Devri

Recherche 'urzh...' : 10 mots trouvés

Page 1 : de urzh (1) à urzhidigezh (10) :
  • urzh
    urzh

    m./f. –ioù

    I.

    A.

    (1) Ordre, rangement.

    (1499) Ca 80b. Eurz. g. ordre. l. hic ordo / inis. ●(c. 1501) Donoet 23-7-8. urz an prepositiff, urz an subiunctiff h[ac] / urz an comun, tr. « L’ordre du prépositif, l’ordre du subjonctif, et / l’ordre du commun » ●(1633) Nom 120b. Lana rudis, cui facta, vel neta opponitur, lana infecta : laine non encore mise à point : glan na ve hoaz en vrz ma ranquer. ●189a. Acies : armée en ordre : armè en vrz.

    (1659) SCger 86a. Ordre, tr. «Vrz, p. iou.» ●86b. mettre ordre, tr. «lacat vrz.» ●176b. Vrz, tr. «Ordre.»

    (1834) HEB 379. Goude be zalaquet urz vad en e gouent, goude beza etablisset ur reglen vad e-touez e religiuset, e quemeras ar resolution da vont da Rom evit bisita ar beyou eus an Ebestel Sant Per ha Sant Paul, hac ar plaçou all santel pere so var dro Rom.

    (1921) PGAZ 103. ar peoc'h hag an urz vad. ●(1924) FHAB Eost 313 . Eneb d'an dizurz rik, e fell adsevel an urz rik !

    (2) Lakaat urzh war ub. : mettre de l'ordre parmi.

    (1908) FHAB Gouere 202. safari gwalc'h o c'halon, eb ma ve den aliès da lakat urs varno.

    (3) Kemer urzh war ub. : prendre exemple sur qqn.

    (1964) BRUD 17/26. Taol evez mad ha kemer urz warnon.

    (4) Rang.

    (1659) SCger 101a. rang, tr. «vrz.» ●ranger, tr. «laquat dre vrz

    B.

    (1) Ordre, commandement.

    (1732) GReg 384a. J'ai executé l'ordre qu'il m'avoit donné, tr. «Sicutet am eus e urz.» ●677b. Ordre, commendement, tr. «urz. p. urzou. Van[netois] urh. p. urhëu

    (1854) MMM 19. An oll droupou o vesa recevet urs da ziloja.

    (1911) SKRS II 63. dre urz ar vandarinet.

    (2) (droit) Terriñ un urzh : casser une sentence.

    (1852) MML 2. evit ma lacaje ar roue da derri an urs a varo pehini en doa douget. ●(1892) CDFi 22 octobre, 1d. Goude beza klevet eur bern kaosiou aner, n’he deus [= ar c’houarnamant] ket gellet rei he ger da vad, na dougen urz ebed, evit barn hag echui afer Karmaux.

    (3) (droit) Dougen (un) urzh : prendre, édicter une sentence.

    (1852) MML 2. evit ma lacaje ar roue da derri an urs a varo pehini en doa douget.

    (1911) BUAZperrot 21. Maximin a lakeas da dalvezout an ursiou striz a ioa bet douget gant an impalaëred all en e raok.

    (4) War urzh ub. : sur l'odre de qqn.

    (1883) MIL 175. Deis ar gouel, he vansounerien a deuas eta, var he urs, da labourat.

    II. Droit (de faire qqc.).

    (1909) FHAB Kerzu 363. Urz emezo emichans da glask sikour ?

    III. (religion)

    A.

    (1) Ordre religieux.

    (1612) Cnf 36a-b. mar deo bellec, pé cloarec constituet en vn vrz sacrr bennac, pé manach, pé religius. ●(1633) Nom 113b. Toga, palmata, picta, trabea : robbe de l'ordre : sæ an vrz.

    (1732) GReg 614a. Les quatre Ordres mendians, tr. «Ar pévar urz qesteuryen.» ●677b. L'Ordre de Saint Benoît, tr. «Urz Sant Beneat.» ●Les Ordres Religieux, tr. «an urzou a Religiused.» ●(1790) Ismar 429. Bout-ç'ou seih Urh : puar e hanhuér Urheu bihan ; ha tri e hanhuér Urheu bras.

    (1868) FHB 186/239b. Ar pevar urs bihan. ●(1882) BAR 231. eun urz relijiuz. ●(1888) LTU 7. ann trede euz a dri Urs (...) sevel tri Urs Relijiuset.

    (1909) MMEK 233. Sant Franses en doa savet diou urz. ●(1911) BUAZperrot 425. eun urz menec'h. ●184. nevezi tri urz sant Fransez. ●(1915) MMED 240. en eun urz menec'h, striz ar reolen ennan. ●(1928) BFSA 134. Aotrea a reas diou Urz nevez-savet. ●(1935) ANTO 35. Ar menec’h : leaned, leanezed, relijiuzed a bep urz, p’en em roont da Zoue, a ra ar gwestlou a sentidigez, a c’hlanded (chasteté) hag a baourantez. ●(1945) GPRV 165. An Teir urz brudet.

    (2) Urzh bihan, munut : ordre mineur.

    (1909) FHAB C'hwevrer 45. goude beza resevet an urziou munut. ●(1914) KANNgwital 135/377. An Urziou munut. (...) Ped urz munut zo ? – Pevar : porzier, lenner, stolier, akolit. ●(1935) BREI 390/4a. An Urziou bihan da 40 kloareg. ●(1936) BREI 441/3b. 31 kloareg o deus digemeret an Urziou bihan.

