v.
I. V. tr. d.
(1) Tenir.
●(1499) Ca 57a. Delc'hell. vide in derchell cest tout vng. ●58a. Derchell. g. tenir. ●(1554) Moeam 7. Ez dalcho én é vos deiz ha nos dindanhaff. ●(1576) H 52. hac entre an confirmet hac an heny en delech da confirmafu, tr. « and between the confirmed and him who holds him to be confirmed. » ●(1612) Cnf 62b. ezoar bet contraignet de derchell chadennet en é cambr.
●(1906) KANngalon Gwengolo 208. Kerdign an de a ioa dalc'het gant ar prefet.
(2) Derc'hel udb. da ub. = (?).
●(1938) SAV 11/28. Eun den diegus eo diaes awalc'h d'ezan derc'hel boued d'eur c'horf distambouc'h da ehana. ●(1955) STBJ 84. ne veze ket dalc'het boued dezañ d'ober eur seurt micher. ●102. pa oant gouest da zerc'hel d'o mab kement a draou brao da forana.
(3) Derc'hel bara da ub. =
●(1868) KMM 105. eb den ebed da zelc'her bara deza, nemet ur mab.
●(1908) FHAB Du 330. ne ouzon mui da beleac'h mont evit derc'hel bara deoc'h. ●(1929) EMPA 4. hag evit derc'hel d'imp eun tamm bara ! ●(1982) TKRH 116. e vuhez a stourm hag a boan evit derc'hel bara ha serriñ un draig bennak evit e vugale war e lerc'h. ●160. en un amzer ma oa ken start derc'hel bara.
(4) Attraper, prendre, capturer.
●(14--) N 288-292. Deomp voar roez da clasq an goezet / (…) Donet a duy bras ha bihan / A dalchimp glan a vnanou, tr. «Venons chasser les animaux sauvages sur la clairière / (…) Ils viendront, grands et petits, / Et nous les prendrons tous un à un.» ●(1633) Nom 150a. Cymba oria : nacelle à pescher : vn barq da derchel pesquet. ●174a. Vetriculum & cuerriculum : filé, verfueil, seine : roüet pe filèen da derchell pesquet. ●Exipulæ : encloture de verges ou d'autre chose pour prendre les poissons aux coulants des eaux : an cloturic á grær á guyal pe á traezou all euit derchell pesquet en dour ret. ●175a. Endago, reticulata indago, carbaseum septum : toiles pour enuironner vn bois, panneaux, tente de filets : liennou da anuirouniff vn coat, rouegou á dro da derchel an loen.
●(1879) GDI 82. dêc cluyar en doé dalhet é giboès.
●(1905) BREH 43. aveit dalhein en dud a ziar er mézeu. ●(1907) BSPD I 660. Doh tu, er goarnour e zavé soudarded eit en derhel. ●681. n'ou doé nehoah dalhed tra hed en noz. ●(1907) BSPD II 273. hanen e hras en derhel, hag en degas d'er gér a Nol. ●(1908) AVES 45. én arben ag en taul pesked ou doé dalhet. ●(1922) IATA 42. peur e teuï gant da rastel ledan aman da zelc'her bizin ?
(5) Derc'hel lec'h ub. : remplacer, représenter qqn, officier à sa place.
●(1790) MG 152. En escob, péhani e zalh léh en Eutru-Doué én hur hevir.
●(1856) GRD 226. er bélêg e zalh léh en Eutru Doué. ●(1868) FHB 199/337a. evit ar re a zalc'he leac'h dezhan var an douar.
●(1915) HBPR 58. An aotrou Le Roux, kure Lambezellec, a ia da Sizun da zerc'hel leac'h an aotrou Floc'h. ●223. Eur beleg touer, (...) a ieaz da zerc'hel leac'h beleien fall. ●(1929) MANO 73. Gwella ma c'hellas e talc'has lec'h ar person. ●(1934) PONT 65. He zaou hanter-vreur a zalc'he e leac'h evit labourat.
