Devri

Recherche '"yec'hed"...' : 10 mots trouvés

Page 1 : de yeched (1) à yec_hedusted (10) :
  • yec'hed
    yec'hed

    m. –où

    I.

    A. Santé.

    ●(1499) Ca 208b. g. sante. b. yechet. ●yechet in iach vide. ●(1530) Pm 155. Dan tut loffr goude nech ez renthe ho iec'het, tr. «Aux lépreux, après leur douleur, il rendait la santé.»

    ●(1659) SCger 107b. santé, tr. «yec'het.» ●(1687) MArtin 3. Em lazan en cris ho jec'het. ●(1790) MG 416. en dud ag er béd (…) e daul ar en devotion er vlam hag er oast a hé yéhæd revinnét deja é chervige er béd.

    ●(1818) HJC 54. eit reign er iahad di vab. ●(1834) SIM 178. ul lic'hiden noazus bras d'ar yec'hed. ●(1835) AMV 29. A gant a hini a zo bet guelet ho vont da gousquet leun a yec'het, pere, en deiz var-lerc'h, a so bet caset d'ar bez ! ●(1854) PSA I 305. er yahad d'er ré clan. ●(1857) LVH 52. én é yahad. ●(1857) CBF 4. Iec'hed mad d'id, Iopik, tr. «Porte-toi bien, mon petit Joseph.» ●(1867) BSSo 24. er yehaid e oé deit dehan én dro.

    ●(1903) MBJJ 92. dismantr yec'hed ha bue en broio ha nan int ket goall yac'huz. ●(1911) BUAZperrot 795. El labour ema ar yec'hed. ●(1934) PONT 202. Met siouas ! e yec'hed a vije atao o c'hoari da fall.

    B.

    (1) Bezañ war e yec'hed : être en bonne santé.

    ●(1854) MMM 303. p'edo var ê yec'het. ●(1860) BAL 9. endra ma ema var e iec'het. ●(1868) KMM 198. en dra ma emaouc'h var ho iec'hed.

    ●(1904) SKRS I 214. keit ha m'edo var he yec'hed. ●(1911) BUAZperrot 803. ne c'hell ket hor c'horf beza var e yec'hed mar deo klanv hon ene. ●(1912) KANNgwital 110/3. Pell a ioa n'edo ket var he iec'hed. ●(1921) PGAZ 27. o veza n'edo ket var he iec'hed. ●(1958) BRUD 5/78. Hag an dud 'barz an ti-mañ, / Hag int war o yehed ?

    (2) E-kreiz e yec'hed : dans la force de l'âge, en pleine santé.

    ●(1687) MArtin 3. Em lazan en cris ho jec'het.

    (3) Dougen yec'hed : bien se porter.

    ●(1857) HTB 27. bean eo-han eurusoc'h, dougen a ra-han gwelloc'h iec'het ?

    (4) =

    ●(1903) MBJJ 240. Daou bod gouket hir (...) eo ar yec'hed o gwelet.

    (5) Kavout ar yec'hed : retrouver la santé.

    ●(1920) FHAB Meurzh 268. n'euz forz pe seurt tersien ha pe seurt klenved o devoa ezamant ha yec'hed a gavent holl gantan.

    (6) Kaout d'ober gant e yec'hed : avoir des problèmes, des ennuis de santé.

    ●(1963) BAHE 35/59. Abaoe pell'zo en devoa d'ober gant e yec'hed.

    II.

    A.

    (1) Sevel, lavaret, dougen ur yec’hed/yec’hedoù : porter un toast.

    ●(1766) MM 1316. a meurà yec’het asav-jont.

    ●(1877) FHB (3e série) 3/24a. Setu discarget an hanter litrad diveza, lavaret iec’hedou.

    ●(1965) LLMM 109/88. ar c’hiz a oa da zougen yec’hedoù.

    (2) [Toast porté] Yec’hed mat : bonne santé.

    (3) [Salutation] Yec’hed mat. cf. eurvad, demat, boñjour, deboñjour.

    ●(1834-1840) BBZcarn I 176a. ierhet mat doh tut an ti mé, tr. « Bonne santé à vous, gens de cette maison »

    (4) Ober yec’hed d’ub. : porter un toast à qqn.

    ●(1938) CDFi 2 avril. diskenn d’eomp bep a vanne, Per, hag eun all d’it d’ober yec’hed d’eomp.

    (5) Da yec’hed u.b. : à la santé de qqu’un.

    ●(1840) EBB 13. En choquant les verres, on dit : d’hou yehèd, tr. « à votre santé ».

    (6) sens fig. (C’est un) plaisir, un bonheur, un enchantement.

