Recherche 'truez...' : 7 mots trouvés
Page 1 : de truez-1 (1) à truezusted (7) :- truez .1
- truez .2truez .2
f., adj. & adv.
I. F.
A.
(1) Pitié.
●(14--) N 1136. Jezu porz pep tu a truez, tr. «Jésus, constant refuge de miséricorde.» ●(1499) Ca 204a. Truez. g. pitie. ●(1580) G 262. Clevet hon dydu so truez, tr. «C'est pitié, d'entendre notre détresse.» ●(1650) Nlou 9. Eno ez voe truez, tr. «Là, ce fut pitié.»
●(1659) SCger 80a. misericorde, tr. «truez.» ●92b. pitié, tr. «truez.» ●176a. truez, tr. «misericorde.» ●(c.1680) NG 1940-1941. De Guner er Groes de craisté, / Guelet Jesus a oué truhé.
●(1874) FHB 489/146a. ar paour kez den a grie hag a gunuc'he mar doa eun truez. ●(18--) KTB.ms 14 p 45. Iudal ha kunudal a reent [ar chass], ma oa un druez ho c'hlewet.
●(1904) ARPA 146. bezit truez outhan, rag gant an droug-huel eman. ●(1911) BUAZperrot 445. Siouaz ! tremenet oa amzer an druez. ●(1919) FHAB Eost 11. O Mor, en o c'henver, te vo leun a druez.
(2) Kaout truez ouzh : avoir pitié de.
●(1580) G 724. truhez ouz ma buhez hoz bezet, tr. «Ayez pitié de ma vie.»
●(1790) MG 137. ésperein en en devou Doué truhé dohoh.
●(1824) BAM 49. ha Doue n'en devezo biquen truez oc'h an eneou paour-se ? ●(1869) KTB.ms 14 p 133. hen defoa truez eûz ann tignouz. ●(1893) IAI 3. anez ma teuas Doue da gaout truez ouzomp. ●134. Anez ma teuas Doue da gaout truez ouz he Iliz.
(3) Kemer truez war ub. : prendre pitié de qqn.
●(1904) ARPA 122. Jesus a velas ur foul vras, hag e kemeras truez varnho abalamour ma'z oant evel denved eb pastor.
(4) Kemer truez ouzh ub. : prendre pitié de qqn.
●(c.1680) NG 1487. De quemeret truhé douh e hol vugallé.
●(1877) FHB (3e série) 5/37b. ma ne gemer Doue truez ouzomp.
●(1911) BUAZperrot 82. troët kenan da gemeret truez ouz an dud reuzeudik. ●(1918) BNHT 13. Unan benak (…) e geméras truhé doh-ti.
►
●(18--) SAQ I 314. Kemer truez, ha ro aluzen.
(5) Goulenn truez : demander grâce.
●(1909) KTLR 114. Ar vugaligou geiz en em lakeaz var ho daoulin en eur c'houlen truez. ●(1923) KNOL 151. Pelloc'h e c'houlennont truez.
(6) Kouezhañ truez ouzh ub. : prendre qqn en pitié.
●(1869) HTC 308. An nep ne fell ket dezhan deski, pa gav an dro d'hen ober, a gouezo truez outhan.
(7) Dre druez : par pitié.
●(1651) JK 27. Mam conduet dre trues en o gras da finvesi, tr. «Que vous me conduisiez par pitié, à mourir dans votre grâce.»
B. Attr. Pitoyable.
●(1894) BUZmornik 543. Ar gristenien geiz-se a ioa truez ho doare.
II. Adv. A-druez.
(1) Sellout a-druez ouzh ub. : regarder qqn en pitié.
●(1727) HB 97. Da sellet a druez ouzin. ●622. O sellet ouzin a druez.
●(1859) MMN 189. Itron Vari a esperans / Sellit ouzomp a druez. ●(1886) SAQ I 12. Pa zoc'h mamm d'heomp hon tri, sellit outhan a druez.
●(1924) BILZbubr 40/898. Sellit a drue eus eun den reuzeudik, c'hwi pere a zo yac'h ha divachagn.
(2) Kemer a-druez : prendre en pitié.
●(1633) Nom 194a. In fidem accipere, in deditionem accipere : prendre à merci : coumeret á druez, cahout trugarez.
B. Épith.
(1) A druez : de pitié.
●(c.1680) NG 233-234. Pedamp er Guirhies a truhe / Ma ray dim he map trugare.
●(1893) IAI 125. eun urz nevez a venac'h, hanvet Itroun Varia a druez, evit dasprena ar brizounerien.
(2) Ur sell a-druez : un regard de pitié.
●(1878) EKG II 56. eur zell a druez a riz c'hoaz ouc'h Herve Soutre.
III. Na vezañ un druez... : être joli, beau...
●(1962) (T) E. ar Barzhig BRUD 16/29. D'an abarde ne oe ket eun druez adarre gweled al loened.
- truezek
- truezettruezet
adj. Apitoyé.
