m.
(1) Soulagement.
●(1862) JKS 354. Jezuz a zo didorr ar re a dremen war ann douar.
●(1907) KANngalon Mezheven 432. eur zikour evit ar re veo, eun didorr evit an anaoun. ●(1927) GERI.Ern 102. didorr m., tr. «(avoir) du soulagement.»
(2) Repos.
●(1868) FAG 7. Ann den ne gav er bed na didorr, na diskuiz.
(3) Reiñ didorr : soulager.
●(1866) SEV 164. rei didorr, dre ho pedennou, d'ann eneou paour a zo er poaniou-ze.
●(1902) MBKJ 149. evit rei didorr enn ho foaniou da eneou ar Purkator. ●(1906) KPSA 161. rei kaloun d'eur c'hristen ha didorr d'e boaniou. ●(1923) ADML 40. reï d'ar c'horf didorr ar c'housket. ●(1925) BUAZmadeg 285. heb gellout rei an distera didor d'he vestr benniget ! ●(1928) BFSA 204. kement-se a roio d'eoc'h nerz ha didorr en ho poaniou. ●(1929) FHAB Genver 31. Neuze ar mestr a zifennas dindan boan a varo rei dezi na boued na netra all a gement a rofe didor dezi en eun doare pe zoare.
(4) Kemer didorr : prendre du repos, se détendre.
●(1919) FHAB Here 109. nebeut a c'hellas en douar benniget / Kemeret o didor.