    ●(1924) ARVG Eost 189. Eur yec’hed a voe klevet e brezegenn helavar. ●(1935) BREI 412/4a. eur yec’hed o gwelet o tont a vandenn. ●(1963) BAHE 35/36. memes c’hoazh en e gozhni ’oa ur yec’hed klevet anezhañ o faoutiñ brezhoneg gant an tol (lire : taol) gallek.

    B. [vocatif] Yec’hed da ub. ! : santé !

    ●(1947) YNVL 88. Hag ar berv !... Yec’hed deoc’h, Ronan.

    C. [pluriel] Yec’hedoù.

    (1) Toast (porté).

    ●(1903) CDFi août-septembre (d’après KBSA 61). goude yec’hedou gant bep a chopinad sistr eus an hini gwella. ●(1935) NOME 78. C’hoarzadeg. Eva a reont. Yec’hedou. Kan ha koroll. ●(1963) EGRH II 118. yec’hedoù !, tr. « à la santé de tout le monde ! (formule avant de boire). »

    (2) Salutation.

    ●(1869) BEN 914a. Bennoz d’e-oc’h, paeron, eme Venedisite, ha iec’hedou. ●916a. Ho trugarekaat, eme Venedisite, n’em euz ket amzer da zale ; kenavezo ha iec’hedou.

  • yec'hedigezh
    yec'hedigezh

    f. =

    ●(1847) MDM 142. eur iec'hedigez evid an holl.

  • yec'hediñ
    yec'hediñ

    v. tr. i. Yec'hediñ da ub. : porter un toast à qqn.

    ●(1874) FHB 477/54a. Var ho meno, eun devez ho divije ezomm euz ar gwerr-ze da iec'hedi da Herri V e rouantelez he dud koz.

  • yec'hedoniezh
    yec'hedoniezh

    f. Hygiène.

    ●(1920) MVRO 59/1c. Ar yec'hedoniez (hygiène) n'eo ket c'hoaz heuliet striz awalc'h he lezennou.

  • yec'hedoù
    yec'hedoù

    voir sous yec'hed C.

  • yec'hedour
    yec'hedour

    m. –ion Hygiéniste.

    ●(1931) VALL 369a. Hygiéniste, tr. «yec'hedour.»

  • yec'hedouriezh
    yec'hedouriezh

    f. Hygiène.

    ●(1919) MVRO 5/2a. Enseller an départamant evit yec'hedouriez an holl.

  • yec'hedus
    yec'hedus

    adj.

    (1) Sain, bon pour la santé.

    ●(1732) GReg 24a. L'air y est malsain, tr. «ne de qet yec'hedus an ær eno.» ●910b. La température de l'air contribuë beaucoup à la santé, tr. «An témps eus a un ear mad a so yac'hus, ou, yec'hedus.»

    ●(c.1820) COF 19. Ar viou fresq diouc'h an nos / Zo yac'hedus abars repos, / gant e neuyo ar veleyen / Ebars er vi var al lezen. ●(1847) MDM 224. ho tiez nebeud iec'hedus. ●(1857) CBF 17. Ann ear hag hen zo iec'heduz enn-hi ? ●(1868) FHB 200/350a. eur bévans quén iéc'hedus. ●(1903) MBJJ 143. eun evach ken yec'heduz. ●(1906) BOBL 07 juillet 94/1a. penoz eo iec'hedus chom heb labourat eun devez var seiz. ●(1908) FHAB Gouere 195. eo yec'hedus caout ear ha sclerijen. ●(1931) VALL 673a. Salubre, tr. «yec'hedus.»

    (2) Qui guérit, ramène la santé.

    ●(1855) MAV 4. eul louzou iec'heduz.

    (3) En bonne santé.

    ●(1860) BAL 47. pe e vezin bet iec'heduz pe dalh-mad clanv. ●(18--) SAQ I 216. N'oa ket eun den iec'heduz.

  • yec'hedusaat
    yec'hedusaat

    v.

    (1) V. intr. Devenir plus hygiénique.

    ●(1931) VALL 369a. devenir (plus) hygiénique, tr. «yec'hedusaat.»

    (2) V. tr. d. Rendre plus hygiénique.

    ●(1931) VALL 369a. rendre (plus) hygiénique, tr. «yec'hedusaat.»

  • yec'hedusted
    yec'hedusted

    f.

    (1) Qualité de ce qui est hygiénique.

    ●(1931) VALL 369a. Qualité de ce qui est hygiénique, tr. «yec'hedusted f.»

    (2) Salubrité.

    ●(1931) VALL 673a. Salubrité, tr. «yec'hedusted f.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...