Devri

Recherche 'ma...' : 1293 mots trouvés

Page 2 : de machenn (51) à maen-bonn (100) :
  • machenn
    machenn

    voir maskenn

  • machete
    machete

    m. Machette.

    (1944) DGBD 37. begoù ar strouezh bet dibennet a daolioù machete.

  • machin
    machin

    m. –où

    I. (qque chose).

    (1) Machine.

    (17--) TE 115. ne vezai impléét na machin na nærh eit ou rezein.

    (2) Machin.

    (1877) FHB (3e série) 26/210b. radical a zinifi eur machin diboumbel, ne ket hebken da baka stered en noz, mez da zisc'hrizienna ar feiz demeuz calonou an dud fidel.

    II. (qqun) Individu énervant.

    (1977) TDBP II 239. Set’ amañ eur machin hag a ra eur garillon !, tr. « voici un individu énervant qui en fait un vacarme ! ».

  • machinaj
    machinaj

    m.

    (1) =

    (1787) BI 248. Int ë zihoallou guet sourci bras doh er superstitionneu, doh er maginage. ●(1790) Ismar 169. eit gobér ur maginage-benac. ●(1792) HS 93. lod e cherre lezeu, e ra cant maginage eit enn devout nerh.

    (2) Mécanisme, machinerie.

    (1884) MCJ 116. corveu hemb buhé bouljet dré vachinaj cuhet.

  • machinañ
    machinañ

    v. tr. d. Machiner.

    (1978) VWMZ 17. (Ar Yeuc'h) Papa machine an dra-se dre metr kub ha oa ket desket anezhañ met da gubañ oa mat.

  • machoufrañ
    machoufrañ

    v. tr. d. Chiffonner.

    (1942) VALLsup 33a. Chiffonner, tr. «machoufra L[éon] (Kerrien).»

  • mad
    mad

    m./f. –où

    I. M.

    (1) Bien (moral) opposé au mal.

    (1576) H 51. an mat hon eux laeset da ober, tr. « the good which we have omitted to do. » ●(1612) Cnf 10a. pa gouar choas an drouc diouz an mat.

    (1790) Ismar 5. Peèlleit doh en droug, ha groeit er mad.

    (2) Qualités.

    (1912) BUAZpermoal 690. An ene (...) a vezo galvet, dizoloet e vad hag e fall, ha barnet.

    (3) Bien, richesse.

    (14--) N 1645-1646. Laqua euez mar comzez gou / ezay da hol mat dan badou, tr. «prends garde, si tu dis un mensonge, / Que tout ton bien s’évanouira.» ●(1575) M 74. Hac ez dispris enor, ha madaou temporal, tr. «Et méprise l’honneur et les biens temporels.» ●(1580) G 225. An tensoryou, madou an bet, tr. «Les trésors, les biens du monde.» ●(1633) Nom 201b. Pecunia, res stabiles siue soli, & mobiles : biens, meubles & immeubles : madou, meubl ha re all na vent quet meubl. ●203b. Peculium : bien propre : an madou propr. ●235a. Prædium optimo iure, vulgò alodialia bona : biens francs, allediaux : madou libr, ha francq, na vent subiet da subsit er bet. ●(1647) Am A.293. Dal, na espern glat, dillat, na madou., tr. « Tiens, n’épargne ni argent, (ni) vêtement, ni biens ». ●(1647) Am.ms 631. Pa hen defer brein oll madou an Indes., tr. « Quand même le pourri aurait-il toutes les richesses de l’Inde »

    (c.1680) NG 444. ligne, vzur, madeu. ●912. e tespign hou ol vat.

    (1821) SST 131. prest de gol quement mat en ès. ●(1849) LLB 628. A hou torn hui hemb kin é ta ol er madeu.

    ►[après un art. ind.] Ur madoù : des biens.

    (1732 GReg 93b. Ur madou-bras èn deus.

    (1857) HTB 179. a leze eur madou braz. ●(1863) GBI i 252. Ur madou-braz ’roër gant-hi, tr. «on donne avec elle une dot considérable.»

    II. (droit) M./f.

    (1) Intérêts d’une somme d’argent.

    (1899) LZBt Meurzh 6. ar gwellan mad diwar an arc’hant-ze. ●26. Ar mad diwar an arc’hant na dal ken en tu-all da dri dre gant.

    (1906-1907) EVENnot 1. (Ar Veuzid) Ar vad diwar an arc’hant a zou da dispign bop pla gand ar vinorez, tr. «intérêt, fruit.» ●(1926) FHAB Gouere 259. e nac’has kemeret ar vad diwar e arc’hant. ●(1927) AVZH i 52. pa vijen deuet, em bije tennet ma arc’hant gant he vâd.

    (2) Klask ar vad : action en rescision pour cause de lésion.

    (1942) SAV 23/65. hag hen en devoa perz da vont da glask ar vad (action en rescision pour cause de lésion) digant e vreur.

    (3) Vad : plus-value.

    (11) (droit) Kaout e zanvez en arc’hant : soulte.

    (1942) SAV 23/65. E zanvez en devoa bet en arc’hant (soulte) hag an tiegez a oa bet roet d’ar breur p’o devoa graet o zud o dilez (donation-partage) kalz vad (plus-value) a oa deuet en douar abaoe ar mare-se.

    III. [en locution] M./f.

    (1) Ober mad ouzh ub. : bien traîter qqn.

    (1907) PERS 16. He blijadur oa ober mad euz ar beorien.

    (2) Chom war e vad : rester en bonne santé.

    (1927) FHAB Meurzh 63. (Pedog) C'houi ho peus saoud-leaz... (Fanch) Pa vez boed da rei d'ezo ha pa chomont war o mad. ●(1933) ALBR 1. gras d’ec’h da chom war ho mad. ●(1935) BREI 438/2a. Mar ne ve ket onestiz etouez an dud, ne chomfont ket pell war o mad.

    (3) Bezañ er vad : être à l’aise financièrement.

