Recherche 'touez...' : 11 mots trouvés
Page 1 : de touez-touezh (1) à toueziet (11) :- touez / touezhtouez / touezh
m./f., adv. & prép.
I. M./F. Lezel udb. da gouezhañ en e douez : laisser partir qqc. à l'abandon.
●(1866) FHB 99/372b. ma ne vir ket mad ar zabat, an deiz santel, mar lez aneza da goueza en he douez.
II. Adv. & prép.
A. Loc. adv.
(1) En un douez, en un touez : ensemble, mêlés.
●(1818) HJC 284. Bout e oai enta enn un teuh seih brèr. ●(1869) HTC 250. guin ha vestl mesket en eun douez. ●(1894) BUZmornik 619. guinegr ha c'hoalenn kemmesket enn eunn douez.
●(1913) FHAB Ebrel 113. e kichen ar chiminal e oa eur bod balan melen aour hag en eun douez penn da benn an doen, bleuniou a bep seurt liou. ●(1926) FHAB Genver 27. al laez mintin hag al laez noz a vez kemmesket ha taolet en eur ribot bras, en eun douez. ●154. beteg o zri miz e c'hellont beza lezet en eun douez. ●(1928) FHAB Mezheven 207. lili hag herminigou, en eun douez. ●(1931) VALL 260a. Ensemble, tr. «en eun douez mêlés.»
B. Loc. prép.
(1) Eus touez : d'entre.
●(1913) PRPR 68. deuz touez paperou Luzel.
►[form. comb.]
P1 eus hon touez
●(1889) SFA 152. an hini a vezo enn hor penn (…) her c'haso er meaz euz hon touez ma ne zent ket.
●(1905) HFBI 34. Més ar fals crédennou-zé hèurusamant, â zo deut da éffaci eus on toués.
P2 eus ho touez
●(1876) BJM 26. Lemel a rai eus ho touez ar pec'hejou hag ar plegou fall.
●(1931) FHAB Eost 281. mes unan eus ho touez.
P3 eus o zouez
●(1923) ADML 94. dibabed euz o zouez holl. ●(1939) MGGD 60. e savas eus o zouez eur mell penn-gwazi.
(2) A-douez : d’entre
●(1818) HJC 267. ressucitet à deuh er hré varüe. ●(1847) FVR 31. ar vosen, / A dleer harluan a douez ar gristenien. ●(1854) MMM 130. chasset a doues an Israëlit. ●(1878) EKG ii 30. e saviz euz a-douez ar raoz. ●(1889) ISV 120. ar bars coz (…) en em dennaz a douez ar ganfarted. ●(18--) SAQ i 241. da zispartia ar re vad a douez ar re fall (…) tenna greun a douez ar skaodu.
●(1904) SKRS i 205. Gant ar mission e oue lammet a douez ar bobl-se an dizurzou. ●(1907) PERS 224. he ziframma, koulz lavaret, a douez an dud. ●(1908) AVES 24. betag ma saùou Mab-en-dén a doeh er ré varù. ●(1911) BUAZperrot 574. he rezuresksion a douez ar re varo. ●(1913) AVIE 112. ind e zispartiou er ré fal a doeh er ré santél. ●157. a doéh er re varù.
(3) Dre-douez : parmi, à travers.
●(1866) FHB 60/61b. dre doues pin ha dero. ●(1878) EKG ii 27. Polidor a iea hag a deue dre douez ar raoz. ●(1882) BAR 135. dre douez an drez hag ar spern. ●41. dre douez skourrou ar guez dero. ●(1889) ISV 344. edomp o tont hag o vont (…) dre douez eur bern enezennouigou.
●(1900) KAKE 50. Gant ar c’hoant d’he guelet / Dre douez an delliou. ●(1911) BUAZperrot 670. Dre douez an deliou e sav an drein. ●(1920) LZBl Gouere 335. a gass ac’hanomp dillo dre douez enezennou goloet a wez huel. ●(1923) KNOL 31. bale eun tammig dre douez ar gwez. ●(1925) FHAB Here 384. an enebour a zo deuet hag en deus hadet dreog dre douez ar gwiniz. ●(1934) YANB 15. Aotrou paour, eme houmañ dre douez he daerou, n’hoc’h eus ket klevet eta ?
