Devri

Recherche '"yac'h"...' : 18 mots trouvés

Page 1 : de yach-1 (1) à yac_husted (18) :
  • yac'h .1
    yac'h .1

    adj.

    I. Attr./Épith.

    (1) Sain, en bonne santé.

    ●(11--) Hil 243. hiac, hiac altro Hilarius, tr. « En bonne santé, en bonne santé, Sieur Hilaire ! » (hiac compte pour deux syllabes). ●(1499) Ca 208b. Yach. g. sain. ●(1633) Nom 13a. Corpus integrum, sanum, salubre : corps sain & dispost : corf yach, crè ha dispos. ●264b. Phagedæna : farcin : vn seurt gouly á breïn an quicq yach, farcill.

    ●(1659) SCger 107b. sain, tr. «yac'h.»

    ●(1857) CBF 43. Iac'h oc'h-hu ? Evel-evel, tr. «Vous vous portez bien ? Couci-couci.»

    (2) Bon, bien donné (en plt d'un coup, d'une raclée, etc.).

    ●(1907) BOBL 04 mai 136/2f. hag am eus tapet eur frotaden iac'h ! ●(1926) FHAB Meurzh 99. lamm o deus bet siouas gant ar Zôzon ha lamm yac'h, pa rankjont, unan a zaou, plegi beteg an douar, pe skarza ar vro.

    (3) Bon, sans défauts.

    ●(1857) CBF 118. Chetu aze brezonek iac'h ! tr. «Voilà du bon breton !»

    ●(1900) MSJO viii. brezounek iac'h. ●(1912) KANNgwital 118/182. Evit beza brezounek, n'eo ket brezounek iac'h, sur. ●(1921) PGAZ 20. Dezki a reaz d'ezho eur brezoneg iac'h. ●(1934) PONT 9. Ar geriou-ze a zo brezoneg yac'h.

    (4) (en plt des coups à boire) Bien servi.

    ●(1902) PIGO I 157. Eur banne jistr yac'h a oa ive. ●(1947) YNVL 41. Ha me 'gred e talv an dra-se ur banne yac'h !

    (5) Solide.

    ●(1913) DIHU 92/215. Hag un tam koed iah é ! ●(1934) MAAZ 7. Bout en des unan [ur vah dien] me mam de veskein amonen. Hag unan iah é ; kredet mat.

    (6) Costaud, fort.

    ●(1929) MKRN 88. petra bennak ma zo bet a holl viskoaz paotred iac'h e-mesk masonerien Gourin, tr. «et cependant la corporation a toujours compté de forts gaillards à Gourin.»

    (7) (plt du vent) Frais.

    ●(1963) EGRH II 118. yac’h a., tr. « frais (en plt du vent). »

    (8) Yac’h ha divac’hagn : sain et sauf.

    ●(1874) FHB 472/10a. re all hag a zo iac'h ha divac'hagn. ●(1878) EKG II 197. iac'h ha divac'hagn.

    ●(1900) BUSF 22. iah ha divahin.

    II. Adv.

    A.

    (1) Parfaitement.

    ●(1921) FHAB Mae 119. elec'h ma kord ken yac'h an diou vouez an eil gant eben.

    (2) Juste, justement, à point nommé.

    ●(1926) FHAB Mezheven 227. Doue a gomzas neuze hag e komzas yac'h ! ●(1939) MGGD 13. Ar c'hentrou a vroudas yac'h kostezennou al loen. ●(1939) KLDZgwal 126/38. Skei a rejont yac'h war zor an ti.

    B. Sainement (bien).

    ●(1580) G 1200. mat ha yach me mach ma sachat, tr. «Bien et sainement je serre ma sachée.»

    ●(1955) STBJ 40. Met klevet o devoa gantañ, an dud-se, o fegement yac'h ha diflat. ●75. e-lec'h ma voe freet yac'h, evel just, evit tenna diouta ar c'hoant d'ober droug. ●85. stardet yac'h mekanik pe starderez ar c'harr. ●(1964) YHAO 121. ar c'helien a bege yac'h.

    III. (blason populaire) Yac’hoc’hed : surnom des habitants de Guidel.

    ●(1911) DIHU 70/240. É Guidél nen des nameit Foéuerion e lar lod. Rah é mant Iahohed e lar réral. (Iahoh e za a iah oh.É Guidél, a pe gavér un dén e anaùér é larér berpet : bonjour, iah oh ? Hag é reskondér : tammigeu, na hui ? ●(1947) BRMO 32. les gens de Guidel étaient dits Iah oh (car ils prononçaient ces deux syllabes pour s'enquérir de la santé des gens).