    (1878) EKG ii 75. He bugale a zo-oll herrio er vad ; pinvidik int zoken.

    (4) Lavarout vad diwar-benn ub., eus a ub. : dire du bien de qqn.

    (1710) IN I 304. lavaret vad (…) eus a un den e mesc an droug a leveront anezàn.

    (1907) PERS 340. klevet lavaret vad divar he benn.

    (5) Kement (mil) mad : tout ce qui.

    (c.1718) CHal.ms iii. Rafle faire raffle, tr. «quemer’ dré nerh quemet mat a him gau’.»

    (1882) BAR 212. Laerez a rejont kement mad a goeze didan ho dourn.

    (1911) BUAZperrot 82. kement mil mad a en em gav a ra o henor, evel ma ra o dismeganz kement drouk a zigouez.

    (6) Ar c’hentañ mad : la première chose.

    (1866) FHB 67/118a. Ar c’henta mâd a skoaz hor speret.

    (1908) PIGO ii 123. Loarian ’reas ha tapout kentan mad a gavas dindan e zorn.

    (7) Ur vad : le moindrement.

    (1941) ARVR 13/2a. N’onn ket séhedik, de zeur dresthol. Hoanteit e oè genein neoah, é tremen étal er fetan, lonkein ul lommig, éraok krapein d’er vorh. Ha n’em es ket gellet ivet ur vad, n’a n’em es groeit !

    (8) par euph. Erruout nemet mad : arriver malheur.

    (1836) GBI i 444. Mar arru gant-hi nemet mad, / Ma dreuzo m’ c’hleze dre da wad ! tr. «S’il lui arrive autre chose que du bien / Je tremperai mon épée dans ton sang !»

    (1962) TDBP ii 26. Ma ’h arrufe netra nemed pep mad gantañ, tr. «s’il lui arrivait rien sauf tout bien (s’il lui arrivait le moindre mal).» ●330. Petra am-bije me greet ma vije arruet netra nemed pep mad ganit-te ? tr. «qu’aurais-je fait s’il t’était arrivé autre chose que du bien (euphémisme pour : le moindre mal).»

    (9) Bezañ en e vad : être bien disposé.

    (1889) ISV 288. Avechou he lesvam, pa veze en he mad, a roe dezhi eun tamik kik gant he bara.

    (10) Rentañ vad : rendre service.

    (1905) HFBI 246. Prest hé voa atao da renta vad dar c’henta deuet.

    (11) Ober ar mad : faire le bien.

    (1849) LLB 863. en ur ober er mad.

    (12) Evit gwellañ mad an holl : dans l’intérêt de tous.

    (1908) BOBL 12 décembre 207/2e. Evid gwella mad an holl ar perc’hen eo a dlefe planta e-unan a war e goust.

    (13) Ober vad.

    IV.

    (1) Kaout e zroug hag e vad : voir droug.

    (2) Lavaret e vad hag e zroug da ub. : voir droug.

  • madagaskar
    madagaskar

    m. plais. Permis de conduire.

    (1939) DIHU 341/368. merhed dreist-ol, éh asé kaout ou «Madagaskar».

  • Madalen
    Madalen

    n. pr.

    I.

    (1) Madeleine.

    (1499) Ca 129b. Madalen.

    (2) Mari-Madalen : Marie-Madeleine.

    (1621) Mc 111. euel à geure Mary Madalen.

    (3) (argot de La Roche-Derrien) Sel.

    (1885) ARN 33. Sel. – Br. Holen. Arg[ot] : Madelen, (nom propre), Madeleine. – Madelen a zo laket gand ar gourdajo, on a mis du sel dans le manger, on n'a pas oublié le sel (oublié, par litote).

    II. Gouel ar Vadalen : fête de al Magdeleine (22 juillet ?).

    (c.1687) VEach [51]. Iann map da Rolland Pherlicot, ha da Fiacra Guillemot ames à parres Plouhà à Escopti Sant Briec, oaget hep quen à chuezec mis, var tro gouel ar Madalen, er bloaz 1630.

    III. (Garmiñ, leñvañ, klemm) evel ur Vadalen : pleurer comme une Madeleine.

    (18--) MIL.ms (d’après BUBR 19/233) (L) Gabriel Milin. O klemm kement hag eur Vadalen.

    (1908) PIGO II 124 (T) E. ar Moal. Neuze an daerou a redas war e zioujod hag e tirollas da c'harm 'vel eur vadalen. ●(1910) MAKE 89 E. Crocq. Katellig, en eur lenva evel eur vadalen, a ziredas d'ar gear. ●(1974) GAME 13 (Ki) M. Divanac'h. Aze neus en emlaket da leñva giz eur vadalen.

  • madam
    madam

    f. –ed

    (1) Dame.

    (1732) GReg 242b. Dame, femme d'un gentilhomme, tr. «Van[netois] madam

    (1856) GRD 155. inourein mimoér ur vadam vras.

    (1907) FHAB Kerzu 304. plac'hed da vourc'hisien ha da «vadamou» Paris. ●(1942) ARVR 54/4a. ober plas da Vadam ha da Voñcheu.

    (2) Femme, épouse.

    (1971) LIMO 11 décembre. Hag é vadam e chom ér gér.

    (3) Ki madam :

  • madedoue
    madedoue

    interj. = (?) Dieu soit loué ; cf. mat eo Doue (?).

    (1908) PIGO II 97. Madedoue ! ober a-walc'h a rafen, panevert... ●(1909) TOJA 46. Madedoue, 'ran ket, siouaz, 'n holl farsal ! ●(1910) YPAG 1. Madedoue, c'houezan 'ran ive ! ●(1928) BREI 62/2b. Madedoue ! falloc'h kalz ez efont evit gwechall !

  • madegezh
    madegezh

    f. Bonhomie.

    (1931) VALL 72b. Bonhomie, tr. «madegez f.»

  • madek
    madek

    adj.

    (1) Bonasse.

