Devri

Recherche 'di...' : 6655 mots trouvés

Page 59 : de dileber (2901) à diletonin (2950) :
  • dileber
    dileber

    adj.

    I. Attr./Épith.

    (1) (en plt de qqn) = (?) Insouciant (?).

    ●(1870) FHB 271/80a. daou c'halouper bro hag a zebre kik na petra-ta. Daou botr dileber oant.

    (2) (en plt d'un travail) Facile et rapide à faire.

    ●(1977) PVPR 142. A-wechoù zoken e veze hadet an avaloù-douar deomp «dindan ar bomm», da lavarout eo, pa veze digoret an ervenn gentañ gant an arar e lakaemp an had e-barzh, hag an had-se a veze goloet pa veze digoret an eil ervenn, hag evel-se betek ar fin. Se a oa dileber.

    II. Adv. Aisément.

    ●(1870) FHB 303/329a. ober brema ho labourou ken dileber ha ma ve red dezho beza. ●(1889) ISV 135. Ar plac'h iaouang a zavas dioc'htu hag a ieas dileber da zaoulina var diri an aoter.

    ●(1957) ADBr lxiv 4/455. (An Ospital-Kammfroud) Dileber : adv. – Rapide, aisé, sans accoup : mond a ra dileber al labour endro ; ma ne hellez ket mond dileberroh gand da labour, eo koulz dit mond da gousked.

  • dilec'h
    dilec'h

    m.

    (1) Départ.

    ●(1903) MBJJ 31. Tostaat a ra koulskoude da daer heur, da goulz an dilæc’h. ●96. koulz an dilæc’h. ●335. Da c’hortoz an dilec’h.

    (2) Déplacement.

    ●(1962) EGRH I 60. dilec’h m., tr. « déplacement. »

  • dilec'hadur
    dilec'hadur

    voir dilec'hiadur

  • dilec'hañ
    dilec'hañ

    voir dilec'hiañ

  • dilec'her
    dilec'her

    m. –ion =

    ●(1744) L'Arm 192b. Celui qui foule [un nerf], tr. «Diléhourr.»

  • dilec'het
    dilec'het

    voir dilec'hiet

  • dilec'hiadur / dilec'hadur
    dilec'hiadur / dilec'hadur

    m. –ioù

    (1) Déplacement.

    ●(1914) DFBP 88a. deplacement, tr. «Dilec'hiadur.» ●(1931) VALL 202a. Déplacement, tr. «dilec'hiadur m.» ●753a. Transport ; déplacement, tr. «dilec'hiadur m.»

    (2) Déboitement, entorse.

    ●(1904) DBFV 55b. diléhadur, m., tr. «déboitement, entorse.»

  • dilec'hiañ / dilec'hañ / dilec'hiñ / dilec'hiiñ
    dilec'hiañ / dilec'hañ / dilec'hiñ / dilec'hiiñ

    v.

    I. V. intr.

    (1) Quitter un lieu, partir.

    ●(17--) ST 14. poent eo d'imp dilec'hia, tr. «il nous est temps de partir.» ●164. poent e d'ehoc'h dilec'hia, tr. «il est temps de partir.»

    ●(1867) FHB 121/131b. ar meuriad a dlie dilec'hia ar c'henta.

    ●(1903) MBJJ 3. setu eun taul c'houitel, ha ni o tilæc'han. ●(1910) MBJL 194. Da nav heur hanter e tilec'h hon zrain.

    (2) Se déplacer.

    ●(1857) HTB 61. en avertisas da dilec'hia.

    ●(1970) LIMO 05-06 avril. tud hag e oè ret dehè dilèhein él deur ou goèhieu, da glask pé de hounid ou zammig bara.

    II. V. tr. d. Déplacer.

    ●(1847) BDJ 108. dileac'ha'r meneçziou.

    ●(1905) DIHU 2/27. Pep stern e hel bout lammet hemb diléhein er réral. ●(1914) DFBP 88a. deplacer, tr. «Dilec'hia.» ●(1915) LILH 5 a Gerzu. Konzet e hrér arré ag hon diléhein…

  • dilec'hidañ
    dilec'hidañ

    v. tr. d. Désenvaser.

