Devri

Recherche 'd...' : 9629 mots trouvés

Page 156 : de divusin (7751) à diwar-1 (7800) :
  • divusiñ
    divusiñ

    v. tr. d. Dégîter, faire sortir de son gîte.

    (1939) RIBA 35. divuset un tad-gad.

  • divut
    divut

    m. (jeu) Début.

    (1914) DFBP 77b. début, tr. «Divut

  • divutiñ
    divutiñ

    v. tr. d. (jeu) Débuter.

    (c.1718) CHal.ms i. debuter une boule, tr. «diueutein, tennein, chassal dibusqueïn ur voul'.»

    (1914) DFBP 77b. débuter, tr. «Divuta

  • divuz .1
    divuz .1

    m. –où Divertissement.

    (1732) GReg 35a. Amusement, occupation legere pour passer le tems, tr. «divus. p. divusou

    (1876) TDE.BF 159a. Divuz, s. m., tr. «Divertissement, jeu, amusement.» ●(18--) SAQ II 29. varzu divuzou (1) ar bed ma ? (1) Divertissements.

  • divuz .2
    divuz .2

    voir divuzañ

  • divuzañ / divuziñ / divuz
    divuzañ / divuziñ / divuz

    v.

    (1) V. tr. d. Amuser, divertir.

    (1659) SCger 145a. Diuus, tr. «amuser». ●(1732) GReg 35b. Amuser un enfant, tr. «Divus ur buguel.»

    (1847) FVR xii. kelen ha krenvaat ho mignouned hag ho divuza ivez a wechou. ●383. rei a rinn hep ken, ha berr ha berr, diou ganaouen evit divuza eunn nebeut ar re a deurvezo lenn. ●(1862) JKS 50. lennit kentoc'h al levriou a zo mad da c'hlac'hari ho kaloun, eget ar re ne d-int nemet evit divuz ho spered. ●(1866) LZBt Gouere 145. divuzan (amuzin) ar botred. ●(18--) SAQ II 99. pe zivuzi ar re all.

    (2) V. pron. réfl. En em zivuziñ : se divertir, s'amuser.

    (1866) SEV 4. en em zivuzi er jardinou. ●(18--) SAQ II 43. Pa zear da besketa evit en em zivuzi. ●99. en em zivuzi pe zivuzi ar re all.

  • divuzell
    divuzell

    adj. Sans lèvre.

    (1921) FHAB Du 304. O genou divuzel leun a bokou lubrik. ●(1921) FHAB Kerzu 331. everien divuzel ha digik.

  • divuziñ
    divuziñ

    voir divuzañ

  • divuzul
    divuzul

    adj.

    I. Attr./Épith.

    (1) Énorme, sans mesure, immense.

    (1790) MG 372. me zouge ne guemérehèn ur scrupul divusul.

    (1838) OVD 288. dré er veilleu divusul, dré er yuneu.

    (1963) LLMM 99/266. e pradeier divuzul ar c’hornog.

    (2) (Dépense) exorbitante, inconsidérée.

    (1856) VNA 156. vous faites une dépenses exorbitante, tr. «hui e hra un dispign divusul

    II. Adv. Très (long, grand, etc.).

    (1854) MMM 100. daou geant, bras-divusur. ●(1857) HTB 201. kerniou spontuz ha hirr divuzur.

  • divuzus
    divuzus

    adj. Divertissant.

    (1867) FHB 102/396b. traou koant, divuzuz, traou evel-se pere a blij d'an dud.

  • divvoc'h
    divvoc'h

    d. boc'h

  • divvougenn
    divvougenn

    d. bougenn

  • divvoz
    divvoz

    d. boz

  • divvrec'h
    divvrec'h

    d. brec'h

  • divvronn
    divvronn

    d. bronn

  • divweuz
    divweuz

    d. gweuz

  • divweuzek
    divweuzek

    adj. Bilabié.

    (1931) VALL 67a. Bilabié, tr. «diouweuzek

  • divwezh
    divwezh

    voir diwezh .3

  • divwregiezh
    divwregiezh

    f. Bigamie.