►[form. comb.]
P3 dre o zouez
●(1879) BMN 24. an dud ma dremenent dre o zouez.
(4) E-touez : parmi.
●(1633) Nom 140a. Arenatum : chaux meslée auec du sablon : raz quemesquet è touez grouan. ●(1647) Am 512. Rust a dibreder hen touez lycerou, tr. «Rude et sans souci parmi des draps.» ●531. Nac ada perles hen touez ar mez moch, tr. «Ni semer des perles parmi les glands à pourceaux.» ●(1650) Nlou 131. En dastumas en touez fouen glas, tr. «l’enveloppa dans du foin vert.»
●(1659) SCger 88b. parmi, tr. «etouez.» ●147a. etouez, tr. «parmy.» ●(1752) PEll 287. Etoüés ou Etoüez, Parmi, au milieu, entre. ●(17--) EN 3620. en toes ar beuien, a re muan eomec, tr. «parmi les pauvres les plus nécessiteux.»
●(1818) HJC 337. i teuh er hré e oai hoàh chomet fidèl guet Jésus. ●(1868) FHB 192/288a. e touez ar blocad tud-ze. ●(1876) TDE.BF 435a. gourvezet eno e-touez ar plunv.
●(1907) BSPD I 16. é toueh paiañned. ●69. é toueh en teil. ●(1913) AVIE 182. oéned étoeh bleidi. ●(1929) EMPA 16. n'anavez ket an aod, na dreist-holl an darempred, dre eno, e-touez ar reier... ●(1932) GUTO 4. é tueh er ré ral. ●(1937) TBBN 2. é toeh er véléan.
►[form. conju.]
P2 (?) etouesoc'h / etouezoc'h
●(2002) TEBOT 81. Diwallit deus ar bed / E-touezoc'h tud yaouank.
(2) [form. comb.]
S2 en da douez
●(1866) FHB 100/380a. nag an diavezyad pe an divroad en em gaffe en da douez.
S3m en e douez
●(1710) IN I 266. an aour a guevont en e douez.
●(1894) BUZmornik 208. eur verennad zour gant eur banne guinegr hag eur meutadik c'hoalenn enn he douez.
P1 en hon touez
●(17--) BMa 308. da bourmen en on toes, tr. «se promener parmi nous.»
●(1878) EKG II 100. An Aoutrou de Kerbalanek a iea hag a deue enn hon touez.
●(1912) MMKE 93. Gret ma chomo 'n hon zouez an urz vad.
P2 en ho touez
●(1818) HJC 262. Mæs ne zelie quet bout er memp tra en hou teuh. ●289. En hani e zo er brassan en hou teuh. ●(1878) EKG II 151. d'en em deuler enn ho touez.
●(1906) BOBL 24 février 75/1e. da zerc'hel relijion ho tud-koz beo buezek en ho touez.
P3 en o zouez
●(1710) IN I 285. mont en o zouez.
●(1818) HJC 325. Pa n'hum behai quet bet groeit enn ou zeuh treu peré n'en dès guèlet hanni eral gober. ●(1862) JKS 265. n'ema ket enn ho zouez.
●(1907) KANngalon Gwengolo 492. pa deuaz an Tad Rener en ho zouez. ●(1941) FHAB Du/Kerzu 93. en o zouez ez eus tud o deus bevet en hor serr.
III. Adv.
A. E-touez : parmi.
●(1928) LEAN 39. gand an draog o sevel etouez.
B. Dre-douez.
(1) Parmi.
●(1929) FHAB Genver 27. eur gompezenn gaer ha ne oa enni nemer reier bras, ha dre douez, saout hag ejenned.
(2) Parmi les autres, comme ça.
