Devri

Recherche 'tech...' : 3 mots trouvés

Page 1 : de tech (1) à techet (3) :
  • tech
    tech

    m. –où

    (1) Tech fall : défaut, mauvaise habitude, mauvais penchant.

    (1732) GReg 228a. Mauvaise coûtume, mauvaise habitude, tr. «tech fall. p. techou fall.» ●(1744) L'Arm 382b. Tiqueur, tr. «Enn-déss enn tæche fal de groguein énn off ou carneau, én ur bergassale.»

    (1879) BMN 269. ne ouient ket argila da c'hourin ouz an techou hag ouz ar plegou fall.

    (1915) MMED 102. Eur pec'her bras, griet gant an techou fall. ●(1925) BUAZmadeg 701. brein he galoun gant an techou fall.

    ►absol.

    (1857) HTB 148. eun tech hag a wall rebecher dezi. ●(1879) BMN 27. Poania a reas calonec da zic'hrisienna an tech-se. ●(1883) IMP 8. Es vianic e velis an techou-ze ennâ : / Divar 'neuze e claskis an tu d'o divoenna.

    (2) Mont da heul e dechoù fall : satisfaire ses vices.

    (1877) FHB (3e série) 7/52a. eun den hag a zo bet eat, a zoug-hir amzer da heul he dechou fall.

    (3) Tech mat : bonne habitude.

    (1732) GReg 228a. Bonne coûtume, bonne habitude, tr. «tech mad. p. techou mad. (Ce dernier mot se prend plus ordinairement pour mauvaise habitude.»

    (4) Kaout an tech da : avoir la mauvaise habitude de.

    (1912) KANNgwital 114/156. Evit kaeat ouz an tech da eva traou krenv.

    (5) Penchant pour.

    (1906) KANngalon Kerzu 270. An den 'zo gounezet gant tech an arc'hant 'zo guest a bep drouk. ●(1907) KANngalon Gouere 438. tech an avi pe ar goarizi. ●(1912) MMPM 85. Eun den a ioa dallet gant tech an dastum arc'hant, n'en doa nemet ur zorc'hen : bernia arc'hant. ●98. en despet d'an deskadurez kristen he doa bet, en em roaz da dech ar beva mad.

    (3) Terriñ e dechoù : se corriger de ses défauts.

    (1911) BUAZperrot 356. ar roue a ziskouezas, eur pennadik, ar c'hoant da derri e dechou.

  • techañ
    techañ

    v. tr. d. Vicier.

    (1732) GReg 958a. Vicier, rendre défecteux, tr. «Techa. pr. techet

    (1931) VALL 781b. Vicier, tr. «techa

  • techet
    techet

    adj.

    I.

    (1) Enclin.

    (1896) HISger 4. Tèchet, tr. «enclin.»

    (2) Qui a un mauvais penchant.

    (1943) VKST Genver-C'hwevrer 226. Setu tud yaouank, paotred ha merc'hed, pennou skanv, kalonou techet abred.

    II. Techet da.

    A. Techet da (+ subst.).

    (1) (en plt de qqn) Enclin à.

    (17--) TE 479. hemb bout taichét de glinhuèd er bet.

    (1911) SKRS II 166. An den techet d'an ourgouill a zisplij d'he nessa koulz ha da Zoue. ●(1923) KTKG 91. Tud a zo, var an douar-ma, techet d'ar gasouni.

    (2) (en plt d'un lieu) Être sujet à.

    (1933) ALBR 78. an amzer, techet da c'hlao en Iverzon. ●(1933) IVGV 47. Iverzon, evel Breiz, a zo eur vro techet da c'hlav. ●(1936) BREI 457/4a. Pardon sant anton 'zo techet da c'hlav.

    B. Techet da (+ v.) : porté à.

    (1911) SKRS II 111. eur mevel goal dechet da vont e koler.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...