    (1931) VALL 67a. Bigamie, tr. « diouwregiez f. »

  • divyezhegezh
    divyezhegezh

    f. Bilinguisme.

    (1931) VALL 67a. Bilinguisme, tr. « diouyezegez f. »

  • divyezhek
    divyezhek

    adj. Bilingue.

    (1909) FHAB Gwengolo 270. An deskadurez diou-yezek a zougo c'hoaz eur frouezen all. ●(1931) VALL 67a. Bilingue, tr. «diouyezek.» ●(1935) BREI 436/1a. ar gelennadurez diouyezek. ●(1960) BAHE 23/4. er skolioù divyezhek.

  • diwad .1
    diwad .1

    adj. Exangue, qui n'a pas, plus, de sang.

    (1732) GReg 843a. Qui n'a point de sang, tr. «Divoad

    (1907) PERS 62. Sempl ha dic'hoad edo dija pa gouezaz eur goall c'houli en he c'har. ●(1931) VALL 286b. Exangue, tr. «diwad.» ●(1962) EGRH I 68. diwad a., tr. « exangue. »

  • diwad .2
    diwad .2

    m.

    (1) Hémorragie.

    (c.1718) CHal.ms i. aimorragie, tr. «dioüet, un dioüet bras.» ●(1732) GReg 421a. Flux de sang, tr. «fluçz divoad.» ●843a. Perte de sang, hemorragie, tr. «An divoad

    (1904) DBFV 54a. dihoed, dioed, m., tr. «hémorragie, flux de sang.» ●(1934) BRUS 224. Une hémorragie, tr. «un dioed, m.»

    (2) Saignée.

    (1962) EGRH I 68. diwad m., tr. « saignée. »

    (3) (botanique) Louzaouenn-an-diwad : sanguine.

    (1904) DBFV 54a. lezeuen en dihoed, tr. «sanguine, herbe (l'A.).»

  • diwadadur
    diwadadur

    m. Hémorragie.

    (1904) DBFV 54a. dihoedadur, dioedadur, m., tr. «hémorragie, flux de sang.»

  • diwadañ / diwadiñ
    diwadañ / diwadiñ

    v.

    I. V. tr. d.

    A.

    (1) Saigner, tirer le sang.

    (1659) SCger 107a. saigner, tr. «diouada.» ●150b. diouada, tr. «saigner.» ●(17--) BMa 21. Da divoadan ar meod, tr. «Pour saigner les moutons.»

    (1888) KZV 19. Pa vije red diwadan eur muntrer pe eul laer.

    (1902) PIGO I 54. e gontel en e zorn, prest da ziwada kenta hini arruje gantan. ●(1904) DBFV 54a. dihoedein, v. a., tr. «saigner.» ●(1908) PIGO II 20. diwadan an danvad paour. ●(1931) VALL 286b. rendre exangue, tr. «diwada.» ●(1936) DIHU 296/29. Dioèdein un dén èl ma tioèdér un hoh.

    (2) par ext. Épuiser (la terre).

    (1962) TDBP II 126. Ar haol-stej na vezont ket pell o tiwada an douar, tr. «les choux fourragers ne sont pas longs à épuiser la terre.» ●Amañ eo diwadet an douar gant gwriziou ar pin, tr. «ici la terre est épuisée par les racines des pins.»

    B. sens fig.

    (1) Affaiblir à l'extrême.

    (1906) FHAB Gwengolo/Here 348. enebourien an Iliz a zave ho fenn hag a boanie da zivoada ar relijion.

    (2) Ruiner.

    (1962) TDBP II 126. Me n'on ket o klask krignad na diwada den ebed, tr. «je ne cherche à ronger ni à saigner (égorger, ruiner) personne.»

    II. V. intr.

    (1) Saigner, perdre son sang.

    (1659) SCger 167a. fouetit ên quen na dihouado, tr. «fouettez-le tant que le sang en sorte.» ●(1732) GReg 838a. Saigner sans pouvoir arrêter le sang, tr. «Divoada bede ar fin.»