    ●(1931) VALL 208a. Désenvaser, tr. «dilec'hida.»

  • dilec'hierezh
    dilec'hierezh

    m. Déplacement.

    ●(1931) VALL 753a. Transport ; déplacement, tr. «dilec'hierez m.»

  • dilec'hiet / dilec'het
    dilec'hiet / dilec'het

    adj.

    (1) Luxé.

    ●(1612) Cnf 23a. membro torret pé dilechet. ●(1633) Nom 273a. Luxatus : desnoué, desmis de son lieu : vn den en deffè vn mempr bennac dichouentret, dïlechyet, deuet ez plaçc. ●(1650) Nlou 215. Pan voa en croas pren astennet, / Oz cr'ech é dyoubrech dylechet, tr. «Lorsqu'il fut étendu sur le bois de la croix / en haut, les deux bras disloqués.»

    ●(1732) GReg 163a. J'ai la cheville du pied démise, tr. «Dilec'het eo va ufern.» ●799b. Remboeter, remettre un os disloqué da sa boëte naturelle, tr. «lec'ha ou lec'hi, an esqern dislec'het, ou, dilec'het.» ●(1744) L'Arm 233b. N'én dé ur bourtt cléhuéd ur goass / E larétt de vihan ha brass : / Mouguein a ran, né badan quét : / Me mameu a zou diléhétt ! ●331a-b. Remboester ou Remboêter, tr. «Laquad unn asscorne diléhéd, énn é léh.» ●(1790) MG 237. er hloès e ra ur mambr diléhét.

    ●(1903) MBJJ 109. n'euz bet na skoa dilec'het, na troad friket.

    (2) Déplacé.

    ●(1900) KEBR 19. Eur peul dilec’het, tr. « Un pieu déplacé ».

  • dilec'hiiñ
    dilec'hiiñ

    voir dilec'hiañ

  • dilec'hiñ .1
    dilec'hiñ .1

    v.

    (1) V. tr. d. Luxer, démettre, déboîter.

    ●(1659) SCger 40a. deboister les os & les membres, tr. «dilec'hi an jsili.» ●42a. demembrer, tr. «dilec'hi an isili.» ●44b. disloquer, tr. «dilec'hi.» ●143a. dilec'hi, tr. «disloquer.» ●(1723) CHal 56. Dilehein, tr. «Disloquer, déboëtter, démettre.» ●(1732) GReg 246b. Deboeter, disloquer quelque os, tr. «dilec'hi. p. dilec'het. Van[netois] dileheiñ.» ●264a. Demettre, faire sortir un os de sa place, le disloquer, tr. «dilec'hi. pr. dilec'het.» ●(1744) L'Arm 162b. Fouler (...) Un nerf, tr. «Diléhein unn nêrhênn.»

    ●(1907) BSPD I 391. tennein ar hé manbreu eit ou diléhein. ●(1934) BRUS 55. Démettre (un membre), tr. «diléhein.»

    (2) V. pron. réfl. En em zilec'hiñ : se luxer.

    ●(1907) BSPD I 89. azé é ma bet dispennet ol é gorv get tauleu ha tennet kement é zehorn hag é dreid ma vezé kleuet en iskern doh hum ziléhein.

  • dilec'hiñ .2
    dilec'hiñ .2

    voir dilec'hiañ

  • dileksion
    dileksion

    f. Dilection.

    ●(1621) Mc 82. dilection ha carantez ardant.

  • dilemel
    dilemel

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Ôter, retirer (qqc. à qqn).

    ●(1838) CGK 33. E cavis va douciq coant, / O tilemel, craq e c'hinvis. ●(1877) BSA 35. Ar maro a zilam diganen ar pez a garien ar muia. ●(1883) MIL 17. ar roue Ian, da genta kont a Gerne, a zilammas Breiz-Izel a bez eus tre daouarn bugale roue Frans.

    ●(1908) FHAB Ebrel 111. ma tilamman digant an dud-man o ilis.

    (2) Enlever, retirer (qqc. d'un endroit).

    ●(1913) FHAB Meurzh 82. gant hast e tilammont ar golo koat.