    (1931) VALL 63b. Bénin, tr. «madek.» ●72a. Bonasse, tr. «madek.» ●(1947) YNVL 104. ur mousc'hoarzh madek war e vuzell.

    (2) Riche, qui a des biens.

    (1843) LZBg 1 blezad-2l lodenn 15. mæs biscoah ne vennas troquein é bried peur, èl m'el laré, doh unan madek.

    (3) Bienfaisant.

    (1732) GReg 94a. Bienfaisant, tr. «madecq.» ●102b. Celui qui est naturellement, & bienfaisant, tr. «Madec

    (1876) TDE.BF 422a. Madek, adj., tr. «Bienfaisant.»

  • madelezh
    madelezh

    f. –ioù, –où

    I. (en plt de qqn)

    (1) Bonté.

    (14--) N 803-804. Hennez (…) / A vezo vaillant dreist cant guez / A madaelez hac a fez mat, tr. «Celui-là (…) / Il sera vaillant, plus de cent fois, / (Plein) de bonté.» ●(c.1500) Cb. [mat] Jtem hec melioritas / is. ga. melioritez. b. madelez. ●(1530) J p. 150b. Santelaez na madelaezou, tr. «la Sainteté, la Bonté.» ●(1650) Nlou 171. Dren madelez han humblez à nezy, tr. «A cause de sa bonté et de son humilité.»

    (1659) SCger 158b. madelez, tr. «bonté, benefice.» ●(1727) HB 592. dre ho madelez. ●(1732) GReg 103b. Bonté, pente à faire du bien, tr. «Madélez. Van[netois] madeléh. B[as] Leon. madaleaz. madeleaz.» ●(1744) L'Arm 33b. Bonté, tr. «Madeleah.. heu. f.»

    (1849) LLB 8. Hou kelloud zou hemb som, hou madeleah hemp par. ●(18--) GBI II 146. Homan'zo ur vroeg vad, karget a vadeles, tr. «Celle-ci (l'hôtesse) est une femme pleine de bonté.»

    (1902) PIGO I 201. madelez an otro hag e verc'h. ●(1913) KANNgwital 127/293. eur vadelez trugarezuz.

    (2) Bonté, bienfait, bonne action.

    (1732) GReg 94a. Bienfait, faveur, plaisir, tr. «madélez. p. madélezyou

    (1877) EKG I 101. trugarekaat Doue euz he vadelezou en ho c'henver.

    (1908) PIGO II 81. leun e zorn a vadelezou ! ●(1920) AMJV 55. ar Vam a gavas meur a vadelez en dud gouez. ●(1935) SARO 17. Madelezou ar prins a oa anavezet dre bevar c'horn ar vro.

    (3) Mard eo ho madelezh : si vous voulez.

    (1860) BAL viii. Ur bater bennac ive, mar d-eo ho madelez.

    (1909) NOAR 46. Mar befe ho madelez dougen ar zac'h-ma.

    (4) Oberoù a vadelezh : œuvres de bienfaisance.

    (1867) BUE 79. Dija, hag adalek pajenno kentan al levr-man, eo bet gwelet ar Zant, bugelik c'hoaz, o lemel diwar he voed, da rein d'ar bevien ; o westlan leveo he garg a varner ann iliz da obero a vadelez.

    II. (en plt de qqc.)

    (1) Bonne qualité des choses que l'on emploie, efficacité de qqc.

    (1732) GReg 103b. Bonté, qualité de ce qui est bon, tr. «Madélez

    (1864) KLV 10. pe greski madelez ho zeil. ●22. Eno, e kredann, eman madelez ann dour. ●43. lod-all ne deilont jamez hag a goll, enn eur bloaz, madelez ann torr penn-da-benn ! ●57. Ann teil-sit (...) klasket e bet neuze evit he vadelez vraz. ●(1869) FHB 237/224b. Ar re o deus muia fizians e madelez an eost.

    (1942) VALLsup 60b. Efficacité. Madelez se dit des choses en ce sens : efficacité d'un remède madelez eul louzou. ●(1935) ANTO 29. ar glaou-douar anavezet dre-holl er bed abalamour d'ar vadelez dispar anezo. ●(1949) SIZH.llmm 37. madelezh ar peuriñ.

    (2) Bonne qualité, caractère de ce qui est bon à manger.

    (1922) FHAB Gwengolo 266. hervez madelez pe fallentez ar stripou hag ar fars-forn.

  • madelezhus
    madelezhus

    adj.

    (1) (en plt de qqn) Charitable, bienfaisant, bon.

    (1878) EKG II 276. Anzavit ouz-omp-ni ho torfed, hag ar Republik a vezo madelezuz enn ho kenver. ●(1878) EKG ii 148. Ra vezo bet Doue madelezuz enn he genver. ●167. an dud-man a zo bet madelezuz avoualac’h evit rei d’eomp [eun tamm bara].

    (1909) NOAR 38. eun diaoul madelezus. ●(1922) EOVD 150. en anjuli e hues groeit de galon madelehus en Eutru Doué. ●(1939) MGGD 31. ar priñs madelezus.

    (2) Bienfaiteur.

    (1927) FHAB Gouere 147b. eur glao habask ha madelezus.

  • Madenn
    Madenn

    s. –ed Habitant du pays de Saint-Hernin, Spézet.

    (1929) MKRN 84-85. Ma ne vize deit Madenned Sant-Hern. ●(1938) FHAB Du 232. an Dardouped hag ar Vadenned. ●(1958) BLBR 109/5. Kaperien ha Kapenned, Meleniged, Madenned, Gwenedourien...

  • madetoc'h
    madetoc'h

    adj. Meilleur.

    (1910) ISBR 22. A getan ind hum chervijé, ind eùé, a venùegér groeit get mein gurun mes ré braùoc'h, madetoh, ré frotet, uzet ha liés toullet aveit lakat un troed.

  • Madianit
    Madianit

    m. –ed (Bible) Madianite (descendant de Madian).

