Devri

Recherche 'fi...' : 360 mots trouvés

Page 2 : de ficherezh (51) à fidouach (100) :
  • ficherezh
    ficherezh

    m. Toilette (pour bien s'habiller).

    ●(1860) BAL 174. colled abred gant ar ficherez ac oll follenteziou ar bed. ●219. e santas goudeze cals a c'hout evit ar c'hinklerez ac ar ficherez. ●(1868) KMM 180. ar ficherez hag an digorou divoder. ●(1872) ROU 90b. Luxe, tr. «ficherez.»

    ●(1904) SKRS I 160. beza re zod an holl gant an dillad kaer, hag ar ficherez. ●(1908) FHAB Meurzh 89. He bried ne gare nemet ar ficheres. ●(1925) FHAB Mae 189. redek gand kemend a herr hag a diz warlerc'h ar ficherez displed.

  • fichet .1
    fichet .1

    adj.

    (1) Fixé.

    ●(1499) Ca 83b. [fichaff] gal. fichiez. b. fichet.

    ●(1689) DOctrinal 201. ha quer buan ó derc’hell bepret, fichet hac arretet é daou lagat var Imaig ar Crucifix.

    (2) Perché.

    ●(1908) FHAB Meurzh 92. eul lapous fichet var eur brank a gane.

  • fichet .2
    fichet .2

    adj. Paré.

    ●(1710) IN I 354. beza quinclet, fichet hac ajustet brao.

    ●(1876) TDE.BF 205b. Fichet, adj., tr. «Se dit d'une femme qui a fait une grande toilette.» ●(1890) MOA 111b. Ajusté, adj., tr. «fichet.»

  • fichfichal
    fichfichal

    v. intr. Remuer.

    ●(1957) AMAH 92. en o c'hichen e fichfiche un toullad paotred.

  • fichficher
    fichficher

    m. –ion Homme remuant.

    ●(1957) AMAH 45. pa voe faezh ar fichficherien.

  • fichiñ
    fichiñ

    voir fichañ .1

  • fichoù
    fichoù

    plur. Toilette, parure.

    ●(1923) FHAB Kerzu 463. me oa troet ouz ar fichou.

  • fidadaoula
    fidadaoula

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue. (feiz d'am daou vloaz).

    ●(1970) BHAF 132. «Fidadaoula, me en em gavas ive en eur gwele euz ospital Rikawig, o krena evel eur barr-deliou, gand ar memez kleñved evel ar re all.

  • fidadoue
    fidadoue

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1970) BHAF 43. «Imobill e oah adarre deh da noz, koz lonkerez de die !» «Fidadoue ya 'vat.»

  • fidadouenn
    fidadouenn

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1969) BAHE 62/50. Ma ! Fidadouenn, me n'ouzon ket petra da soñjal...

  • fidadoullou
    fidadoullou

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1943) SAV 29/26. Ma fidadoullou ! van ebet ne reomp-ni eus an dud, hañ Monig.

  • fidajampi
    fidajampi

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1910) BOBL 01 janvier 262/1b. Fidajampi ! n'eo ket brao tostaat ouz an dimezelled-ze neuze.

  • fidam
    fidam

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1965) BREZ juin 93/6a. Fidam, luha a ra fenoz goulou ar Zetilez. ●(1970) BHAF 13. Fidam, kavet em-oa peadra da lenn... ●(1974) YABA 09.02. Fidam, ia, marù é er peurkèh !

  • fidambiche
    fidambiche

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1970) BHAF 239. Pa oe boutet peb a vod-spern dindan lost o hezeg, ha fidam biché, ar re-mañ o skarza gand ar foeltr ha diaez, evel-just, chom war o hein.

  • fidambie
    fidambie

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1970) BHAF 107. «N'em-eus ket gonezet-me arhant er redadegou-kezeg ! Fidam bie, geo memez tra, eme Alan va mignon muriad. ●157. Med red e vefe feurmi eur wetur, pez na vefe ket, fidam bié, evid mann. ●294. Fidam bié, pa doe klevet e oa intañv, hi da gemer dioustu an tren evid Plouared. ●356. Fidambié 'c'holla 'vat, setu an davarnourez o ruzia gant ar vez. ●(1971) BAHE 68/7. Fidambie, trawalc’h o deveze ar c’hezeg d’ober.

  • fidambue
    fidambue

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1932) ALMA 109. Fidambue, brao emaoun ganti !

  • fidambutun
    fidambutun

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1929) MKRN 93. Fidenbutun ! Mari Baour, zoubenn an anduilhen, / Erru eo da goaz d'ar ger, gantan leun e gorkenn ! tr. «Nom d'une pipe !...»

  • fidamchig
    fidamchig

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1982) TKRH 121. «C'hwi, Mamm, ma'n em gavfec'h intañvez a addimezfe ivez, me zo sur.» / «Findamchig, eme an hini gozh, ne rafen ket, na ne rafen, sur mat.