    IV.

    (1) Yac'h evel ur pesk : voir pesk.

    (2) Yac'h evel ur pesk en dour : voir pesk.

    (3) Yac'h evel ur c'hloc'h : voir kloc'h.

    (4) Yac'h evel ar beuz : voir beuz.

    (5) Yac'h evel un tach : voir tach.

  • yac'h .2
    yac'h .2

    m. Klask ar yac'h da ub. : trop forcer qqn.

    ●(1924) NFLO (ms. BRM Rennes). forcer. tu me forces de trop, tr. «klask a rez ar yac’h d’in.»

  • yac'h-beuz
    yac'h-beuz

    adj. En parfaite santé.

    ●(1909) LZBt Du 35 (T). Kerkent en em gavaz iac’h beuz. ●(1973) SKVT ii 88. Yac’h-beuz eo memes.

  • yac'h-bev
    yac'h-bev

    adj. En parfaite santé.

    ●(1839) BSI 110. hac e tistroas d'ar $$$guær yac'h-beo. ●152. en e saô ha yac'h beo.

  • yac'h-bloc'h
    yac'h-bloc'h

    adj. En parfaite santé.

    ●(1931) VALL 671a. parfaitement sain, tr. «yac'h-bloc'h.»

  • yac'h-kloc'h
    yac'h-kloc'h

    adj. En parfaite santé.

    ●(1732) GReg 838b. Qui est sain, qui joüit d'une santé parfaite, tr. «yac'h-cloc'h.»

  • yac'h-pesk
    yac'h-pesk

    adj. En parfaite santé.

    ●(1732) GReg 838b. Qui est sain, qui jouit d'une santé parfaite, tr. «yac'h-pesq.»

    ●(1889) ISV 105. Abaoue, ar bugel a so iac'h pesk. ●195. Loiza zo ruz he fenn hag e deus ar c'houbari da veza iac'h pesk.

    ●(1925) BILZ 120. A-benn eun nebeud devejou, ho merc'h, itron, a vo yac'h-pesk.

  • yac'h-pilh
    yac'h-pilh

    adj. En parfaite santé.

    ●(1935) BREI 426/1b. eur vuhez yac'h-pilh. ●(1939) KTMT 156. yac'h-pilh eo zoken. ●198. eun den yac'h-pilh.

  • yac'haat
    yac'haat

    v.

    I. V. intr. Guérir.

    ●(1732) GReg 477a. Guérir, recouvrer sa santé, tr. «yac'haat. pr. yac'heët.» ●Il guérira dans peu, tr. «Yac'haat a rayo abarz nemeur amser.»

    ●(1903) MBJJ 25. dont dioustu da laouennaat ha da yac'haat. ●(1924) BILZbubr 42/976. rei d'ê nerz da drec'hi war ar c'hlenved, ha da yac'haat.

    II. V. tr. d.

    (1) Yac'haat (ub.) diouzh ur c'hleñved : guérir qqn d'une maladie.

    ●(1904) BSAB 13. e yac'heaz eus klenved ar warizi eur gwaz. ●(1911) BUAZperrot 485. meur a hini a yac'heas diouz klenvejou bras.

    (2) Guérir (qqn).

    ●(1876) KTB.ms 14 p 59. e c'halli lavaret e iac'haï ar c'hlanvour. ●(18--) KTB.ms 14 p 66. ar pez a zo red ewit ma iac'haad.

    ●(1902) PIGO I 179. ha kement-ze o yac'hao. ●(1925) BILZ 133-134. [ar zent] Yac'haat a rênt an dud klanv.

    ►absol.

    ●(1857) AVImaheu 42. yachat én déieu er Sabbat.

    (3) Guérir (une maladie, une blessure, etc.).

    ●(c.1500) Cb [yachat]. g. sainer / guerir. b. yachat.

    ●(1612) Cnf 2a. yachat an cleffeueiou eues an eneff. ●23a. Iachat gant osill membro torret. ●77b. Iachat an goulyou ves hon eneffou.

    ●(1852) MML 3. iac'haat hon gouliou. ●(1857) AVImaheu 11. de yac'hat quement clinhuet, ha quement gouander.

    ●(1925) BILZ 136. Gwechall e yac'hae ar goanvennou. ●(1927) LZBt Genver 7. klenved ar spered na ve iac'haet na fonnus nag êzet.

    (4) par ext. Améliorer.

    ●(1871) FHB 310/387a. hag evit iac'haat an douar lagennek-ze, e tigoras kaniou evit cas an dour sac'h euz an draonien da eur sterig a ioa er c'harter.