    (1866) HSH 60. an oll Madianited.

  • madig
    madig

    m. –où (alimentation) Bonbon.

    (1732) GReg 17b. Affriander, attirer des enfans par des douceurs, tr. «Gounit gand madigou.» ●102b. Bon-bon, du bon-bon pour les enfans, tr. «Madic. p. madigou.» ●304b. Douceurs qu'on donne aux enfans, tr. «Madicq. p. madigou

    (1876) TDE.BF 422a. Madigou, s. pl. m., tr. «Bonbons, friandises.»

    (1906) KANngalon Genver 10. Ne ket gant madigou ha lipouserez e vagont anezho [ar vugale]. ●(1911) SKRS II 179. ar madigou ha lipouserez all ar seurt-se. ●(1911) RIBR 164. Dioc'h an noz e oa great ar vadiziant, ar gwin tomm a rede, ar c'hraon hag ar madigou a rodelle. ●(1939) MGGD 40. Ar madigou hag ar gwestell.

  • madigenn
    madigenn

    f. Douceur.

    (1878) SVE 62 §397. Evid eur boanigen / Kant madigen, tr. «Pour une petite peine / Cent douceurs.»

  • madober
    madober

    m. –où

    I.

    (1) Bienfait.

    (1621) Mc 79. trugarecat é mat oberou. ●(1710) IN I 43. e vad-oberou. ●(1732) GReg 94a. Bienfait, faveur, plaisir, tr. «Mad-ober. p. mad-oberyou

    (1835) AMV 42. ar madoberou oc'h eus recevet digatan [Doue]. ●(1860) BAL viii. Sonjal e madoberou Doue. ●(1877) EKG I 238. n'en deuz ket ankounac'heat madouberou ar re goz.

    (1910) FHAB Meurzh 78. eur vestrez hag a skuilhe warno kement a vadoberou. ●(1911) BUAZperrot 126. Ar madober dispar-ze. ●(1930) KANNgwital 329/396. eun niver bras a vadoberou.

    (2) Lezel ub. en e vadober : laisser qqn agir à sa guise.

    (1872) ROU 108b. Il fait ce qu'il veut, tr. «Lezed e vez en e vad-ober.» ●(1880) SAB 11. An Iliz a lez peb ini en e vadober.

    (3) War e vadober : à sa guise.

    (1955) STBJ 103. En diskennou ha war ar plên e kerzent ganti d'an dripig, met, er zaoiou, o laoske [ar c'hezeg] da vont war o madober. ●(1957) BRUD 2/43. o chaokad, war e vadober, eun nebeud frouez. ●(1958) BRUD 4/87. oh ober, da vad ha war o mad-ober, eur hovad kerez.

    II. War e vadober : doucement.

    (1957) BRUD 2/43 (K) Y. ar Gow. Eur porhell kaer du-pod, hir ar reun warnañ, a oa eno, dindan eur wezenn avalou kaoh-moh, o chaokad, war e vadober, eun nebeud frouez trenk-put kouezet diouti e-touesk ar pri. ●(1958) BRUD 4/87 (K) Y. ar Gow. E-pad an amzer-ze emede an daou lampon oh ober, da vad ha war o mad-ober, eur hovad kerez er wezenn hag o leunia o fanerou e-ser goapaad diwar goust Yan Zeiteg.

  • madoberer
    madoberer

    voir madoberour

  • madobererezh
    madobererezh

    m. Bienfaisance.

    (1927) GERI.Ern 369. madobererez m., tr. «bienfaisance.» ●(1931) VALL 66b. Bienfaisance, tr. «madobererez m.»

  • madoberour / madoberer
    madoberour / madoberer

    m. –ion Bienfaiteur.

    (1612) Cnf 17b. Rac greffusoch ez pech an ré à cañ, à detrac, à iniur, hac à car drouc do tat, do mam, do mestr ha do mat obereuryen, eguit na grahent oz ober an trasé da tut arall.

    (1659) SC 114. pe mat oberour, pe drouc oberour. ●(1659) SCger 161b. mat oberour, tr. «bien facteur.» ●(1727) HB 38. Va mad-oberouryen. ●(1732) GReg 94b. Bienfaiteur, tr. «Mad-obérèr. p. madoberéryen. mad-oberour. p. yen

    (1847) FVR 154. Diwall mad ne ankouefez ma madoberourien.

    ►[empl. comme épith.]

    (1854) MMM 46. diansao ar mad-oberou, ha n'ac'h an den mad-oberour.

  • madoberourez
    madoberourez

    f. –ed Bienfaitrice.

    (1860) BAL 235. madoberourez ar re a rancas tec'het.

    (1912) MMPM 94. Deuet oant da zigemeret ho madoberourez.

  • madoberus
    madoberus

    adj. Bienfaisant.

    (1732) GReg 94a. Bienfaisant, tr. «Mad-oberus

    (1890) MOA 142a. Bienfaisant, tr. «Madoberuz

    (1925) FHAB Gwengolo 331. Al louzeier madoberus. ●(1926) FHAB Mezheven 214. eur mouch evid en em ziouall diouz flemm al loened madoberus-ze. ●(1933) OALD 45/211. Doue a zo madoberus, eme ar sant.

  • madre
    madre

    s. (botanique) Séneçon. cf. baoudre, bare

    (1752) PEll 562. Madre, Est un autre nom de la plante nommée ci-devant Aoredal.

    (1876) TDE.BF 422a. madre, s. m., tr. «Seneçon, plante.» ●(1879) BLE 87. Seneçon. (Senecio. Less.) Madré.

    (1931) VALL 685b. Séneçon, tr. «madre m.» ●(1933) OALD 45/217. Madre, tr. «Séneçon.»

  • Mae
    Mae

    I. Mois de mai.

    (1499) Ca 129b. Mae. g. may cest nom dung moys. ●(1612) Cnf 45b. è mis maé, mezeuen pé gouhéreff. ●(1633) Nom 224a. Maius : May : Maë.

