Devri

ebat .2

ebat .2

m. –où

I.

(1) Plaisir.

(1499) Ca 73a. Ebat. g. ebatement.

(1860) BAL 173. ac e rede atao varlerc'h an ebatou pa gave tro. ●(1880) SAB 116. re a joa ac a ebat.

(1915) HBPR 70. Mezaon n'oa ket he vuez eun ebat.

(2) Gant ebat : avec plaisir.

(1901) KANNgwital 1/2. an tiad tud a bez (…) a lenno anez'han gant ebad.

(3) Divertissement, jeu.

(1659) SCger 37b. deduit, tr. «ebat.» ●46b. ebat, tr. «ebat.» ●68a. ieu, tr. «ebat.» ●89b. passe temps, tr. «ebat.» ●146a. ebat, tr. «ieu.»

(1792) CAg 136. Crol, imbad, ha filage. ●139. Consortet à imbade.

(1838) CGK 22. O tiredec d'an ebatou. ●(1856) GRD 160. ridêc d'en imbadeu noz. ●(1860) BAL 174. Pa rancas choum outi e-unan, pell diouz an trouz ac an ebad. ●(1864) SMM 54. peleac'h e varfot-hu ? (...) Marteze en ho kuele, e creis an nos ; divar greis ho cousc ; marteze e creis ebatou ar bed. ●(1869) FHB 220/80b. ho ebatou hag ho joloriou. ●(1880) SAB 112. dispega va c'halon diouz madou ac ebatou ar bed-ma. ●(1889) SFA 10. o c'haloupat an ebatou...

(1908) PIGO II 36. mam na blij ket d'ei am gwelet en ebatou. ●(1931) FHAB Mezheven 202. An eil gwalenn eo ar zul, dervez santel an Aotrou Doue, deuet da veza dervez al labour, dervez an ebatou, dervez an diaoul.

II. [en locution]

A.

(1) Bezañ ebat ennañ : être joyeux.

(1908) FHAB Du 336. An diaoul, evit doare, a yoa ebat ennan.

(2) Kavout ebat : trouver agréable.

(1909) NOAR 118. abalamour da gement-se holl e kavent ebat kemeret o amzer.

(3) Kemer (e) ebat : s'amuser.

(1849) LLB 1655. de gemer ou imbad. ●(1894) BUZmornik 10. kemeret he ebat hag he flijadur er festou hag enn dansou.

(1902) KANNgwital 1/8. Jezuz a gemeraz eun tachadik ebat o sellet outho. ●(1906) KANngalon Here 228. hag ar vugale laozket er meaz euz ar skol a gemere ho ebat var leur-gear ar bourk.

(4) Kemer e ebat o : s'amuser à.

(1889) ISV 346. an Aotrou Doue en deus kemeret he ebat eno o lacat da zevel var ar goueled digompez-ze guez mean begou dezho kel lem ha notennou.

(5) Ober e ebat : s'amuser.

(17--) BMa lxvi. E choulennont carto a dinso evit ober ô ebat, tr. «Ils demandent des cartes et des dés pour faire la fête.»

(1913) KOME 22. Koad-Bihan-ze zo kalz a gonifled e-barz hag awechou e teuont d'al lanneg d'ober o zam ebad ivez.

(6) Bezañ ebat ub. : être le sujet de moquerie des autres.

(1847) FVR 8. Pa arruaz ar paour keaz breiziad-man eno, e oe da genta bourd hag ebad ar skolaerien all.

B. Un ebat.

(1) Un ebat eo : il est agréable (de).

(1860) BAL 5-6. evelato eo un ebad beza o veva ganti abalamour d'e spered eaz, bepred laouen ac ingal.

(2) Un ebat-Doue eo : c'est une chose très agréable de.

(1732) GReg 466a. Un ebat Douë eo guëllet penaus he c'houarn an tyéguez.

(3) N'eo ket un ebat : ce n'est pas agréable de, ce n'est pas une partie de plaisir.

(1924) FHAB Eost 315. N'eo ket eun ebat beza hed an deiz o krabanata pri a vez yen sklas er goanv.

(4) N'eo nemet un ebat =

(1882) BAR 2. Couscoude petra eo an oll draou crouet, daoust d'an urz caer a velomp enho, e scoaz mysteriou hor zilvidigez ? Ne d'int coulz lavaret, nemet eun nebat e scoaz ar pez en deuz great.