Devri

da-c'houde

da-c'houde

adv. & prép.

I. Adv.

A. temp.

(1) Après.

(1915) MMED 290. rak an itroun a zibrennas, hag a renas anezan da c'houde dre an dourn. ●(1928) BFSA 270. ha da-c'houde e voe archedet. ●(1935) BREI 409/2c. pemp munutenn da c'houde.

(2) Da-c'houde-se : après ça.

(1902) MBKJ 2. Da c'houde-ze, Sant Josef.

B. spat.

(1) Un peu plus loin.

(1912) FHAB C'hwevrer 45. Da c'houde ez eus eur voger.

(2) Suivant.

(1864) KLV 36. enn eur ghigna ar bomm evit douara an ero da c'houde.

II. Prép.

(1864) KLV 42. Mad eo c'hoaz teila d'ar panez evit ho c'haout gwelloc'h da c'houde an ed. ●43. Kalz tud a dremp d'ann eil gwiniz pe d'an eiz a hadont da c'houde ar grisiou.

(1921) PGAZ 83. da c'houde an ofern-bred.

►[form. comb.]

S3m d'e c'houde

(1900) MSJO 231-232. evel kals re-all d'he c'houde, sant Joseph a zantas (...) ar poaniou en deus gouzañvet Jesus.

P2 d'ho koude

(1907) PERS 321. Eur ger benag a livirin, emezhan, d'ho koude.