    (1659) SCger 77b. May, tr. «Maë.» ●(1727) HB 605. en Trede a Vae.

    (1849) LLB 403. Ar dro hanter miz mai.

    (1905) KANngalon Mae 395. eil sul a Vae. ●(1907) KANngalon Gouere 443. d'ar 25 a Vae 1899. ●(1921) BUFA 44. D'en déieu ketan a viz .

    II. (coutume)

    (1) Branche de mai.

    (1931) VALL 439a. branche verte que l'on cueille en mai, tr. «mae m.»

    (2) Delioù Mae =

    (1869) FHB 228/149a. War hed eul leo na gerzet nemed war delio mae.

    (3) Barr-Mae : branche de mai.

    (1934) BRUS 261. Un «mai», tr. «ur bar-mé

    (4) Bodig-Mae : branche de mai.

    (1931) VALL 439a. branche verte que l'on cueille en mai, tr. «bodig-mae m.»

    III.

    (1) Ober e Vae : faire de bonnes affaires.

    (1877) FHB (3e série) 33/260b. Ar baizanted ive o divije grêt ho Maë.

    (1942) VALLsup 4. Faire de bonnes affaires, tr. F. Vallée «ober e vae.» ●84. Gagner beaucoup, tr. «ober e vae; il gagne beaucoup au commerce des porcs, tr. «ober a ra e vae gant moc'h (L. ar Fl[oc'h].»

    (2) Bezañ en e Vae : être dans son élément.

    (1942) VALLsup 61. Etre dans son élément, tr. F. Vallée «bezañ en e vae T[régor].»

    (3) Sichant evel heol miz Mae : voir heol.

  • maeañ
    maeañ

    voir maeiñ

  • maeenn
    maeenn

    f. –où Branche de mai.

    (1931) VALL 439a. branche verte que l'on cueille en mai, tr. «maeenn f.»

  • maeiñ / maeañ
    maeiñ / maeañ

    v. tr. d. Mettre une branche de «mai» à une maison.

    (1931) VALL 439a. garnir de [branche verte que l'on cueille en mai], tr. «maea, V[annetais] (i)ein.» ●(1985) ADEM 23. (An Arradon) ewid «maeiñ» o zi.

  • mael
    mael

    s. Profit, gain.

    (1732) GReg 759a. Profit, gain, tr. «ãls. mael

  • Mael-Pestivien
    Mael-Pestivien

    n. de l. Maël-Pestivien.

    (1) Mael-Pestivien.

    (18--) OLLI 526. Crim braz Maël-Pestivien. ●(1866) FHB 52/412a. vikel e Maël-Pistien.

    (1908) BOBL 03 octobre 197/2c. heskenner e Mael-Pestien.

    (1914) ARVG mae 77. eus Bro-C'hall da Vêl-Pistien eman Ar Mene hag ac'hane d'ar mor ar Mene Are. ●(1924) ARVG Gouere 155. Maël-Pestien. ●(1995) LMBR 57. e Mael-Pestivien.

    ►Mael.

    (1867) BBZ III 221. Eur c'hastel braz ez euz, e kreizik koado Mal; / Ha dour doun tro-war-dro, ha 'peb korn eunn toural. ●(c.1868) GBI II 332. Da bewar faotr iaouank eo grêt, / 'Zo êt da Vaël, a Blouaret.

    (2002) TEBOT 63a. Etre Kerien ha Mael / Ha Stank an Abati / 'Zo ur c'hloareg yaouank / O poursuiñ e studi.

    ►Pestivien.

    (1867) BBZ III 224. Ma teuio da lakat seziz war Bestien.

    (2) [Toponymie locale]

    (1995) LMBR 57. Kerroc’hoù.

  • maen
    maen

    m. mein

    I.

    (1) Pierre.

    (1464) Cms (d’après GMB 210). En meyn. ●(1499) Ca 19b. Benaff an mein. g. tailler les pierres. ●Bener an mein vide in men. ●Bernn meyn. g. moncel de pierres. ●(1557) B I 60. mein ha fram, tr. «pierres et charpentes.» ●78. Dizouguet affo oar hoz pen / Mein ha raz guen, tr. «Apportez vite sur votre tête des pierres ou de la chaux blanche.» ●(1612) Cnf 62b. pa caffé vn contell, vn baz, vn men.

    (1659) SCger 18b. caillou, tr. «men, pl. mein.» ●92a. pierre, tr. «men p. mein.» ●159a. men p. mein, tr. «pierre.» ●(c.1680) NG 17. er main. ●1354. Na mainnë na manneieu. ●1587. Er maint, er maneieu, er beieu a toras. ●(c.1687) VEach 17. Ar Roué memes à impligeas é daou dourn Royal euit remui ar mein diuar ar cauarnse, pe en hini, euel mauoé digoret é guelsont vr scleryen bras, dré moyen vr lamp ardant allumet dirac ar Relegou sacrsé, antrasé à crescas meürbet an eston ames an oll assistantet. ●(1732) GReg 722a. Pierre, corps solides, & dur. (En Leon : Maen. mean. pp. mein.) ailleurs. Mæn. p. mein. Van[netois] Meen. p. mein, meinyëu, moeign. Dans la H[aute] Cor[nouaille] Myn. p. mein

    (1849) LLB 474. En deur én ur ridek e den er vein. ●(18--) GBI I 360. daou vean, tr. «deux pierres.»

    (2) (?) Pépite, minerai (?).

    (1900) LZBg 57 blezad-1 lodenn 56. Elsen e mès gouiet é kavér mein-eur é Klondyke.

    (3) Noyau de fruit.

    (1499) Ca 119a. g. noyau de prune ou daultre fruit. b. men a froez euel prunenn. ●(1633) Nom 67a-b. Ossiculum : noyau : an mæn ves á pep froüs (lire : froües).