    II. V. pron. réfl. En em zilemel a nec'hamant : se tirer d'embarras.

    ●(18--) AID 250. evit en eur dilam a nehamant, tr. «pour me tirer d'embarras.»

  • dilemm
    dilemm

    adj. Non tranchant.

    ●(1931) VALL 161b. qui n'est pas coupant, tr. «dilemm.» ●250a. Émoussé du tranchant, tr. «dilemm.»

  • dilemmañ
    dilemmañ

    v.

    (1) V. tr. d. Émousser.

    ●(1940) LZBl Gouere/Eost 355. dilemma ar c'hontilli.

    (2) V. intr. S'émousser.

    ●(c.1894) IJB.ms I 30. an douar a zo calet gant ar zec'hor zo bet en anv-ma a dre-ze ar zoc'h a zilem buan.

  • dilenn .1
    dilenn .1

    m. –où

    (1) Choix.

    ●(1876) TDE.BF 132b. Dilenn, s. m. C[ornouaille], tr. «choix.» ●(1878) EKG II 246. Dilenn 'zo d'ign roet.

    ●(1922) FHAB Genver 21. hag en abeg da ze e talee keit amzer da ober e zilenn. ●(1927) GERI.Ern 107. dilenn m., tr. «Choix, triage.»

    (2) Triage.

    ●(1876) TDE.BF 132b. Dilenn, s. m. C[ornouaille], tr. «Triage.»

    (3) Dre zilenn : électif.

    ●(1931) VALL 245a. Électif, tr. «dre zilenn.»

  • dilenn .3
    dilenn .3

    v. tr. d. Lenn-dilenn : lire et relire.

    ●(1927) GERI.Ern 99. lenn-dilenn, tr. «lirer et relire, lire sans cesse.»

  • dilenn / dilennañ / dilenniñ .2
    dilenn / dilennañ / dilenniñ .2

    v. tr. d.

    I.

    (1) Choisir.

    ●(1659) SCger 25b. choisir, tr. «dilenn.»

    ●(1876) TDE.BF 132b. Dilenn, v. a. C[ornouaille], tr. «choisir.» ●(1878) EKG II 245. dilenn a ra ar maro. ●246. Me zilenn ar maro.

    ●(1927) GERI.Ern 107. dilenn v. a., tr. «trier, choisir.»

    (2) Élire.

    ●(1878) EKG II 64. Ha n'oc'h ket bet ive dilennet da vear e parrez Guinevez ?

    ●(1914) DFBP 112a. elire, tr. «Dilenna.»

    (3) Trier.

    ●(1876) TDE.BF 132b. Dilenn, v. a. C[ornouaille], tr. «Trier.»

    II. (cuisine)

    (1) Éplucher, écosser.

    ●(1659) SCger 52b. eplucher, tr. «dilen.» ●(c.1718) CHal.ms i. esplucher, tr. «nettat, dibluchein, dilenein.»

    ●(1904) DBFV 55b. dilennein, v. a., tr. «éplucher (Ch. ms.).» ●(1938) WDAP 2/122. (Pleiben, Gwezeg) Dilenn, verb, Diglosa, diglora. Skouer : Emaomp o vont da zilenn piz-bihan ha fao-munut. ●(1952) LLMM 32-33/133. (Douarnenez) Dilenn : dibab ar pezh a zo mat da zebriñ eus ar pezh a zo fall, dibluskañ. Dilenn piz bihan, dilenn un orañjez. ●(1977) PBDZ 215. (Douarnenez) dilenn, tr. «écosser (des pois), etc.»

    (2) Décortiquer (des crustacés).

    ●(1952) LLMM 32-33/133. (Douarnenez) Dilenn : dibab ar pezh a zo mat da zebriñ eus ar pezh a zo fall. dilenn kranked. ●(1977) PBDZ 870. ma tilenn ar c'hrenked a zebro, tr. «s'il épluche les crabes, il en mangera.»

    (3) Nettoyer le poisson.

    ●(1977) PBDZ 215. (Douarnenez) dilenn, tr. «nettoyer (du poisson), etc.» ●914. pa neus dilennet e besked, tr. «quand il a nettoyé son poisson.»

    (4) par ext. Nettoyer.