    (5) Assainir.

    ●(1905) BOBL 28 octobre 58/1b. braoaat ha iac'haat kear. ●(1911) BUAZperrot 385. An holen a vlaz, a vir hag a yac'ha an traou.

    (6) Donner la santé à.

    ●(1927) KANNkerzevod 8/15. Al labour hag ar bedenn / A vag hag a yac'ha an den.

    III. V. pron. réfl. En em yac'haat.

    (1) Se guérir.

    ●(1710) IN I 18. d'en em burgi ha d'en em yac'haat.

    (2) En em yac'haat diouzh : se guérir de.

    ●(1710) IN I 261. difficil bras vezo d'an hini a vezo blecet ive gant ar garantez foll-se, en em yac'haat diouthi.

  • yac'haer
    yac'haer

    m. –ion Guérisseur.

    ●(1876) TDE.BF 802. Peurvuia ar gwin a laz muioc'h a dud / Eget ne bare iac'haer gant he holl vrud.»

    ●(1902) PIGO I 74. Peurvuian ar gwin a laz muioc'h a dud / Evit na bare yac'haer gant e holl vrud. ●(1918) LZBt Mae 27. ar veudeusined hag ar yac'haerien dud a zo kindirvi gompoez.

  • yac'haet
    yac'haet

    adj. Guéri.

    ●(c.1680) NG 103. Pen du iahait hun gouilieu, tr. « Since our wounds are healed. »

  • yac'hañ
    yac'hañ

    v. [empl. comme subst.] =

    ●(1975) LLMM 170/186. a-hed an deiz e kleved : « yachañ, stardañ ! yachañ, stardañ ! yachañ, stardañ ! » p’edo ar baotred, lod o sachañ war ar fun hag unan all, pignet war ar c’harr o sachañ eus e du goude bezañ lakaet penn ar fun da dremen dre doulloù ar vranell. ●note à yachañ : « sachañ. »

  • yac'haus
    yac'haus

    adj. Salutaire, bon pour la santé.

    ●(1931) VALL 673a. Salutaire, tr. «yac'haüs.» ●(1943) HERV 71. Tostaat a rajont ouz ar feunteun mac'h evas gwechall Salaun eus he dour yac'haus.

  • yac'honi
    yac'honi

    f. Pureté.

    ●(1940) DIHU 354/174. iahoni hé goed.

  • yac'hus
    yac'hus

    adj.

    (1) Sain, salubre.

    ●(1732) GReg 910b. La température de l'air contribuë beaucoup à la santé, tr. «An témps eus a un ear mad a so yac'hus, ou, yec'hedus.»

    ●(1844) LZBg 2l blezad-1añ lodenn 91. seuel tyér (...) yahussoh. ●(1860) BAL 81. an ear vad ac an ezen iac'huz. ●(1869) FHB 247/303a. Avalou douar bet nevezet ne d'int ket iac'hus na da dud na da chatal. ●(1870) FHB 273/95b. eun toul ti iac'husoc'h. ●(1872) ROU 107a-b. Neket iac'huz beilla pell, sevel mintin a zo gvell, tr. «les longues veillées nuisent à la santé.»

    ●(1903) MBJJ 79. Dour ar vro-man nan eo ket yac'huz d'evan. ●92. en broio ha nan int ket goall yac'huz. ●(1907) PERS 65. ar vro n'eo ket goall iac'huz. ●(1907) FHAB Mae 96. eun ty yac'hus. ●(1919) FHAB Here 103. o terc'hel ho ti yac'hus. ●(1928) BFSA 249. eur vro yac'husoc'h. ●(1933) OALD 45/214. eur boued yac'hus.

    (2) sens fig. Salutaire.

    ●(1908) FHAB Mae 138. kelennadurez yac'huz ar c'hazetennou kristen. ●(1931) VALL 673a. Salutaire, tr. «yac'hus.»

  • yac'husaat
    yac'husaat

    v. tr. d. Assainir.

    ●(1866) FHB 65/98a. an avel o iac'hussat an ear. ●(1866) FHB 75/181b. Lezenn evit iac'hussat ar vro.

    ●(1931) VALL 40a. Assainir, tr. «yac'husaat.»

  • yac'husadur
    yac'husadur

    m. Assainissement.

    ●(1931) VALL 40a. Assainissement, tr. «yac'husadur m.»

  • yac'husted
    yac'husted

    f. Salubrité.

    ●(1931) VALL 673a. Salubrité, tr. «yac'husted f.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...