    (1834) SIM 132. laqit ar gouli da zivoada. ●(1879) BMN 306. Neuze eo e teuis da zioada dre va fri.

    (1904) DBFV 54a. dihoedein, v. a., tr. «saigner, perdre son sang.» ●(1906) KANngalon Kerzu 285. hag en deuz lakeat Kaloun Jezuz da zivoada. ●(1910) MAKE 37. a jomme da ziwada war an dour. 106. pennou heuzus c'hoaz o tiwada.

    (2) [empl. comme subst.] Perte de sang.

    (1732) GReg 843a. Perte de sang, hemorragie, tr. «An divoada

    III. V. pron. réci. En em ziwadañ : se saigner mutuellement.

    (1905) BOBL 04 février 20/1b-c. Er sav-Heol, milionou gwazed a zo krog oc'h krog, oc'h en em ziwada.

  • diwader
    diwader

    m. –ion Saigneur.

    (1732) GReg 838a. Saigneur, Medecin qui aime à faire saigner, tr. «(odieusement on dit : divoader. p. yen

    (1896) LZBt Mae 15. ar Feticher (sorzer) diwader tud.

  • diwadet
    diwadet

    adj. Exsangue.

    (17--) TE 254. èl un dén dioaidét.

    (1931) VALL 286b. rendu exangue, tr. «diwadet

  • diwadiñ
    diwadiñ

    voir diwadañ

  • diwagenner
    diwagenner

    m. –ioù Brise-lames.

    (1931) VALL 83a. Brise-lames, tr. «diwagenner

  • diwalc'h .1
    diwalc'h .1

    adj.

    (1) (en plt de qqn) Insatiable.

    (1659) SCger 69b. insatiable, tr. «dioualc'h

    (1732) GReg 533b. Cet homme est insatiable, tr. «Divoalc'h eo an dèn-ze.»

    (1867) MGK 98. D'ar c'halounou diwalc'h. ●(1876) TDE.BF 159a. Diwalc'h, adj., tr. «Qui ne peut se rassasier.»

    (1935) BREI 425/1d. Perak oc'h ken diwalc'h ? ●(1962) EGRH I 69. diwalc’h a., tr. « insatiable. »

    (2) (en plt de nourriture) Qui ne rassasie pas.

    (1732) GReg 621b. Mets qui ne rassasient point, tr. «boëd divoalc'h.» ●783b. Mets qui ne rassasient point, tr. «bouëd divoalc'h

    (1931) VALL 624a. (mets) qui ne rassasie pas, tr. «diwalc'h.» ●(1962) EGRH I 69. diwalc’h a., tr. « qui ne rassasie pas. »

    (3) Inapaisé.

    (1868) FHB 153/391a. gant ar c'hoant dioualc'h euz ar gounid.

  • diwalc'h .2
    diwalc'h .2

    m. Boulimie.

    (1876) TDE.BF 159a. Diwalc'h, s. m. tr. «Boulimie.»

    (1931) VALL 76b. Boulimie, tr. «diwalc'h

  • diwalc'hadur
    diwalc'hadur

    m. Insatiabilité.

    (1904) DBFV 53b. dihoalhadur, dioalhadur, m., tr. «insatiabilité (l'A.).»

  • diwalc'het
    diwalc'het

    adj. Qui n'est pas rassasié.

    (1792) BD 368. Diuoalchet eo ma corf pa na gaffan tamboet, tr. «Mon corps est affamé puisque je ne trouve aucune nourriture.»

  • diwalc'hiñ
    diwalc'hiñ

    v. tr. d.

    (1) Délaver.

    (1856) VNA 229. si je ne bois que de l'eau, je vais me dégrader l'estomac, tr. «ma n'ivan quin meit deur, é han de zizolhein me halon.»

    (2) (?) Rincer (?).

    (1987) MZLC 58. mont davit dour pe da ziwalc'hiñ lienaj goude ma veze bet graet kouez gant Mamm.

  • diwalc'hus
    diwalc'hus

    adj. Insatiable.