    ●(1979) VSDZ 51. (Douarnenez) Ar golo oa bet chañchet meur a wech… Pa oa echu ar bloaz, 'renkes dilenn anezho ha lakaat war an doenn pa vie amzer vrav, en heol tomme vit tennañ an ibiti kuit, tr. (p. 215) «Le tissu a été changé plusieurs fois… A la fin de l'année, il te fallait les nettoyer [les matelas], et les mettre sur le toit quand il faisait beau, au soleil pour ôter l'humidité.»

    III.

    (1) Expliquer.

    ●(1879) BMN 247. ar vialenn venn en he dorn, o tilen piz an taolennou, hag o rei ker mad da anaout ar guirionesiou a ioa kuzet ennho.

    (2) Conter, raconter.

    ●(1924) ZAMA 204. Met penn hag empenn eul lakepotig a zeiz vloaz, skuiz a gorf, a chom enaouet war e vrasa goulou, pa zilenner dirazan traou evel ma tilennas Tomaz ar Gervini.

  • dilennad
    dilennad

    m. dilennidi Élu.

    ●(1931) VALL 246b. Les élus, tr. «an dilennidi.»

  • dilennadeg
    dilennadeg

    f. –où Élection.

    ●(1931) VALL 245a. Élection (…) réunion électorale, tr. «dilennadeg.»

  • dilennadur
    dilennadur

    m. –où Élection.

    ●(1935) VOTE 5. Kement-man a zo eun diverradur eus lezenn an iliz e-kenver an dilennaduriou. Dre dilennaduriou eo ret intent an holl votadegou.

  • dilennadus
    dilennadus

    adj. Illisible.

    ●(1931) VALL 231b. Illisible, tr. «n'heller ket lenn, dilennadus, dihelenn (moins fort).»

  • dilennañ
    dilennañ

    voir dilenn .2

  • dilenner
    dilenner

    m. ion Électeur.

    ●(1914) DFBP 111b. electeur, tr. «Dilenner.» ●(1935) VOTE 17. an dilenner ne c'hall ket voti. ●22. Eur mank bras a ra an dilenner (voter) ma ro e vouez d'eur c'hannad hag a voto lezennou noazus da frankiz ar gatoliged.

  • dilennet
    dilennet

    adj. Èlu.

    ●(1914) DFBP 112a. élu, tr. «Dilennet.»●(1931) VALL 246b. Élu, tr. «dilennet.»

  • dilennidigezh
    dilennidigezh

    f. Action de choisir, d’élire.

    ●(1962) EGRH I 60. dilennidigezh f., tr. « action de choisir, d’élire. »

  • dilenniñ
    dilenniñ

    voir dilenn .2

  • dilent
    dilent

    adj. Non timide.

    ●(1931) VALL 398b. sans être intimidé, tr. «dilent.»

  • dilentegezh
    dilentegezh

    f. Assurance, absence de timidité.

    ●(1931) VALL 42a. Assurance, absence de timidité, tr. «dilentegez f.»

  • dileñvañ
    dileñvañ

    v. intr. Cesser de pleurer.

    ●(1872) ROU 77a. Dileva, tr. «cesser de pleurer.»

  • dilerc'h
    dilerc'h

    m., adv. & prép. –ioù

    I. M.

    (1) Restant.

    ●(1847) FVR 59. Ha tremenet dilerc'h ann de / E servich ann Otro Doue. ●(1876) TDE.BF 132b. Dilerc'h, s. m., tr. «Reste, superflu, ce qui reste d'un repas.»

    ●(1955) STBJ 144. e stlapent an dilerc'h eus o bara war an hent.

    (2) Retard.

    ●(1914) MNOTes 173. On dit en Trég[orois] dilerc'h retard. ●(1982) TKRH 65. en deiz-se e oa dilerc'h da vat gant an Tad-Kozh. ●66. N'eo ket souezhus eta e vije bet kement a zilerc'h gantañ.

    (3) Bezañ en dilerc'h war : être en retard sur.

    ●(1925) CBOU 4/56. Breiz a zo eur vro en dilerc'h war an holl vroiou all…

    (4) Suite.

    ●(1962) EGRH I 60. dilerc’h m. -ioù, tr. « suite. »

    (5) Résultat.