(6) Derc'hel ub. d'ober udb. =
●(1903) MBJJ 174. larout a rafe 'nen merc'hodenno a dalc'her da jachan warne gant eun neuden 'vit o delc'hel da finval.
(7) spécial. Tenir qqn sur les fonds baptismaux.
●(1790) MG 138. ha deliét-è chonge eit en derhel, tud e vihue é doujance Doué.
(8) (agriculture) Élever.
●(1977) VWMZ 73. (Treboull) moc'h emañ hi o terc'hel.
(9) (en plt des femelles) Retenir, être fécondée.
►absol.
●(1744) L'Arm 172a. Genisse (…) Elle est pleine, tr. «Dalhed i-déss.»
●(1909) BROU 222. (Eusa) On prononce : Delc'heur, quelque fois : delc'har – Ce mot se dit aussi absolument des femelles qui gardent ou rejettent le sperme : Ar gazek ne zalc'h ket.
(10) Derc'hel penn da ub. : tenir compagnie à qqn.
●(1857) HTB 111. He c'hoar-all a choumas da zerc'hel penn d'he mam, o heul an eil hag eben eur vuez euz ar santela.
(11) Derc'hel penn da ub. : tenir tête à qqn.
●(1911) BUAZperrot 135. Nikun ne c’hell derc’hel penn d’ezan. ●(1916) KANNlandunvez 53/375. mes dourn Doue a skor c’hoaz hor bro pe guir e sikour anezhan da zelc’her penn d’he enebourien ken gallouduz, ha roet dezhan ar gounid meur a dro.
(12) Derc'hel kaoz gant ub. : s'entretenir avec qqn.
●(1903) MBJJ 3. plijout 'ra d'ean delc'hel kauz ganimp.
(13) Derc'hel ub. a-sav : faire s'arrêter qqn.
●(1907) PERS 314. N'helle morse mont d'an iliz (…) heb beza diarbennet, dalc'het a za.
(14) Derc'hel stad a, eus : tenir compte de, être fier de.
●(1862) JKS.lam 303. Tud zo hag a zalc'h muioc'h a stad euz a varnedigesiou ann dud eget na zalc'hont euz a varnedigesiou Doue. ●422. N'euz den evit servicha daou vestr ; rak (…) pe e talc'ho stad euz ann eil hag e raio fae war egile.
●(1907) VBFV.fb 21. tenir compte, tr. «derhel stad.» ●(1913) AVIE 260. hemb derhel stad a gement sé.
(15) Derc'hel douetañs diwar-benn ub. : nourrir un doute à l'égard de qqn.
●(1935) SARO 18. Den ebet mui ne zalc'he douetans diwar e benn.
(16) Derc'hel anv : maintenir le souvenir.
●(1911) BUAZperrot 580. Evit derc'hel hano eus eur burzud ker bras, Doue a voullas e roudou var ar ster.
(17) Derc'hel kriz : tenir bon, ne pas se décourager.
●(1910) ISBR 57. Luner e zalhé kri hag e aséé rein kalon d'é veneh ha d'é dud.
(18) absol. Se contenir.
●(1872) ROU 78b. Je me suis contenu, tr. «dalc'hed em euz ganein.»
(19) Derc'hel groñs : soutenir mordicus.
●(1861) BSJ 217. Ean e brofætis arlerh de sant Pièr en en devehé-ean bet nahet tair gùéh quênt cân er hoq ; neoah sant Pièr e zalhé gronce ne vehé quet bet arrihue quement-cé guet-hou.
(20) Contenir.
●(c.1500) Cb 34b. cest mesure de terre qui contient de toutes pars cent pies. b. vn pez douar a delch cant troatet a pep tu.
●(1659) SCger 30a. contenir, tr. «derc'hell, p. dalc'het.»