    (1659) SCger 83b. noiau, tr. «men.» ●84b. noyau de noix, tr. «men craoûn.» ●(1710) IN I 270. evel un amandesen eus e c'hlos hag eus e mean.

    (1732) GReg 658b. Noiau, partie dure de certains fruits, tr. «mæn. p. mæin.» ●706a. Noïau de pêche, tr. «Mæn pechès. p. mein pechès.»

    (1922) KAAG 6. ne ententont ket e c'helfe eur vezen bechez sevel divar eur mean.

    (4) (pathologie) Droug-ar-maen : gravelle.

    (1934) BRUS 224. La gravelle, tr. «droug er maen, m.»

    II. (jeu) C’hoari maen/mein pempig : jouer aux osselets. cf. pempig

    (1880) REC IV/164. pempikh. C'hoari mein pempikh, Lanr[odec]; pempiao, Gommenec'h, jouer aux osselets (avec des pierres). A Trév[érec], c'h. min pempekh, c'h. pempeio.

    (1927) GERI.Ern 295. c'hoari mein pempik, c'h. pempigo T jeu d'osselets; jouer ainsi. ●(1974) TDBP III 104. Les jeux enfantins : (...) C'hoari maen pempig, tr. « jouer aux osselets. »

    III.

    A.

    (1) Chom evel ur maen en ur c'hleuz : immobile.

    (1878) EKG II 23 (L) L. Inisan. N'oan ket evit chom eno, azioc'h pount Kerouell, evel eur mean enn eur c'hleuz.

    (1962) TDBP Ia 41 (T). Hennez a oa chomet eno mot evel eur mên e-barz eur hleuz, tr. J. Gros «il était resté là immobile (inerte, saisi) comme une pierre dans un talus.»

    (2) Bezañ evel ur maen er voger : faire le paresseux.

    (1869) FHB 242/263b. chom eb ober netra, beza evel eur mean er vogher, evel eur varvadenn.

    (3) Kalet evel maen // (Kalet, start) evel ur maen // Kalet evel ar maen : très dur.

    (c.1680) NG 34 (G). Caletoch euit main er bet, tr. R. Hemon «Harder than the stones of the world.»(1752) BS 488. N'en devoa hàn-goàn nemet ur pallen var e vele, calet evel ar maen. ●(1787) PT 80 (G) Ao. Sanson. Té zo quer calet èl ur mein.

    (1861) JEI 211 (G) Bourdy. Bout e véhemb ehué, ne pas hemb-quin malicius, calet el er mein hag ingrat hemb haval. ●(1884) MCJ 24 (G) R.P. Michel. Calon péhani e dinnérra er haloneu calettoh eit er mein, hag e duêm er ré yeinnoh eit er scorn.

    (1902) PIGO I 103 (T) E. ar Moal. An de war-lerc'h ar beure, a-rôg sav-heol, Per a zave prim euz e wele, a gemere eur pez mad a vara, eur penn-baz dero ken kalet hag eur min, hag a ye war an hent da c'hortoz e vreur-kaer. ●(1906) DIHU 8/139 (G) *Mari en Néerez. Mes kalon Kovran Penprad e oé ken stert él ur mén, truhé erbet n'en doé hi bloteit. ●(1910) MAKE 3-4 E. Crocq. Hag he deve, kalet evel men, a-stribilh etre he gaol. ●(1921) DIHU 116/202 (G) J. Buléon. Koéh e hra é doar séh ha mahet, doar kalet èl er mén. ●(1929) EMPA 21 (T) *Paotr Juluen. Ha n'eus nemet an tamm koz kalon aheurtet-man, kaletoc'h eget eur maen... ●(1931) FHAB Eost 309 *Tadig. An danvez avat a zo kalet maen. ●(1957) BRUD 1/41 P.-J. Helias. C'hwi a zo kalet-mên, allaz ! ●(1970) BHAF 242 (T) E. ar Barzhig. Kaledoni e-noa miret ive kasoni en e galon, eur galon griz, ken kaled hag eur maen. ●(1978) PBPP 2.2/269 (T-Plougouskant). Kalet evel ur maen, tr. J. le Du «dur comme un caillou.»

    (4) Dleout ur maen gwenn da ub. : avoir de la reconnaissance envers qqun.

    (1970) BHAF 14 (T) E. ar Barzhig. Eur maen gwenn a dlean goude da B/Pipi Gonto Erwan Ar Moal, hag aze...

    (5) Reiñ ar maen-forn : éconduire un entremetteur.

    (1911) RVUm 360 (Gu). Sammet mat é bet : reit é bet er mén forn dehou, tr. P. ar Gov «Le cheval a été bien chargé : on lui a mis sur le dos la pierre à boucher le four : se dit d'un entremetteur éconduit : l'entremetteur est appelé cheval, peut-être à cause de son bâton.»

    (6) Sot evel (ur maen-fornell, ur maen-forn) : très bête.

    (1906) DIHU 14/241 (G) *Yann Skod Derv. Sot èl ur mén fornel, ean e hré neoah er lézen rah dré ar vro. ●(1942) VALLsup 20. Très bête, tr. F. Vallée «sot evel eur maen-fo(u)rn

    (7) Sec'h evel maen : très sec.

    (1905) RNDL 97 (G) Y.-B. Kalloc'h. Eskern oé astennet (...) séh èl mén.

    (8) Pouezañ evel ur maen-milin : être très lourd.

    (1883) SAQ I 31 (L) J. Quéré. Ha n'eo ket bet digouezet deoc'h avechou koueza en eur pec'het benag, ober unan euz ar pec'hejou-ze hag a bouez var eur galoun, evel eur mean milin.

    (9) Diaes evel ur maen en ur yoc'h kaoc'h : être très gêné.

    (1912) RVUm 318 (Gu). Diés é èl ur mén én ur ioh koh, tr. P. ar Gov «Gêné comme une pierre dans un ordure.»

    (10) N' ober droug d'ur maen : être inoffensif.