    ●(1962) EGRH I 60. dilerc’h m. -ioù, tr. « résultat. »

    II. Adv.

    (1) Chom a-zilerc'h : rester, être de surplus.

    ●(1732) GReg 815a. Rester, être du surplus, être de reste, tr. «chomm a-zilerc'h.»

    (2) Menel en dilerc'h : être en retard.

    ●(1935) BREI 394/2c. pa deu d'ezan menel en dilerc'h, diouz ar beure, da vont da zon an Anjelus.

    III. Prép.

    (1) Après.

    ►[form. comb.]

    P1 hon dilerc'h

    ●(1732) GReg 264b. Il a demeuré après nous, tr. «manet eo hon dilerc'h.»

    P2 ho tilerc'h

    ●(1580) G 94-96. nam lest quet chetu ma hunan, / Da gouzaf sourcy en ty man. / Muy ho dylerch en herberch man, tr. «Ne me laissez pas seule, voilà, / A souffrir souci dans cette maison, / Désormais après vous dans ce logis.»

    P3 o dilerc'h

    ●(1727) HB 383. Achappet e hon ene o dilarc'h evel ma c'hachap ul labouz a zilarc'h ar chasseuryen.

    (2) A-zilerc'h : Après.

    ●(1499) Ca 5a. Adilarch. g. apres darriere.

    ●(1727) HB 383. Achappet e hon ene o dilarc'h evel ma c'hachap ul labouz a zilarc'h ar chasseuryen.

    ●(1847) MDM 222. Petra a chom da ober na da forja a zilec'h eur spered ijinus. ●(1869) HTC 52. al loanet a ioa chomet beo a zilerc'h ar vossen. ●(1893) IAI 186. eun dra benag a jomo a zilerc'h ho keyer.

    ●(1911) BUAZperrot 389. chomet en he zav a zilerc'h ar Vretoned. ●(1935) FHAB Meurzh 125. an tammou kig poas a zo chomet ganeoc'h a-zilerc'h eur pred all.

    ►[form. conju.]

    P3 a-zilerc'h dezho

    ●(1732) GReg 815a. a zilerc'h dézo.

    (3) E dilerc'h ub. : à la suite de qqn.

    ●(1962) TDBP II 111. Ar hoz traou-ze a oa manet e dilerh Jakez, tr. «ces vieilleries-là sont restées après Jacques (ont été délaissées par Jacques).»

    (4) E dilerc'h : après.

    ●(1889) ISV 307. evel eur moroc'h chomet e dilerc'h ar mor var an treas.

    (5) En conséquence, à la suite.

    ●(1847) FVR 2. Enn dilerc'h kement-se hon bro geaz en em welaz goloet a zireisiou a beb giz.

    IV. Loc. prép.

    (1) War zilerc'h : à la suite de.

    ●(1893) IAI 141. an danvez a yoa chomet var zilerc'h ar Bayanet.

    ►[form. comb.]

    S3m war e zilerc'h

    ●(1869) HTC 118. an dud keiz ha reuzeudic en devoa roue Babilon lezet var he zilerc'h.

    P2 war ho tilerc'h

    ●(1921) FHAB Du 306. Bruzunadur ar pred chomet war ho tilerc'h.

    (2) E dilerc'h : à la suite de.

    ►[form. comb.]

    S1 em dilerc'h

    ●(1962) TDBP II 111. Ar bara a van em dilerh a roan d'ar yér, tr. «Le pain qui reste après moi (mes restes de pain), je le donne aux poules.» ●Eur gwenneg bennag a chomo em dilerh, tr. «il restera quelques sous après moi (quand je mourrai.»

    P3 en o dilerc'h

    ●(1732) GReg 815a. Il n'est rien resté après eux, tr. «ne deus chommet netra èn o dilerc'h.»

    ●(1882) BAR 212. ar pez a chome en ho delerc'h.

    ●(1900) MSJO 85. an traou-all a oa chomet en ho dilerc'h.

    (3) Eus dilerc'h.

    ►[form. comb.]

    S3m eus e zilerc'h

    ●(1884) BUZmorvan 779-780. e tastume ar pez a jome euz he zilerc'h hag euz a zilerc'h ar re all goude ar prejou.