    (1732) GReg 783b. Qu'on ne peut rassasier, insatiable, tr. «Divoalc'hus

    (1931) VALL 624a. qu'on ne peut rassasier, tr. «diwalc'hus

  • diwall .1
    diwall .1

    adj. À l'abri.

    (1949) LLMM 17/21. hag evel-se e vin diwall eus n'eus forzh peseurt kerseenn.

  • diwall .2
    diwall .2

    m. –où

    (1) Garde, protection.

    (1847) FVR 30. A bep tu e klaskann ha diwall, ha skoazel. ●165. dindan diwal eur Zant pe eur Zantez bennak. ●(1872) ROU 86a. Nous en avons la garde, tr. «Ni on d-euz an diouall anezo.»

    (2) Kemer e ziwalloù : prendre ses précautions.

    (1957) AMAH 115. Aliet e voen bet da gemer va diwalloù.

    (3) Bezañ e(n) diwall : être à l'abri.

    (1867) LZBt Gouere 313. hag e oamp zo-kaeroc'h e-diwall enn hon c'hujadel.

    (4) Bezañ en diwall ouzh ub. : être à l'abri de (l'attaque de) qqn.

    (1865) LZBt Gouere 5. o kredin e vijenn eno muioc'h enn diwall ouz enebourien ar fe.

    (5) Bezañ war ziwall ub. : garder, surveiller qqn.

    (1872) ROU 86a. Il faut le garder continuellement, tr. «Dalc'h-mad e ranker beza var ziouall aneza

    (6) War ziwall / àr an diwall : sur ses gardes.

    (1824) BAM 38. An deiz diveza (...) a so cuzet oc'h an dut, evit ma vint atau var zioual.

    (1974) YABA 07.09. E vamm Maïna, e oè ar en dihoall. ●14.09. Choch e vezè atao ar en dihouall.

    ►[form. comb.]

    S3f àr he diwall

    (1928) DIHU 203/70. ha hi um laka ar hé dihoal.

    P3 àr o diwall

    (1921) GRSA 239. soudarded roué Nohomberland ha ne oent ket ar ou dioal.

  • diwall / diwallañ .3
    diwall / diwallañ .3

    v.

    I. V. intr.

    (1) Faire attention, prendre garde.

    (1612) Cnf 6b. rac se diualhet pep vnan.

    (1856) VNA 119. prends garde, souris, tr. «Dihoal, logoden.» ●(1878) EKG II 105. Mez me, ho mestr, a rank sellet a-bell ha diouall a bep tu.

    (1908) PIGO II 182. a greiz ma huche d'imp diwall.

    (2) Diwall ouzh udb. : prendre garde à, se garder de qqc.

    (1612) Cnf 42b. da dyuallaff ouz an trasé hon aduertis an Profoet royal.

    (1792) BD 1360. diuoallet bepret ous an dentation, tr. «Prenez toujours garde à la tentation.»

    (1825) COSp 299. hur brassa sourci durant hun buhé e zeli bout de zihoel doh-t'hou, hac é special doh er péhet marhuel. ●(1889) SFA 70. diouall a raint, a spered hag a gorf, ouz pep pec'hed. ●(18--) SAQ II 360. ni ziwallo ouz an afeil.

    (1907) AVKA 183. diwallet deus ar brasoni.

    (3) Diwall rak : se garder de, du.

    (1894) BUZmornik 278. diouallit rak an dra-ze. ●587. Diouallit eta dreist peb tra rak ann ourgouill.

    (1903) MBJJ 343. dioall rakan. ●(1915) MMED 101. ha diouall a rit rak an daou bec'het-se da viana ?

    (4) [devant un v.] Diwall a, da : se garder de.

    (1857) HTB 49. diwallet a goll kouraj. ●(1861) BELeu 75. dihoallamb ag hi hol. ●(1891) MAA 134. Diwallit avad da ober re a vrassouniou.

    (1900) MSJO 23. Diouallit da gemeret avi ous an dud pinvidik. ●(1902) MBKJ 103. Diouallomp da veza dievez, avelet. ●(1907) AVKA 26. Diwallet a walla hag a laerez. ●67. a vrema, diwall a bec'hi. ●254. diwallet a sponta, d'anoazi na zoken da gaout doan.