●(1904) ARPA 202. he dad a velas anezhan, ha truezet holl, e tiredas (...) hag e pokas d'ezhan.
- trueziñ / truezal / truezañtrueziñ / truezal / truezañ
v.
I. V. tr.
A. V. tr. d. Plaindre.
●(1876) TDE.BF 643a. truezi eunn den, tr. «assurer que quelqu'un est digne de compassion.» ●(1890) MOA 31. Celui qui a beaucoup souffert, a appris à compatir à l'infortune, tr. «Ar reuzeudik a ve bet goall-gaset, / Trueza ar re-all en devez desket.» ●219a. Assurer que quelqu'un est digne de compassion, tr. «truezi eunn den.»
●(1900) MSJO 70. n'helle ket mirat da druezi ar Verc'hes benniget. ●104. n'hellont ket mirat da druezi an dud paour-ze. ●(1927) KANNgwital 299/88. Tud keiz zo da veza truezet.
B. V. tr. i.
(1) Trueziñ da ub. : s'apitoyer sur qqn.
●(1864) SMM 213. truezit d'ho Salver evel ar vadalen. ●(1868) KMM 144. Grit ma truezin ganeoc'h da Jesus en e bassion. ●(1889) ISV 409. Eanit da druezi dezhan.
●(1911) SKRS II 123. truezi ra d'ar bugel keaz.
(2) Trueziñ ouzh ub. : s'apitoyer sur qqn.
●(1900) MSJO 38. Jesus-Christ (…) a druezas outhi hag a rentas dezhi he guir hag he enor. ●(1907) KANngalon Gouere 437. Truezi a reomp – ha ne ket souez – ouz ar re vez rivinet en eun taol kount.
(3) Trueziñ war ub. : s'apitoyer sur qqn.
●(1964) ABRO 76. Doaniet gant ar gwel eus ar peñse, e truezen war ar verdeidi reuzeudik.
►sans compl.
●(1877) EKG I 160. ma teufe unan-bennag da drueza.
●(1945) GPRV 10. peadra da vrouda ar c'halonou ha d'o lakaat da druezi.
(4) Trueziñ d'an amzer : regretter le temps passé.
●(1876) TDE.BF 643a. truezi d'ann amzer, tr. «regretter le temps passé.»
II. V. intr. Gémir, se plaindre.
●(1909) FHAB C'hwevrer 58. Dâl ma klevas an tri geaz o truezal.
- truezustruezus
adj.
I. Attr./Épith.
A.
(1) Compatissant.
●(1792) CAg 77. Reit teign ur seèll truhéus.
●(1849) LLB 47. Doué perpet truhéus. ●(1880) SAB 95. grit ur zell truezus varnomp.
●(1906) KANngalon Kerzu 276. lavaret (…) pedennou truezuz an Iliz. ●(1913) AVIE 92. get é vadeleh truhéus.
(2) (en plt de qqn) Compatissant.
●(c.1680) NG 137. Jesus a so quen truheus. ●229. tud vat ha truheus. ●(1790) MG 143. bout douce, truhéus ha charitabl.
●(1904) LZBg Meurzh 94. Tud truhéus.
(3) Pitoyable, qui fait pitié.
●(1575) M 213. ho buhez truezus, tr. «leur vie pitoyable.» ●(1633) Nom 215a. Eiulatus, lamentum : brayement, lamentation : cry truezus, cauaou.
●(1659) SCger 92b. pitioiable, tr. «truezus.»
●(1838) OVD 46. na truhéusset-é é stad ! ●(1878) EKG II 45. ar vouez klemmuz ha truezuz am boa klevet. ●302. Truezuz oa, evel a velit, doare an tiad tud-se. ●(1882) BAR 276. na truezuz eo ho stad.
●(1906) HIVL 159. ne fehé ket bout kavet ur stad truhéusoh. ●(1911) BUAZperrot 84. An drugarez, eo ar garantez e kenver an dud a zo truezuz o doare.
(4) Triste.
●(1907) AVKA 95-96. kanet on deus trao truezus, ha n'oc'h eus ket goelet.
B. Bezañ truezus ouzh ub. : avoir pitié de qqn.
●(1727) HB 593. Ha truezus ouz nep ho ped.
●(1904) SKRS I 49. hag hi truezuz meurbed ouz bugale ar broiou pell.
II. Adv.
(1) Avec compassion.
●(c.1825/30) AJC 123. neuse esellen trueus ous abatÿ bopor. ●(1878) EKG II 76. en em gavet e kichenn an treuzou, e tistroaz truezuz varzu ar penn huela da zellet eur veach c'hoaz da viana ouc'h Anna Roue. ●(1889) ISV 121. o sellet truezuz oc'h imach ar Verc'hez.
●(1900) MSJO 152. Mari a stard Jesus var boul he c'halon hag a zell truezus ous Joseph.
(2) Pitoyablement.
●(1902) PIGO I 62. ar c'hi a chom krenn en e za, hag a grog da yudal truezus. ●(1932) GUTO 18. en inéañneu (…) e zemantè truhéus.
- truezusted