    (3) Urzh bras, meur, sakr : ordre majeur.

    (1914) KANNgwital 136/389. An Urziou huela a vez galvet an Urziou Sakr. Tri zo anezho : an Abostoler, an Avieler hag ar Velegiach. ●(1914) KANNgwital 137/401. Ar c'henta eo eus an tri urz meur. ●(1914) KANNgwital 139/426. resevet an urziou braz.

    (4) Sakramant an Urzh : sacrement de l’ordre (imposition des mains).

    (1900) MSJO 226. Jesus a lavare d'he Ebestel goude beza roet Sakramant an Urs.

    B. [type d’ordre religieux]

    (1) Urzh sant Frañsez : ordre des franciscains.

    (1893) IAI 114. sant Bonavantur euz a urz sant Fransez.

    (2) Urzh an Dreinded Sakr : ordre de la sainte Trinité.

    (1893) IAI 124. urz an Dreinded zakr.

    (3) Urzh Marc’heion : odrdre de chevalerie.

    (1893) IAI 125. Tri urz Marc’herien.

    (4) Trede-Urzh : Tiers-Ordre (franciscain).

    (1893) IAI 113. hanvet Trede-urz, evit ar re oll, gwazed pe verc’hed, ne ellent ket kuitaat ar bed.

    C. [au plur.] Kaout an urzhioù diwezhañ : être extrémisé.

    (1931) VALL 288. être extrémisé, tr. «kaout e urziou diweza

    IV. (chevalerie ; histoire) Urzh an Ermin(ig) : Ordre de l’Hermine.

    (1744) L’Arm 260b-261a. Ordre, Chevalerie (...) De l’Hermine, (en 1365. par Jean. V. Duc de Bretagne, dit le Vaillant.), tr. «Urh enn Hêrmine

    (1941) FHAB Gwengolo/Here 80a. tro-c’houzoug urz an erminig.

  • urzhañ .2
    urzhañ .2

    voir eurc'hat

  • urzhañ / urzhiañ .1
    urzhañ / urzhiañ .1

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Ordonner, arranger, organiser.

    (1857) HTB 76. urza hon afferou.

    (1902) LZBt Du 19. vel ma c'her da welet, Doue a urze peb tra evit ar gwella. ●(1903) MBJJ 3. Ar re-man eman war o c'hont urzan pep tra, hag hen ober a reont mad-tre. ●95. urzan peb tra en kær hag er vro stag outi. ●(1912) BUAZpermoal 807. urzan 'vel zo dleet manati Cerfroid. ●(1920) LZBt Meurzh 15. netra d'ober nemet nêtat hag urzan peb tra e-barz. ●(1924) FHAB Genver 2. urza va frezegenn. ●(1931) VALL 37a. Arranger, tr. «urzia.» ●515b. Ordonnancer, tr. «urzia.» ●Ordonner, disposer, tr. «urzia.» ●(1935) BREI 424/3c. Ret eo boda, urzia an engroez micherourien.

    (2) (religion) Ordonner.

    (1907) PERS 56. An Aot. Vianney a oue eta urzet Abostol. ●(1931) VALL 515b. Ordonner ; conférer les ordres, tr. «urzia

    (3) Élever (des enfants).

    (1971) BAHE 68/25. ar vugale-se ne vezont ket urzhiet (urjet, hervez an distagadur tregeriek) Ar vugale-se n'int ket urzhiet-mat, renet-mat gant o zud, desavet evel ma'z eo dleet.

    II. Ordonner (de faire qqc.).

    (1852) MML 153. contant ec'h oun da ober ar pes a vo urzet d'hîn. ●(1896) LZBt Mae 7. urzet e 'noa lac'ha kement Bagaya e oa 'nhe rouantelez.

    (1922) SAIL 7. Iltud a zavas eun iliz evel ma oa urzet d'ean.

  • urzhaz
    urzhaz

    m. Hiérarchie.

    (1931) VALL 361a. Hiérarchie, tr. «urzaz m. (d'après gallois).» ●(1962) BAHE 30/1. Pennoù an Urzhaz Katolik.

  • urzher
    urzher

    m. –ion Personne qui a commandé qqc.

    (1907) AVKA 34. kemeret ha kaset da urzer ar pred.

  • urzhet
    urzhet

    adj. Qui a de l'ordre.

    (1866) LZBt Genver 67. tud urzet ha disket-mad.

  • urzhiadur
    urzhiadur

    m. –ioù

    (1) Ordonnance, ordre, arrangement.

    (1931) VALL 37a. Arrangement, tr. «urziadur m.» ●515b. Ordonnance, tr. «urziadur m.» ●Ordre, tr. «urziadur m.»

    (2) (religion) Ordination.

    (1931) VALL 515b. Ordination, tr. «urziadur(-beleg) m.»

  • urzhiañ
    urzhiañ

    voir urzhañ

  • urzhiata
    urzhiata

    v. tr. d. Ordonnancer.

    (1931) VALL 515b. Ordonnancer, tr. «urziata

  • urzhidigezh
    urzhidigezh

    f.

    (1) Ordre.

    (1931) VALL 515b. Ordre mis dans qqc., tr. «urzidigez f.»

    (2) (religion) Ordination.

    (1732) GReg 677a. Ordination, tr. «Urzidiguez.» ●Monseigneur l'Evêque va bien-tôt faire l'Ordination, tr. «An autrou 'n escop a yelo souden da ober an urzidiguez

    (1931) VALL 515b. Ordination, tr. «urzidigez(-veleg) f.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...