    (5) Diwall udb. a-enep ub., ub. a-enep ub. =

    (1877) EKG I 188. d'hen diouall a enep livrasted kear.

    (1910) FHAB Here 307. mil c'hoari d'ezo diouall o douarou a enep o amezeien.

    II. V. tr. d.

    (1) Diwall ub. rak ub., udb. : précautionner qqn contre qqc.

    (1900)) MSJO 114. sant Joseph en doa diouallet anezho rag al laëron.

    (2) Diwall ub., udb. diouzh, ouzh, , a udb. : garder qqn de qqc.

    (18--) SAQ I 217. Evit kaout eost mad en eur park, e ranker (…) he c'hoennat pa zeu ar mare hag hen diwall a zroug.

    (1900) MSJO 33. diouallet ac'hanon dious an afeil.

    (3) Garder, surveiller.

    (1847) MDM 377. skrutatourien (...) evid diouall ar pod, e pehini e vez taolet ar billejou. ●(1867) FHB 139/280b. o tioual va chatal corn ! ●(1877) EKG I 291. Micher ar merc'hed eo aoza boued er gear, diouall ar vugale. ●(1889) ISV 483. ar gardou a zioualle an or bors.

    (1905) MPRL 2. O tiouall va banden zaout var ieod ho letounen. ●(1909) KTLR 202. eur plac'hik a ziwalle he denved. ●(1911) BUAZperrot 210. o tiouall an denved. ●432. He lez-vamm (…) her c'hase bemdez da ziouall al loened.

    ►[empl. avec la prép. «da»] Garder.

    (1862) JKS I (approbation). Bretoned ar brovins, lezet ganeomp da ziwall.

    (4) Protéger, défendre.

    (1659) SCger 37b. defendre quelqu'vn, tr. «dihoall vre benac.»

    (1915) HBPR 175. Ar zoudardet a rankas diambroug anezhan da vond d'he di da chom, zoken, d'he ziwall. ●(1932) ALMA 108. Doue ra'z tiwallo, va mignoun !

    (5) Diwall (evezh) ma, na : se garder de.

    (1824) BAM 187. diouallit na duac'h d'en em bompadal. ●(1847) MDM 243. E fin holl e ranker dioual evez mad na dafet da c'houlenn aviz-kusul amañ hag aount. ●(1862) JKS 80. diwallit na rafac'h hevelep tra. ●252. ho pezet sonj atao euz ann Aotrou Doue ha diwallit na rafac'h dael na klemm.

    (1907) AVKA 259. Diwallet (...) na gouefe an de se warnoc'h a grelz (lire : greiz) tôl.

    (6) Nettoyer.

    (c.1718) CHal.ms i. eschardonner oter les chardons, tr. «diloscalein et a sarzeau dihoualein, nettat en doüar es en hoscal, dihoüasquelein.»

    III. V. pron. réfl. En em ziwall.

    (1) Prendre garde.

    (1878) EKG II 1. Dont a rejomp ive-ta enn dro dre an hent braz, oc'h en em ziouall evelato hag o sellet piz enn dro d'eomp.

    (2) En em ziwall diouzh, ouzh : se protéger, se garantir (du froid, etc.).

    (1862) JKS 83. Ann hini n'en em ziwall ket dioc'h ar pec'hejou bihan. ●(1866) FHB 73/165a. Ret eo deomp eta en em zioual ountan [ar c'hlenved].

    (1906) KANngalon Mae 111. An iliz 'zo sarret kloz evit en em ziouall ouz ar riou. ●(1911) SKRS II 112. ma lakeas he boan divar neuze d'en em ziouall diouz he dech fall. ●(1963) LLMM 99/268. a rank klask en koulz hag en amzer an tu d' en em ziwall diouzh an Dispac'h.

    (3) En em ziwall da (+ v.) : s'empêcher de.

    (1910) MAKE 64. bec'h d'ezan en em ziouall da c'hoarzin.

    V. Interj. Attention !

    (1869) EGB 130. diwall ! tr. «gare !»

    VI.