    (1905) IMJK 245 (G) Belleg. In e dréz en ér ag en amzer, mes ne hrant ket droug d'ur mén.

    (11) Ober daou daol gant ur maen : voir taol.

    (12) Lazhañ div voualc'h gant ur maen : voir moualc'h.

    B.

    (1) Teurel mein e kaoleg ub. : marcher sur les plates-bandes de qqun. Cf. jeter des pierres dans le jardin de quelqu'un.

    (17--) CHal.ms (d‘après MELU XI 313-314). Hui a daul men em haulet (lire : haulec)(c.1718) CHal.ms iii 130. Vous Iettés une pierre dans mon Iardin, tr. «  taul' aret ur frapat guenin, hui a daul men em haulet ». ●(1790) MG 366 (G) I. Marion. Hui e santt merhad en e mès taulét mein én hou caulêq.

    (1912) MELU XI 314. On dit à Trévérec : Kouet zou min 'n i jardin. Il est tombé une pierre dans son jardin, on a fait une allusion à son sujet, devant lui. Franç. «on a foulé ses plates-bandes.»

    (2) Ne vez ket paeet gant mein-glas : il faut payer avec de l’argent.

    (1970) BHAF 348 (T) E. ar Barzhig. Distroet awalh e vefe daved leanezed Sant-Brieg o-doa savet anezi, med an treñ ne vez ket paeet gand mein-glaz, hag hi, ma Doue, e oa tano ha skañv he yalh, ken e oa...

    (3) Maleürus evel mein an hentoù : très malheureux.

    (1909) KTLR 144 (L) K. Jezegou. Ha Ieunik a deuaz da veza er giz-se, malheurus evel mein an hentchou.

    (4) (Maleürus, reuzeudik) evel ar vein : très malheureux. Cf. être malheureux comme les pierres.

    (1905) BREH 60 (G) M. Gouron. Émesk er Vretoned e zou inou, ar gant bout e zou dek ha pear-uigent maleurus èl er mein. ●(1905) ALLO 12 (L) Y.-V. Perrot. Reuzeudik oun evel ar vein. ●(1906) KPSA 36 (L) T. Pilven. En em glemm a reont, tenval int, reuzeudik int evel ar vein. (1911) RIBR 85 (L) K. ar Prat. «Eur wech ez oa eun den hag a yoa reuzeudik evel ar vein. ●(1914) MAEV 130 (L) K. ar Prat. An dud a deue da veza reuzeudik evel ar vein. ●(1923) FHAB Meurzh 116 (L) *Tintin Anna. Ma ho peus c'hoant da veza pennasket, ha reuzeudik evel ar vein, ya, neuze, it gant ar seurt-se. ●(1962) BREZ 63/1 Y. ar Gow. Ha reuzeudik evel ar vein, e oa aet er-maez war an hent bras.

    (5) Teuler mein ouzh kement ki a harzh : perdre son temps.

    (1907) FHAB Ebrel 38 (L) Y.-V. Perrot. Ha poania a rin eta gwella ma c'hellin da dremen diouz an oll ha da vont war araok heb beza dalc'hmat o sellet war va lerc'h, rak evel a leverer ne c'heller ket teuler meïn ouz kement ki a harz.

    (6) Kas da dreiñ mein da c'hlebiañ : envoyer promener.

    (1909) RVUm 29 (Gu). Ma ne hues ket nitra d'hobér, kerhet de droein er vein de séhein. (Var. de hlubein, suivant le temps qu'il fait.»

    (7) Kas da dreiñ mein da sec'hañ : envoyer paître.

    (1890) MOA 371 (L). Je vous enverrai paître aux landes, tr. J. Moal «me ho kaso da drei mein da zec'ha.» ●(18--) MIL.ms (d‘après MELU X 90). Ma n'as peus netra da ober, kea da drei mein da zec'ha

    (1931) VALL 525. au fig. envoyer paître, tr. F. Vallée «kas da drei mein da sec'ha (expression fam. imagées).» ●(1909) RVUm 29 (Gu). Ma ne hues ket nitra d'hobér, kerhet de droein er vein de séhein. (Var. de hlubein, suivant le temps qu'il fait.»

    (8) Treiñ mein da sec'hañ : perdre son temps en bagatelles.

    (1867) MGK 129 (L) G. Milin. Ho devezo arc'hant, / Evit trei ar vein da zec'ha.

    (1929) MKRN 84-85 (K) P. Martin. Raok pell oa direstet labour Job Kerbos. Ma ne vize deit Madenned Sant-Hern, ar (sic) Speied ha Moter da lakat ober kazikennou pañ, red a vije bet da Job, evit diduï e veolien, o lakat da drei mein da zec'hi. ●(1929) ENLA 2 (T) *Dir-na-Dor. N'hall ket an holl mont da c'hoari / Trei ar vein da sec'han, du-ze, da goste kêr. ●(1931) VALL 54. Perdre son temps à des bagatelles, tr. F. Vallée «trei mein da sec'ha.» ●(1935) ANTO 149 (T) *Paotr Juluen. Tud na chomont ket da drei ar vein da sec'ha pe da sellout ouzh an oabl o tremen, tud na vez ket kammed re izel an douar evito. ●(1940) SAV 18/21 (K) Y. ar Gow. Piou ac'hanoc'h a gredo bremañ lavarout ne doun mat nemet da drei mein da sec'ha. ●(1957) ADBr LXIV-4 473 (K-An Ospital Kammfroud). Mein figure dans l'expression : troi (trei) mein da zeha, symbole du travail inutile : koll a rez da amzer : koulz e vefe dit mont da droi mein da zeha. ●(1981) ANTR 218 (L) *Tad Medar. Hir e kaver an amzer pa ne gaver da ober nemed rei bronn d'ar bal pe trei mein da zeha.

    (9) Bezañ gwell treiñ mein da sec'hañ : faire qque chose qui répugne.

