Devri

distaol .3

distaol .3

m. & adv. –ioù

I. M.

(1) Reflet.

(1877) BSA 88. sclerijennet dre an distaol skedus euz ar goulou-se.

(2) Pardon, rémission, remise.

(1847) FVR 18. Ann distol d'ar pec'hejou. ●167. ec'h eont da gad an distol dimez hou fec'hejou. ●(1874) POG 11. rei d'imb induljanz, absolven ha distol d'hon holl bec'hejou. ●(1888) LTU 21. Ar c'hras-ze a oa ann distaol pe ar remission euz a holl boaniou ar plukator. ●46. ann distaol pe ar pardon euz ar boan temporel.

(1933) MMPA 134. Ken nerzus eo he fedenn ken e rofe Doue distaol d'an diaoul e-unan, ma teufe d'en em erbedi gant izelegez ouz ar Werc'hez.

(3) Action de rendre qqc.

(1906) KPSA 17. Eun distaol a reomp, pa varvomp : disteurel a reomp d'an douar ar pez en deuz roet d'eomp.

(4) Coup de sort.

(1869) FHB 211/12b. an daou rum dud-ze a so dalc'h-mad scoet gant distaoliou a gas ho aferiou da fall.

(5) = (?).

(1843) LZBg 1 blezad-2l lodenn 137. hag a grihue, é ma dent er ré gouh-cé en dès groeit ar nehai un distol quer blaouahus.

(6) Rabais, remise.

(c.1718) CHal.ms iii. rabais diminution, tr. «distaul

(1910) MAKE 3. Ma 'z ee ker ar c'hezeg, war ar zaoud e oa eun distol souezus.

(7) Déchets.

(1909) BROU 227. (Eusa) Déchet, tr. «Distaol Kalz distaol a zo war an ed.»

(8) Coup réitéré.

(1909) BROU 227. (Eusa) Distaol, tr. «signifie aussi : Coup réitéré.» ●(1914) DFBP 284a. renvoi, tr. «Distaol

(9) Rejet.

(1914) DFBP 280b. rejet, tr. «Distaol

II. Loc. adv. War zistaol : à crédit.

(1866) FHB 93/326b. Ann nebeut arc'hant e doa espernet a oa dispignet e berr amzer. Red eo d'ezhi kemer var zistol.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...