    ●(1928) FHAB Genver 27. ar paperou a zo chomet eus e zilerc'h a lavar en deus anavezet an toer koz.

    P3 eus o dilerc'h

    ●(1867) MGK 84. ar chas o krignat / Eskern euz ho dilerc'h. ●(1893) IAI 196. ar pez a jomo euz ho dilerc'h.

    ●(1925) BUAZmadeg 500. ar pez a joume euz ho dilerc'h.

  • dilerc'h-dle
    dilerc'h-dle

    m. Arrérages.

    ●(1931) VALL 37a. Arrérages, tr. «dilerc'h-dle m.»

  • dilerc'hadenn
    dilerc'hadenn

    f.

    (1) Dernier né de la famille.

    ●(1966) BAHE 50/38. chom er gêr gant Soaig, he dilerc'hadenn, lostig an ti.

    (2) Enfant né sur le tard.

    ●(1970) BHAF 15. Setu ma houlennas gand e dad, koz awalh – va mignon a oa eun dilerhadenn.

    (3) Attardement.

    ●(1906-1907) EVENnot 15. attardement, tr. «dilerc'haden.»

  • dilerc'hañ / dilerc'hiañ / dilerc'hiñ
    dilerc'hañ / dilerc'hiañ / dilerc'hiñ

    v.

    I. V. tr. d. Retarder.

    ●(1903) MBJJ 53. koan a zo bet dilerc'het hirie. ●67-68. Na dalv ket a boan, en gwirione, dilerc'han, 'vit he sellet, kouls koan. ●(1907) BOBL 04 mai 136/3c. An-heuriou da zigerri he (lire : ha) da gloza (…) o abretaat pe o dilerc'ha. ●(1919) KZVr 355 - 21/12/19. Dilerc'hi, tr. «retarder ; evel goulerc'hi.» ●(1920) MVRO 56/1b. dilerc'hia an dihan-labour ac'hann d'eur pennad.

    II. V. intr.

    (1) S'attarder.

    ●(1914) MNOTes 173. dilerc'ha, dilerc'hañ, en Léon dilerc'hi s'attarder, rester en arrière. ●(1935) BREI 411/3a. hag o devo mez an dilerc'herien o veza chomet da zilerc'ha.

    (2) Ne pas être de son temps, de son époque.

    ●(1935) KANNgwital 389/55. Na lavarit morse : diwar benn (...) Ho kerent : «dilerc'hia reont !»

    (3) Être en retard.

    ●(1982) TKRH 65. pa zichañse dezhañ dilerc'hañ e veze nec'het Mamm-Gozh. ●73. Pa zilerc'he re e teue Marianna d'e glask.

    (4) (en plt d'une horloge) Retarder.

    ●(1914) MNOTes 173. dilerc'ha, dilerc'hañ, en Léon dilerc'hi retarder v. n., parl. d'une horloge.

    (5) Dilerc'hiñ d'ober udb. : tarder à faire qqc.

    ●(1914) MNOTes 173. dilerc'het 'm eus da j'ai tardé à (vous écrire).

  • dilerc'her
    dilerc'her

    m. –ion Retardataire.

    ●(1903) MBJJ 31. laret d'an dilerc'herien hastan. ●(1910) MBJL 107. Gwaz d'an dilerc'herien. ●(1929) MKRN 96. var an dilerc'herien. ●(1935) BREI 411/3a. hag o devo mez an dilerc'herien o veza chomet da zilerc'ha.

  • dilerc'het
    dilerc'het

    adj.

    (1) Bezañ dilerc'het : être en retard.

    ●(1903) MBJJ 346. aoun hon deuz da venel, pe, da vihanan, da vean dilerc'het.

    (2) Bezañ dilerc'het da (+ v.) : être en retard à.

    ●(1914) MNOTes 173. dilerc'het oñ je suis en retard (da béañ à payer).

    (3) Bezañ dilerc'het gant (+ subst.) : être en retard dans.

    ●(1914) MNOTes 173. dilerc'het oñ je suis en retard (gañt ma labour avec mon travail).

    (4) Retardé.