  • fidamdoue
    fidamdoue

    interj. Juron euphémique pour Feiz da’m Doue.

    ●(1947) YNVL 92. Ha n’am eus ket, fidamdoue !

  • fidamdouen
    fidamdouen

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1943) SAV 26/69. Fidemdouen !... Fentus eo evelkent klevout eur vamm o tamall d'he mab e yec'hed !...

  • fidamdoukou
    fidamdoukou

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1954) LLMM 43/20. Hag e skarent, fidamdoukou !

  • fidamdoulla
    fidamdoulla

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1942) SAV 25/11. Fidemdoula, n'emaoun ket avat ! ●16. Fidamdoula, diaes eo mirout kement-se a zour em genou !

  • fidamdoulle
    fidamdoulle

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1909) KTLR 8. Ah ! fidandoulle ! doulle ! eme an tad, te 'zo ar guella desket var da vicher. ●(1911) RIBR 79. O ne rin ket, fidamdoulle avat ! ●(1923) KNOL 38. Ah ! fidandoulle ! eur gwall baot eo !

  • fidamdoullig
    fidamdoullig

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1929) MKRN 83. Met, fidendoulik ! ne labouront ket evit netra. ●86. Ia fad, fidendoulik ! an taol-ma eo digouet. ●96. Fidendoulik ! a lar Paolik en eur harpo e zac'h ouz kein Soaz Vras. ●(1942) SAV 25/21. Fidamdoulig, goude e vezo skubet !

  • fidamdoumen
    fidamdoumen

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1923) KNOL 291. Va boutou d'in-me 'zo fall a-walc'h, avat, fidandoumen ! ●(1927) TSPY 10. Fidamdommen !... unan a welan o tont...

  • fidamdoupik
    fidamdoupik

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1909) KTLR 16. O ! fidandoupik ! Kemerit va zruillou, neuze avad, ha roit din ho tillad kaer.

  • fidamdousik
    fidamdousik

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1970) BHAF 115. Med fidamdousig, ne oa ket re domm dim.

  • fidamdoustac'h
    fidamdoustac'h

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1877) FHB (3e série) FHB 24/195b. E fidandoustac'h, daou ourz ma'z oc'h, chommit peoc'h ha me jommo ivez.

  • fidamdoustik
    fidamdoustik

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1908) KMAF 23. Mat eo, fidamdoustik, kalz gwelloc'h eget gwin ar Bornik. ●48. Fidamdoustik ! Tonton Herve, n'eo ket brao kaout eun teod evel hoc'h hini d'hon dispenna ! ●(1909) ATC 5. Buan, fidam-doustik ! an traou en-dro ! ●(1925) DLFI n° 6/2c. Ah ! findandoustik ! Laou, kountant braz oun avad da velet ac'hanoc'h aman. ●(1932) ALMA 107. Va dien a zo c'houez vad gantan, fidandoustig ! ●125. Fidandoustik, ma tro em fenn, me a vezo mestr em zi.

  • fidampret
    fidampret

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1969) BAHE 60/36. Met fidempret ! Me 'zo o vont da stagañ ar Vinet raktal. ●(2003) TONKA 58. Pe fidampred, me 'zo a-viskoaz eur hras kaer din kaoud ma hafe pa 'mez tommet anezañ.

  • fidanderv
    fidanderv

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1877) FHB (3e série) 15(2)/123b. Ah ! gant ar c'helachou-ze eo out clanv, paot-ran ; leac'h a zo, fi d'an dero !

  • fidandouchenn
    fidandouchenn

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1907) MVET 36. Brema avad, fidandouchen, ez ay an traou en-dro du-ze !

  • fidazomen
    fidazomen

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1883) IMP 26. Pêdra, fidazomen ! da zebri e speret !

  • fidedoulle
    fidedoulle

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1956) LLMM 55/28. Erru out adarre ? eme ar Roue dezhañ ? Fidedoulle ! ●(1978) BAHE 99-100/67. Fidedoulle, eme Emil, a bep seurt kaozioù a glev an nen.

  • fidel .1
    fidel .1

    adj.

    I. Attr./Épith.

    (1) Fidèle.

    ●(1659) SCger 57a. fidelle, tr. «fidel.»

    ●(1849) LLB 1485. hou ki gouarnour fidel.

    (2) Bezañ fidel da : être à fidèle à.

    ●(1790) Ismar 208. Er serviterion e zou obligét de vout fidel d'où méstr.

    ●(1831) RDU 129. Mæs ret-é bout fidel ha dalhabl d'hum aquittein ag en exercice spirituel-men. ●(1857) HTB 150. ma c'huit da vean fidel d'ho koulen.

    (3) (religion) Fidèle.

    ●(1792) CAg 117. me vou dehou fidele.

    ●(1843) LZBg 1añ blezad-2l lodenn 47. unan ag er grechénion fidel. ●(1849) LLB 2009. en Eled fidel.

    ●(1904) SKRS I 36. eun ingroez tud fidel. ●(1911) BUAZperrot 496. dirag an dud fidel.

