Devri

Recherche 'torgenn...' : 6 mots trouvés

Page 1 : de torgenn (1) à torgennin (6) :
  • torgenn
    torgenn

    f. & interj. –, tergin, terginier

    I. F.

    A. (géographie)

    (1) Colline.

    (1732) GReg 126b. Bute, petit tertre, petit hauteur, tr. «torguenn. p. torguennou. torguennicq. p. torguennouïgou. un dorguenn

    (1868) FHB 157/3a. terguin pe tuchennou huel. ●(1868) FHB 194/299a. eun nebeut tergin. ●(1877) EKG I 255. Bourg Trelez a zo var eun dorgen huel.

    (1907) PERS 14. eun tamik torgen vian. ●65. n'euz ket kalz a dorgennou. ●(1942) DRAN 78. da dizout traoñ tor an dorgenn 344, kent ma tirollo tennadeg-harz an enebourien. ●(1944) DGBD 121. dre wask an terginier e kildro an hent.

    (2) Ouzh torgenn : à flanc de côteau.

    (1907) FHAB Here 241. Ma viche gwez bihan pe vras var o c'hern hag ous torgen.

    (3) Montagne sous-marine.

    (1925) DIHU 172/343. (Groe) Torgen, neu, tr. «éminence sous-marine.» Dastumet de Vleimor.

    B. Protubérence, bosse.

    (1973) SKVT II 16. Ur c'hañval (…) ha daou bikol bos, div wir dorgenn war e gein ! ●33. m'en deus ar c'hañval div dorgenn war e gein (…) an dremedal n'en deus enemt unan.

    II. Loc. interj. Pennad torgenn ! = touadell.

    (1964) BRUD 18/31-32. Pegwir emañ an Aotrou Person oh overenna e rankan gedal. Pennad torgenn ! Amañ eo kalz re hir an interamañchou.

    III.

    (1) (Kas, skeiñ) ouzh torgenn : jeter à terre.

    (1908) FHAB Mae 137. Var zao eta, prim ha stard ! beac'h d'an hual ma tistigno, beac'h d'an nask ma torro krenn ! Frank varnomp neuze, ne vimp ket pell o kas ouz torgen ar gigerien didruez ha dissakred-se. ●(1942) VALLsup 102. Jeter par terre (un adversaire), tr. F. Vallée «skei ouz torgenn

    (2) (Reiñ lamm, diskar, teurel, ledañ) ouzh torgenn : vaincre.

    (1874) FHB 472/16a (L) J. S.. Toulla dindan ho bro, he zeleur oc'h torgen. ●(1879) BMN 11 A. Drezen. Lusifer, pa vez bet discaret ouz torgen, a vez essoc'h goude rei lamm dezhan. ●134. An doare da ziscara ouz torgen an adversourien touet.

    (1911) BUAZperrot 78 (L) Y.-V. Perrot. Ne vezo ket roët lamm ouz torgen d'ezan en taol kenta. ●(1924) FHAB 305 (L) Y.-V. Perrot. Met an dudchentil a-ziwar-dro o devoe amzer da c'helver war o sikour strolladou soudarded breizad ha saoz a redas warlerc'h ar goueriaded keiz hag a roas lamm ouz torgenn d'ezo war hent Douarnenez. ●(1924) FHAB Genver 14 (L) Y.-V. Perrot. Gant 16 dijentil hepken, e ledas ouz torgen 300 Spagnol a oa deuet da ober skrab war aochou Leon.

    (3) Kouezhañ ouzh torgenn : être vaincu.

    (1867) MGK 13 (L) G. Milin. Ann hini a ia da heul e benn, / A rikl a-bred, gouez oc'h torgenn.

    (1909) FHAB Meurzh 67 (L) Y.-V. Perrot. Etre ar veleien hag ar skolaerien eo digor bras ar vrezel; eur rumm pe rumm a gouezo ouz torgenn araok ma ehanor. ●(1926) FHAB Genver 7 (L) Y.-V. Perrot. Siouaz, frankiz Breiz a gouezas eno ouz torgenn d'an 28 a viz gouere 1488. ●(1931) FHAB Ebrel 140 (L) Y.-V. Perrot. Met ar (lire : an ) Hollanded hag ar Spagnoled, bountet ha divountet, a rankas koueza an darn vrasa anezo ouz torgenn, an amiral Waaken en o fenn. ●(1931) VALL 735. Rester sur le terrain, tr. F. Vallée «koueza ouz torgenn

    (4) Kaout torgenn : être vaincu.

    (1921) PGAZ 83 (L) F. Moan. Ar France, eme-z'ho, e deze bepred ar gounid hag ar Prusse e deze atao torgenn.

    (5) Mont ouzh torgenn : tomber.

    (1931) FHAB Mezheven 203. Evel eleiz a vroiou all a zo o paouez mont ouz torgenn.

    (6) Lezel al labour ouzh torgenn :

    (1936) CDFi 18 avril (L) *Ab-Sulio. Mont da zigeri ar gloued deoc'h-c'houi ha lezel va labour ouzh torgenn!... N'emaoc'h ket mat paotred !

    (7) (Bezañ, chom) ouzh torgenn // chom war an dorgenn : être abattu.

    (1766) MM 1389 (L) C.-M. Le Laé. Feu paon a va c'hi ouc'h torguen, tr. G. Esnault «feu ! pan ! voila mon chien à la butte.»

    (1870) MBR 146 (L) A. Troude. Dao ! eur mean milin oc'h penn ar jeant brasa, hag hen oc'h torgenn.

    (1909) FHAB Mezheven 165 (L). Mes kement-se a ro da glevet oa red d'ar verourien gwerza mad frouez o douar; anez-se buhan e vijent ous torgen. ●(1913) FHAB 102 (L) Y.-V. Perrot. Eleiz a jomas eno ouz torgen, mes ne ouezer ket gant piou e chomas ar gounid. ●(1926) FHAB 7 (L) Y.-V. Perrot. An aoter a zo ouz torgenn. ●(1931) VALL 735. Rester sur le terrain, tr. F. Vallée «chom war an dorgenn

  • Torgenn-ar-Raden
    Torgenn-ar-Raden

    oronyme (La Forêt-Landerneau).

    (1987) BRUDn 110/27. Torgenn ar Raden a reer euz lodenn uhella ar Forest.

  • Torgenn-ar-Rindielloù
    Torgenn-ar-Rindielloù

    oronyme (Sizun).

    (1987) BRUDn 110/27. Eun Dorgenn ar Rindyellou a zo e Sizun.

  • torgennad
    torgennad

    f. –Un dorgennad kousket : un moment de sommeil.

    (1877) FHB (3e série) 28/222b. mont da eüna va izili ha da ober eun dorgennad cousked.

  • torgennek
    torgennek

    adj. Collinaire, montueux, mamelonné.

    (1867) MGK 144. anefe ma' z eo diez / Ha torgennek an hent.

    (1905) IVLD 216. enn eur vro torgennek. ●(1925) SFKH 6. en hentig bihan, torgennek ha sonn. ●(1925) FHAB Mae 171. Ar vro a oa torgennek. ●(1939) DIHU 341/362. Er hornad e za de vout torgennek.

  • torgenniñ
    torgenniñ

    v. tr. d. Terrasser.

    (1905) HFBI 196. pa zantas ar guiës man ar goad, ê zéas eur fulor henni, ma torguenné unan bep tro eus an dud-sé.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...