    ●(1927) CONS 1159. Beza ez eus eul lennegez hag he deus brudet an taoliou-kroug c’hoariet d’al lonkerien dilerc’het gant ar vugelien-noz.

    (5) Arriéré.

    ●(1925) FHAB Kerzu 464. n'int na sorc'hennou gwrac'hed koz na c'hoantadennou tud dilerc'het.

    II. Subst. Retardataire.

    ●(1895) GMB 170. Pet[it] Trég[uier] dilerc'het, tr. «attardé, retardataire.»

    ●(1967) BAHE 52/48. Na ken kasaus all bezañ tapet war-lerc'h, selloù an holl war an dilerc'het.

  • dilerc'hiad
    dilerc'hiad

    m. –ed, dilerc'hidi Retardataire.

    ●(1931) VALL 655a. Retardataire, tr. «dilerc'hiad pl. ed, –c'hidi.» ●(1950) KROB 21/1. D'an dilerc'hidi kaledet ober unan a zaou : pe digas d'eomp ar pez 'zo dleet, pe kregi en o fluenn da laret ehana-krenn kas d'ezo ar gelaouenn…

  • dilerc'hiadur
    dilerc'hiadur

    m.

    (1) Arrérages

    ●(1931) VALL 37a. Arrérages, tr. «dilerc'hiadur m.»

    (2) Retard.

    ●(1968) BAHE 57/10. An dilerc'hiadur a vremañ n'en deus mann ebet da welout eta gant un dizingalder bennak etre ar gouennoù.

  • dilerc'hiañ
    dilerc'hiañ

    voir dilerc'hañ

  • dilerc'hiñ
    dilerc'hiñ

    voir dilerc'hañ

  • dilestaj
    dilestaj

    m. Délestage. cf. dilastr-

    ●(1904) DBFV 55b. dilestaj, m. pl. eu, tr. «délestage.»

  • dilestour
    dilestour

    m. –ion =

    ●(c.1718) CHal.ms ii. Il Iure comme un chartier embourbé, tr. «ean a doe el ur chartour bouillonnet Il Iure comme un chartier embourbé ean a doe el ur chartour bouillonnet mr le moing dit q' le prouerbe commun c'est ean a doüé el un dilestour dechass'.»

  • dilestradeg
    dilestradeg

    f. –où Débarquement.

    ●(1960) PETO 8. a-raok dislestradeg Kiberen. ●(1962) EGRH I 60. dilestradeg f. -où, tr. « débarquement. »

  • dilestrañ / dilestriñ
    dilestrañ / dilestriñ

    v.

    (1) V. intr. Débarquer.

    ●(17--) ST 134. Deomp da gichen ann aod da esaat dilestri, tr. «abordons, pour essayer de débarquer.»

    ●(1870) FHB 280/147b. oc'h ho fidi da zilestra eno. ●(1870) FHB 302/324a. da zilestra en Irland.

    ●(1910) MBJL 58. e tilestre enDover eur vagad Ursulined. ●60. elec'h hon doa dilestret. ●(1929) SVBV 29. mall d'ezo dilestra. ●(1931) VALL 182b. Débarquer d'un navire, d'un bateau, tr. «dilestra, dislestri (n.).»

    (2) V. tr. d. Débarquer.

    ●(1868) FHB 196/320b. e c'houlennas beza dilestret eno. (...) an den iaouank o doa dilestret eno. ●(1931) VALL 182b. Débarquer d'un navire, d'un bateau, tr. «dilestra, dislestri (act.).»

  • dilestriñ
    dilestriñ

    voir dilestrañ

  • dileton
    dileton

    adj. Sans herbe.

    ●(1987) DBHB 158. Eur wenojenn dileton.

  • diletoniñ
    diletoniñ

    v. (agriculture) Ouvrir (une jachère).

    ●(1732) GReg 506a. Jacherer, donner le premier labour à un champ, tr. «Dilétoñni. pr. dilétoñnet.»

    ●(1876) TDE.BF 132b. Diletoni, v. n., tr. «Ouvrir une jachère.»

    ●(1931) VALL 193a. Dégazonner, tr. «diletoni.» ●(1962) EGRH I 60. diletoniñ v., tr. « labourer une jachère, enlever le gazon. »

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...