Devri

Recherche 'trugar...' : 7 mots trouvés

Page 1 : de trugar (1) à trugarezus (7) :
  • trugar
    trugar

    f.

    (1) Enchantement.

    (1870) MBR 84. Ar mor hag ann avel a ioa mad, ma reugjont hent eunn drugar. ●(1876) TDE.BF 643b. Trugar, s. f., tr. «Plaisir, satisfaction prononcée.»

    (1911) BUAZperrot 159. eur skouer da welet hag eun drugar da glevet. ●276. E gomzou a oa eun drugar o c'hlevet. ●492. eun drugar oa e glevet o kana. ●(1925) FHAB Mae 186. eun drugar oa klevet moueziou drant ha nerzus ar gwazed. ●(1954) VAZA 167. un drugar hepken pa bleg aezenn glouar an hañv da wentañ o fond c’hwek.

    (2) Bezañ un drugar gant ub. : être un enchantement pour qqn.

    (1911) BUAZperrot 81. an doktored a oa eun drugar ganto, klevet e gomzou.

    (3) Gant trugar =

    (1923) KNOL 179. Hag hi da zellet gant trugar.

  • trugarek
    trugarek

    adj.

    (1) Miséricordieux.

    (1499) Ca 204a. Trugarec g. pitieux qui a misericorde daulcun. ●(c.1500) Cb 54a. g. debonnaire / misericors sainctz / piteux / noble. bri. trugarec. ●(1625) Bel 152. Appæsiff à gra Doué hac en rent trugarec da quehela an Beth.

    (1659) SCger 92b. pitoiable, tr. «trugarec.» ●176a. trugarec, tr. «misericordieux.» ●(1741) RO 3348. Tat santel vertuues hac yve trugarec. ●(1732) GReg 628a. Miséricordieux, euse, tr. «trugarecq.» ●(1752) PEll 916. Trugarec Est peu en usage. Le P. Maunoir l'interprète Miséricordieux.

    (2) Trugarek ouzh, e-keñver : reconnaissant à l'égard de.

    (1931) VALL 630b. Reconnaissant, tr. «trugarek (à l'égard de ouz, e-kéñver).»

  • trugarekaat
    trugarekaat

    v. tr. d.

    (1) Avoir pitié de.

    (1499) Ca 204a. Trugarecat g pitoyer / auoir pitie / ou mercy. ●(c.1500) Cb 19b. g. sire ayez merci de nous. b. autrou trugarequeyt deomp.

    (2) Remercier, rendre grâce.

    (c.1500) Cb 100a. [graczou] Jdem est quod gratulor. g. estouyr / ou rendre graces. b. yoeusat / pe trugarequat. ●(1530) Pm 134. trugarecat doe, tr. «remercier Dieu.» ●(1580) G 371. Gant abec quenderou huec eno trugarecaf, tr. «Avec raison, doux cousin, je vous remercie.» ●833. En oz trugarecaf hep tardaf gant laffas, tr. «Je vous remercie, sans tarder, avec raison.» ●974. Itron huec o trugarecaf / Pan ouch duet don groes espressaf, tr. «Douce Dame, je vous remercie ; / Puisque vous êtes venue exprès vers nous.» ●(1621) Mc 6. Nem eux quet caret, trugarequeet Doue ves an graçou. ●79. trugarecat é mat oberou.

    (1659) SCger 103a. remercier, tr. «trugarecat.» ●176a. trugarecat, tr. «remercier.» ●(c.1680) NG 965-966. trugarecat Mari ha Doué en Tat / A hou ol graceu. ●(1727) HB 621. trugarecat Doue evit an donesonou hon eus recevet digantâ. ●(1732) GReg 800a. Remercier, tr. «Trugarecqaat. pr. trugarecqeët. Van[netois] trugarecqât. trougarecqat. pr. eit.» ●Il faut remercier Dieu de tous ses biens faits, tr. «Redd eo trugarecqât Douë eveus e oll vadou.» ●Faire un remerciment à quelqu'un, tr. «trugarecqât ur re-bennac.» ●(1752) BS 792. e drugarecât da veza e affliget en dail-se. (1783) BV 1342-1343. e comeran hardison couls ha pa uen quapap / abeurs an actoret euit ot truquarecqat. ●(1790) MG vii. de zonnèt d'hou trugairicad.

    (1849) LLB 755-756. Ha kent mé cherr en noz, é larant el aben, / Eid en trugairikat, hoah ur hueh ou sonen. ●864. eid hi zrugairékat. ●2088. Trugairikeit Jezus. ●(1860) BAL 22. trugarecait Doue, a zo prized ganta ho selaou. ●(1878) EKG II 119. eur beden galounek a gasiz d'ar Verc'hez evit he zrugarekaat. ●131. me ho trugareka.