    (1) Diwall al loar eus ar bleiz : voir loar.

    (2) Lakaat dek da ziwall unan : voir dek.

  • diwallañ
    diwallañ

    voir diwall .3

  • diwallchañsiñ
    diwallchañsiñ

    v. tr. d. Déguignonner.

    (1744) L'Arm 433a. Déguignoner, tr. «Dioalchancein

    (1904) DBFV 53b. dihoalchansein, dioalchansein, v. a., tr. «faire perdre la malchance, déguignonner.»

  • diwaller
    diwaller

    m. –ion

    (1) Pâtre, pasteur.

    (1859) MMN 139. an dioualleur denvet lojet en e gabanenn plous. ●(1860) BAL 205. ur c'heaz dioualler denved. ●(1866) HSH 27. ho tiouallerien dênved. ●(1883) IMP vii. un divoaller denved.

    (1925) FHAB Ebrel 128. dioualler-moc'h eus e vicher. ●(1955) STBJ 36. pôtr-saout, pe diwaller lôned-korn.

    (2) Protecteur.

    (1912) MMPM 112. Ne velan en dro d'in na diwallerien na mistri ginet.

    ►[empl. comme épith.]

    (1903) MBJJ 201. An Tad dioaller.

    (3) Gardien.

    (1939) RIBA 32. Hag en dioallour sellet dre dorikel en nor dâl.

    (4) Gardien de prison.

    (1915) HBPR 116. En despet d'an diouallerien, ec'h esaont mond, er zal, dre an nor. ●(1924) FHAB Du 177. merc'h dioualler ho prizon. ●(1928) BFSA 21. n'en doa nemet komzou kasaüs ouz e ziwallerien.

  • diwallerez
    diwallerez

    f. Gardienne (d'animaux).

    (1877) BSA 290. d'ar paour keaz diouallerez denved euz Domremi.

  • diwan .1
    diwan .1

    adj. (agriculture) Sorti de terre.

    (1908) FHAB Gouere 210. marteze eo diouan breman. ●(1962) TDBP II 221. Irvin-saoz bihan a zo diwan, tr. «de petits rutabagas sont sortis de terre.»

  • diwan .2
    diwan .2

    m. –où

    I.

    A. (agriculture)

    (1) (La) pousse des plantes.

    (1732) GReg 746a. Pousse, ce qui sort de terre, tr. «an divoan

    (1927) GERI.Ern 108. diouan m., tr. «pousse.»

    (2) Germe.

    (1907) BOBL 19 janvier 121/2e. ho digellida [an avalou douar], rag an dic'hoan a zo eur poëzon hanvet e gallek Solanine. ●(1927) GERI.Ern 108. diouan m., tr. «Germe.»

    B. (maçonnerie) Pierres d'attente.

    (1876) TDE.BF 159a-b. Diwanou, s. pl. m., tr. «Pierres en tas d'une maison démolie et qui doivent servir à en édifier une nouvelle.»

    (1927) GERI.Ern 108. diouanou pl., tr. «pierres d'attente.»

    II. sens fig.

    (1) Attente, espérance.

    (1927) GERI.Ern 108. diouan m., tr. «attente, espérance.» ●diouan a zo ennañ, tr. «il donne des espérances, il portera des fruits.»

    (2) Germe.

    (1912) BOBL 09 novembre 412/2c. Er feson-ze ouspenn ma vez lazet an dic'hoan euz ar c'hlenved, a vez var ar memes tra (lire : tro) dizammet an had deus kalz a draou fall a vez en e douez.

  • diwan .3
    diwan .3

    voir diwanañ

  • diwanajoù
    diwanajoù

    pl. Graines non semées qui ont germé.

    (1962) EGRH I 69. diwanachoù pl., tr. « graines qui ont germé sans avoir été semées. »

  • diwanañ / diwaniñ / diwan
    diwanañ / diwaniñ / diwan

    v. intr.

    I. V. intr.

    A. (agriculture)

    (1) Germer.

    (1499) Ca 66b. Diuan et crisquiff tout vng. g. germiner.

