Devri

Recherche 'trubuilh...' : 5 mots trouvés

Page 1 : de trubuilh (1) à trubuilhus (5) :
  • trubuilh
    trubuilh

    m./f. –où

    I.

    (1) Épreuve, ennui.

    (1530) Pm 31. Hoguen tribuill ma ytron quer / A vezo ne vezo dister, tr. «Mais de la tribulation, ma chère Dame, / Il y aura, qui ne sera pas légère.» ●65. Tribuil a pep tu antrugar, tr. «Tribulation rude de tout côté.»

    (1659) SCger 120a. tracas, tr. «trubuil.» ●176a. trubuill, tr. «affliction.» ●(1732) GReg 939a. Tribulation, tr. «Trubuilh. p. trubuilhou. Van[netois] tribuilh. p. éü.» ●(1752) PEll 915. Trubuill, Affliction : & au pays de Vannes, Trebill, affliction, misere, pauvreté.

    (1838) OVD 272. nac en trebille, nac er hloès, nac er marhue. ●(1880) SAB 98. ar re o d-euz tribull ac encrez.

    (1907) AVKA 73. Na vo ganthan na trubuill na trouz. ●(1925) CHIM 5. Sur mat eman o tanzen koll he fenn gant an drubuilh !... ●(1927/30) LUMO 72. Met an drubuill zo rog ! ●(1962) LLMM 93/259. piv pe betra (...) a gav dit a zo kiriek d'an drubuilh a vez amañ ?

    (2) Un trubuilh, trubuilhoù =

    (1866) FHB 87/277b. ma ne ket eun drubuil ?

    (1936) BREI 460/1b. poaniou ha trubuilhou pemdeziek traouienn an daerou. ●(1936) FHAB Eost 300. Hag eus an eil trubuilh d'eben, setu emaomp en em gavet e miz eost. ●(1959) BRUD 10/22. ni a ambleudo dindan hon treid ; amzer an trubuilhou.

    (3) Troubles, désordre.

    (1878) EKG II 297-298. Epad ma chomaz an drubuill dre ar vro, ar c'here ne veze guelet er gear nemed dervesiennou.

    (1910) MBJL 19. N'ouzer ket kalz tra eus istor o Iliz epad an amzer a helpenn hag a drubuilh ma oa evite ar c'hwec'hvet kantved. ●(1910) ISBR 176. de dennein arré ar er vro hag arnehon ur prantad trebill.

    II. [en locution]

    (1) Bezañ en trubuilh =

    (1732) GReg 939a. Etre dans la tribulation, tr. «beza ê trubuilh

    (1880) SAB 153. an diskibien en tribull.

    (2) Danzen trubuilh : se préparer des ennuis.

    (1912) BUAZpermoal 708. anez ze, e tanzeomp trubuilh, sur awalc'h, a-benn an amzer da zont.

    (3) C'hwezhañ trubuilh : fomenter des troubles.

    (1907) AVKA 301. An den-ze on deus kavet anean o c'houeza trubuill er vro, o tifenn paea an truajo da Zézar, hag o kemer evithan an hano a roue. ●301-302. Elec'h c'houeza trubuill, e roe 'vid gourc'hemen n-am garet. ●303. Digaset oc'h eus an den-ma d'in war digare e c'houeze trubuill er vro : Setu em eus klasket anehan, ha n'am eus kavet lec'h ebed d'e gondaoni diwarben an tamallo a ret dehan.

  • trubuilhañ
    trubuilhañ

    v.

    (1) V. tr. d. Troubler, inquiéter.

    (1499) Ca 202a. Tribulation in tribuillaff est. ●204a. Trubuillaff. g. triboillier.

    (1659) SCger 176a. trubuilla, tr. «affliger.» ●(1732) GReg 17a. Affliger, tr. «trubüilha. pr. et.» ●939. Donner de la tribulation, tr. «Trubuilha. pr. trubuilhet. Van[netois] tribuilheiñ. pr. et

    (1924) FHAB Eost 307. Ar vosenn, ar c'hlenved, ar bleizi a drubuilhas epad meur a vloaz c'hoaz ar paourkez bro Gerne. ●(1944) ATST 114. da drubuilhañ repoz ar gristenion.

    (2) V. pron. réfl. En em drubuilhañ : se tracasser.

    (1857) HTB 94. n'en em drubulet ket eta ive muioc'h.

    (1902) PIGO I 13. «'Nem drubuilhez ket, eme Yan.» ●(1936) BREI 457/2b. ha n'en em drubuilhit ket gant ken nebeut a dra !

  • trubuilher
    trubuilher

    m. –ion Perturbateur.

    (1941) ARVR 37/3a. an drubuilherion, ar bismigerion a ranko chom peoc'h.

  • trubuilhet
    trubuilhet

    adj. Troublé, inquiet.

    (1499) Ca 204a. Trubuillet g. troublez espouentez.

    (1864) SMM 132. Ar guerent trubuillet a zell an eil ous eguile.

    (1907) PERS 263. An eneou trubuillet.

  • trubuilhus
    trubuilhus

    adj.

    (1) Perturbant, troublant.

    (1872) ROU 60. Prezeg dirag calz a zo lentuz, trubuilluz. ●(1878) EKG II 53. da zonjal enn traou trubuilluz a veliz enn nosvez-se.

    (1924) ARVG Ebrel 79. hent tenval ha trubuilhus ar vuhegez. ●(1926) FHAB Mae 193. Dimezi a zo trubuilhus / Eur plac'h yaouank 'zo ebatus.

    (2) Affligeant.

    (1732) GReg 17a. Affligeant, tr. «trubuilhus

    (1925) KANNgwital 275/10. stad Breiz a ioa trubuillus ha glac'harus.

    (3) = zo trubuilh(où) ennañ.

    (1925) FHAB Meurzh 88. Trubuilhus e oa buhez Nikolazig.

    (4) =

    (1909) FHAB Gouere 217. eun deiz trubuilhus. ●(1922) EOVD 272. én amzér trebillus a vrézel.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...