    (1904) BOBL 24 septembre 1/1. Ar Bobl, goude trugarekaat ar re a zo deuet dija ken niverus. ●(1909) FHAB Gouere 202. trugarekat a ran an aot. person.

    ►absol.

    (1906) KANngalon Here 232. en eur drugarekâd. (…) lavaret eun oferen evit trugarekât. ●232-233. e vezo dizonjet goudeze trugarekât.

    (3) Ho trugarekaat : merci.

    (1876) TDE.BF 643b. Ho trugarekaat, aotrou, tr. «merci, monsieur ; je vous remercie, monsieur.» ●(1880) SAB 179. ho trugarecaat evit beza va diouallet diouz un eveleb maleur !

    (4) Trugarekaat : merci.

    (1840) EBB 13. trughairicàd mèm brére ine doué, tr. « merci, mon frère en Dieu ».

  • trugarekad
    trugarekad

    s. –où Remerciement.

    (1825) COSp 46. bet mèn é teli monet hun trugarecadeu hac hun bennoh é quevér el liberallan oberour mat e fehai bout ? ●112. ni e zeli quentoh ou receu guet joé ha guet trugarécadeu.

  • trugarez
    trugarez

    f., interj. & prép. –où

    I. F.

    (1) Pitié, merci.

    (1499) Ca 51b. g. crist ayez mercy de nous b. crist haz uez trugarez ouzimp. ●204a. Trugarez g. misericorde mercy. ●(c.1500) Cb 53a. g. crist ayez mercy de nous. b. crist quemer trugarez ouzimp. ●54a. pitie / debonnairete / ou misericorde. b. trugarez. ●(1530) Pm 5. Nep a pet goar he trugarez, tr. «Qui implore humblement sa pitié.» ●(1633) Nom 194a. In fidem accipere, in deditionem accipere : prendre à merci : coumeret á druez, cahout trugarez.

    (1659) SCger 78b. mercy, tr. «trugarez.» ●se rendre a la mercy de quelqu'vn, tr. «en renta e trugarez vre benac.» ●92b. pitié, tr. «trugarez

    (2) Grâce.

    (1854) MMM 320. er guël eus a drugaresou Doué var oc'h ene.

    (3) Miséricorde.

    (1499) Ca 204a. Trugarez g. misericorde mercy. ●(1575) M 2133. Feunten à leuenez, hac à trugarez scler, tr. «La fontaine de joie et de douce miséricorde.»

    (1659) SCger 80a. misericorde, tr. «trugarez

    (1847) BDJ 47. Dihuna he drugarez ha peoc'hât he spered. ●(1860) BAL 347. Oc'h oll drugarez a reket Pardon.

    (1911) BUAZperrot 28. E drugarez e kenver ar bec'herien. ●(1911) BUAZperrot 239. lakât an drugarez hag ar justis d'en em douezia. ●(1912) BUAZpermoal 247. e ouie lakat da gordan an drugare hag ar justis.

    ►[au plur.]

    (1576) H 3. huy eu an tat a trugarezou, tr. « you are the Father of mercies. »

    (4) Ober trugarez da ub. : être miséricordieux envers qqn.

    (c.1680) NG 233-234. Pedamp er Guirhies a truhe / Ma ray dim he map trugare, tr. « Let us pray the Virgin of pity / That her son may grant us mercy. »

    (5) Goulenn trugarez : demander grâce, merci.

    (1866) FHB 84/248a. Mar deu eur goal glenved e c'houlennint trugarez oc'h an nenv.

    (1964) ABRO 141. stlepel a rejont o armoù diouto en ur c'houlenn trugarez.

    (6) Ober trugarez da ub. : faire grâce, pardonner à qqn.

    (1864) SMM 26. Jesus a rai trugarez dezan. ●(1866) FHB 84/254a. Grit trugarez din, rag n'em eus great nemet evel a rit hoc'h unan. ●(1874) FHB 499/227a. Er beden-ze e leverent da vam ar re baour ober trugarez dezo, rag na gredent ket reüz an dud galloudek.

    (7) Ober a drugarez : acte, œuvre de charité.

    (1879) BMN 24. An ober a drugarez-ze ne jomas ket pell heb paeamant. ●(1894) BUZmornik 11. ann oberiou a drugarez.

    (1902) MBKJ 124. o rei aluzenn d'an Oberiou a Drugarez. ●(1911) SKRS II 54. en em ro a greiz kaloun d'an oberou a drugarez. ●(1911) BUAZperrot 194. d'an oberiou a drugarez. ●362. Unan eus an oberou a drugarez m'oa troëta da ober.

    (8) Trugarez da Zoue : grâce à Dieu.

    (1941) DIHU 361/300. Muioh a hoèd e zo eget a zroug, trugaré de Zoué.

    (9) Akt a drugarez =

    (1790) PEdenneu 73. Act a drugairé.

    (10) Rentañ trugarez da : rendre grâce à.

    (1862) BSH 32. Me rent d'ec'h trugarez, leanezed yaouancq.

