(1919) BUBR 6/162. Penaos (...) e teuyo hon c'hompagnunez a-benn. Tapout a ra ganti koulskoude.

    (2) Tapout gant ub. ober udb. : réussir à faire qqc.

    (1988) TOKO 19. war zin bezañ 'n em dromplet, e tapas gand Job ober eun tamm friko.

    VI.

    (1) Tapout e dailh : voir tailh.

    (2) Tapout d'ar pesk ebrel : voir pesk.

    (3) Tapañ e sac'h : voir sac'h.

    (4) Tapout ur c'hravazh : voir kravazh.

    (5) Tapout ar razh da : voir razh.

    (6) Tapañ lapined ruz : voir lapined.

    (7) Tapout e zivskouarn a-dreñv : voir divskouarn.

    (8) Tapout war e ched : voir ched.

    (9) Bezañ tapet war e duriadenn : voir turiadenn.

    (10) Tapout un distro lous : voir distro.

    (11) Tapañ skrilhed gant bazh ar yod : voir skrilhed.

    (12) Bezañ tapet etre an dour hag ar c'hler : voir dour.

    (13) Bezañ tapet etre daou dan : voir tan.

    (14) Mezhek evel ul louarn bet tapet gant ur yar : voir louarn.

    (15) Tapout e stal : voir stal.

    (16) Kaout ur genoù da dapañ kelien : voir kelien.

    (17) Tapout ar c'hi e-lec'h ar c'had : voir ki.

    (18) Tapek ar bleiz : voir bleiz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...