●(1857) CBF 39. Eur boezellad a zalc'h daou hektolitrad tost da vad, tr. «Un boisseau vaut deux hectolitres à peu près.»
(21) Derc'hel peg : tenir bon, ne pas lâcher.
●(1936) IVGA 24. N'ouzez ket derc'hel peg (...) dalc'h peg start..
(22) Derc'hel krog en udb. : tenir qqc.
●(1710) IN I 210. ar vugaligou, pere a zalc'h crog en o Zat gant un dourn hac a gutuil mouar gant eguile ahed ar c'harz.
●(1975) BAHE 87/10. derc'hel krog en ur rolig.
(23) Derc'hel a-benn : tenir (le bateau) bout au vent.
●(1944) GWAL 163/170. (Ar Gelveneg) «Paotred kreñv, tud start a ranker kaout evit derc'hel a-benn.» ●(1979) VSDZ 56. (Douarnenez) Ma 't eus c'hoant, pa yee ar c'hanod a-benn a vie gantañ ur roued… e-barzh ar c'hanod bihan petra… setu vie dalc'het a-benn, vie daou zen e terc'hel a-benn tr. (p. 220) «Si tu veux quand le canot était de bout, il y avait le filet derrière… avec le canot… et il fallait tenir de bout, il y avait deux hommes avec leur aviron qui tenaient le canot de bout.» ●57. setu evit derc'hel a-benn neuze, oa un war ar skoaz hag un war an treust, tr. (p. 221) «pour tenir le bateau dans le lit du vent il y avait un homme à l'aviron treust et un autre à l'aviron skoaz.»
(24) Empêcher.
●(1633) Nom 174b. Calamus : ce qui tient afin que l'hameçon n'aille au fond : an lig pe'n bluen á delch na da an luguen (lire : higuen) dan gouelet.
(25) Derc’hel da + v. : continuer.
●(1867) GBI I 154. Me dalc'ho da vale, noz-de, tr. «Je marcherai, nuit et jour.»
●(1904) DBFV 43b. derhel, part. dalhet, v. a., tr. «continuer, persévérer (de, à).»
(25) Derc’hel + v. : continuer.
●(1942) DHKN 63. rak a skoéans dehi éh oè ur beizantéz ag er Pemp-Hent e anaùé, hag e vehè bet ret dehi, penevé-sé, derhel komz dehi.
(27) Tenir (un commerce).
●(c.1680) NG 187. Nep a dalhé ostaleri, tr. « Those who kept inns. »
●(1877) BSA 213. Joseph-Mari Guillemet hag he bried a zalc'he eun tam stal marc'hadourez e Locmine.
●(1902) PIGO I 68. hag an evoa 'n em laket da zerc'hel hostaliri.
II. V. tr. i.
(1) Derc'hel àr, war ub., war-dro ub. : insister auprès de qqn, faire pression sur qqn.
●(1792) HS 179. tut amouèt e zalh ar re-ré-ral divet (lire : d'ivet). ●(17--) TE 29. Ean e zalhas quemènt ar nehai ma hoènt bet èl contraignét de monèt guet-ou.
●(1825) COSp 138-139. hac èl ma talhai hi arnehou d'achiue, ean e zisparissas. ●(1857) HTB 69. dre forz derc'hel war he dro (…) an tad (…) a bromettas an dra. ●(1897) EST 56. er filajerion (...) e zalh ar nehi.
●(1907) BSPD I 224. ean e zalhas kement arnehon m'el lakas ér fin d'er gér eit chervij é vro. ●(1908) PIGO II 32. mes n'houllas ket derc'hel warnon. ●(1910) DIHU 58/60. Kaer en devoé Childebert derhel arnehon ne oé ket bet aveit er goarn étaldon. ●(1913) AVIE 203. ha dalh ar en dud de zonet abarh eit ma vou lan me zi. ●(1977) LLMM 184/369. an aotrou Gô, hag en doa dalc'het kalz warnon evit mont da skolaer kristen.