    (1907) AVKA 196. ma rentas trugareo da Doue !

    (11) Roue an drugarez : surnom de Dieu.

    (1935) SARO 22. en em erbedi, holl asamblez, ouz Roue an drugarez.

    II. Terme de remerciement.

    A. Merci, remerciement.

    (1732) GReg 800a. Remerciment, tr. «Trugarez. trugare. Van[etois] trugare. trougare. trouguére.» ●Faire un remerciment à quelqu'un, tr. «Lavaret trugarez da ur re.»

    (1849) LLB 2091-2092. El labourer eurus e lar mil trugairé / De Jezus, de Vari.

    (1921) PGAZ 5. Bennoz ha trugarez deoc'h, va c'hamarad Lan Inizan.

    B. Trugarez da ub. : merci à.

    (1935) BREI 423/1d. trugarez (...) da Dregastelliz ken amgraüz.

    C. Interj.

    (1) Merci.

    (1580) G 49. Trugarez Roe an glenn, tr. «Merci, Dieu du Monde.» ●153. Trugarez Roe an Ster, tr. «Merci, roi des astres.»

    (1880) SAB 63. eleison, – eluzenn, truez, trugarez !

    (1936) BREI 457/4b. Trugare d'an holl ha keno da vloaz.

    (2) Ho trugarez : merci à vous, je vous remercie.

    (1580) G 105. Ho trugarez Itron quer, tr. «Merci, chère Dame.»

    (1857) HTB 190. mes diwar vreman, hag ho trugarez, e oufei en em gemer evit ober ar gwellan. ●(1870) KTB.ms 15 p 254. – Dont a rafac'h, den iaouank, da brinz Jilot ganen-me. – Ho trugarez, otro, a lâras Yvon, me na ioullan bea prinz Jilot gant den a-bed. ●(1876) TDE.BF 643b. Ho trugarez, aotrou, tr. «merci, monsieur ; je vous remercie, monsieur.»

    (3) Hag ho trugarez : en vous remerciant (formule de politesse).

    (1732) GReg 800a. En vous remerciant, tr. «Hac ho trugarez

    (4) Trugarez da c’houlenn : merci de demander.

    (1912) MELU 317. Trugare da c'houlen a ve respontet gant tud Plounewe Moedek pa c'houlenner digante : Euz pelec'h oc'h ? – Euz Plounewe, trugare da c'houlen.

    III. Prép.

    (1) A-drugarez : grâce à (qqn).

    (14--) N 992. a trugarez Doe so roen bet, tr. «Grâce à Dieu, qui est le roi du monde.»

    (1659) SCger 78b. Dieu mercy, tr. «a drugarez Doue.» ●(1792) GAran 6991. â trugaré un Den Santel. ●8632. a drugaré Salver ar bet.

    (c.1825/30) AJC 2415b. jach ha gallard a drugare ma doué. ●(1888) SBI II 26. Me na on claon a galon, a drugarez Jesus, tr. «Je ne suis pas malade de cœur, par la merci de Jésus !»

    (1909) FHAB Genver 30. Ha brema adarre a drugarez Clemenceau, ema ar Republik dres var he aelou.

    (2) A-drugarez da : grâce à (qqn).

    (1908) PIGO II 171. Goût a rez, Per, ma n'out ket te breman o vrezan stoup en Lanuon, n'e ket a drugare da Julig. ●(1926) FHAB Ebrel 126. a drugarez d'an aotronez Eskibien.

  • trugareziñ
    trugareziñ

    v. tr. i. Trugareziñ ouzh, da ub. : pardonner à qqn.

    (1931) VALL 530b. Pardonner, tr. «trugarezi (ouz, da).»

  • trugarezus
    trugarezus

    adj.

    (1) Miséricordieux.

    (1612) Cnf 69b. AVtrou Doué trugarezus bras.

    (1727) HB 550. o Doue trugarezus. ●(1741) RO 3856. beset trugareus. ●(1732) GReg 628a. Miséricordieux, euse, tr. «Trugarezus

    (1854) MMM 342. tûd qear a gredas oant èn assuranç dindan brotection ar galon drugaresus eus ho salver. ●(1860) BAL 28. Tad trugarezuz d'an oll. ●(1866) HSH 98. Eürus an dud trugarezus. ●(1883) MIL 6. ez eo bet eur roue trugarezus evit he sujidi. ●(1896) SBW 15. Ar Werc'hez trugarezuz, a zeblante d'ehan e selle d'he gad.

    (1907) AVKA 76. Evruz ar re drugareuz. ●(1911) BUAZperrot 164. Ken trugarezuz oa e kenver ar beorien.

    (2) Pitoyable.

    (1659) SCger 92b. pitioiable, tr. «trugarezus

    (3) =

    (1915) MMED 169. hervez ar bromesa trugaresuz en doa great guechall da Abraham.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...