●(1973) SKVT II 90. Evit ur wech, dre douez, e c'hoarvezfe ganit mankout ar skol.
- touez-e-touez
- touez-ha-touez
- touez-toueztouez-touez
adv. Mêlé.
- touezenntouezenn
f.
(1) Mélange.
●(1872) ROU 91b. Mélange, tr. «touezenn.»
(2) En un douezenn : mêlé.
●(1872) ROU 91b. Mélange de trèfle et de paille hachés, tr. «colo ha melchenn drailled en un douezenn.»
●(1926) FHAB Gouere 269-270. Dont a raint holl da vreina, en eun douezenn. ●(1929) FHAB C'hwevrer 53. etouez ar reier-rodell hag an douar-stlej, en eun douezenn.
- touezerezh / touezierezhtouezerezh / touezierezh
m. =
●(1864) KLV 20. eunn doueserez profitabl d'ar gounidegheziou. ●27. evel ma rafe an heol pe an ear eun touesierez bennag gant-hi.
- touezhtouezh
voir touez
- toueziañtoueziañ
v.
I. V. tr. d.
(1) Mêler.
●(1931) VALL 458a. Mélanger, tr. «touezia.» ●(1932) FHAB Mae 187. touezia bleud ha dour.
(2) Toueziañ gant : entremêler de, panacher de ; incorporer à.
●(1922) FHAB Here 303. An A. Gwilhou o skriva e vuhez a gavas tro da douezia ganti eur bern kenteliou. ●(1943) FHAB Gwengolo/Here 341. touezia gant an ed skubennachou o solierou hag a bep seurt lostennachou.
II. V. pron. réci. En em doueziañ.
(1) Se mêler.
●(1911) BUAZperrot 239. lakât an drugarez hag ar justis d'en em douezia.
(2) En em doueziañ gant : se mêler à, s'entremêler.
●(1934) FHABvug Meurzh 98. en em douezia gant ar bec'herien. ●(1941) FHAB Du/Kerzu 93b. evit ma teuje o ludu d'en em douezia gant ludu ar re goz.
- touezier
- touezierezhtouezierezh
voir touezerezh
- toueziettoueziet
adj.
(1) Entremêlé, mêlé, mélangé, confondu.
●(1870) MBR 92. eur vagazenn vraz leun a c'hreun touesiet mesk-e-mesk. ●(1876) TDE.BF 626a. Touesiet, tr. «(…) il signifie, à la lettre, mêlé parmi, pêle-mêle, comme on le dirait, par exemple, de diverses espèces de céréales mêlées dans le même sac.»
●(1914) MAEV 156. Dijuni a oe debret gant leaz bourbouilh ha gwedennek toueziet. ●(1923) ADML 66. gread a c'heriou kelt hag a c'heriou latin, toueziet. ●(1925) FHAB Mae 186. moueziou eur boblad tud toueziet hag a unvan evit meuli o Doue.
(2) Toueziet a : mêlé de.
●(1923) ADML 65. ar bleud a gouez, toueched a vrenn.
(3) Bezañ toueziet mesk-e-mesk : être entremêlé.
●(1869) TDE.FB 572b. Toutes ces graines diverses étaient mêlées ensemble, tr. «ar greun-ma a ioa touesiet mesk-e-mesk.» ●653a. Du mot Touez on a formé le verbe beza touesiet mesk-e-mesk, pour dire, être pêle-mêle, parmi.» ●(1876) TDE.BF 121a. Didouesia (didoue-sia), v. a. Trier ; p. didouesiet (didoue-siet). Ce mot composé est des plus remarquables. Il est formé de la particule extractive di, et de la préposition touez, parmi ; c'est comme si l'on disait extraire de parmi ; didouesia greun dre ma'z iñt bet touesiet mesk-e-mesk, trier des grains parce qu'ils ont été mélangés pêle-mêle. ●626a. Greun touesiet mesk-e-mesk, tr. «des grains mélangés ensembles.»