Devri

diavaez .1

diavaez .1

adj., adv. & prép.

I. Épith.

(1) Extérieur.

(1903) MBJJ 266. Setu perak e kavan daouzek auter harpet ouz moger ar voskeen (…) Ouz unan euz ar re ziavæz en em lakan. ●(1910) MBJL 147. ar gwaridello diavêz.

(2) An tu diavaez : le côté extérieur.

(1967) BAHE 52/17. Kleuzioù a-leizh a gaver dre amañ, graet an tu diavaez e mein, un doare moger sec'h a anaver (lire : anver) moger-gleuz.

(3) par ext. An tu diavaez : le côté droit.

(1957) ADBr lxiv 4/458. (An Ospital-Kammfroud) e-gaou ema ar gazeg en diavêz (an tu diavêz = à droite), e-gaou ema ar gazeg en diabarz (an tu diabarz = à gauche).

(4) (en plt de qqn) Qui vient de l'extérieur, étranger.

(1869) FHB 232/180a. Beleien diavez a vez eno evit se.

(1928) BREI 54/3a. An holl venajerien, zoken ar re n'impliont ket a dud diavêz, a dlefe paean skoden. Hag en gwirione, memes ar re n'impliont ket a dud diavêz o deus gonid o skodenni.

(5) (domaine maritime) Mor diavaez : mer du large.

(1979) VSDZ 155. (Douarnenez) Ar mor diavaez eo pa 't eus ar mor en diavaez d'an avel petra, kontrol d'an douar. Ma teu an avel tre aze 't eus an avel a zouar, 't eus ar mor a zouar, tr. (p. 316) «La mer du large, c'est quand la mer est poussée vers le large par le vent. Si le vent vient de là, tu as un vent de terre et une mer qui va vers la côte.»

►spécial. La mer de l'autre côté de la pointe du Raz.

(1979) VSDZ 153. (Douarnenez) pa vez lavaret ar mor diavaez eo pa 'maout en tu all d'ar Raz, hag ar mor diabarzh pa 'maout en tu-mañ d'ar Raz, tr. (p. 315) «lorsqu'on parle de mer ‘extérieure' c'est quand tu te trouves de l'autre côté du Raz, et la mer ‘intérieure' quand tu es de ce côté-ci du Raz.»

II. Adv.

(1) À l'extérieur.

(1903) MBJJ 266. Setu perak e kavan daouzek auter harpet ouz moger ar voskeen, darn anê diabarz, ha darn all diavæz.

(2) Loc. adv. War ziavaez : tourné vers l'extérieur.

(1949) KROB 15-16/11. e dreid gantañ war ziavaez, evel an darn vuia eus ar gemenerien.

III. Loc. prép.

(1) Diavaez da : à l'extérieur de.

(1612) Cnf.epist 6. ouz en em caffout dec pé vn nec bloaz so, Diaues dan bro.

(2) En tu diavaez da : à l'extérieur de.

(1878) EKG II 140. d'ar red ez iz a-hed an doen hag e lammiz enn tu dianveaz d'ar porz kloz.

(3) Diavaez a : hors de, du.

(1612) Cnf 42b. Dibriff boetdou delicat, eguit prouoquiff da luxur, diaues â priedelaez, so pechet maruel.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...