    (1879) ERNsup 168 (T). On dit fam[ilièrement] d'une chose qui répugne : Gwell ve ganin moñd da drein mein da zec'hañ, j'aimerais mieux aller tourner la pierre pour la faire sécher, Trév[érec].

  • maen-afell
    maen-afell

    g. = (?) Pierre à aiguiser (?).

    (1994) MARV xiii 32. (Poullaouen) roet eur falz, eur filched hag eur minafel dezañ.

  • maen-agatez
    maen-agatez

    m. Agathe.

    (1931) VALL 13b. Agathe, tr. «maen-agatez m. pl. mein-agatez

  • maen-aoter
    maen-aoter

    m. Pierre d'autel.

    (1732) GReg 71a. Pierre d'Autel, tr. «Mean-Auter. p. Mæin-Auter

    (1935) FHABvug Pask 103. e Sant-Yann Balanan, e parrez Plouvian, ema hirra maen-aoter a oufed gwelet, moarvat, er bed kristen ; gwasa pez a zo, kouezet pe ziskaret eo diwar e chichen ha breman ema o vresa dindan treid an dud.

  • maen-azez
    maen-azez

    m.

    (1) Pierre de base.

    (1903) MBJJ 323. mein-aze euz mogerio an iliz-koz.

    (2) Meule gisante d'un moulin.

    (1732) GReg 643a. La meule d'enbas, ou la meule gisante, tr. «mæn aze

  • maen-badez
    maen-badez

    m. Fonts baptismaux.

    (1929) MANO 93. Troad ar groaz a zo sanket er maen-badez.

  • maen-badeziant
    maen-badeziant

    m. Fonts baptismaux.

    (1633) Nom 198a. Baptisterium : les fonts : an mæn badizyant, an mæn fount.

    (1659) SCger 58b-59a. fonds de Batesme, tr. «men badiziant.» ●(1732) GReg 423a. Fonts de batême, ou fonts baptismaux, tr. «Ar mæn vadizyand

    (1868) FHB 183/213a. ho talc'het em euz var ar mean-badeziant.

  • maen-barlenn
    maen-barlenn

    m. Margelle.

    (1911) BUAZperrot 241. ec'h azezas e tal eur puns hag e selle ouz ar roudennou kleuzet gant an amzer er mean-barlen.

  • maen-bechou
    maen-bechou

    m. Quartelette.

    (1942) VALLsup 11b. Ardoises de petit format, tr. «mein bechou (breton ou parizian), de grand format mein katelet (Perrot).»

  • maen-ben
    maen-ben

    m. Pierre de taille.

    (1732) GReg 722a. Pierre de taille, tr. «Van[netois] meen bin. mæn bein. mæn ben

    (1870) FHB 280/149b. ar vein ben euz ar pilierou. ●(1876) TDE.BF 445a. Mean-ben, s. m., tr. «Pierre de taille.»

  • maen-benañ
    maen-benañ

    m. Pierre de taille.

    (1633) Nom 251a. Lapis quadratus : pierre quarrée : mæn quarrè, mæn benaff.

    (1876) TDE.BF 445a. Mean-ben, s. m., tr. «Pierre de taille. On dit aussi mean-bena

  • maen-benerezh
    maen-benerezh

    m. Pierre de taille.

    (1732) GReg 722a. Pierre de taille, tr. «Mean bénérès. p. mein bénérès.» ●902a. Pierre de taille, pierre propre à être taillée, tr. «mæn-bénérès. p. mæin-bénérès

    (1878) EKG II 116. eur mean benerez lakeat er voger gand eur mansouner.

    (1963) LLMM 99/267. o vourbouilhat dibaouez ouzh mein-benerezh ar c’hae.

  • maen-bez
    maen-bez

    m. mein-bez Pierre tombale.

    (1633) Nom 199a. Cippus, menfa : la pierre du sepulchre : vn mæn bez. ●253b. Sarcophagus, Asius lapis : pierre de sepulture : męn vez (lire : bez).

    (1732) GReg 722a. Pierre Tombale, tr. «Mæn Bez. p. mein Bez.» ●927a. Tombe, pierre tombale, tr. «Mæn-bez. p. mein bez

    (1857) CBF 62. mean-bez va zad, tr. «la pierre tombale de mon père.» ●(1866) SEV viii. Nemet eur mean-bez-bennag a lavarfe piou ez eo bet ann den-ze. ●(18--) GBI II 212. roudou hi daoulin er mein-bez, tr. «la trace de ses genoux sur les pierres tombales.»

    (1902) PIGO I 171. evel mein beziou. ●(1903) MBJJ 24. war e vin-be en bered Runan. ●(1903) BTAH 7. Eur mean-bez hepken, er vered, / A lâr int eat 'kuit da viken ! tr. «Seule une pierre tombale, au cimetière, avertit leurs frères qu'ils sont partis pour toujours.»

  • maen-bili
    maen-bili

    m. mein-bili Galet.

    (1876) TDE.BF 445a. Mean-bili, s. m., tr. «Galet, cailloux ; pl. mein-bili

  • maen-binell
    maen-binell

    m. (construction) Pierre qui est à la jonction des deux rampants.

    (1988) TIEZ II 101. A la rencontre des deux rampants, la jonction est réalisée par une pierre triangulaire appelée ar men binell, ar binen, la pointe, ou encore, à Tréguennec, ar men skoul, la pierre au milan, du nom d'un rapace.

  • maen-bolz
    maen-bolz

    m. (construction) Claveau, vousseau, voussoir.

    (1869) TDE.FB 173b. Clef de voûte, tr. «mean bolz, m.» ●(1876) TDE.BF 445a. Mean-bolz, s. m., tr. «Clef de coûte.»

  • maen-bonn
    maen-bonn

    m. Borne, pierre bornale.

    (1732) GReg 722a. Pierre bornale, tr. «mæn-bonn

    (1876) TDE.BF 445a. Mean-bonn, s. m., tr. «Pierre bornale.»

    (1976) BAHE 91/17b. ur maen-bonn en Istor ar Vro.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...