    II. Adv. Fidèlement.

    ●(17--) CCn 702. d-en seruigin fidel.

    III. Fidel evel un alc'hwez : voir alc'hwez.

  • fidel .2
    fidel .2

    m. –ed (religion) Fidèle.

    ●(1612) Cnf 79b. An bagat ves an fidelet.

    ●(1790) Ismar 549. èl ma tai d'er Fidelèt dré zevotion goulèn boud aviélét arlerh en Overèn.

    ●(1821) SST 66. a drebi er rouyet bet en disterran ag er fidelet.

  • fidelamant
    fidelamant

    adv. Fidèlement.

    ●(c.1680) NG 740. E servicë forh fidellement.

    ●(1834) APD 50. servichit anezo fidelamant.

  • fidelded
    fidelded

    f. Fidélité.

    ●(1732) GReg 868a. Le chien est le simbole de la fidélité, tr. «Ar c'hy a so an azrouëz eus ar fidelded.»

    ●(1844) LZBg 2l blezad-2l lodenn 95. a balamort d'he fideldæt. ●(1847) FVR 366. Pa anavezaz Napoleon ho c'haloun hag ho fidelded. ●(1847) MDM 165. eur fideldet bet'rfin. ●(1856) GRD 99. é gourage hag é fideldæt.

  • fidelenn
    fidelenn

    f. –où Reprisage au fil de lin.

    ●(1931) VALL 650a. Reprisage (au fil de lin), tr. «fidelenn f. T[régor].»

  • fidelenniñ
    fidelenniñ

    v. Repriser au fil de lin.

    ●(1931) VALL 650a. Repriser (au fil de lin), tr. «fidelenni T[régor].»

  • fideliñ
    fideliñ

    v. Repriser au fil de lin.

    ●(1931) VALL 650a. Repriser (au fil de lin), tr. «fideli T[régor].»

  • fidelite
    fidelite

    f. Fidélité.

    ●(1727) HB 40. fidelite en e andret.

    ●(1838) OVD 251. un dén youanq libertin, un infâme attropér benac eit corromplein hé fidélité. ●(1879) GDI 299. Er roué e aproq enta é fidélité.

  • fidezouar
    fidezouar

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1929) MKRN 109. Afe, fidezouar ! dec'h da noz, just-walc'h, e-pad ma oa an itron o c'harmal, em eus echuet o c'honto !

  • fidezouchenn
    fidezouchenn

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1929) MKRN 98-99. Pe glev drign-drign, rign-rign, ar pianoied daonet zo deit lod anê, a neo-zo, d'ar c'hornad bro-man, da lac'ho an dud iouank, korf hag ene, neuze fad, fidezouchen, e ta da vut arrajet lip-ha-lip !

  • fidezoupenn
    fidezoupenn

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1929) MKRN 91. Eo ! Eo ! fidezoupen fad, kenderv Alen, keuz am eus ; leiz ma c'halon.

  • fididouic'h
    fididouic'h

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1982) TKRH 90. «Dalc'hit mat Bernard, diwallit !» / «Fididouic'h ! Aotrou Kure, derc'hel a rin avat ! / Paw ! Ur gorventenn. Pleget ar banniel en desped d'an Teo. Kouezhet ar c'har a-dreuz war vur ar vered, torret e daou, aet ar banniel dreist ar vur ha chomet ar c'har etre daouarn an Teo. / «Laret em boa deoc'h derc'hel mat,» eme ar c'hure. / «Fididouic'h, Aotrou Kure, hag em eus graet avat, chomet zo un tamm ganin, sed !»

  • fidorienn
    fidorienn

    f. –où Baliverne, conte à dormir debout.

    ●(c.1718) CHal.ms i. Baliuernes, tr. «conteu, fidaurienneu.» ●Contes a dormir de bout, tr. «conteu man goh conteu bleu, fablenneu, fidaurieneu Ing. [= Mr d'Inguiniel].

    ●(1905) DIHU 1/4. sorbienneu, fidorienneu, sonnenneu. ●(1955) BGUE 37/17. er penn ketan a me fidorienn.

  • fidorius
    fidorius

    adj. =

    ●(1963) LLMM 101/423. an Ankou fidorius.

  • fidou
    fidou

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1889) SKG 17. Fidou ! Joz, n'ouzan ket, tr. «Foi de Dieu ! Joseph, je ne le connais pas.»

  • fidouac'h
    fidouac'h

    interj. Juron euphémique pour Feiz da'm Doue.

    ●(1877) FHB (3e série) FHB 17/138b. hag e fidouac'h, ne ket eur bluen eo dioc'h lost Marc'harid ar scarz. ●139a. Fidouac'h, emeve d'ezhan, setu aze eur mister diessoc'h da entent eget mister an Dreinded.

    ●(1909) KTLR 127. Ah ! fidouah ! emezhan d'ezho, me a oa o vont d'ho kerc'had d'ober eun dro.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...