    (1870) MBR 340. da welet ha diwana a rea he ed, tr. « pour voir si poussait le blé qu'il avait semé ». ●(1878) EKG II 188. evesaat ha dioana brao a rea ar gounidegez enn douar.

    (1904) DBFV 53b. dihoañnein v. n., tr. «germer.» ●(1911) BUAZperrot 221. p'edo e had o tiouan. ●(1912) LDTU x. Ar greun a gouezas en douar mat a ziouanas.

    (2) Pousser.

    (1633) Nom 100a. Panus : ce qui croist sur les arbres en maniere de champignons : an re á giouan (lire : diouan) voar an guezen eguis quebell touçceguet.

    (1659) SCger 47b. les fleurs s'eclosent, tr. «didînva pe dihoan a ra ar bleun.» ●96a. pousser, sortir de terre, tr. «dihoân»

    (1860) BAL 78. ar bokedou a zo diouaned en douarou.

    (1904) DBFV 53b. dihoañnein v. n., tr. «pousser.» ●(1910) BOBL 16 avril 277/2e. Gouezit ez eus daou seurt plant : eur re a zistera, a zizec'h an douar hag eur re all a wella anezhan en eur skarza pe mouga al loustoni a zo o klask diwana.

    B. par ext.

    (1) (en plt d'un point d'eau, d'une source) Sourdre, prendre naissance.

    (1872) ROU 104a. Il y prend sa source, tr. «eno e tivoan.» ●(1880) SAB 253. ac eus ar vammen-se, e save, e tivoane ur ganol.

    (1907) FHAB Gwengolo 202. ar puns a vez mad pe fall dious al leac'h ma tiwan an dour ennhan. ●(1926) SAHE 34. dour an eienen, diouanet var beden sant Herve.

    (2) Poindre.

    (1867) BUE 185. eul loue iaouank, ha ne ve he ivinio hag he gernio nemet krok c'hoaz da diwan war he dreid ha war he benn.

    (3) (en plt d'un astre) Poindre.

    (1925) FHAB Genver 12. Ar stered a oa krog da ziouan en oabl.

    C. sens fig.

    (1) Éclore, naître, apparaître.

    (1893) IAI 146. Urziou nevez o tiwan hag o kreski. ●(1894) BUZmornik 257. D'ar mare-ze, ez oa diouanet meur a fals kredenn etouez ann dud fidel.

    (1921) LZBl Du 198. E 1890, ar C'horee n'he doa ket a ilizou. Dizale ho gueler o tivoan a bep tu. ●(1921) LZBt Here 13. Dambrest e weler an ilizou evel o tiwan dre oll.

    (2) Naître et grandir.

    (1900) MSJO 48. E skeud diou galon guerc'h eo e ranke diouan Jesus.

    (3) (en plt d'une idée) Venir, poindre (à l'esprit).

    (1902) PIGO I 170. Neuze Personik e tiwanas eur menoz en e benn. ●(1908) PIGO II 176. an huvreou dudius a oa diwanet ennan diwar gomzou Janig. ●(1910) MAKE 41. pa ziwanas eur zonj en e benn.

    (4) Pulluler.

    (1659) SCger 99a. pulluler, tr. «dihoan

    II. V. tr. d.

    (1) Faire naître, apparaître, venir.

    (1902) MBKJ 29. Karantez an tad, kaer 'zo, a c'houlenn doujans ; karantez ar vamm a ziouan fizians.

    (2) Retirer (l'hameçon) d'un poisson.

    (1909) BROU 225. (Eusa) Dic'hoána, tr. «Débarrasser un poisson pris à l'hameçon.»

    III.

    (1) Ne diwano ket ar fav en e c'henoù : voir fav.

    (2) Diwan evel raden : voir raden.

  • diwanenn
    diwanenn

    f. –où Corollaire.

    (1931) VALL 156a. Corollaire, tr. «diouanenn f.»

  • diwaniñ
    diwaniñ

    voir diwanañ

  • diwar .1
    diwar .1

    adj. Non-cintré.

    (1890) MOA 170a. Non cintré, tr. «dic'hoar

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...