(2) Derc'hel mat da ub. : rester avec qqn, lui tenir compagnie.
●(17--) TE 3. ha n'en doai dén de zerhel-mat dehou. ●(17--) VO 40. Caër hur boai bet ou supliein de zerhel mat temb.
●(1905) IMJK 299. hui e zalh mat d'ein ém ol trebilleu. ●(1934) BRUS 86. Tenir (compagnie), tr. «derhel (mad).» ●(1937) ALMA 157. me a reio ho teurel en eur prizoun tenval, gand ar razed hag an naered, da zerchel mad d'eoc'h ! ●(1939) KOLM 94. é tè paréadeu Éled de zerhel mat dehon, tré ma vezè é pedein.
(3) Derc'hel mat da ub. : suivre qqn qui court.
●(17--) VO 68. hi e hum laqua a-bèn de ridêq guet quement a hærr, ne vou hanni capable de zerhel mat dehi.
(4) Derc’hel mat da ub. : contrôler qqn.
●(1977) BAHE 95/26a. Met kit ’ta da zerc’hel mat d’ar vugale.
(5) Derc’hel kloz da ub. : rester près de qqn.
●(1975) LLMM 169/101. ha fellout a rae dezhañ derc’hel kloz dezhi.
(6) Derc’hel kloz war : taire.
●(1838) CGK 4. Mœstrounia e zantimant, delc’hel claus var e sonjou.
(7) Derc’hel stag ouzh ub. : rester près de qqn.
●(1907) AVKA 141. setu tri de ma talc’hont stag ouzin.
(8) Derc’hel tost d’udb. =
●(1877) EKG i 212. neuze, kerkoulz ha breman, pa vez trouz ha dispac’h er vro, pep hini a zalc’h tost d’he arc’hant.
(9) Derc’hel yud d’udb. : tenir fermement à qqc.
●(1915) HBPR 87. Mez Directoire an Departamant a zalc’has yud d’ar pez hen doa gourc’hemennet.
(10) Derc’hel berr war ub. : tenir qqn en échec.
●(1872) ROU 82a. Tenir en échec, tr. «Delc’her berr.» ●(1890) BSS 3. evit derc’hel berr var an heretiket.
(11) Derc’hel berr gant, war ub. : tenir la bride courte à qqn, tenir qqn de court.
●(1732) GReg 226b. Tenir de court la jeunesse, tr. «Derc’hel berr gand an dud yaouancq.»
●(1904) SKRS i 179. ar vistri ha mestrezed a zalc’h berr var dud ho zi er pez a zell ouz ar pedennou e kommun. ●(1905) KANngalon Here 510. d’an oad m’o deuz muia izoum da veza kelennet mad ha dalc’het ber varnho.
(12) Derc’hel reut war ub. : serrer la vis à qqn.
●(1924) BILZbubr 43/1020. Red eo delc’her reut var ar pôtr, pe e teuio da vea eur gwall den evelato.
(13) Derc’hel strizh war : maîtriser.
●(1864) SMM*** 225. he oll skianchou a zalc’he striz varnezo dre ar vertus-ma.
(14) Derc’hel war e deod : tenir sa langue.
●(1872) ROU 101a. Retenir, sa langue, tr. «Delc’her var e deod.»
●(1904) SKRS i 201. he gamaladed a zalc’he bepred var ho zeod, en he gompagnunez.
(15) Derc’hel d’e c’her : tenir sa parole.
●(1856) VNA 191. Tiendrez-vous votre parole ? tr. «Derhel e rehait-hui d’hou quir ?»
●(1920) FHAB Meurzh 260. me am eus roet va ger, hag a zalc’ho d’am ger.
►absol.
●(1838) CGK 11. Touët cals derc’hel neubeud, a zo ar c’hiz bremâ.
(16) Derc’hel d’e grog : tenir ce que l’on tient.
●(18--) SBI ii 48. me a dalc’ho mad d’ar c’hrog, tr. «je me garderai de lâcher prise.»
(17) Derc’hel war : refréner.
●(1872) ROU 99b. Refréner, tr. «Derc’hel var.»
(18) Derc’hel àr ub. d’ober udb. : forcer qqn à faire qqc.
●(1792) HS 179. lièss enn-e-hum gave tut amouèt e zalh ar re-ré-ral divet.
III. V. intr.
(1) Derc'hel tomm : tenir bon.
●(17--) EN 2785. delhomb tom, hac astomb ; quomans a ra scuisan, tr. «tenons chaud, et hâtons-nous, il commence à se fatiguer.»
(2) Derc'hel a-dreñv : fainéanter.
●(1958) BRUD 4/83. Evel kalz a gemenerien, e oa Yann eun den dieguz, troet da zerhel a-dreñv.
(3) Derc'hel mat : persister.
●(1790) MG 115. rac merhad ne fal quet deoh derhel-mat de guhein er péhet-ce ?
(4) Derc'hel ouzh : résister à.
●(1849) LLB 817-819. Er gué zen (…) / e zalh doh en harnan.
(5) Derc'hel gant an-unan : retenir ses sentiments, se retenir.
●(1868) KMM 160. Ar Verc'hez a oe braz e c'hlac'har (…) evelato (…) e talc'has ganti. ●(1880) SAB 33-34. Atau, pa ranc un den ameni, stourm outa e unan, delc'her ganta (…) e ra ur zao varzu ar baradoz. ●(1890) MOA 117b. Je taâche (je m'efforce) d'apaiser ma colère (je me retiens), tr. «derc'hel a raan gan-en.»
(6) Derc'hel da : continuer à.
●(1907) BOBL 25 mai 139/2e. Paotred ar gwin (…) a zalc'h da ober trouz. ●(1907) BOBL 19 octobre 160/2e. An dic'hlan dour a zalc'h da ober reuz er C'hreizdeiz.
(7) Derc'hel da vont : continuer.
●(1907) BOBL 04 mai 136/2c. grev mevelien ar bolonjerien a zalc'h da vond.
(8) Derc'hel mort : tenir fermement.
●(1950) KROB 25/6. p'en deze sanailhet eur zoñj bennak en e benn, e talc'he mort evel ar brennig ouz ar reier.
IV. V. pron. réfl. En em zerc'hel.
(1) Se tenir (dans une position).
●(c.1500) Cb 17a. [arretaff] g. se tenir droit. b. enem derchell effn.
(2) Se tenir (dans un endroit).
●(1633) Nom 43a-b. Turbinati pisces : poisson qui se tiennent en coquille sabotée : vn pesq en em delch en vn croguus (lire : croguen) eguis vn bottes prenn.
(3) Se tenir.
●(1834) SIM 55. An den en deveus furnez a vel a bell hac en em dalc'h war e eves.
(4) En em zerc'hel (d'ober udb.) : continuer (à faire qqc.).
●(1974) YABA 31.08. A hendaral, ean en um zahlè de vambochal épad ma vezè ur blank en é sakod.
V.
(1) Derc'hel berr da sugelloù da ub. : voir sugelloù.
(2) Derc'hel penn ar vazh : voir bazh.
(3) Derc'hel ar c'habestr re laosk : voir kabestr.
(4) Derc'hel mat d'ar belost : voir belost.
(5) Diaes evel derc'hel ur bramm war beg un ibil : voir bramm.
(6) Derc'hel krog en e neudenn : voir neudenn.
(7) Derc'hel e droad er pal : voir troad.
(8) Derc'hel ar gouloù : voir gouloù.
(9) Derc'hel mat d'e askorn : voir askorn.
(10) Derc’hel uhel e vanniel : voir banniel.